Pennad kentan — V

R. Prud’homme, 1903  (p. 7-9)



V


Dijon. — En kalon ar Gost-Aour. — Lyon. ’Hed ar Rhon.


Dijon eo kær-benn departamant ar Gost-Aour. Enor dister eviti, goude bean bet gwech-all kær-benn an duked a Vourgogn !

Hirie c’hoaz koulskoude e zo enni kalz a vue hag a finv : mentek eo a damdost evel Roaon.

Na ’m euz ket amzer, ’vit-se, dont d’he gwelet. A-boan eo d’in kaout amzer da gemer eun tamm boed en ti-debr ar gar. Eur bern beajourien en em doug eno. N’euz forz ! Ken akwit eo ar vevelien ma teuont a-benn da zerviji an holl war eun dro. Peurbrejet hon deuz ’benn e teuer da huchal d’imp : « Hip ! hip ! en goetur, mar plij ! »

Adarre pep-hini a gemer e blas ’barz ar bagonio, hag en hent !

Æt eo an heol da guzan, hag an noz, a-van da-van, a goue war ar mæzio. Keu braz am euz, rak plijadur a raje d’in sellet piz ouz ar *gwinienno ec’h eo goloet gante an douar. Ma vije aoalc’h a sklerijen, e welfen e-pign oute kropado freuz, hag i melen ’vel an aour. I o deuz roet e hano da vene ar Gost-Aour, eur mene a doug, war e du a zell ouz an heol o sevel, gwinienno hag a zo brudet mad en pevar c’horn ar bed.

Mes n’on ket ’vit o gwelet gant an devalijen a ren e-mæz. Petra vo græt eta breman, nemet kousket, pe, da vihanan, klask ar c’housket ?

A drugare Doue, me a deu a-benn d’hen kaout. Emichans e tigoue d’in dihuni gwech ha gwech, ’vel en Chalon hag en Macon ; mes hadvenel a ran, ha souezet on, pa digoran da vad ma daoulagad en gar Lyon, o welet eo dare noade[sic] vraz an horloj da verkan hanter-noz.

E-kreiz mac’h on, war gæ an ti-gar, o tihourdan ma diouhar hag o lonkan eur bannac’hik ær fresk, setu an Au. Neumager o tont da gâd anon. Græt gantan e dro Paray-ar-Monial, ec’h eo deut aman da gemer hon zren.

Prestik goude ec’h omp en hent adarre, Mes nan omp ket ’vit pell. Na bozomp nemet en Vienn, en Valans, en Avignon hag en Taraskon. Er gar-man e tihunan da vad hag e roan o frankiz d’am daoulagad da zellet ha d’am speret da redek. ’Vit ar wech kentan e taulan ple d’ar Rhon, a hedomp pemp heur ’zo : eur ster ledan, a red an dour anei ken buhan, ken e larfe ’n nen e ve konnaret.

C’hoaz e hedomp anei betek Arlez, kaeran kær o defoa gwech all ar Romaned en Bro-Brovans. Mogerio uhel, ha n’int ket c’hoaz peurdispennet, a welomp enni euz an hent-houarn.


————