Penherès Pennaneac’h (eil gwez)
Me ê pennherès Pennaneac’h,
A zo itron bars en peb lec’h,
’Zo manet diouz dorn ar Roue,
A zo o vewan en paourente.
Gwasa maneur a ris biscoas
A oe cousked gant eur manac’h ;
Gant eur manac’h am eus cousket,
Hennès hen eus ma rouinet ;
Rac brema, pa valean bro,
Lârer manac’hès ac’hanon.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me rink caout eun acoutramant,
Eur c’harronz aour ha passemant,
Ha mont da vale dre ar vro,
Da glasq unan am c’homerro ;
Mes ha pa valefenn ar bed,
Evit parti na gavfenn ket.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
En palès ar Roue pa arrue,
Ar roue Franz a salude ;
Hen salude, heb daoulina,
Hennés oa eun hevelep tra !
— Salut d’eoc’h, Roue, Rouanès,
Me ’zo deut iaouanc d’ho palès.
— Petra newentiz oc’h eus grêt,
M’oc’h deut ken iaouanc d’hon gwelet ?
— Me ’zo deut aman a galon vad,
Da c’houl’ ho mab Dauphinn, mar ’man en oad.
— Ann oad na vezo ket sellet,
Nac ar galité ken neubed.
Me ’c’h a da scrivan eul lizer
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
(Incomplet.)
Keranborn, Plouaret, en 1844.