PENN AR MARMOUZ
E-touez kik chatal-all, eur marmouz ormider
A voa stag oc’h ar grouk, dirak stal eur c’higer.
Eunn den, o vont, a c’houlennaz
Pe mad pe fall e voa he vlaz.
— « Ar vlaz a zo hervez ar penn,
» Eme ’r c’higer, e daou c’her krenn. »
Komz ar c’higer ve mad, lakeet etre daou :
Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou,
Rak aliez e weler pennou zo kaer meurbed
War gouzougou tud zo ar re falla er bed ;
E leac’h ez euz re all, divalo hag iskiz,
Hag a zo ho ene kaer evel heol ann deiz.
Ne d-eo ket dioc’h doare ar penn,
Dioc’h ar galoun eo mont d’ann den.
Ne vez atao e ti ’r gened
Nag ar furnez nag ar spered ;
Ar pez a vez peurliesa
Eo lorc’h, fouge e-kreiz netra.