Pevar Aviel/Eil loden/Pempet rann

Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 163-222)



PEMPET RANN
————
Azaleg gouel an teltou beteg gouel an dedi (euz a viz here da viz kerzu
————
KENTA PENNAD
Jesus a en em gav en templ e creiz eizved gouel an Teltou hag a en em lakaa da gelen.
(S. Iann, VII, 11-53 ; VIII, 1.)
————


Ar Jusevien a glaske Jesus epad ar gouel hag a lavare : « E peleac’h eman-ta ? » Calz safar a ioa er foul divar he benn. Darn a lavare : « Eun den mad eo. » Darn all a lavare : « Nann, mes touelli a ra an dud. » Nicun goulzgoude ne gomze anezhan dirag an holl, gant aon rag ar Jusevien, da lavaret eo, pennou bras ar bobl.

E creiz eizved ar gouel, Jesus a bignas en templ hag a en em lakeas da gelen. Ar Jusevien estlammet a lavare : « Penaoz ec’h anavez ar Scrituriou, hen n’eo ket bet er scoliou ? » Jesus a respontas d’ezho : « Va c’helennadurez ne deu ket diganen, mes digant an hini hen deus va c’hasset. Ma fell da unan bennag ober ioul an hini hen deus va c’hasset, ec’h anavezo hag ar gelennadurez-se a deu digant Doue pe e comzan ac’hanon va-unan. An hini a gomz anezhan he-unan a glask he c’hloar he-unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deus he gasset, hennez a zo guirion ha n’eus ket ennhan a zislealded.

» Daoust ha n’eo ket Moyses hen deus roet d’ehoc’h eul lezen ? Ha den en ho touez ne heul al lezen. Perag e claskit-hu va laza, e giz m’am bije torret al lezen ? » Ar bobl, abalamour ne anaveze ket menoz ar pennou-bras eneb Jesus, a respontas : « Kemeret oc’h gant an drouc-spered : piou a glask ho lakaat d’ar maro ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Eun dra ebken am eus great, parea da zeiz Sabbat e lenn Bethsaïda eun den seizet he izili, hag emaoc’h holl er meaz ac’hanoc’h hoc’h-unan. Abalamour m’han deus Moyses roet d’ehoc’h ar zirconcision, — n’eo ket ma teufe digant Moyses, mes digant ar batriarched — e rit anezhi var eun den, memez d’ar Sabbat. Hogen, ma vez roet d’ar Sabbat ar zirconcision da eun den, evit ne vezo ket torret lezen Moyses, perag e kemerit-hu droug ouzin abalamour m’am eus pareet eun den penn da benn da zeiz ar Sabbat ? Ne varnit ket hervez an dianveaz, mes dougit eur varnedigez just. »

Darn euz tud Jerusalem, hag a anaveze menoz fall ar pennou-bras, a lavare : « Ha n’eo ket heman an hini a glasker lakaat d’ar maro ? Ha setu e prezeg dirag an holl, ha ne lavarer netra d’ezhan. Daoust hag ar pennou-bras ho deffe anavezet a dra zur ez eo hen ar C’hrist ? Mes ni a c’hoar euz a beleac’h eo heman. Hogen, pa deuio ar C’hrist, den na c’houezo euz a beleac’h eo. » Jesus eta a gelenne a vouez huel en templ hag a lavare : « C’houi am anavez hag a c’hoar euz a beleac’h oun [1] ; goulzgoude n’oun ket deut ac’hanon va-unan, mes an hini hen deus va c’hasset a zo guirion, ha c’houi ne anavezit ket anezhan. Me hen anavez, abalamour ma ’z oun anezhan ha m’hen deus va c’hasset. » [2]

Clask a reat eta cregi e Jesus, mes nicun ne lakeas he zaouarn varnhan, abalamour n’oa ket c’hoaz deut he heur. Hogen, etouez ar foul, calz a gredas ennhan hag a lavare : « Pa deuio ar C’hrist, daoust hag e reio muioc’h a viraclou eged ne ra heman ? » Pharisianed a glevas ar bobl o lavaret e cuz an traou-ze divar he benn. Setu perag ar pennou-bras hag ar Pharisianed a gassas goardou da gregi ennhan.

Jesus a lavaras d’an dud : « Me a zo c’hoaz ganehoc’h evit eun neubeud amzer, hag ez an daved an hini hen deus va c’hasset. Clask a reot ac’hanon ha n’am c’havot ket, rag c’houi ne c’hellit ket dont el leac’h m’emaon. » Ar Jusevien a lavaras an eil d’egile : « Da beleac’h e tle mont, evit ne gavimp ket anezhan ? Daoust hag e tle mont etouez ar Jusevien a zo skignet e creiz ar boblou ? Ha kelen a dle ar baianed ? Petra ’ c’hoanta lavaret dre ar geriou-man : clask a reot ac’hanon ha n’am c’havot ket ; ha : ne c’hellit ket dont el leac’h m’emaon ? » Jesus, evel Doue, a zo ato en env, hag abarz nemeur, e tistroio di gant he natur den. [3]

Goulzgoude, beb mintin, hed eizved ar gouel, e veze kerc’het dour euz feunteun Siloe hag e veze scuillet divar an aoter, epad ma cane ar bobl comzou ar prophet Isaias : c’houi a denno dour gant joa euz feunteuniou ar Zalver. Hogen, d’an deiz bras a echue ar gouel, Jesus a en em zalc’he en he za hag a lavare a vouez huel ; « An neb piou bennag hen deus sec’hed a c’hras hag a zantelez, ra deuio davedon ha ra efo ! An hini a gred ennon, euz he galon, evel ma lavar ar Scritur, e redo steriou dour beo. » Jesus a lavare an dra-ze divar benn ar Spered a dlie receo an dud a gredje ennhan ; hag ar Spered n’oa ket c’hoaz roet, abalamour Jesus n’oa ket c’hoaz eat en he c’hloar. Dour Siloe a ioa eur skeud deuz ar c’hras a dlie ar Spered-Santel scuill var an eneou goude ma lamje Jesus pec’hejou ar bed ha ma pignje en envou da gass ar Spered a zantelez.

Pa glevjont ar c’homzou-ze, darn a lavare er foul : « Hennez eo ar Prophet e guirionez. » Darn all a lavare : « Hennez eo ar C’hrist. » Mes hiniennou a responte : « Daoust hag ar C’hrist a deu euz ar Galilee ? Ha ne lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz ouenn David hag euz keriaden Bethlehem, el leac’h m’edo David ? »

Ar bobl eta n’en em gleve ket divar he benn. Lod a felle d’ezho cregi ennhan, mes nicun ne lakeas he zaouarn varnhan. Ar goardou a deuas eta da gaout ar veleien-vras hag ar Pharisianed. Ar re-man a lavaras d’ezho : « Perag n’ho peus ket he zigasset ? » Ar goardou a respontas : « Den biscoaz n’hen deuz comzet evel an den-ze. » Ar Pharisianed a lavaras d’ezho : « Ha c’houi ’ zo bet ive touellet ? Ha beza ’ zo unan bennag hen dije credet ennhan etouez ar pennou-bras pe ar Pharisianed ? Evit ar foul-ze, ne anavez ket al lezen, tud milliget int. » Nicodem, unan anezho, an hini a ioa bet o caout Jesus en noz, a lavaras d’ezho : « Daoust hag hol lezen a varn eun den eb beza he glevet da genta hag eb gouzout petra ’ ra ? » Hi a respontas d’ezhan : « Ha te, bez’ ez out ive eur Galilean ? Furch er Scrituriou hag e veli ne zao prophed ebed euz ar Galilee. »

Ha peb hini a zistroas en he di. Jesus avad a en em dennas varzu ar menez Olived.


————

EIL PENNAD
Ar vaouez avoultrerez. (S. Iann, VIII, 2-11).
————


Pa darzas an deiz, Jesus a zistroas en templ, hag ar bobl holl a deuas d’he gaout. Azeza ’ reas hag e kelenne anezho.

Hogen, an doctored hag ar Pharisianed a zigassas eur vaouez hag a ioa bet tizet oc’h ober avoultriach. Lakaat a rejont anezhi e creiz hag e lavarjont : « Mestr, ar vaouez-man a zo bet nevez tizet oc’h ober avoultriach. El lezen, Moyses a c’hourc’hemen d’eomp labeza, pe laza a daoliou mein, eun hevelep maouez. Ha c’houi, petra ’ lavarit ? » Comz a reant evelse evit he douelli, abalamour d’ezho da c’hellout he damall. Rag ma lavare he labeza, e tenne varnhan droulans ar Romened, mistri ar vro hag a zalc’he evitho ar guir da gondaoni d’ar maro : ma lavare he lezel da vont kuit, edo tamallet gant ar Jusevien da derri lezen Moyses.

Mes Jesus, o taou-blega, a en em lakeas da scriva var an douar gant he viz. Evel ma kendalc’hent da c’houlen outhan, e savas en he za hag e lavaras d’ezho : « An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h, ra daolo outhi ar mean kenta ! » Hag o soubla adarre, e scrive var an douar. Pa glevjont an dra-ze, ez ajont kuit an eil goude egile, ar re gossa da genta, ha Jesus a jomas he-unan gant ar vaouez a ioa en he za e creiz an dud. Jesus a zavas hag a lavaras d’ezhi : maouez, e peleac’h emaint ar re d’as tamalle ? Nicun n’hen deus condaonet ac’hanot ? » — « Aotrou, emezhi, nicun. » — « Me kenneubeut, a respontas Jesus, ne gondaonin ket ac’hanot da veza labezet ; kea ha ne bec’h ket mui. »


————

TREDE PENNAD
Debad Jesus gant ar Pharisianed divarbenn he c’hinivelez divin.
(S. Iann, VIII, 12-59)
————


Goude an dra-ze, Jesus a gendalc’has da gelen. En templ edo c’hoaz ar c’hantoloriou bras iskiz ho doa servichet evit ar gouel. En eur ziscuez anezho, Jesus a gomzas adarre ouz ar Jusevien hag a lavaras d’ezho : « Me eo sclerijen ar bed ; an neb piou bennag am heul ne vale ket en denvalijen, mes bez’ hen dezo sclerijen ar vuez. »

Ar Pharisianed a lavaras d’ezhan : « C’houi a ro testeni d’ehoc’h hoc’h-unan ; ho testeni n’eo ket mad. »

Jesus a respontas : « Evidon da rei testeni d’in va-unan, va zesteni a zo mad, rag me a c’hoar euz a beleac’h e teuan ha da beleac’h ez an [4], mes c’houi ne c’houezit ket euz a beleac’h e teuan na da beleac’h ez an. C’houi a varn hervez ar c’horf, pe an dianveaz ; me ne varnan den ebed ; ha ma varnan, va barnedigez a zo guirion, rag n’emaon ket va-unan : ganen eman an Tad hen deus va c’hasset. Hogen, scrivet eo en ho lezen ez eo mad testeni daou zen. Me a ro testeni d’in va-unan ! hag an Tad hen deus va c’hasset a ro testeni d’in dre ar burzudou a ran gant he c’halloud. »

Hi a lavaras d’ezhan : « E peleac’h eman ho Tad ?

— « Ne anavezit ket ac’hanon, a respontas Jesus, na va Zad kenneubeut. M’ho pije anavezet ac’hanon, martreze ho pije anavezet va Zad. »

Setu petra ’ lavaras Jesus o kelen en templ, el leac’h m’edo kef ar profou. Den ne grogas ennhan abalamour n’oa ket deut he heur. Jesus a lavaras d’ezho adarre : « Me ’ia kuit hag e claskot ac’hanon, mes mervel a reot en ho pec’hed. D’al leac’h ma ’z an c’houi ne c’hellit ket dont. »

— « Hag en em laza ’ reio, eme ar Jusevien p’e guir e lavar : d’al leac’h ma ’z an, c’houi ne c’hellit ket dont. »

— « C’houi a zo euz an izel, a lavaras Jesus d’ezho, me a zo euz an huel. C’houi a zo euz ar bed-man, me n’oun ket euz ar bed-man. Lavaret em eus eta d’ehoc’h e varvot en ho pec’hejou : rag ma ne gredit ket er pez ma ’z oun, e varvot en ho pec’hed. »

— « Piou oc’h-c’houi, emez-ho. »

— « Me, a lavaras Jesus, me a gomz ouzhoc’h, a zo ar Penn-kenta. Calz traou am eus da lavaret varnhoc’h ha da gondaoni ennhoc’h. Goulzgoude an hini hen deus va c’hasset a zo guirion : hag ar pez a lavaran er bed am eus clevet ganthan. »

Ha ne anavezjont ket e lavare oa Doue he Dad, pa lavare ez oa penn-kenta an holl draou hag ez oa ganet araok an holl amzeriou. [5]

Jesus a lavaras eta d’ezho : « Pa ho pezo savet Mab an den ouz ar groaz, neuze ec’h anavezot piou oun, ha ne ran netra ac’hanon va-unan, mes e lavaran ar pez a zo desket d’in gant va Zad [6]. An hini hen deus va c’hasset a zo ganen, ha n’hen deus ket lezet ac’hanon va-unan, abalamour ma ran bepred ar pez a blij ganthan. »

Epad ma comze evelse, calz a gredas ennhan. Jesus eta a lavaras d’ar Jusevien-ze a gredas ennhan : « Ma talc’hit d’am c’helennadurez, e viot va guir diskiblien, ec’h anavezot ar virionez, hag ar virionez ho tilivro, »

Hi a respontas : « Ni ’ zo ouenn Abraham, ha morse n’omp bet sclavourien unan bennag. Penaoz e lavarit-ta : c’houi a vezo libr ? »

Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an neb piou bennag a ra ar pec’hed a zo sclavour ar pec’hed. Hogen, ar sclavour ne jom ket ato en ti, mes ar Mab a jom ato. Ma vezit dilivret gant ar Mab, e viot libr e guirionez, e viot kemeret gant Doue evit he vugale hag e chomot ato en he di. [7] Me ’ c’hoar ez oc’h bugale Abraham hervez ar goad ; mes clask a rit va lakaat d’ar maro, abalamour va c’helennadurez ne gav ket a zigor ennhoc’h. Me a lavar ar pez am eus guelet em Zad ; ha c’houi a ra ar pez ho peus guelet en ho tad, an drouc-spered. »

Hi a respontas : « Hon tad eo Abraham. »

— « Ma ’z oc’h bugale Abraham, grit oberou Abraham. Breman e claskit va lakaat d’ar maro, me hag am eus lavaret d’ehoc’h ar virionez am eus clevet gant Doue ; Abraham n’hen deus ket great an dra-ze [8]. C’houi a ra oberou ho tad. »

En taol-man ar Jusevien a gomprenas ez oa hano deuz eur c’hinivelez hervez ar Spered.

« Ni n’omp ket bastarded, emezho ; n’omp ket bugale an idolou ; n’hon deus ken tad nemet Doue. »

— « Ma vije bet Doue ho Tad, a respontas Jesus, ho pije va c’haret a dra zur, rag euz Doue oun savet hag oun deut ; n’eo ket ac’hanon va-unan ez oun deut, mes Doue hen deus va c’hasset. Perag ne anavezit-hu ket va farlant ? Abalamour ne c’hellit ket clevet va c’homzou. C’houi ho peus evit tad an diaoul hag e c’hoantaït ober ioulou ho tad. Hen a ioa muntrer azaleg ar penn kenta, rag hen a zigassas ar maro er bed varlerc’h ar pec’hed, ha n’eo ket chomet er virionez, abalamour n’eus ket a virionez ennhan, p’e guir ne anavez ket e rank douja da Zoue. Pa lavar ar gaou, e lavar he dra, rag gaouiad eo ha tad ar gaou. Ha me, ma lavaran d’ehoc’h ar virionez, n’am c’hredit ket. Piou ac’hanoc’h a brouvo varnon eur pec’hed bennag ? Ma lavaran d’ehoc’h ar virionez, perag n’am c’hredit ket ? An hini ’ zo euz Doue, a zilaou comzou Doue. Setu perag ne zilaouit ket, abalamour n’och ket euz Doue. »

Ar Jusevien a respontas d’ezhan : « Daoust ha ne lavaromp ket mad ez oc’h eur Samaritan hag ez eus eun drouc-spered ennhoc’h ? »

— « N’eus drouc-spered ebed ennon, a lavaras Jesus, mes enori a ran va Zad, ha c’houi am disenor. Goulzgoude ne glaskan ket va gloar ; unan ’ zo evit he c’hlask hag evit barn. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an hini a zalc’ho d’am c’helennadurez, ne velo morse ar maro, an disparti dioc’h Doue a zo maro an ene. »

« Breman ec’h anavezomp, eme ar Jusevien, ez eus eun drouc-spered ennhoc’h. Abraham a zo maro, hag ar bropheted ive, ha c’houi ’ lavar : an hini a zalc’ho d’am c’helennadurez ne danvo morse ar maro. Ha brassoc’h oc’h-hu eged hon tad Abraham a zo maro, hag ar bropheted a zo maro ive ? Piou a fell d’ehoc’h beza ? »

— « Ma roan gloar d’in va-unan, a respontas Jesus, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar d’in, hen a lavarit eo ho Toue. Goulzgoude n’ho peus ket he anavezet ; mes me hen anavez, ha ma lavarfen ne ran ket, e ven henvel ouzhoc’h, eur gaouiad. Mes anaout a ran anezhan hag e talc’han he gomz. Abraham ho tad hen deus dridet gant ar c’hoant guelet va deiz : guelet hen deus hag eo bet carget a laouenedigez. »

Ar Jusevien a respontas : « N’ho peus ket c’hoaz anter-cant vloaz, hag ho peus guelet Abraham ! »

Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, araog ma oue great Abraham, me a zo. »

Evel m’edot neuze o kempen an Templ, e kemerjont mein a ioa eno da daoler outhan. Mes Jesus a en em guzas hag a ieas kuit euz an Templ.


————

PEVARE PENNAD
Jesus a bare, da zeiz ar Sabbat, eun den ganet dall
(S. Iann, IX, 1-11)
————


En eur dremen, Jesus a velas eun den hag a ioa ganet dall. He ziskiblien a c’houlennas outhan : « Mestr, piou hen deus pec’het, heman, pe he gerent, evit ma teuje dall er bed ? » [9] Jesus a respontas : « N’eo ket hen nag he gerent ho deus pec’het ; mes ganet eo dall evit ma vezo discuezet ennhan oberou Doue. Me a rank ober oberou an hini hen deus va c’hasset, epad ma ’z eo deiz, epad ma vevan gant an dud ; an noz a deu, ar maro a dosta, ha neuze den ne c’hell ober netra. Epad ma choman er bed, ez oun sclerijen ar bed. »

O veza lavaret an dra-ze, e tufas var an douar, e reas pri gant glaour hag e lakeas ar pri-ze var daoulagad an hini dall, en eur lavaret d’ezhan : « Kea da en em voalc’hi e lenn Siloe, — a zinifi Casset. — » Mont a reas eta, en em voalc’hi a reas hag e tistroas en eur velet.

Setu perag he amezeien hag ar re ho doa he velet araog o c’houlen an aluzen a lavare : « Ha n’eo ket heman an hini a ioa azezet hag a c’houlenne an aluzen ? » Darn a lavare : « Hen eo » ; darn all : « N’eo ket, mes unan henvel outhan. » Hen avad a lavare : « Me eo. » — « Penaoz, emezho, eo bet digoret da zaoulagad ? » Hag e respontas : « An den-ze a zo hanvet Jesus hen deus great pri, hen deus he lakeat var va daoulagad hag hen deus lavaret d’in : « Kea da en em voalc’hi e lenn Siloe. » Hag ez oun eat, ez oun en em voalc’het, hag e velan. » Lavaret a rejont d’ezhan : « E peleac’h eman hennez ? » — « Ne c’houzon ket, emezhan. »

Cass a rejont an hini a ioa bet dall da gaout ar Pharisianed. Hogen, ar Sabbat oa, p’han doa Jesus great pri ha digoret daoulagad an hini dall. Ar Pharisianed eta a c’houlennas adarre outhan penaoz hen doa bet ar gueled. Hen a lavaras d’ezho : « Pri hen deus lakeat d’in var va daoulagad, en em voalc’het oun hag e velan. » Lod deuz ar Pharisianed a lavare : « An den-ze ne deu ket a berz Doue. p’e guir ne vir ket ar Sabbat. » Lod all a lavare : « Penaoz e c’hell eun den pec’her ober hevelep burzudou ? » Ha n’en em glevent ket etrezho.

Lavaret a rejont adarre d’an hini dall « Ha te, petra ’ lavares divarbenn an hini he deus digoret da zaoulagad ? » Hen a respontas : « Eur prophet eo. »

Ar Jusevien ne gredjont ket, araog beza galvet he gerent, ez oa bet dall an den-ze hag hen doa bet ar gueled. Goulen a rejont outho : « Daoust hag heman eo ho mab, an hini a lavarit a zo ganet dall ? Penaoz e vel breman ? » He dad hag he vamm a respontas « Gouzout a reomp ez eo heman hor mab hag ez eo ganet dall. Mes penaoz e vel breman ? ne c’houzomp ket ; ha piou hen deus digoret he zaoulagad ? ne c’houzomp ket. Goulennit outhan ; oad hen deus : ra gomzo deuz ar pez a zell outhan. »

He gerent a gomzas evelse gant aon rag ar Jusevien a ioa en em glevet etrezho da daoler er meaz euz ar Synagog an neb a lavarje oa Jesus ar C’hrist. Setu perag he gerent a lavaras : « Oad hen deus, goulennit outhan. »

Gervel a rejont eta a nevez an den a ioa bet dall hag e lavarjont d’ezhan : « Ro gloar da Zoue, lavar ar virionez evit enori Doue, a zo ar virionez he-unan. Ni a c’hoar ez eo an den-ze eur pec’her. » — « Ez eo eur pec’her, emezhan, ne c’houzon ket ; eun dra ebken a c’houzon : dall oan ha breman e velan. »

Hi a lavaras d’ezhan : « Petra hen deus great d’id ? Penaoz hen deus roet d’id ar gueled ? » Hen a respontas : « Lavaret am eus d’ehoc’h dija ha clevet ho peus. Perag e fell d’ehoc’h clevet adarre ? Ha c’hoantaat a rit-hu dont da veza he ziskiblien ? » Taoler a rejont varnhan malloziou hag e lavarjont : « Bez he ziskibl, te ; ni a zo diskiblien Moyses. Ni a c’hoar hen deus Doue comzet da Voyses ; evit heman, ne c’houzomp ket euz a beleac’h eo. » An den-ze a lavaras d’ezho : « Souezus eo ne c’houezfac’h ket euz a beleac’h eo, p’han deus digoret va daoulagad : gouzout a reomp ne vez ket silaouet ar bec’herien gant Doue ; mes an hini a enor Doue hag a ra he volontez, hennez a vez silaouet. Biscoaz n’eus bet clevet hen dije unan bennag roet ar gueled da eun den ganet dall. Ma ne vije ket hennez euz Doue, n’hen dije gellet ober netra. » Hi a respontas d’ezhan : « Te a zo ganet penn da benn er pec’hejou, hag e roes d’eomp kentelliou ! »

Hag e taoljont anezhan er meaz euz ar Synagog, dre an excommunugen.

Jesus a glevas e taoljont anezhan er meaz, hag o veza he gavet, e lavaras d’ezhan : « Credi a res e Mab Doue ? » — « Aotrou, emezhan, piou eo, evit ma credin ennhan ? » — « He velet e peus, a lavaras Jesus ; an hini a goms ouzid, hennez eo. » Lavaret a reas neuze : « Aotrou, credi a ran. » Hag en eur stoui ec’h adoras anezhan.

Jesus a lavaras : « Me a zo deut er bed evit dougen ar varnedigez-man : ar re ne velont ket a velo, hag ar re a vel a deuio da veza dall. Ar re a lavar eb troidellerez ho deus ezom sclerijen evit ho ene a vezo sclerijennet gant Doue : ar re a lak’ ho fizians en ho gouiziegez ho-unan hag a bella dioutho va c’helennadurez a vezo scoet gant dallentez an ene. » [10]

Clevet e oue gant lod deuz ar Pharisianed a ioa ganthan, hag e lavarjont d’ezhan : « Daoust ha ni a zo dall ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Ma vijec’h bet dall, n’ho pije pec’hed ebed. Mes breman e lavarit : ni a vel. Ho pec’hed a jom. »


~~~~~~~~

PEMPET PENNAD
Ar Pastor mad. (S. Iann, X, 1-21)
————


« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an hini ne d-a ket dre an or e craou an denved, mes a bign dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eur ribler. Mes an hini a ia dre an or a zo pastor an denved. An den a ziouall an or a zigor d’ezhan, hag an denved a glev he vouez. Gervel a ra dre ho hano an denved a zo d’ezhan etouez an denved all a vez lakeat e craou boutin ar c’harter, hag e cass anezho er meaz. P’han deus casset er meaz an denved a zo d’ezhan, e kerz en ho raog, hag an denved a heul anezhan, abalamour ma c’h-anavezont he vouez. Ne heuilhont ket eun den all, mes tec’het a reont diouthan, abalamour ne anavezont ket mouez an dud all. »

Jesus a lavaras d’ezho ar barabolen-ze, mes ne anavezjont ket deuz petra e comze dezho.

Jesus eta a lavaras d’ezho adarre : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, me eo dor an denved. Kement hini a zo deut, eb beza casset gant Doue, mestr an denved, a zo laëron ha riblerien, hag an denved n’ho deus ket ho zilaouet. Me eo an or. An neb a ielo ebarz dreizon a vezo saveteet, hag e ielo ebarz, hag ez ei er meaz, hag e cavo peuri. Al laër ne deu nemet evit laëres, laza ha coll. Me a zo deut evit m’ho dezo ar vuez ha m’ho dezo founnussoc’h.

« Me eo ar pastor mad. Ar pastor mad a ro he vuez evit he zenved. Mes ar gopraer, an hini n’eo ket pastor ha n’int ket dezhan an denved, a vel ar bleiz o tont, a lez eno an denved hag a dec’h. Neuze ar bleiz a scrap hag a zistaol an denved e peb tu. Ar gopraer a dec’h abalamour ma ’z eo eur gopraer ha n’ema ket e chal gant an denved.

» Me eo ar pastor mad ; me ’ anavez va denved hag hi am anavez, evel an Tad am anavez ha ma c’h-anavezan an Tad ; ha me a ro va buez evit va denved. Denved all em eus ha n’emaint ket etouez ar vanden-man ; red eo d’in ho digass : clevet a reint va mouez ha ne vezo nemet eur vanden denved ha nemet eur pastor.

» An Tad am c’har, abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a-nevez. Den ne lam va buez diganen ; mes ac’hanon va-unan e kuitaan anezhi : galloud am eus d’he c’huitaat ha galloud am eus d’he c’hemeret a-nevez. Ar gourc’hemen-ze am eus bet digant va Zad. »

Ar Jusevien n’en em glevjont ket adarre abalamour d’ar c’homzou-ze. Calz en ho zouez a lavare : « Eun drouc-spered a zo ennhan ha ec’h alter : perag he zilaouit-hu ? » Lod all lavare : « N’eo ket evelse e comz eun den kemeret gant an drouc-spered. Daoust hag an drouc-spered a c’hell digeri daoulagad ar re zall. »


————

C’HUEC’HVET PENNAD
En eur zistrei d’ar Galilee Jesus a zesk pedi d’he ziskiblien hag a c’hourdrouz ar Pharisianed hag an doctored. (S. Lucas XI, 1-13 ; ibid. 37-54).
————


Eun deiz ma edo Jesus o pedi en eul leac’h bennag, unan deuz he ziskiblien, pa ehanas, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, deskit d’eomp pedi, evel Iann hen deus desket d’he ziskiblien. » Lavaret a reas d’ezho : « Pa bedit, lavarit : Tad, hoc’h hano bezet santelleet : ra deuio ho rouantelez ; roit deomp hirio hor bara pemdeziec ; pardonit d’eomp hor pec’hejou, evel ma pardonomp hon-unan d’an neb hen deus manket en hor c’henver ; ha n’hol lezit ket da goueza e tentation. »

Hag e lavaras d’ezho : « Unan ac’hanoc’h, me laka, hen deus eur mignon, hag ez a d’he gaout e creiz an noz, hag e lavar d’ezhan : « Mignon, ro d’in e prest tri bara, rag eur mignon d’in a deu d’am c’haout divar he hent, ha n’em eus netra da lakaat dirazhan. » Egile a respont euz an diabarz : « Lez ac’hanon e peoc’h ; an or a zo clozet, ha va bugale a zo ganen er guele : ne c’hellan ket sevel ha rei d’id. » Ma kendalc’h ar c’henta da skei, me lavar d’ehoc’h, petra bennag ne zao ket egile da rei d’ezhan abalamour ma ’z eo he vignon, e savo goulzgoude abalamour d’he dregasserez, hag e roio d’ezhan kement hen deus ezom.

Ha me a lavar d’ehoc’h : goulennit hag e vezo roet d’ehoc’h ; claskit hag e cavot, skoit hag e vezo digoret d’ehoc’h. Rag an neb a c’houlen a receo ; an neb a glask a gav ; ha d’an neb a sko e vezo digoret. Ma c’houlen unan bennag ac’hanoc’h bara digant he dad, daoust hag e roio d’ezhan eur mean ? Pe eur pesk, daoust hag e roio d’ezhan eun aer e leac’h eur pesk ? Pe ma c’houlen eur vi, daoust hag e roio d’ezhan eur c’hrug ? Ma c’houezit eta, c’houi, evidhoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en env a roio ar Spered mad d’ar re a c’houlen diganthan. »

Eun deiz ma prezege Jesus, eur Pharisian a bedas anezhan da leina en he di. O veza eat ebarz, e kemeras plas ouz taol. Mes ar Pharisian a en em lakeas da zonjal ha da lavaret ennhan he-unan : « Perag n’eo ket en em voalc’het araog ar pred ? » Hag an Aotrou a lavaras d’ezhan : « C’houi, Pharisianed, a bur breman dianveaz an hanav hag ar plad ; mes ar pez a zo en ho tiabarz a zo leun a laeronsi hag a zislealded. Tud diskiant ! Daoust hag an hini hen deus great an dianveaz n’hen deus ket ive great an diabarz ? Ar galon eta a dle beza pur evel traou an dianveaz. Evelato, grit aluzen deuz ar pez oc’h eus a re, ha peb tra a vezo pur evidoc’h, calz puroc’h eged varlerc’h ho coualc’hidigez. [11]

Mes maleur d’ehoc’h-c’houi, Pharisianed, abalamour ma paeit deog ar ment, ar ru ha peb louzaouen, ha ma lezit a gostez ar justis ha carantez Doue ! Setu goulzgoude ar pez a dliet da ober, eb mankout d’an traou all.

Maleur d’ehoc’h-c’houi, Pharisianed, abalamour ma carit ar c’hadoriou kenta er zynagogou hag ar saludou var al leur-gear !

Maleur d’ehoc’h-c’houi, abalamour ma ’z oc’h evel beziou na veler ket ha var bere e valeer eb gouzout ! Ho calon a zo leun a vreinadurez eb na ve gouezet netra.

Eun doctor var al lezen a respontas d’ezhan hag a lavaras : « Mestr, o comz evelse e rit ive dismegans varnomp-ni. »

Jesus a lavaras : « Ha d’eoc’h-c’houi, doctored al lezen, maleur ! abalamour ma sammit an dud deuz sammou ne c’hellont ket da zougen, ha c’houi ne douchit ket ouz ar bec’hiou-ze gant unan deuz ho pizied.

Maleur d’ehoc’h-c’houi a zao beziou ar bropheted ! Ho tadou ho deus lazet anezho. A dra zur, discuez a rit ec’h assantit da oberou ho tadou : rag hi ho deus lazet anezho, ha c’houi a zao ho beziou [12]. Setu perag furnez Doue hen deus lavaret : « Me a gasso d’ezho propheted hag ebestel, hag ez eus etouez ar re-man a lazint hag a voall-gassint, en hevelep doare ma vezo goulennet digant ar rumm dud-man goad an holl bropheted a zo bet scuillet azaleg crouidigez ar bed, azaleg goad Abel beteg goad Zacharias a varvas etre an aoter hag an templ. Ia, me a lavar d’ehoc’h, goulennet e vezo digant ar rumm dud-man.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored al lezen, abalamour m’oc’h eus kemeret alc’huez ar vouisiegez, hag eb antreal hoc’h-uman, ho peus miret ouz ar re all da antreal.

Evel ma lavare d’ezho an traou-ze, ar Pharisianed ha doctored al lezen a en em lakeas, en eur zerc’hel stard varnhan, d’her scuiza gant calz goulennou touellus evit caout var he vuzellou peadra d’he damall.


————

SEIZVET PENNAD
Kentelliou Hor Zalver d’he ziskiblien ha d’ar bobl
(S. Lucas XII, 1-59 ; XIII, 1-9.)
————


1 — Eneb ar pilpouzerez pe an hypocrisi

En dro da Jesus ec’h en em zalc’he eur bobl tud ker bras ma valeent an eil var egile. Neuze en em lakeas da lavaret d’he ziskiblien : « Diouallit rag goell ar Pharisianed, a zo an hypocrisi. Hogen, n’eus netra goloet ha ne vezo ket disculiet ; netra cuzet ha ne vezo ket gouezet. Rag ar pez ho peus lavaret en denvalijen a vezo lavaret er sclerijen, hag ar pez oc’h eus scuillet er scouarn e diabarz ar c’hrampou a vezo embannet var an toennou. »


2 — Divarbenn doujans Doue ha doujans an dud

« Me lavar d’ehoc’h, va mignoned, na vezit ket spontet gant ar re a laz ar c’horf, ha goudeze ne c’hellont mui ober netra. Mont a ran da ziscuez d’ehoc’h piou a dleit douja : doujit an hini hen deus galloud d’ho cass d’an ifern goude beza tennet ar vuez diganeoc’h. Ia, me ’ lavar d’ehoc’h ; doujit hennez.

» Daoust ha pemp filip ne vezont ket guerzet daou venneg ? Goulzgoude, nicun anezho n’eo ancounac’heat dirag Doue. Mes bleo ho penn memez a zo holl niveret. Setu perag n’ho pezet ket aon : c’houi a dal muioc’h eged meur a filip.

» Hogen, me lavar d’ehoc’h, an neb piou bennag am anzavo dirag an dud, Mab an den hen anzavo dirag elez Doue ; mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.

» Kement hini a gomz a eneb Mab an den a vezo pardonet d’ezhan ; mes an hini a vlasphemo a eneb ar Spered-Santel, a nac’ho, daoust da vouez he goustians, guirionez ar feiz a zo roet d’ezhan gant ar Spered-Santel, ne vezo ket pardonet d’ezhan.

» Pa gassint ac’hanoc’h er synagogou, dirag pennou kear ha tud ar c’hrouarnamant, na vezit ket nec’het penaoz ha petra da respont pe da lavaret ; rag ar Spered-Santel a zesko d’ehoc’h var an heur memez petra rankit da lavaret. »


3 — Eneb an avaristed

Unan bennag a douez ar bobl a lavaras d’ehan : « Mestr, lavarit d’am breur ranna ganen an heritach. » Mes Jesus a respontas : « O den, piou hen deus lakeat ac’hanon da varner pe da ranner etrezhoc’h. »

Hag e lavaras d’an holl : « Taolit evez ha diouallit ouz peb avaristed ; rag buez an den n’eo ket stag ouz niver he zanvez. »

Lavaret a reas d’ezho ar barabolen-man : park eur pinvidik a zougas eost founnus. Hag e sonje hag e lavare outhan he-unan : « Petra ’ rin ? Rag n’em eus ket a blas da c’horren va eost. Setu petra ’ rin, emezhan : me a freuzo va grignoliou, me a reio re vrassoc’h, hag ennho me c’horroio holl frouez va douar gant va danvez, hag e lavarin d’am ene : va ene, aze ’ peus calz madou evit calz bloaveziou : discuiz, dreb, ev, gra tinel vad. » Mes Doue a lavaras d’ezhan : « Den diskiant ! en nozvez-man e vezo goulennet da ene diganez ; hag ar madou a peus destumet, da biou e vezint ? » Evelse eman an hini a zestum evithan he-unan, ha n’eo ket pinvidig hervez Doue.


4 — Eneb soursi traou ar bed

Lavaret a reas adarre d’he ziskiblien : « Setu perag e lavaran d’ehoc’h : na vezit ket nec’het gant ho puez divarbenn ho pevans na gant ho corf divarbenn ho cuiskamant. Sellit ouz ar brini : ne hadont ket ha ne eostont ket, n’ho deus na cao na grignol : ha Doue a vag anezho. Pegement muioc’h egetho e talit-hu ! Piou ac’hanoc’h, gant he holl spered, a c’hell creski he vent deuz eun ilinad ebken ? Mar d-ema eta an traou disterra dreist ho calloud, perag oc’h-hu nec’het gant ar re all ? Sellit ouz al lili penaoz e creskont : ne labouront ket ha ne nezont ket ; mes me lavar d’ehoc’h : Salomon e creiz he holl sked n’oa ket guisket evel unan anezho. Ma teu eta Doue da viska evelse eur ieoten a zo hirio er park hag a vezo varc’hoaz taolet da zêvi, pegement muioc’h ho cuisko, tud a neubeut a feiz ? N’en em lakit ket eta e poan gant ar pez a zrebot pe ar pez a efot ha ne vezit ket nec’het bras. Poblou ar bed a red varlerc’h an holl draou-ze, mes ho Tad a c’hoar ho peus ezom anezho. Claskit eta da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou-ze a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.

« N’ho pezet ket aon, bandennadic denved, rag plijet eo gant ho Tad rei d’ehoc’h ar rouantelez. Guerzit ho peadra, ma fell d’ehoc’h beza parfet, ha roit aluzen. Grit m’ho pezo ilc’hier ne ziamzeront ket, eun tenzor a jom en envou, el leac’h ne dosta ket al laër ha ne grign ket an tartouz. Rag el leac’h m’ema ho tenzor, eno eman ho calon. »


5 — Divarbenn beza var evez

« Ra vezo gourizou var ho tiou-groazel, evit ma c’hellot sevel outho ho tillad hir ha bale, ha goulou var elum en ho taouarn. Bezit evel tud a c’hortoz distro ho mestr euz an eured evit digeri d’ezhan kerkent ha ma teuio ha ma skoio. Eürus ar jervicherien a vezo cavet dihun gant ho mestr, pa zistroio. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, lakaat a rei he c’houriz, ober a rei d’ezho mont ouz taol hag e tremeno dirazho evit ho jervicha. Ha ma teu d’an eil loden deuz an noz, ha ma teu d’an trede loden deuz an noz, hag hen caout anezho dihun, eürus ar jervicherien-ze ! Hogen, gouezit an dra-man : ma c’h-anavezfe an ozac’h pe vare e teuio al laër, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toulla he di. Ha c’houi, bezit prest ; rag d’an heur ne zonjot ket, Mab an den a deuio. »

Per a lavaras d’ezhan : « Aotrou, d’eomp-ni pe d’an holl ive e lavarit ar barabolen-ze ? » An Aotrou a lavaras : « Piou, a gredes, eo al lodenner leal ha fur a zo lakeat gant ar mestr da rener var dud he diegez evit rei, d’ar mare, he vuzul guiniz da bep hini ? Eürus ar servicher-ze a vezo cavet gant he vestr, pa zistroio, var dro al labour-ze. E guirionez, me a lavar d’eoc’h, lakeat e vezo ganthan e penn kement tra hen deus. Mes ma lavar ar servicher-ze en he galon : « Va mestr a zale da zont », ha ma c’h-en em laka da skei gant ar mevelien hag ar vitizien, da zrebi, da efa, da en em vesvi, mestr ar servicher-ze a deuio d’an deiz n’her gortoz ket, d’an heur ne c’hoar ket, hag e tispenno anezhan gant an taoliou, hag e stlapo anezhan etouez an dud disleal. Ar servicher hen deus anavezet ioul he vestr ha n’hen deus dalc’het netra prest, na great netra hervez he volontez, han dezo cals taoliou. An hini n’hen deus ket anavezet bolontez he vestr hag hen deus great oberou da veza castizet [13], han dezo neubeut a daoliou. Rag calz a vezo goulennet digant an hini hen deus bet calz, ha seul vui ma vezo bet fiziet en unan bennag, seul vrassoc’h count hen dezo da rei. »


6 — Divarbenn ar persecutionou

« Me a zo deut da daoler an tan var an douar, ha petra fell d’in nemet e crogfe ? Badezet e tlean beza gant eur vadiziant, hini va goad, ha pegement oun goasket gant ar vall d’he c’haout ! Sonjal a rit martreze ez oun deut da zigass ar peoc’h var an douar ? Nann, mes an droulans. Rag hiviziken, en eun ti a bemp den, tri a en em zisunano a eneb daou, ha daou a eneb tri ; disunanet e vezo an tad a eneb ar mab hag ar mab a eneb an tad, ar vamm a eneb ar verc’h hag ar verc’h a eneb ar vamm ; ar vamm-gaër a eneb ar verc’h-caër hag ar verc’h-caër a eneb ar vamm-gaër. »


7 — Divarbenn sinou an amzer

Lavaret a rea ive d’ar foul : « Pa velit eur goumoulen o sevel er c’huz-heol, e lavarit dioc’htu : « Erru ar glao », hag ec’h erru. Pa glevit an avel o c’houeza euz ar c’hreiz-deiz, e lavarit : « Tomm e vezo », hag e vez. Hypocrited, gouzout a rit dioc’h doare an env hag an douar : penaoz ta ne anavezit ket an amzer-vreman, ne zonjit ket, pa velit va burzudou, ez eo deut ar Messias ?

» Ha perag n’ho peus ket ar skiant da varn hoc’h-unan ar pez a zo just ? Perag e silaouit ho mistri, ar Pharisianed hag an doctored, ha ne rit ket ar peoc’h ganen keit ha ma choman ganehoc’h er bed ? Pa ’z ees gant da enebour da gaout penn kear, laka da boan, epad an hent, da en em ziluia diouthan oc’h en em glevet ganthan, gant aon ne gassfe ac’hanot dirag ar barner, hag ar barner n’as lakafe etre daouarn ar bourreo, hag ar bourreo n’as taolfe er prison. Me a lavar d’id : ne d-i ket ac’hano beteg m’as pezo roet an diveza liard. »

8 — Divarbenn ar binijen

D’ar mare-ze ez oa tud eno hag a roe kelou da Jesus divarbenn ar Galileaned a ioa bet mesket ho goad, dre urz Pilat, gant goad ho zacrifissou. Respont a reas d’ezho : « Credi a rit-hu ez oa ar Galileaned-se brassoc’h pec’herien eged ar Galileaned all, abalamour m’ho deus bet da c’houzanv evelse ? Nann, a lavaran d’ehoc’h ; mes, ma ne rit ket pinijen, e varvot holl en hevelep doare. Er memez tra, an trivac’h-se, a gouezas varnho tour Siloe, hag a oue lazet, credi a rit-hu ez oa brassoc’h ho dle eged hini an holl dud all a jom e Jerusalem ? Nann, a lavaran d’ehoc’h ; mes, ma ne rit ket pinijen e varvot holl en hevelep doare, pa vezo dismantret ho pro.[14]

Hag e lavare ar barabolen-man : « Eun den hen doa eur vezen fiez plantet en he viniec, hag e teuas da glask frouez ennhi, ha ne gavas ket. Lavaret a reas da labourer ar viniec : « Setu tri bloaz ma teuan da glask frouez er vezen fiez-man, ha ne gavan ket. Troc’h eta anezhi : evit petra coll douar ganthi ? »

Mes hen a respontas d’ezhan : « Lezit anezhi er bla-man c’hoaz, hag ac’han di me a gleuzo tro var dro d’ezhi hag a lakeio teil. Martreze e tougo frouez : ma ne ra ket, e troc’hot anezhi. » Ar vezen fiez-se eo pobl Israel. Abaoue pell amzer Doue a c’hortoz anezhan da zougen frouez a zilvidigez. Ma ne zistro ket divar he vuez didalvez, e vezo discaret.


————

EIZVET PENNAD
Jesus a bare eur vaouez daou-bleget. An or stris. Dismantr Jerusalem
(S. Lucas, XIII, 10-17 ; ibid., 22-35).
————


Hogen, Jesus a gelenne en ho zynagog da zeiziou ar Sabbat. Eur vaouez a en em gave eno hag he devoa eur spered a zempladurez abaoue trivac’h vloaz : pleget holl oa ha ne c’helle tamm ebed sellet en neac’h. Pa velas anezhi, Jesus he galvas d’he gaout hag a lavaras d’ezhi : « Maouez, dilivret out euz da zempladurez. » Hag e lakeas he zaouarn varnhi, ha dioc’htu he c’hein a eünas, hag e veule Doue.

Penn ar Synagog, droug ennhan abalamour Jesus hen doa roet ar pare d’ar Sabbat, lavare d’ar bobl : « C’huec’h devez a zo e pere e ranker labourat ; deuit eta en deveziou-ze evit beza pareet, ha n’e ket da zeiz ar Sabbat. »

Evit respont da hennez an Aotrou a lavaras : « Hypocrited, daoust ha peb hini ac’hanoc’h ne denn ket euz ar c’hraou he ejen pe he azen da zeiz ar Sabbat evit he gass d’an dour ? Ha merc’h-man Abraham, a ioa staget gant Satan abaoue trivac’h vloaz, daoust ha n’oa ket red he zenna deuz al liamm-ze, memez da zeiz Sabbat ? »

Epad ma comze evelse, he enebourien a ruzie, mes ar bobl holl a gemere laouenedigez var an holl draou glorius a veze great ganthan.

Mont a reas en eur gelen dre ar c’heariou hag ar c’heriadennou etrezeg Jerusalem. Unan bennag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ha neubeut int ar re a zo salvet ? » Hen a lavaras d’ezho : « Lakit ho poan da vont dre an or stris, rag me a lavar d’ehoc’h, calz a glasko mont er baradoz ha ne c’hellint ket. Pa vezo eat ebarz an tad a famill ha p’han dezo clozet an or, c’houi a en em lakeio, deuz an dianveaz el leac’h ma viot, da skei var an or en eur lavaret : « Aotrou, digorit d’eomp. » Hag e responto d’ehoc’h : « N’ouzon ket euz a beleac’h oc’h-c’houi. » Neuze ec’h en em lakeot da lavaret : « Drebet hag evet hon deus dirazhoc’h, ha c’houi ho peus kelennet var hor plassennou. » Hag e lavaro d’ehoc’h : « N’ouzon ket euz a beleac’h oc’h-c’houi ; kerzit diouzin, c’houi holl, artizaned fallagriez. » Eno ’ vezo lenv ha scrign dent, pa velot Abraham, Isaac, Jacob hag an holl bropheted e rouantelez Doue, ha c’houi taolet er meaz. Dont a rei euz ar zao-heol hag euz ar c’huz-heol, euz an anter-noz hag euz ar c’hreiz-deiz, hag ho dezo plas er banked e rouantelez Doue, ha setu ar re ziveza, ar baïaned, a vezo da genta, hag ar re genta, an Israelited, a vezo da ziveza. »

Er memez devez Pharisianed a dosteas hag a lavaras : « It kuit, kerzit ac’han, rag Herodes a fell d’ezhan ho laza. » [15] Hag e lavaras d’ezho : « It ha lavarit d’al louarn-ze : setu e cassan kuit an diaoulou hag e ran pareou hirio ha varc’hoaz, ha d’an trede deiz ec’h echuan va buez. Goulzgoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoaz hag en deiz varlerc’h, rag n’eo ket deread e varfe eur prophet er meaz euz Jerusalem.

» Jerusalem, Jerusalem, te a laz ar bropheted hag a labez ar re a zo casset davedot, ped guech em eus c’hoanteat destum da vugale, evel al labous a zestum he dorrad dindan he ziouaskel, ha n’eo ket falvezet ganez ! Setu ho ti, ho templ, a jomo goullou. Me a lavar d’ehoc’h, n’am guelot mui beteg ar mare ma lavarot : benniget ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou ! »


————

NAVET PENNAD
Ar pez a reas hag a lavaras Hor Zalver e ti eur Pharisian
(S. Lucas, XIV, 1-24)
————


1 — Pareans eun den clanv gant ar c’hoenv

Eun deiz Sabbat, Jesus a ieas e ti unan deuz pennou bras ar Pharisianed evit kemeret he bred, hag e spiet anezhan. Ha setu eun den clanv gant ar c’hoenv a en em gave dirazhan. Jesus a lavaras da zoctored al lezen ha d’ar Pharisianed : « Hag urz a zo da barea d’ar Sabbat ? » Mes hi a jomas sioul. Ha Jesus, o veza croget en den-ze, he bareas hag he gassas kuit. Goudeze e lavaras dezho : « Piou ac’hanoc’h, ma couez he ejen pe he azen en eur puns, ne denno ket anezhan er meaz, memez da zeiz Sabbat ? » Ne gavent respont ebed d’ezhan var an dra-ze.


2 — Ar c’henta hag an diveza plas

O veza evesseat penaoz an dud a ioa pedet a gemere ar plassou kenta, e lavaras d’ezho eur barabolen. Setu ama he gomzou : « Pa vezi pedet da eun eured, na gemer ket ar plas kenta, gant aon ne ve, etouez ar re a zo pedet, eun den da veza enoret muioc’h egedot, ha ne deufe an hini hen deus ho pedet an eil hag egile da lavaret d’id : « Ro da blas da heman. » Neuze e ranki ruzia ha mont er plas diveza. Mes pa vezi pedet, kea da en em lakaat er plas diveza, evit ma lavaro d’id, pa deuio, an hini hen deus pedet ac’hanot : « Mignon, sao hueloc’h. » Neuze e pezo enor dirag an dud a zreb ganez. Rag an neb a en em huela a vezo izeleet, hag an neb a en em izelaa a vezo hueleet. »


3 — Ar garantez evit an nessa

Lavaret a rea ive d’an hini hen doa pedet anezhan : « Pa res eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidig, gant aon n’as pedfent d’ho zro, hag es pefe da zigoll. Mes pa res eur pred, galv an dud paour, clanvidig, camm ha dall, hag e vezi eürus abalamour n’ho deus netra da rei d’id : rag paet e vezi da resurrection ar re just. » [16]


4 — Parabolen an dud pedet da eur goan vras

Unan deuz an dud a ioa ouz taol, o veza clevet ar c’homzou-ze, a lavaras d’ezhan : « Eürus an hini hen dezo perz er banked e rouantelez Doue ! » Mes Jesus a lavaras d’ezhan : « Eun den bennag a reas eur goan vras hag a bedas calz tud. Da heur ar pred, e cassas he jervicher da lavaret d’an dud a ioa pedet dont, abalamour peb tra a ioa prest. Mes an holl a en em lakeas a-unan da zigarezi. Ar c’henta a lavaras dezhan : « Eun tiegez am eus prenet ; red eo d’in mont d’he velet : me da bed, digemer va digarez. » Eun a all a lavaras : « Pemp coublad ejenned am eus prenet, hag ez an d’ho essaat : me da bed, degemer va digarez. » Eun all a lavaras : « Eur vaouez am eus kemeret, ha setu perag ne c’hellan ket mont. »

Ar servicher a zistroas hag a gemennas an traou-ze d’he vestr. Neuze an ozac’h, droug ennhan, a lavaras d’ar servicher : « Kea buhan var blassennou ha ruiou kear ha digass aman an dud paour, clanvidig, dall ha camm. » Hag ar servicher a lavaras : « Aotrou, great eo evel m’ho peus gourc’hemennet, ha plas a jom c’hoaz. » Hag an Aotrou a lavaras d’ar servicher : « Kea var an henchou hag hed ar girzier ha gra d’ezho antreal evit ma vezo carget va zi. Mes, me ’ lavar d’ehoc’h, nicun deuz ar re a zo pedet ne danvo va banked. » An doctored hag ar Pharisianed, tud eürus war an douar, n’eo ket falvezet gantho mont en Iliz. Neuze Mab Doue a gass an ebestel varzu an dud dister hag ar baïaned a zo pell diouthan var henchou ar bed, hag an ebestel, gant he c’hras, a ra d’ezho mont en Iliz. [17]


————

DEGVET PENNAD
Penaoz e tle beza diskiblien Jesus
(S. Lucas, XIV, 25-35)
————


Varlerc’h ar banked-ze Jesus a ieas en hent. Hogen, eun niver bras a dud a valee ganthan. O veza en em zistroet e lavaras d’ezho : « Ma teu unan bennag davedon ha ne gassaa ket, da lavaret eo, hervez iez ar Scritur, ne gar ket neubeutoc’h egedon he dad, he vamm, he vaouez, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, hag ouspen, memez he vuez, ne c’hell ket beza va diskibl. An hini ne zoug ket he groaz ha ne deu ket var va lerc’h ne c’hell ket beza va diskibl.

» Piou ac’hanoc’h, c’hoant d’ezhan da zevel eun tour, ne azez ket da genta evit counta petra zo red da zispign ha guelet hag hen deus peadra da gass al labour da benn ? Arabat eo, goude m’han dije taolet an diazez eb gellout echui, ec’h en em lakafe kement hini a vel an dra-ze da c’hoarzin d’ezhan en eur lavaret : « An den-ze a zo en em lakeat da zevel ha n’hen deus ket gellet cass da benn. Pe c’hoaz, piou eo ar roue, hag a dle mont da ober brezel da eur roue all, ne azez ket da genta evit guelet hag hen a c’hell, gant deg mil den, bale var an hini a deu d’ezhan gant ugent mil den ? Aliez, epad m’ema pell egile, e cass cannaded evit goulen ar peoc’h.

» Evelse, an hini ac’hanoc’h ne dro ket kein da gement hen deus ne c’hell ket beza va diskibl. [18]

» An holen a zo mad, mes, ma ’z eo deut da veza goular, gant petra e vezo blazet ? N’eo mui mad nag evit an douar, nag evit an teil, mes taolet e vezo er meaz. An den a lez gras Doue da vont da goll n’eo mui mad da netra. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »


————

UNNEGVET PENNAD
Teir barabolen divarbenn trugarez Doue e kenver ar bec’herien
(S. Lucas, XV, 1-32)
————


1 — Parabolen an danvad dianket

Hogen, publicaned ha pec’herien a dostea outhan evit he zilaou. Ar Pharisianed hag an doctored a c’hrosmole en eur lavaret : « Hennez a zigemer ar bec’herien hag a zreb gantho. »

Neuze e lavaras d’ezho ar barabolen-man : « Piou ac’hanoc’h, cant danvad d’ezhan, ma coll unan anezho, ne zilez ket an naonteg ha pevar ugent all en dezert evit mont varzu an hini a zo collet, beteg ma cavo anezhan ? Ha p’han deus he gavet, e lak anezhan var he ziouscoaz gant laouenedigez, ha distro d’ar gear, e c’halv he vignoned hag he amezeien, hag e lavar d’ezho : « Bezit laouen ganen, rag cavet em eus va danvad a ioa dianket. »

» Evelse, me a lavar d’ehoc’h, e vezo muioc’h a laouenedigez en env var eur pec’her a ra pinijen eged var naonteg ha pevar ugent den just n’ho deus ket ezom a binijen. »


2 — Parabolen an dragm collet

« Pe c’hoaz, piou eo ar vaouez, deg dragm d’ezhi, var dro deg lur, ma coll unan anezho na elum ket ar goulou, na scub ket an ti ha ne glask ket gant evez beteg ma cavo ? Ha p’he deus cavet, e c’halv he mignonezed hag he amezegezed en eur lavaret : « Bezit laouen ganen, rag cavet em eus an dragm am oa collet. »

» Evelse, me lavar d’ehoc’h, e vezo laouenedigez etouez elez Doue var eur pec’her ebken a ra pinijen. »


3 — Parabolen an mab prodig

Jesus a lavaras c’hoaz : « Eun den hen doa daou vab. Ar yaouanka a lavaras d’he dad : « Tad, roit din al loden danvez a zigouez ganen. » Hag an tad a rannas he zanvez etrezho.

Neubeut deveziou goude, ar mab yaouanka, destumet ganthan he oll vadou, a ieas pell a zianveaz bro, hag eno e tispignas he zanvez o ren eur vuez direol. Ha p’han doa foranet he oll vadou, e c’hoarvezas er vro-ze eun naonnegez vras, hag e teuas varnhan dienez. Mont a reas da en em lakaat e servich unan deuz tud ar vro-ze. Heman her c’hassas d’he diegez evit diouall ar perc’hel. C’hoantaat a rea carga he gof gant ar c’hossennou a zrebe ar perc’hel, ha den ne roe d’ezhan.

Neuze e tistroas ennhan he-unan hag e lavaras : « Nag a vevelien e ti va zad hag ho deus bara eleiz, ha me a varv ama gant an naon ! Sevel a rin, mont a rin da gaout va zad ha lavaret a rin d’ezhan : « Tad, pec’het em eus a eneb an env hag en hoc’h eneb ; n’oun ket mui din da veza galvet ho mab : grit ac’hanon evel unan deuz ho mevelien. »

Neuze e savas hag e teuas da gaout he dad

Hogen, pa edo c’hoaz pell, he dad a velas anezhan, ha truezet holl, e tiredas, ec’h en em daolas var he c’houzoug hag e pokas d’ezhan. He vab a lavaras d’ezhan : « Tad, pec’het em eus a eneb an env hag en hoc’h eneb : n’oun ket mui din da veza galvet ho mab. » Mes an tad a lavaras d’he jervicherien : « Buan, digassit eur zae deuz ar re genta ha guiskit anezhan ; lakit eur voalen var he zorn ha boutou dindan he dreid. Digassit ive eul leue lard ha lazit anezhan ; drebomp ha greomp fest ; rag va mab a zo ama a ioa maro, ha setu hen beo adarre ; collet oa, ha setu hen cavet. Hag ec’h en em lakejont da ober fest.

Hogen, he vab cossa a ioa er park. Pa deue d’ar gear ha pa dostea, e clevas ar zon hag ar c’horoll. Gervel a reas unan deuz ar jervicherien hag e c’houlennas outhan petra ioa. Hag heman a lavaras d’ezhan : « Ho preur a zo deut, hag ho tad hen deus lazet eul leue lard, abalamour ma zeo deut d’ezhan yac’h ha salo. » Ar mab cossa a ieas droug ennhan ha ne felle ket d’ezhan mont en ti. He dad a deuas er meaz hag a en em lakeas d’he bedi. Mes hen a respontas d’he dad : « Kement all a vloaveziou ’ zo e servichan ac’hanoc’h, eb terri morse ho courc’hemennou, ha biscoaz n’ho peus roet d’in eur c’havric evit ober fest gant va mignoned ! Mes, pa’z eo deut ho mab a zo aze, goude beza drebet he zanvez gant ar merc’hed fall, ho peus lazet evithan eul leue lard ! » An tad a lavaras d’ezhan : « Va mab, te a zo bepred ganen, ha kement a zo d’in a zo d’id. Mes red oa ober fest hag en em rei d’al laouenedigez, rag da vreur a zo aze a ioa maro, ha setu hen beo adarre ; collet e oa, ha setu hen cavet. »

Ar mab cossa a verk ar Pharisianed. An dud-se a zisclerie ne dorrent morse gourc’hemennou Doue, hag a vele gant displijadur an digemer a rea Jesus d’ar bec’herien. Ar barabolen ne lavar ket hag ar mab cossa a ieas en ti var beden he dad. Ma ne daolont ket evez, ar Pharisianed a jomo er meaz euz rouantelez Doue. [19]


————

DAOUZEGVET PENNAD
Diou barabolen all divarbenn implij an danvez
(S. Lucas, XVI, 1-31).
————


1 — Parabolen ar merer disleal

Jesus a lavare c’hoaz d’he ziskiblien : « Eun den pinvidic hen doa eur merer hag a ioa bet tamallet dirazhan da veza foranet d’ezhan he vadou. He c’hervel a reas eta hag e lavaras d’ezhan : « Petra ’ glevan divar da benn ? Ro count deuz da vererez, rag hiviziken ne c’helli ket beza va merer. »

» Ar merer a lavaras ennhan he-unan : « Petra ’ rin, p’e guir ar mestr a denn diganen ar vererez ? N’oun ket goest da labourat douar, ha mez am eus o vont da glask. Me c’hoar petra ’ rin evit beza digemeret gant an dud en ho ziez, pa vezin taolet euz va mererez. »

» O veza eta galvet holl dleourien he vestr an eil goude egile, e lavaras d’ar c’henta : « Pegement a dlees d’am mestr ? » Heman ’ lavaras « Cant barillad eol. » Ar merer a lavaras d’ezhan : « Kemer da villed, azez buhan ha scriv anter-cant. » Goudeze e lavaras da eun all : « Ha te, pegement a dlees ? » Heman ’ respontas : « Cant boezellad guiniz. » Ar merer a lavaras d’ezhan : « Kemer da lizer ha scriv pevar ugent. »

» Hag ar mestr a veulas ar merer disleal n’eo ket da veza bet disleal, mes da veza bet avizet-mad, rag bugale ar bed ho deus, en traou a zell outho, muioc’h a furnez eged bugale ar sclerijen.

» Ha me a lavar d’ehoc’h, gant an arc’hant fallagr, hanvet evelse abalamour ma toug d’ar fallagriez [20], grit m’ho pezo mignoned, evit ma tigemerint ac’hanoc’h en tabernaclou peurbadus, pa deuot da vankout. Roit d’ar paour eul loden deuz an danvez a zo fiziet ennhoc’h gant Doue, ha peden ar paour a zigoro d’ehoc’h an env.

» An hini a zo feal en traou dister a zo feal en traou brassoc’h, hag an hini a zo disleal en traou dister a zo disleal en traou brassoc’h, e giz ma c’hoarvez peurliessa. Neuze ta, ma n’oc’h ket feal en arc’hant fallagr a zo eun dra zister e kenver madou an env, piou a fizio ennhoc’h ar guir binvidigez ? Ha ma n’oc’h ket feal er madou n’int ket d’ehoc’h, a zo roet ebken d’ehoc’h da c’houarn er bed-man, piou a roio d’ehoc’h ar pez a zo ho tra, madou ar bed all ?

» Servicher ebed ne c’hell servicha daou vestr : pe e cassaio unan hag e caro egile, pe ec’h en em stago ouz unan hag e tisprijo egile. Ne c’hellit ket servicha Doue hag an arc’hant. »

Ar Pharisianed, tud avarisius, a gleve an holl draou-ze hag a rea goap anezhan. Jesus a lavaras d’ezho : « C’houi a en em c’hra santel dirag an dud ; mes Doue a anavez ho calon : ar pez a zo bras evit an dud a zo eun dra euzus evit Doue.

» C’houi a gred e viot salvet oc’h heul lezen Moyses a zo dibarfet. Al lezen hag ar bropheted a zo padet beteg Iann Vadezour ; a c’houdevez, lezen barfed an Aviel, rouantelez Doue a zo embannet evel eur c’helou mad, hag evit mont ebarz, an holl a gemer poan. Hogen, essoc’h eo d’an env ha d’an douar tremen eged d’an disterra lizeren deuz al lezen coueza. Va c’helennadurez divarbenn ar vriedelez ne blij ket d’ehoc’h muioc’h eged va c’helennadurez divar benn an danvez. Me a lavar adarre : an neb a zilez he bried hag a gemer eun all, a zo eun avoultrer, hag an neb a gemer ar vaouez a zo bet dilezet gant he goaz a zo ive eun avoultrer. »


2 — Parabolen ar pinvidig fall hag ar paour-keaz Lazar

« Bez’ ez oa eun den pinvidig a veze guisket gant mezer moug ha gant lien flour hag a rea bemdez leinou caër meurbed. Bez’ ez oa ive eur paour-keaz, hanvet Lazar, a veze astennet dirag dor ar pinvidig, goloet a c’houliou, hag a c’hoantea terri he naon gant ar bruzun a goueze deuz he daol, ha nicun ne roe d’ezhan ; mes ar chas a deue hag a lipe he c’houliou.

» Hogen, c’hoarvezout a reas ma varvas ar paour-ze, hag e oue douget gant an elez e kerc’hen Abraham. Ar pinvidig a varvas ive hag a oue sebeliet en ifern, abalamour d’an implij fall hen doa great deuz he zanvez.

» Epad m’edo er poaniou, o veza savet he zaoulagad, e velas Abraham a ziabell ha Lazar en he gerc’hen, hag e lavaras en eur grial : « Tad Abraham, bezit truez ouzin ha digassit Lazar da zouba penn he viz en dour evit distana va zeod, rag bourrevet oun er flamm-ma. » Hag Abraham a lavaras d’ezhan : « Va mab, bez sonj oa mad da zoare epad da vuez, evel Lazar a ioa fall he hini ; mes breman ez eo frealzet ha te a zo poaniet. Mes dreist-holl, etre c’hui ha ni eun islounk bras a zo lakeat, en hevelep doare ma ne c’heller ket, ha pa ve c’hoant, tremen ac’han d’ho caout, na treuzi ac’hales-se du-man. »

Ar pinvidig a lavaras : « Me ho ped, tad, cassit anezhan e ti va zad. Pemp breur am eus ; ra vezo eun test evitho, evit ne deuint ket ho-unan el leac’h-man a boaniou. » Mes Abraham a lavaras d’ezhan : « Bez’ ho deus Moyses hag ar Bropheted ; ra zilaouint anezho. » Ar pinvidig a respontas : « Nann, tad Abraham ; mes ma ’z a unan bennag deuz ar re varo d’ho c’haout, e reint pinijen. » Abraham a lavaras neuze : « Ma ne zilaouont ket Moyses hag ar Bropheted, ha pa zavfe unan bennag a douez ar re varo, ne gredfent ket. »


————

TRIZEGVET PENNAD
Kentelliou d’an diskiblien. Pare deg den lor. Divarbenn donedigez rouantelez Doue (S. Lucas, XVII, 1-37.)
————
1 — Divarbenn ar goall-scuer

Jesus a lavaras d’he ziskiblien : « Ne c’hell ket beza ne deufe ket a voall-scueriou ; mes maleur d’an hini ma teuont dreizhan ! Guelloc’h d’ezhan e ve lakeat eur mean milin ouz he c’houzoug hag e ve taolet er mor eged na rofe goall-scuer da unan deuz ar re vihan-ze. »


2 — Divarbenn pardon an offansou

« Taolit evez varnhoc’h. M’han deus da vreur pec’het en da eneb, difazi anezhan, ha ma ra pinijen, pardon d’ezhan. M’han deus pec’het seiz guech bemdez en da eneb ha ma c’h-en em dro ouzid seiz guech bemdez en eur lavaret : « Keuz am eus, » pardon d’ezhan. »


3 — Divarbenn galloud ar feiz

An ebestel a lavaras d’an Aotrou : « Creskit ennomp ar feiz. » An Aotrou a lavaras : « M’ho pije feiz evel eur c’hreunen zezo, e lavarfec’h d’ar vezen vouar-man : « En em zic’hrisien hag en em dreuzplant er mor, » hag e sentfe ouzhoc’h. »

4 — Divarbenn an humilite

Piou ac’hanoc’h, m’han deus eur servicher oc’h arat pe o tiouall al loened, a lavaro d’ezhan, pa zistroio euz ar park : « Kea dioc’htu hag en em laka ouz taol ? » Ha ne lavaro ket dezhan : « Pourchass d’in va c’hoan ; laka da c’houriz ha servich ac’hanon beteg m’am bezo drebet hag efet, ha goudeze e trebi hag ec’h efi ? » Daoust hag ez eo anaoudeg d’he jervicher, abalamour m’han deus great ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan ? Ne gredan ket. En hevelep doare, pa ho pezo great kement hag a zo gourc’hemennet d’ehoc’h, lavarit : « Ni a zo servicherien didalvez : n’hon deus greet nemet ar pez a dliemp ober. »


5 — Pare deg den lor

En eur vont da Jerusalem, Jesus a dremene etre ar Samarii hag ar Galilee. E giz ma ’z ea en eur geriaden, deg den lor a deuas dirazhan, hag oc’h en em zelc’her a ziabell, e savjont ho mouez da lavaret : « Jesus, o mestr, bezit truez ouzomp. » Kerkent m’ho guelas, e lavaras : « It, en em ziscuezit d’ar veleien, evit beza discleriet pur gantho hervez lezen Moyses. » Epad ma ’z eant, e ouent puret. Unan anezho, pa velas oa puret, a zistroas dioc’htu en eur veuli Doue a vouez huel hag e couezas var he fas dirag he dreid en eur drugarekaat. Eur Samaritan oa. Jesus a zavas he vouez hag a lavaras : « Ha n’int ket deg, ar re a zo puret ? Hag an nao all, e peleac’h emaint ? N’eus en em gavet nemet an divroad-man a vije distroet hag hen dije roet gloar da Zoue ! » Hag e lavaras d’ezhan : « Sao, kerz, da feiz hen deus saveteet ac’hanot. »


6 — Divarbenn donedigez rouantelez doue

Ar Pharisianed a c’houlennas diganthan : « Peur e tle dont rouantelez Doue ? » Dre rouantelez Doue e clevent eur rouantelez Juseo savet er bed-man gant ar C’hrist var enebourien ar vro. Jesus a zavas he vouez da lavaret d’ezho : « Rouantelez Doue ne deu ket en eun doare hag a c’heller da velet. Ne vezo ket lavaret : ema aman, ema a-hont. Rag setu ema rouantelez Doue en ho creiz, e kement leac’h ma ’z eus eun ene hag a gred ennon. » [21]

Ha Jesus a lavaras d’he ziskiblien : « Dont a rei eun amzer, kement e viot poaniet er bed, ma c’hoanteot guelet unan deuz deveziou Mab an den, ha ne velot ket. Lavaret e vezo d’ehoc’h, rag fals christou a deuio : ema aman, ema a-hont. Ne d-it ket, ne heuillit den. Rag evel eul luc’heden, pa lintr a zindan an env, a lugern var gement a zo dindan an env, evelse e vezo Mab an den d’he zeiz, pa deuio da varn ar bed. Mes da genta e tle gouzanv calz ha beza distaolet gant ar ouenn-man.

» Evel ma tigouezas e deveziou Noe, evelse e tigouezo e deveziou Mab an den. Dribi hag eva a reat, ar goazed a gemere merc’hed hag ar merc’hed a veze roet e priedelez, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arc’h : an dour-beuz a deuas hag a zistrujas an holl.

» Evel ma c’hoarvezas e deveziou Loth : dribi ag eva a reat, prena ha guerza, planta ha sevel tiez ; mes d’an deis ma ’z eas Loth euz Sodom e couezas glao tan ha soufr euz an env, hag e tistrujas an holl. Evelse e vezo en deiz ma c’h-en em ziscuezo Mab an den en he c’hloar.

» D’an heur-ze, an hini a vezo var al leur-zoen, hag he arrebeuri en ti, arabat d’ezhan disken evit kerc’hat anezho ; hag an hini a vezo er park, arabat d’ezhan dont var he giz. Bezit sonj deuz maouez Loth. Ne zellit ket var ho lerc’h eveldhi gant keuz da vadou ar bed : mes en em zistagit dioc’h peb tra ha dioc’h ho puez memez evit dont ganen. An neb a glasko savetei he vuez a gollo anezhi ; hag an neb a gollo anezhi he zaveteio. Me a lavar d’ehoc’h, neuze e vezo great an disparti bras etre an dud ; en nozvez-se e vezo daou er memez guele : unan a vezo kemeret hag eun all lezet ; diou vaouez a valo assamblez : unan a vezo kemeret hag eun all lezet ; daou a vezo er park : unan a vezo kemeret hag eun all lezet. »

An diskiblien a zavas ho mouez da lavaret d’ezhan : « E peleac’h, Aotrou, e vezint kemeret ? » Jesus a lavaras d’ezho : « El leac’h ma vezo ar c’horf maro, e giz m’oar boazet da lavaret, eno ec’h en em zestumo an ered hag al laboussed all a breiz, evit caout ho magadurez. El leac’h ma vezo Mab an den, eno ec’h en em zestumo va jervicherien evit caout an eürusted. » [22]


————

PEVARZEGVET PENNAD
Divarbenn liamm ar vriedelez hag ar guerc’hded. Ar barner fall. Ar Pharisian hag ar Publikan. Ar vugale vihan
(S. Vaze, XIX,, 1-15 ; S. Marc, X, 1-16 ; S. Lucas, XVIII, 1-17.)
————


P’han doa echuet ar prezegennou-ze, ez eas kuit eur ar Galilee hag e teuas var harzou ar Judee, en tu all d’ar Jourden, dre ar Peree. Eur foul vras a en em zestumas adarre en dro dezhan hag a heulias anezhan. Hervez m’oa boazet, Jesus a en em lakeas eno da gelen ha da barea anezho.

Pharisianed a dosteas outhan, evit he denti, hag a lavaras d’ezhan : « Hag urz hen deus eur goaz da gass kuit he vaouez, evit peb abeg ? » Jesus a respontas d’ezho : « N’ho peus ket lennet penaoz an hini a reas an den er penn-kenta her greas goaz ha maouez hag a lavaras : « Abalamour da ze, ar goaz a ielo dioc’h he dad hag he vamm hag en em stago ouz he bried, hag e vezint daou en eur c’horf ebken. » Evelse ne vezint ket mui daou, mes eur c’horf ebken. Arabat eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue. »

Lavaret a rejont d’ezhan : « Perag ta Moyses hen deus roet urz da rei eur scrid a zilez ha da gass kuit ar vaouez ? » Lavaret a reas d’ezho : « Abalamour da rustoni ho calon hen deus Moyses roet counje d’ehoc’h da gass kuit ho priejou. Mes er penn-kenta n’edo ket evelse. Me a lavar d’ehoc’h, an neb a gass kuit he bried, nemet p’he deus great avoultriach, hag a gemer eun all a zo eun avoultrer, hag an hini a zimez d’ar vaouez a zo casset kuit a zo ive eun avoultrer. » An hini a gass kuit he bried avoultrerez, gant aotre an Iliz, ne bec’h ket, ma chom dizemez.

En ti, an diskiblien a reas adarre goulennou outhan divarbenn an dra-ze. Hag e lavaras d’ezho : « An neb a gass kuit he bried hag a gemer eun all a ra eun avoultriach ganthi ; hag ar vaouez a gass kuit he goaz hag a zimez da eun all a ra eun avoultriach. »

An diskiblien a lavaras d’ezhan : « Mar d-ema evelse stad ar goaz gant he vaouez, eo guelloc’h chom dizemez. » Lavaret a reas d’ezho : « An holl ne gomprenont ket ar gomz-se : eo guelloc’h chom dizemez ; mes ebken ar re ho deus bet ar c’hras. Beza ’ zo tud hag a zo ganet deuz corf ho mamm dic’halloud e kenver ar vriedelez ; lod all, hag a zo lakeat evelse gant an dud ; lod all erfin hag a zo en em lakeat ho-unan dic’halloud e kenver ar vriedelez, ar re a fell d’ezho chom guerc’h, abalamour da rouantelez Doue. Ra gompreno ha ra vevo er guerc’hded an hini a c’hello compren gant sicour gras Doue. »

Gras Doue a deu dre ar beden. Jesus a lavare d’ezho eur barabolen divarbenn ma rankor ato pedi eb scuiza morse. « En eur gear, emezhan, ez oa eur barner ne zouje ket Doue ha n’hen doa aon rag den. Er gear-ze ez oa ive eun intanvez a deue d’he gaout en eur lavaret : « Grit d’in justis eneb va enebour. » Epad pell amzer ne felle ket d’ezhan, Mes d’ar fin e lavaras ennhan he-unan : « Beza ne zoujan ket Doue ha n’em eus aon rag den, evelato, abalamour m’oun tregasset gant an intanvez-man, e rin justis d’ezhi, gant aon, dre zont aliez, e torrfe d’in va fenn. »

An Aotrou a lavaras : « Clevit ar pez a lavar ar barner disleal. Ha Doue ne rafe ket justis d’ar re a zo dibabet ganthan evit an env, hag a gri varzu ennhan deiz ha noz ? Hag e talefe gantho ? Me a lavar d’ehoc’h, buhan e reio justis d’ezho. Goulzgoude, pa deuio Mab an den, sonjal a rit-hu e cavo feiz var an douar ha pedennou great eb ehana ? »

Lavaret a reas ar barabolen-man da hiniennou a ioa leun a fizians ennho ho-unan, abalamour ma c’h-en em gemerent evit tud just, hag a zisprije ar re all : « Daou zen a bignas en Templ da bedi : unan a ioa Pharisian hag eun all Publican. Ar Pharisian, en he za, a bede evelhen ennhan he-unan : « Doue, m’ho trugarekaa abalamour n’oun ket evel an dud all, a zo laëron, disleal, avoultrerien, nag evel ar Publican-man. Me a iun diou vech ar zizun, me a ro an deog deus kement am eus. » Ar Publican a en em zalc’he a-ziabell ha ne c’hoantea ket memez sevel he zaoulagad etrezeg an env, mes skei a rea var boull he galon en eur lavaret : « Doue, bezit truez ouz ar pec’her ma ’z oun. »

Me a lavar d’ehoc’h, heman a ziskennas pardonet en he di, ha nann egile. « Rag an neb a en em huelaa a vezo izeleet ; hag an hini a en em izelaa a vezo hueleet. »

Neuze e oue digasset d’ezhan bugale evit ma touchfe outho, ma lakafe he zaouarn varnho ha ma pedfe evitho. O velet an dra-ze, an diskiblien a rea rebechou d’ar re ho digasse. Pa daolas evez ouz he ziskiblien, Jesus a ieas droug ennhan, hag o veza galvet ar vugale, e lavaras : « Lezit ar re vihan-ze da zont davedon ha na virit ket outho da dostaat ouzin, rag rouantelez an env a zo d’ar re a zo henvel outho. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini ne zigemero ket rouantelez an env didroidel evel eur c’hrouadur ne d-ei ket ebarz. » Neuze e vriatas ar vugale-ze, e lakeas he zaouarn varnho, e vennigas anezho hag ez eas kuit ac’hano.


————

PEMZEGVET PENNAD
Danjer ar binvidigez. Ali da zilezel ar madou
(S. Vaze, XIX, 16-30 ; S. Marc, X, 17-31 ; S. Lucas, XVIII, 18-30.)
————


Pa ’z eas var an hent, unan deuz ar pennou-bras a ziredas, hag o plega he c’hlin dirazhan, e reas outhan ar goulen-man : « Mestr mad, pe vad am eus da ober evit caout ar vuez peurbadus ? »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Perag e c’houlennes ouzin ar pez a zo mad ? Perag e lavares oun mad ? N’eus hini mad dre natur nemet Doue ebken. Hogen, ma fell d’id antreal er vuez, mir ar gourc’hemennou. » — « Pere, emezhan ? » — « Anaout a res anezho, a lavaras Jesus ; na ri ket avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na lavari ket fals testeni ; na ri ket troidellerez ; enor da dad ha da vamm ; car da nessa eveldot da-unan. »

An den yaouank a lavaras d’ezhan : « Mestr, miret em eus an holl draou-ze azaleg va yaouankiz ; petra ’ vank din c’hoaz ? » Jesus, pa glevas an dra-ze, o veza sellet outhan, her c’haras hag a lavaras : « Eun dra a vank d’id : ma c’hoantees beza parfet, kea, guerz kement a peus ha ro-hen d’ar beorien ; hag e pezo eun tenzor en env. Goude, deus d’am heul. » O clevet an dra-ze, an den yaouank a oue glac’haret hag a ieas kuit tenval he benn, rag bez’ hen doa calz danvez.

Jesus, o velet anezhan glac’haret, a zellas en dro d’ezhan hag a lavaras d’he ziskiblien : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, pegen dies eo d’ar re ho deus danvez mont e rouantelez Doue ! » An diskiblien a ioa sebezet o clevet anezhan. Mes Jesus a zavas adarre he vouez da lavaret d’ezho : « Va bugale ker, me a lavar d’ehoc’h adarre, pegen dies eo d’ar re a lak’ ho fizians en danvez mont e rouantelez Doue. Essoc’h eo da eur c’hanval treuzi dre doull an adoz eged da eur pinvidig mont e rouantelez Doue. » O clevet an dra-ze, an diskiblien, souezetoc’h c’hoaz, a lavare an eil d’egile : « Piou ta neuze a c’hello beza salvet ? » Jesus, o sellet outho, a lavaras : « Ar pez ne c’hell ket an dud, Doue a c’hell, o sicour an den da zistaga he galon dioc’h an danvez, rag Doue a c’hell peb tra. »

Neuze Per a zavas he vouez da lavaret d’ezhan : « Setu ni hon deus kuiteat peb tra hag hon deus heuliet ac’hanoc’h : petra hon dezo-ni ? » Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, c’houi hag ho peus va heuliet, d’ar resurrection, pa vezo Mab an den azezet var gador he c’hloar, c’houi a vezo azezet ive var daouzeg cador, evit barn daouzeg rumm-dud Israel ; hag an neb piou bennag hen dezo kuiteet he di, pe he vreudeur, pe he c’hoarezed, pe he dad, pe he vamm, pe he bried, pe he vugale, pe he barkeier, abalamour d’in ha da rouantelez Doue, hen dezo, azaleg an amzer-vreman, cant guech kement e tiez, e breudeur, e c’hoarezed, e mammou, e bugale, e parkeier, gant iskinou ; hag en amzer da zont hen dezo ar vuez a bado da viken. Holl jervicherien Doue a vezo he famill er bed-man ; eürus e vezo e creiz ar poaniou gouzanvet evit ar feiz, hag ar baradoz han dezo divezatoc’h. Mes calz deuz ar re genta a vezo da ziveza, ha calz deuz ar re ziveza a vezo da genta. »


————

C’HOUEZEGVET PENNAD
Parabolen al labourerien casset d’ar viniec
{S. Vaze, XX, 1-16).
————


Rouantelez an env a zo henvel ouz eur penn tiegez a ieas mintin mad da c’hopra labourerien evit he viniec. P’han doue great marc’had gant he labourerien evit eun diner bemdez, e cassas anezho en he viniec. O veza eat er meaz var dro an trede heur, nav heur, e velas re all a jome var ar blassen, dibreder. Lavaret a reas d’ezho : « It ive, c’houi, d’ar guiniec, ha me a roio d’ehoc’h ar pez a vezo just. » Hag ez ajont. Mont a reas adarre var dro ar c’huec’hvet hag an navet heur, creiz deiz ha teir heur, hag e reas ar memez tra.

Erfin ez eas var dro an unnegvet heur, pemp heur, hag e cavas re all en ho za hag e lavaras d’ezho : « Perag e chomit-hu aze epad an deiz eb ober netra ? » Hag hi da lavaret d’ezhan : « Abalamour den ebed n’hen deus gopraet ac’hanomp. » Lavaret a reas d’ezho : « It ive, c’houi, d’am guiniec. »

Pa deuas ar pardaez, mestr ar viniec a lavaras da rener he di : « Galv al labourerien ha ro d’ezho ho gopr, en eur vont euz ar re ziveza d’ar re genta. »

Pa deuas ar re a ioa en em gavet var dro an unnegvet heur, ho devoue peb a ziner. Ar re genta a deuas d’ho zro, hag e credent edont o vont da gaout muioc’h, mes n’ho devoue nemet peb a ziner. O kemeret anezhan e c’hrosmolent a eneb ar penn-tiegez : « Ar re ziveza, emezho, n’ho deus labouret nemet eun heur, hag e lakit anezho cavatal ganeomp-ni, hon deus douget pouez an deiz hag ar c’hor. » Mes hen a respontas da unan anezho : « Va mignon, ne ran gaou ebed ouzid. Ha n’es poa ket great marc’had evit eun diner ? Kemer ar pez a zo d’id ha kea en da hent : me a fell d’in rei d’an diveza kement ha d’id-de. Ha ne c’hellan-me ket ober ar pez a blij ganen ? Daoust ha da lagad a zo fall, a zo avius, abalamour ma ’z oun-me mad ? »

Evelse ar re ziveza, ar boblou paian, a vezo da genta e rouantelez Doue, hag ar re genta, ar Jusevien, a vezo da ziveza [23]. Rag calz a zo galvet etouez ar Jusevien, mes neubeut a zo choazet, abalamour d’ho discredoni.


————
  1. C’houi ’ anavez va hano ha va c’herent, mes ne c’houezit ket piou oun e guirionez.
  2. Me hen anavez mad, rag he Vab oun hag he gannad oun. S. Aug. ap. Allioli. in Jo. VII, 29.
  3. S. Augustin, in Jo. III, 13.
  4. Gouzout a ra ez eo Doue, ha Doue, e giz ma lavar S. Iann Chrysostom, a zo eun test da veza credet, pa ro testeni d’ezhan he-unan. Fillion, in Jo. VIÏI.
  5. Cf. Col. I, 15.
  6. An Tad, o c’henel ar Mab, a ro d’ezhan he vouisiegez divin gant he natur he-unan. S. Aug. ap. Fillon, in Jo. VIII.
  7. S. Aug., etc., ap., Allioli, in Jo. VIII, 36.
  8. Abraham n’eo ket bet muntrer.
  9. Ar Jusevien a grede stank ne veze castizet morse nemet ar bec’herien, pe ho bugale, hag e c’helle eun den pec’hi memez araog he c’hinivelez. Fillion, in Jo IX, 2.
  10. Allioli, in Jo. IX, 39.
  11. Dom Calmet, ap., Fillion, in Luc. XI, 41.
  12. Ma vije bet ar bropheted da laza, ho dije lazet anezho, mes da zebelia emaïnt c’hoaz : sevel a reont ho beziou.
  13. Ma n’hen deus ket anavezet bolontez he vestr, eo goulzgoude dre he faot. Theophylact, ap. Fillion, in Luc. XII, 48.
  14. Fillion, in Luc XIII, 3.
  15. Herodes a ioa carget a droidellou fallagr. En em glevet oa gant ar Pharisianed evit ober aon da Jesus ha pellaat anezhan dioc’h he zouarou.
  16. Ar gristenien, pa reont eur banked, a ro he lod d’ar paour evit senti ouz an ali-ze.
  17. Fillion, in Luc. XIV, 21-23.
  18. Red eo sevel eun tour a gass d’an env hag ober brezel d’an droug, da lavaret eo, digemeret al lezen gristen. Mes red eo ive sonjal mad e deveriou ar vuez christen. Ma troomp kein da Jesus-Christ, e vezimp goapeet gant he enebourien hag e lakeimp hor zilvidigez e brassoc’h riscl eged na edo araog m’hon doa digemeret ar feiz. Setu perag e tleomp beza distag a galon dioc’h peb tra, evit kerzet varlerc’h Jesus.
  19. Fillion, in Luc, XV, 32.
  20. Cajetan, ap. Fillion, in Luc XVI, 9.
  21. Farrar, ap. Fillion, in Luc. XVII, 21
  22. F. Luc, in Luc. XVII, 37.
  23. S. Gregor, ap. Fillion, in Mat., XX, 16.