Margodic ar C’helennec
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Margodig ar C’helennek.
Margodic ar C’helennec a lavare d’he zad :
Me n’in ket d’ann offern, pa n’am eus ket dillad ;
Ma vijenn en Kerleino, me vije gwisket mad,
En satinn, en voutouz, bep sort dillad a stad [1] ;
En satinn hac en voulouz, en damas marellet,
Rubano war ma botou, ’vel ann dimezelled.
Ann aotro a Gerleino a lavare d’he vroeg ;
— Mar vijeac’h-hu contant, ’m bije c’hoas eur pried ;
Margodic ar C’helennec a gavan ’zo plac’h coant,
Ma squeud a welan dreizhi, pa dremen dre ma c’hambr [2]
Ann itron a Gerleino, o vont d’ann offern-bred,
Margodic ar C’helennec a deveus ranconlret:
— Lavaret d’in, Margodic, ha c’hui a ve contant
Da donet da Gerleino da ober plac’h a gambr ;
D’ober guele ann aotro, ha da scuban he gambr,
Coulz ’vel da gousked gant-hen, Margot, p’hen defo c’hoant?
— D’ober guele ann aotro, itron, me ’zo contant,
Met ’vit da gousked gant-hen, me n’em eus ket a c’hoant.
Neb a welje Kerleino dindan he raisinenn,
O son gant eur c’hontre-baz, en he zorn eur werenn [3],
O clasq debauch Margodic, allas ! hac hen eus grêt !
Margodic ar C’helennec a zo eur plac’h manquet.
Mar ’m eus-me bet Margodic, me ’m eus hi faeet mad,
Pemp cant scoed en aour melenn em boa roet d’he zad ;
Pemp cant scoed en aour melenn em boa roët d’he zad,
Ha d’ec’h kement-all, Margot, vit caout ho graso-mad ;
Semizettenn d’ar vagerès, ha maillurenn d’ar mab,
Cant scoed en corn ar c’hawel, vit lacad rusquellad.
P’arrujeac’h em zi, Margot, me em boa bougedenn,
N’hi dougje ket ma hoqueton, na ma incane gwenn ;
N’hi dougje ket ma hoqueton, na ma incane gwenn,
Ma c’hi hi dougfe brema, divas ha disenclenn !
- ↑ En satin hac en voulouz, bep sort dillad a stad,
Eur bahut ru violet da lacad ma dillad. - ↑
— Na me na rajen caz ha pa pije daouzec,
Peneverd d’ho pugale, a ve dizenoret. - ↑ Var : Neb a welje ann otro dindan eun ivinen,
O sôn gant eur violans, Margot war he varlenn ;
O sôn gant eur violans, Margot war ho varlenn ;
O clasc déhauch Margodic ziouas ! deut ê a-benn !