Pennad kentan — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 4-5)



III


Alezia : Eur gentel roet gant Verkingetorix d’ar Fransizien ha, dreist-holl, d’ar Vretoned.


Dre gichen meur a gær e tremenan, mes na dalv ket a-boan komz dioute da lennerien euz Breiz. Red eo d’imp, avad, ober eur poz gante en plenen Al Laum.

Ac’han e welomp ’uz d’imp war an dorn deo, eun dosen hag a dleomp saludi, tosen Alezia. War he c’hriben, en em diskoue sonn en he zav, dindani eur jijen vein, skeuden *arem Verkingetorix : pouezan ’ra dek milher, ha gant he jijen, he deuz daou-ugent troatad a uhelder. Savet eo bet, breman ’zo c’houæc’h vla ha tregont, evit digas ar zonj d’ar C’hallaoued dimeuz ar brezeller ijinuz ha kalonek a oa bet trec’het eno gant Jul Kesar hag ar Romaned, goude bean stourmet oute ha flastret anê aliez epad meur a vlavezio. Ma vije bet Bro-C’hall da vean savetaet gant eun dorn bennag, e vije bet gant hini Verkingetorix ! N’eo ket deut a-benn d’hen ober. Da vihanan, deski a ra d’an holl dud a Vro-C’hall stourm ive gant o holl nerz evit difenn o Bro.

Mes ar gentel-ze a ro, dreist-holl, da Vreiziz, a red muioc’h gwerc’h en o goazio ar goad a rede en e re hag en re ar Geltied koz. Hon brezonek ive a deu, ar peurvuian, euz ar yez a gomze heñ, ha n’eo ket euz al latin, evel ar gallek. Dalc’homp ’ta da gomz anean divez, hag enebomp euz hon gwellan ouz ar re a glask hen mougan. C’hoaz eur wech, eun enor eo d’imp, tud a Vreiz-Izel, komz memez tra, pe dost, evel ma komze Verkingetorix, unan euz ar re o deuz græt ar muian a enor da Vro-C’hall.

O welet e skeuden, du-hont, war veg ar mene, e sonjan kement-se en em c’hreiz. M’am ije laket ar memez sonj en spered hag en kalon ma lennerien, ha ma teufe da dremen euz o re ’barz re an holl Vreiziz, n’am ije ket a geu da vean græt eur poz ken hir dirag Alezia.


————