Peronel, var e fenn eur podad leaz mintin,
Gant eun troad lijer ha mibin,
Ker skanv hag an avel,
A ia varzu Kastel.
Evit galloud beza ’r genta
Ne jomme ket da varc’hata.
E’n eur vond hi a lavare :
« N’eo ket evit ober fouge
» Mez, a dra zur, hirio e’n deiz,
» Me ’m bezo arc’hant a leiz,
» Rag al leaz a zo mad
» Ha dien varnhan eun troc’had.
» Gant ar priz me ’ breno viou
» Eun dousen, marteze, diou.
» Just ha just, va diou iar vriket
» Da glochad a zo koummanset
» Setu din, abars nemeur,
» Ier bihan bras a leiz va leur.
» Selaou, Alanik al louarn,
» Sur e kolli da ziouskouarn,
» Mar digassez begig da fri
» Var n’hed tenn da zor va c’houldri.
» Gant arc’hant an daou dorradik
» Em ’bezo eun tamm penmoc’hik.
» E’n desped dezhan e lardo,
» Rag brenn ’zo ar pes a garo.
» Priz mad ’zo var ar moc’h lard
» Ha p’er guerzin me ’zalc’ho, stard,
» E’n e leac’h, me ’breno eur vioc’h
» Ha leue d’he heul, a zo kaerroc’h.
» Deus ’ta, bioc’hik, deuz da beuri,
» Te ’ velo da leue o c’hoari.
» Sell anezhan : Dija e lamm
» Ken huel ha kerniel e vamm.
» Talvoud a ra eul louis aour !
» Fring atao, va loanik paour.
» Me ’ fringo d’ac’h heul mar kerez.
Autrou Doue, pebeuz distrez,
Skuillet al leaz : kaon d’ar viou,
Oc’h ha bioc’h ’zo eat a biou.
» Sa l’ama ’vad, eur fritaden
» Hag a lardo va diou fesken.
» Rag Jerom ne c’hortoz ket pell
» Evit terri neuden ar poell.
» Great e meuz eun devez brao !
» Va zad a lavare ’tao
» Mont da vlejal : Ar c’had ! ar c’had !
» Eo he lakaat da c’haloupad. »
Fouge re abred, avechou,
A ra terri ouspenn podou.