Penauz e sicour ar Verc’hez

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 131-133)



Penauz e teu ar Verc’hez da zicour ar re he fed.
————

Ar vicherourien a ia e kær, gant greg ha bugale, en esper caout eno labour, gounit calz arc’hant, ha beva en ho æz, a bak alies souezen. Ne gavont avechou nemet dienez, paourentez, nec’hamant. Ha pa deu dreist oll ar maro da zamma ar micherour, e les var he lerc’h eun intanvez ha bugaligou hag a vezo red dezho glaouri gant an naoun. Setu petra voa digouezet gant eur baourez kez a gleven comz anezhi en dez all. He goaz a ioa falvezet dezhan dont da jom da guear B…, o sonjal e vefje eno dizoursi, hag ec’h alje sevel he vugale evel eur moundian. Hogen ne voa ket bet pell eno na glanvaz ha na varvaz, o lezel he intanvez ha daou vugel bihan en eun toul galatez dindan an doen.

An intanvez-ma ne devoa evit gounit bouet dezhi he unan ha d’he bugale nemet he nadoz : ha petra ell eur vaouez da c’hounit gant he nados, dreist oll eur gemenerez savet var ar meas ? Labourat a rea nos deiz, da viana pa gave labour, ha caer e devoa, e vanke bara dezhi alies. Red e voue guerza a hini da hini an tamouigou arrebeuri a ioa. Hogen an intanvez a ioa christenez vad, ha dreist oll oa devot bras d’ar Verc’hez. Eur fizians ar vrassa e doa e madelez mam Doue, ha pa veze eat berra ma c’halle, e tigoueze ganthi eur sicour bennag euz al leac’h ne veze ket o c’hortoz, hag hi a grede mad e voa Mari eo a deue evelse d’he zicour en he izom.

Eun dervez en em gavas ne voa ket eun tam bara en ti, na ne voa mui ken nebeut an distera tam arrebeuri da verza. An intanvez ne doa debret begat an derc’hent evit lezel ar pez a ioa a vara gant he bugale ; hogen an dervez-ma e voa red dezhi lezel ive he bugale da iun. Caer e doa sellet ha clasc ne gave netra en he lochen hag a dalveche eur guennek bennag. Setu hi gouscoude hag o teleur he dorn var eun troc’her-goulou pe eun divoucher-goulou a ioa var ar chiminal. Mont a reas dioc’htu gantha da di eur marc’hadour.

Hema a lavaras da genta n’en doa ket izom a draou evelse. Mes o veza sellet piz oc’h ar vaouez kez, e sonjaz ervad oa an dienez eo a rea dezhi clask guerza ar benvek-ze, hag o veza ma zoa eun den mad, he galvas pa edo o vont er meaz euz an ti.

— Pegement a fell deoc’h da gaout euz ar benvek-ze ?

— Ar pez a gerot, emezhi ; c’hui a voar petra dal guelloc’h evidonme.

— Dalit, eme ar marc’hadour, hag e roas dezhi eur pez a eis real.

An intanvez a drugarekeas caloneg ar marc’hadour a roe dezhi evelse peadra da derri ho naoun d’he bugale ha dezhi he unan ; rag he divoucher-goulou ne dalie ket pemp guennek. Mont a reaz ac’hano scanv ha laouen en eur drugarecat ar Verc’hez euz ar sicour e doa laket ar marc’hadour-ze da rei dezhi en he izom.

Eur vech-all o veza en em gavet adarre er memes dienez, ez eaz, evel ma voa boas, d’an ilis d’en em glem oc’h ar Verc’hez. Goude ma e doa great he feden ha scanveat he c’halon eun dra bennag e tistroe d’he zi. Hogen goustad e teue ; gouzout a rea e cafje eno he daou vugel o c’houlen bara diganthi ha ne devoa ket da rei dezho. E corn eur ru e tihouez ganthi eun dijentil estren hag a deu da gomz outhi, d’he fidi d’hen hentcha da eun ti euz a gaer ha ne vouie ket e pe garter emedo. Evit renta ar servichze dezhan e roas d’an intanvez eul loiz aour a ugent lur. Ar baourez kez ne felle ket dezhi kemeret eur gopr ha n’e doa ket gounezet, mes an dijentil he c’hontragnas da zerc’hel ar pez aour, hag hi e devoue evelse adarre tro da drugarecat mam Doue a zigasse evelse sicour dezhi pa en em gave er brassa dienez.

An intanvez vad a gendalc’has da veza devot d’ar Verc’hez. Pa ne vouie mui peleac’h en em deleur, ez ea da stouet dirag he imach, ha bevech e tigoueze ganthi caout evelse eur sicour bennag euz al lec’h ne veze ket o c’hortos, bete ma voa savet he bugale ha deut da veza guest da c’hounit bara dezho ho unan ha d’ho mam.

————