Perrina hac he fodat laez

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Perrina hag he fodad laezh.

◄  Ar guellienen hac ar c’har Perrina hac he fodat laez Ar merc’het hac ar secret   ►


PERRINA HAC HE FODAT LAEZ.
(Livre VII, Fable X.)


Perrina, gat ur podat læz
Cloq var he fenn, torchennet æz,
A venne erruout difazi e qær
O veza guisqet losten-verr,
’Vit bea scan, ha boutou plat,
Ha, lasset stard, e qerze d’an tis-vat.

En daill-ma, ar potrez qæz,
Dre ma qerze, a gonte pris al læz :
Gat an arc’hant e pren, neb’on, ur c’hant viou,
A sao, evit an han, daou, tri rumm torrajou :
Me digoro va daoulagad,
Dre-se e teuïnt oll da vad ;
Ouspenn-so, duma ne qet diæz
Sevel laboucet, taust d’an tyez,
Hac Alaniq, daoust d’e sqiant,
A lezo aoalc’h guenin-me
Evit prena, gat o arc’hant,
Un ’oc’h ebrelleq a zoare.
Me er choaso æz da vaga,
Ha pa deuio couls en guerza,
An ëur em bô (petra virfe ?)
Da gaout ur vuoc’h hac he loe.
Na pebes joa pa ho guelin
Gat ar re-all, er foenneq o vresqin !
Var ar guer-ma, dre joa ar plac’h a ras ul lamm ;
Læz, porc’hel, laboucet, hac ar loe hac e vamm,
Scuillet ha bruzunet tout,
A yas assambles en ho rout.
Ar perc’henn gat huanadou
A lez eno he oll madou
Hac a ya var he c’his da gaout he goas d’an ti,
D’en em excus ; mæs risq so evit-hi,

Var a glevan, ha danger bras
Ne deffe tappet fest ar vas.


********