Pempet quevren - Ar c’huec’hvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 443-444)





AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon Ene en egard d’hon Nessa.


REd eo ervat e teue an eil pried da garet eguile gant ur garantez douç ha pæsibl, ferm ha continuel, hac er graent principalamant abalamour ma c’hordren Doue ha ma sell dezàn quemense. Ar memes tra a lavaràn evit ar vugale hac ar guerent tost, ha c’hoaz evit ar vignonet peb-unan diouz e renq.

Mæs evit coms e general, penaus ema ho calon-hu en egard d’ho nessa ? ha c’hui er c’haren sinceramant hac abalamour da Zoue ? Evit anaout ervad quemense, e renquit en em represanti deoc’h hoc’h-unan certen tud dic’hraç, disprijus hac a voual humor ; rac eno eo e c’hexercer carantez Doue en andret an nessa ; ha mui c’hoaz en andret ar re pere a ra droug deomp pe dre oberou, pe dre gomsou. Examinit ervad hac èn a so franc ho calon en andret an seurt-se, ha guelit ha c’hui hoc’h eus poan vras oc’h o c’haret.

Ha c’hui na douc’h quet pront da barlant var stad ho nessa en e zisavantaich, ispicial var stad ar re pere n’ho queront quet ? ne rit-hu quet a zroug d’ho nessa en ur fæçon : bennâc, o noasout dezâ pe dezi dre ho moyen hoc’h-unan pe dre voyen re-all ? Nemet e viot ræsonabl, e remercot eas aoualc’h an dra-se.