Pevar Aviel/Eil loden/Pevare rann

Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 132-162)



PEVARE RANN
azaleg an trede gouel pask beteg gouel an teltou
(azaleg miz ebrel beteg miz here)
————
KENTA PENNAD
Debad Jesus gant ar pharisianed hag an doctored

divar benn credennou ar re goz

(S. Vaze, XV, 1-20 ; S. Marc. VII, 1-23).
————


Pharisianed ha doctored a deuas en amzer-ze euz Jerusalem da gaout Jesus. Guelet a rejont hiniennou deuz he ziskiblien o tribi bara gant daouarn n’oant ket hervez ar reiz, da lavaret eo, n’oant ket goalc’het. O veza tosteat e rejont d’ezho rebechou. Rag ar pharisianed hag an holl jusevien ne zrebont ket araog beza goalc’het aliez ho daouarn, hervez kentelliou ar re goz. Pa deuont euz al leur-gear, ne zrebont ket eb en em voalc’hi. Bez’ zo calz traou all a rankont da ober evit senti ouz ar re goz, evel goalc’hi an hanaviou, ar podou, ar binviou coueor hag ar gueleou.

Ar pharisianed hag an doctored a c’houlennaz ouz Jesus : « Perag ho tiskiblien ne heuillont-hi ket kentelliou ar re goz hag a zreb ho bara eb beza goalc’het ho daouarn ? » Jesus a respontas d’ezho : « Ha c’houi, perag e torrit-hu gourc’hemen Doue abalamour d’ar c’hredennou a zeu d’ehoc’h digant ar re goz ? Hypocrited, Isaias hen deus prophesiet mad divar ho penn, pa lavaras : « Ar bobl-man am henor a c’hinou, mes he galon a zo pell diouzin. Va jervicha ’ reont en aner, abalamour ne zeskont nemet kentelliou ha gourc’hemennou an dud. » « Evit guir, dilezel a rit gourc’hemen Doue evit delc’her da c’hiziou an dud, da voalc’hi ar podou hag an hanaviou, ha da galz boaziou all evelse. » Lavaret a rea c’hoaz : « Cass a rit da netra gourc’hemen Doue evit miret credennou savet gant ho tud coz. Rag Doue hen deus lavaret dre Voyses : « Enor da dad ha da vamm, » hag : « An hini a villigo he dad hag he vamm, ra vezo lakeat d’ar maro. » Ha c’houi lavar : « Ma lavar unan bennag d’he dad ha d’he vamm : peb prof great d’an Templ deuz va madou ra dalvezo d’ehoc’h ! N’eo ket red d’ezhan ober mui netra evit he dad hag he vamm. » En doare-ze e fregit comz Doue gant eur gelennadurez a zo savet ganehoc’h hoc’h-unan. Hag ober a rit calz traou all evelse. Sicourit da genta ho tad hag ho mammm hervez gourc’hemen Doue ; goudeze e chellot ober ho profou. »

Jesus a c’halvas adarre ar bobl d’he gaout hag a lavaras d’ezho : « Selaouit holl ac’hanon ha comprenit : netra deuz ar pez a ia en den euz an dianveaz ne c’hell he zaotri, mes ar pez a deu euz an den eo a zaotr anezhan. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »

Neuze he ziskiblien a dosteas outhan hag a lavaras d’ezhan : « Gouzout a rit-hu ho deus ar pharisianed kemeret goall-scuer o clevet ar gomz-se ? » Mes hen a respontas d’ezho : « Kement planteiz n’eo ket plantet gant va Zad, da lavaret eo, kement kelennadurez na deu ket euz Doue, a vezo diframmet. Lezit anezho : ar re-ze ’ zo tud dall a vlein tud dall. Hogen, ma ’z eo eun den dall blenier enn den dall, e couezint ho daou en toull. »

Neuze ez eas dioc’h ar foul en ti, ha Per a lavaras d’ezhan : « Displegit d’eomp ar barabolen-ze divarbenn ar pez a zaotr an den. » — « Ha c’houi ive, a lavaras Jesus, ne c’hellit ket compren c’hoaz ? Ne gomprenit ket ne c’hell ket an den beza saotret gant netra deuz ar pez a ia ennhan euz an dianveaz ? Rag ar pez a ia dre ar c’hinou a dremen er c’horf, ha n’e ket er galon, hag a dec’h en distro, goude dibab ar boued. Mes ar pez a deu euz ar c’hinou a deu euz ar galon, ha setu ar pez a zaotr an den. Rag euz calon an den e teu ar sonjou fall, an avoultraichou, an oberiou mezus, ar muntrerez, al laëronsi, an avaristed, ar fallagrieziou, an droumplerez, an hudurnez, an avi, ar fals testeniou, ar blasphemou, an ourgouill, an dallentez. An holl draou fall-ze a deu euz an diabarz hag a zaotr an den. Mes dribi eb beza goalc’het an daouarn ne zaotr ket an den. »


————

EIL PENNAD
Pareans merc’h eur gananeanez hag eun den bouzar ha mut
(S. Vaze, XV, 21-31 ; S. Marc. VII. 24-37).
————


O veza eat ac’hano, Jesus a scoaz varzu harzou Tyr ha Sidon. Mont a reas en eun ti hag e fellas d’ezhan ne c’houezfe den ebed. Mes ne c’hellas ket chom cuzet. Eur baïanez deuz ouenn ar Gananeaned, pe Zyro-phenisianed, hag a ioa kemeret he merc’h gant eur spered hudur, a deuas euz al leac’hiou-ze, kerkent ha ma clevas hano deuz Jesus, a ieas en ti hag a stouas d’he dreid en eur bedi anezhan ma cassje an diaoul er meaz euz he merc’h. Lavaret a rea d’ezhan en eur grial : « Bezit truez ouzin, Aotrou, mab David, va merc’h a zo goall-voasket gant an drouc-spered. » Jesus ne lavaras ger d’ezhi. He ziskiblien a dosteas hag he bedas en eur lavaret : « Cassit kuit anezhi, roit d’ezhi he goulen, rag crial a ra var hol lerc’h. » Hen a respontas d’ezho : « Ne d-oun casset nemed da gaout denved dianket pobl Israel » [1] Ar vaouez a dosteaz c’hoaz hag hen adoras adarre en eur lavaret : « Aotrou, sicourit ac’hanon. » Mes hen a lavaras d’ezhi : « Gortoz m’ho dezo ar vugale, an Israelited, drebet avoalc’h, rag n’eo ket mad kemeret bara ar vugale evit he daoler d’ar chass, d’ar baianed. » Hi a respontas : « Guir eo, Aotrou, mes ar chass bihan a zreb didan taol ar vistri ar bruzunennou a lez ar vugale da goueza. » Neuze Jesus a respontas d’ezhi : « O maouez, da feiz a zo bras. Abalamour d’ar ger-ze, ra vezo great d’id hervez da c’hoant. Kea, an drouc-spered a zo eat kuit euz da verc’h. »

Hag he merc’h a oue pareet d’an heur memez. Pa en em gavas er gear, e cavas ar plac’h yaouank gourvezet var he guele ha dilivret euz an diaoul.

Pa belleas Jesus deuz harzou Tyr, e teuas dre Zidon da vor ar Galilee, o tremen dre greiz an Decapol. Pignat a reas var eur menez hag ec’h azezas eno. Calz tud a deuas d’he gaout en eur zigass gantho re vut, re zall, re gamm, re glanvidic ha calz re all. Ho leda a rejont e harz he dreid, hag e pareas anezho.

Digass a rejont d’ezhan unan bouzar ha mut hag her pedent da lakaat he zorn varnhan. O veza her c’hemeret a gostez, er meaz deuz ar foul, e lakeas he vizied en he ziouscouarn hag e touchas ouz he deod gant glaour. Goudeze ec’h huanadas en eur zevel he zaoulagad etrezeg an env hag e lavaras : « Ephphetha », ar pez a zinifi : « Digor. » Kerkent he ziouscouarn a zigoras, liamm he deod a ziscoulmas, hag e prezege freas [2]. Gourc’hemen a reas d’ezho arabat lavaret netra da zen. Mes seulvui ma c’hourc’hemenne d’ezho, seulvuioc’h e skignent ar brud, ha seulvuioc’h e souezent o velet ar re vut o parlant, ar re gamm o vale hag ar re zall o caout ar sclerijen. Meuli a reant Doue Israel en eur lavaret : « Mad hen deus great peb tra ; roet hen deus ar c’hleved d’ar re vouzar hag ar prezeg d’ar re vut. »


————

TREDE PENNAD
Ar bara cresket evit an eil guech. Ar Jusevien a c’houlen eur burzud en env. Goell ar Pharisianed. Pareans unan dall.
(S. Vaze, XV, 32-39 ; XVI, 1-12 ; S. Marc, VIII, 1-26).
————


E giz en deveziou-ze ar foul a ioa bras adarre ha n’oa ket peadra da zribi, Jesus a c’halvas he ziskiblien hag a lavaras d’ezho : « Truez am eus ouz ar bobl-se, rag setu tri devez ma talc’hont da jom ganen, ha n’ho deus netra da zribi. Ne fell ket d’in ho c’hass d’ar gear var iun gant aon ne gollfent calon en hent. » Rag darn anezho a ioa deut a bell. He ziskiblien a respontas d’ezhan : « Penaoz caout el leac’h-distro-man bara avoalc’h da derri naon kement all a dud ? » Jesus a c’houlennas outho : « Ped bara ho peus ? » — « Seiz, emez-ho, hag eun neubeut pesked bihan. »

Jesus a c’hourc’hemennas d’ar bobl azeza var an douar. O veza kemeret ar seiz bara, e rentas grassou, e reas tammou anezho hag ho roas d’he ziskiblien evit ho lakaat dirag ar bobl. Benniga’ reas ive ar pesked hag ec’h ordrenas ho jervicha. Holl e trebjont hag e torrjont ho naon. Cass a rejont gantho seiz paner a ioa leun deuz ar restadou a jomas. Hogen, ar re ho doa drebet a ioa pevar-mil anezho, eb niveri ar merc’hed hag ar vugale. Jesus a gassas kuit an dud-se, hag o veza pignet dioc’h-tu en eur vag gant he ziskiblien, e teuas var dro Magedan ha Dalmanutha.

Pharisianed ha Sadduceaned a deuas d’he gaout hag a en em lakeas da rendaeli outhan en eur c’houlen diganthan eur sin en env, evit he amprou. Jesus a dennas eun huanaden hir hag a respontas : « Pa deu ar pardaez, e lavarit : brao e vezo, rag an env a zo ruz ; ha dioc’h ar mintin : arne a vezo hirio, rag an env a zo tenval ha ruzard. Gouzout a rit eta dioc’h doare an env. Ha ne c’hellit-hu ket anaout sinou an amzeriou ? Sizunveziou ar prophet Daniel a zo oc’h echui : va burzudou a sko daoulagad an holl : ha n’int ket sinou sclear avoalc’h ez eo deut amzeriou ar C’hrist ?

Perag e c’houlen eur burzud ar ouenn fallagr-man hag avoultrerez ? E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ne vezo roet ken burzud d’ezhi nemet burzud ar prophet Jonas. » Ne c’hello ket lakaat resurrection Mab an den var galloud an drouc-spered, evel m’he deus ar fallagriez da lakaat ar burzudou all. Hag o veza dilezet anezho, e pignas adarre er vag hag ez eas en tu all d’al lenn.

O vont en tu all d’al lenn, an diskiblien a zizonjas kemeret bara : n’ez oa nemet unan gantho er vag. Jesus a lavaras d’ezho : « Taolit evez ha diouallit ouz goell ar Pharisianed hag ar Sadduceaned hag ouz goell Herodes. » Hi a zonje ennho ho-unan hag a lavare : « Mes n’hon deus ket a vara, n’hon deus ket kemeret. » Jesus, oc’h anaout ho zonjou, a lavaras d’ezho : « Tud a neubeut a feiz, perag e sonjit-hu ennhoc’h hoc’h-unan n’oc’h eus ket a vara ? Ha ne c’houzoc’h ket c’hoaz ? Ha ne gomprenit netra ? Hag ho calon a zo dallet ato ? Ha daoulagad ho peus evit ne velot ket ? Diouscouarn, evit ne glevot ket ? Ha n’ho peus memor ebed ? P’am eus rannet pemp bara etre pemp mil den, ped panerad restadou hoc’h eus casset ganeoc’h ? » — « Daouzeg, emezho. » — « Ha p’am eus rannet seiz bara etre pevar mil den, ped panerad restadou oc’h eus casset ganehoc’h? » — « Seiz, emezho. » — « Penaoz eta ne gomprenit ket n’em eus ket comzet deuz bara, p’am eus lavaret d’ehoc’h : diouallit ouz goell ar Pharisianed hag ar Sadduceaned. » Neuze e comprenjont n’hen doa ket comzet deuz goell bara, mes deuz kelennadurez ar Pharisianed hag ar Sadduceaned. [3]

Dont a rejont da Vethsaïda, hag e oue digasset d’ezhan unan dall, hag her pedent da douch outhan. Jesus a gemeras dorn an hini dall hag he gassas er meaz euz ar geriaden. Goudeze e c’hlebias he zaoulagad gant glaour, hag o veza lakeat he zaouarn varnhan, e c’houlennas outhan ha guelet a rea eun dra bennag. Hen a zellas hag a lavaras : « Guelet a ran tud o vale henvel ouz guez. » Neuze e lakeas adarre he zaouarn var he zaoulagad. An hini dall a deuas da velet hag a oue pareet ker mad ma vele sclear peb tra. Jesus he gassas d’ar gear en eur lavaret d’ezhan : « Kea d’ar gear ; ha ma ’z ees er geriaden, ne lavar ger da zen. »


————

PEVARE PENNAD
Per a anzao he feiz hag a zo lakeat da vean-diazez en Iliz. Jesus a ziscler he bassion.
(S, Vaze, XVI, 13-28 ; S. Marc, VIII, 27-39 ; S. Lucas, IX, 18-27).
————


Jesus a scoas gant he ziskiblien varzu keriadennou Cesaree Philipp. Epad an hent, he-unan gantho, e pede, ha goudeze e reas outho ar goulen-man : « Petra ’ lavar an dud divar benn Mab au den ? Evit piou am c’hemeront ? » Hi a respontas : « Darn evit Iann Vadezour, darn evit Elias, darn all evit Jeremias pe evit unan deuz ar bropheted coz distroet e buez. » Jesus a lavaras d’ezho : « Ha c’houi, piou a lavarit oun-me ? » Simon-Per a respontas : « C’houi eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Te a zo eürus, Simon, mab da Iann, rag n’eo ket ar c’horf nag ar goad, n’eo ket skiant an den na mouez he ioulou, ho deus discleriet an dra-ze d’id, mes va Zad a zo en envou. Ha me a lavar d’id ez out Per, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz ; ha rouantelez an ifern ne vezo ket treac’h d’ezhi. Ouspenn, me a roio d’id alc’hueziou rouantelez an env, da lavaret eo, galloud var an Iliz. Kement as pezo liammet var an douar a vezo liammet en envou ; ha kement as pezo diliammet var an douar a vezo diliammet en envou. Kement barnedigez a zougi var an douar a vezo cavet mad en envou. [4]

Neuze Jesus a zifennas grons ouz he ziskiblien lavaret da zen ez oa ar C’hrist. A-c’houdevez ec’h en em lakeas da ziscleria d’ezho e tlie mont da Jerusalem, ha gouzanv calz, ha beza distaolet gant pennou-bras ar bobl, gant prinsed ar veleien ha gant an doctored, ha beza lakeat d’ar maro, ha sevel beo d’an trede deiz. Dirag an holl e lavare an dra-ze. Per, o veza kemeret anezhan a gostez, a reas d’ezhan rebechou en eur lavaret : « Pell diouzoc’h kement all, Aotrou ; an dra-ze ne zigouezo ket ganehoc’h. » Jesus, oc’h en em zistrei hag o velet he ziskiblien, a lavaras da Ber gant eur vouez gourdrouzus : « Adrenv, Satan ; eur goall-scuer out evidon, rag ne danves ket traou Doue, mes traou an dud. »

Neuze Jesus a c’halvas ar bobl gant he ziskiblien hag a lavaras d’an holl : « Ma fell da unan bennag dont var va lerc’h, ra zeuio da renons d’ezhan he-unan, ra zougo he groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon. Rag an hini a fell d’ezhan savetei he vuez er bed-man o tilezel ac’hanon, he c’hollo er bed all ; mes an hini a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an aviel, he zaveteio. Petra ’ dal d’an den gounid ar bed holl ma teu da goll he ene ? Petra ’ roio evit dasprena he ene ? Rag Mab an den a deuio e gloar he Dad gant he elez, ha neuze e roio da beb hini hervez he oberou. An hini hen dezo kemeret mez ac’hanon ha deuz va c’homzou dirag ar ouenn avoultrerez-man ha pec’herez, Mab an den a gemero mez anezhan, pa deuio en he c’halloud, e gloar he Dad ha he elez santel. » Lavaret a rea ouspenn : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, etouez ar re a zo aman, ez eus lod ha ne danvint ket ar maro araog beza guelet Mab an den o tont gant nerz en he rouantelez da zougen he varnedigez a eneb Jerusalem. (E iez ar Scritur Doue a deu da gaout an dud pa astenn varnho he drugarez pe he justis. Ar re a velo dismantr Jerusalem a velo eun dra bennag deuz ar pez a reio ar C’hrist pa deuio he-unan da fin ar bed.) [5]


————

PEMPET PENNAD
Jesus a ziscuez he c’hloar var ar menez Thabor.
(S. Vaze, XVII, 1-13 ; S. Marc, IX, 1-12 ; S. Lucas, IX, 28-36).
————


C’huec’h devez goude, Jesus a gemeras ganthan Per, Jakes ha Iann, he vreur, hag ho c’hassas var eur menez huel ha distro. En em lakaat a reas da bedi, hag epad ma pede, e kemeras eur furm nevez dirazho : he vizach a lugernas evel an eol, he viskamant a deuas da veza guenn ha skedus evel an erc’h, ker guenn, ma ne c’hell ket ar c’hommer rei d’ar mezer var an douar eun hevelep cander. Ha setu daou zen a deuas da gomz ganthan, Moyses hag Elias, hag ez oant caer da velet. Comz a reant deuz ar maro a dlie Jesus ober e Jerusalem.

Goulzgoude Per hag he genvreudeur a ioa pounnereat gant ar c’housked. Pa ziorfiljont, e veljont he c’hloar hag an daou zen a ioa ganthan. Edont o vont kuit diouthan, pa lavaras Per d’ezhan : « Mestr, aman eo brao beza ; mar kirit, greomp aman tri delt, unan evidhoc’h, unan evit Moyses hag unan evit Elias. » Ne c’houie ket petra ’ lavare.

N’oa ket peurachuet he gomz ganthan ma teuas eur c’hoabren lugernus da c’holo anezho. An diskiblien a gemeras aon ouz ho guelet o vont er goabren. Hag anezhi e teuas eur vouez hag a lavare : « Heman eo va Mab muia-caret, am eus lakeat ennhan va flijadur : silaouit anezhan. » O clevet ar vouez-se, an diskiblien a gouezas var ho bizach d’an douar hag a oue spontet. Jesus a dosteas hag a douchas outho en eur lavaret : « Savit, ha n’ho pezet ket aon. » O veza savet ho daoulagad ha sellet en dro d’ezho, ne veljont den ebed mui nemet Jesus. Rag epad ma comze ar vouez, Jesus a jomas he-unan.

En eur zisken divar ar menez, Jesus a reas d’ezho ar gemennadurez-man : « Na lavarit netra da zen deuz ar pez oc’h eus guelet, beteg ma savo Mab an den a douez ar re varo. » Tevel a rejont, hag en deveziou-ze, ne lavarjont netra da zen deuz ar pez ho doa guelet. Mes clask a reant etrezho petra zinifie : beteg ma savo a douez ar re varo. Evelato e rejont ar goulen-man ouz Jesus : « Perag e lavar ar Pharisianed hag an doctored e tle Elias dont da genta ? » Jesus a respontas d’ezho : « Elias a dle dont e guirionez da genta evit lakaat peb tra er stad m’edo araog. Me a lavar d’ehoc’h, Elias a zo deut dija, ha n’ho deus ket hen anavezet ; mes, evel m’eo scrivet divar he benn, great ho deus d’ezhan kement a zo plijet gantho. En hevelep doare Mab an den a c’houzanvo calz deuz ho ferz hag a vezo disprijet, evel m’eo scrivet divar he benn. » Neuze an diskiblien a gomprenas hen doa comzet d’ezho deuz Iann Vadezour a zo deut da lakaat an dud e feiz ho zadou, pa ziskennas Mab Doue evit savetei ar bed, evel Elias a deuio dirazhan, hervez ar prophet Malachias, pa ziskenno evit barn ar bed.


————

C’HUEC’HVET PENNAD
Pareans eur c’hrouadur kemeret gant an diaoul. Eil discleriadur ar Bassion. Ar pez arc’hant e ginou ar pesk
(S. Vaze, XVII, 14-26 ; S. Marc, IX, 13-31 ; S. Lucas, IX, 37-45).
————


Antronoz, pa ziskennas divar ar menez da gaout he ziskiblien, e velas eur foul vras en dro d’ezho ha doctored a rendaele outho. Kerkent ha ma velas Jesus, ar bobl holl a oue sebezet ha carget a spont evel ma vije chomet var he dal eun dra bennag deuz gloar an Thabor. Goulzgoude e tiredjont d’he zaludi. Jesus a c’houlennas outho : « Divar benn petra a rendaelit-hu etrezoc’h ? » Eun den a deuas euz ar foul da en em daoler var bennou he zaoulin dirazhan, hag a grias : « Aotrou, me ho ped, sellit ouz va c’hrouadur, va mab unic ; hen digasset em eus d’ho caout ; bezit truez outhan, rag gant an droug-huel eman, eur spered hen deus a lak’ anezhan mut, ha calz hen deus da c’houzanv. E peb leac’h ma vez kemeret gant ar spered, ar c’hrouadur a daol criadennou, a vez stlejet ganthan d’an douar, a en em zifret, a eonen, a scrign he zent hag a zizec’h. Ar spered ne d-a kuit nemet gant poan, goude beza he zispennet. Hen lakeat em eus dirag ho tiskiblien en eur bedi anezho da gass-kuit au diaoul, ha n’ho deus ket gellet he barea. »

Jesus a respontas d’ezho : « O ouenn difeiz ha fallagr, beteg pegeit e vezin-me ganehoc’h ? Beteg pegeit ho couzanvin ? Digassit d’in ar c’hrouadur-ze. » Digasset e oue, ha kerkent ma velas Jesus, an diaoul a hejas ar c’hrouadur hag he daolas d’an douar, el leac’h ma c’h-en em ruille en eur eonenni. Jesus a c’hroulennas ouz an tad : « Abaoue pegeit e c’hoarvez an dra-ze gant-han ? » — « Abaoue he vugaleach, emezhan, hag aliez hen deus he daolet en tan hag en dour evit he goll. Ma c’hellit ober eun dra bennag, sicourit ac’hanomp gant truez ouzomp. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ma c’helles credi, peb tra a c’hell beza d’an neb a gred. » Tad ar c’hrouadur a grias dioc’h-tu en eur scuill daelou : « Credi a ran, Aotrou. Sicourit va discredoni. »

Neuze Jesus, o velet ar foul a zirede, a c’hourdrouzas ar spered hudur en eur lavaret d’ezhan : « Spered bouzar ha mut, me c’hourchemen d’id, kea er meaz anezhan ha ne d-a ket ennhan hiviziken. » Mont a reas kuit en eur ioual hag en eur heja anezhan gant calz a rustoni. Ar c’hrouadur a deuas evel maro, ma lavare calz tud : « Maro eo. » Mes Jesus, o veza kemeret he zorn, a zibradas anezhan hag he zavas. Pareet oa var an heur ha Jesus a roas anezhan d’he dad. An holl a ioa souezet gant brasder Doue.

Pa ’z eas Jesus en eun ti, he ziskiblien a dosteas hag a c’houlennas outhan e cuz : « Perag ta ni n’hon deus ket gellet he gass kuit ? » — « Abalamour d’ho tiscredoni, emezhan. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, c’houi a lavarfe d’ar menez-man : tremen ac’han du-ze, hag e tremenfe, ha n’eus netra ne c’helfac’h ket da ober. [6] Evit ar seurt diaoulou-ze, ne c’hellont beza casset kuit nemet dre ar beden hag ar iun. »

O veza pelleat ac’hano e treuzent ar Galilee ha ne felle ket d’ezhan e c’houezfe nicun. Mes, e giz an holl a estlamme dirag an holl draou a rea, e lavaras d’he ziskiblien : « Lakit ar geriou-man en ho calon : Mab an den a vezo lakeat etre daouarn an dud, hag e lazint anezhan, ha maro, e savo beo d’an trede deiz. » An diskiblien a oue glac’haret bras. Mes ne c’houient ket petra ’ lavare ; ar c’homzou-ze a ioa goloet evitho ha ne gomprenent ket anezho. Goulzgoude ne gredent ket goulen sclerijen divar-benn an dra-ze.

Pa ouent digouezet e Capharnaüm, recevourien an didragm, pe ar pez eiz real a ranke peb juseo paea d’an templ hervez lezen Moyses, [7] a deuas da gaout Per hag a lavaras d’ezhan : « Daoust hag ho mestr ne bae ket an didragm ? »

— « Eo vad, a respontas Per. » O veza eat en ti, Jesus a ziarbennas Per en eur lavaret : « Petra ’ gav d’id, Simon ? Rouaned an douar, digant piou e recevont-hi ar guiriou hag an taillou ? Digant ho bugale, pe digant an estren ? » Hen a respontas : « Digant an estren. » — « Neuze ta, eme Jesus, ar vugale a zo discarg, ha me, Mab Roue an envou, a zo discarg deuz guir an templ [8]. Mes, evit na voall-scuerimp ket anezho, kea d’ar mor ha taol an higen. Ar c’henta pesk a bigno, tenn anezhan ganez ha digor he c’hinou : ebarz e cavi eur stater, daou zidragm ; kemer ar pez-se ha ro anezhan evidon hag evidot. »


————

SEIZVET PENNAD
Kentelliou d’an diskiblien (S. Vaze, XVIII, 1-35 ;
S. Marc, IX, 32-49 ; S. Lucas, IX, 46-50).
————


1 — Divarbenn an izelded a galon

D’ar mare-ze, epad ma edont en ti e Capharnaüm, diskiblien a dosteas ouz Jesus, hag hen a c’houlennas outho : « Deuz petra e comzec’h-c’houi epad an hent ? » Mes hi a dave. Evit guir, epad an hent e sonjent hag e tebatent etrezho evit gouzout piou oa ar brassa en ho zouez. Hogen, Jesus a vele sonjou ho c’halon. Erfin e lavarjont : « Piou, var ho meno, eo ar brassa e rouantelaz an env ? » Jesus, oc’h azeza, a c’halvas an daouzeg, n’e ket evit discleria piou a vije ar brassa, mes ar zantela, hag a lavaras dezho : « Ma fell da unan bennag beza ar c’henta, ra vezo an diveza deuz an holl ha servicher an holl. » Goudeze, o veza galvet eur c’hrouadur bihan, e crogas ennhan, hel lakeas en he za tost d’ezhan hag en ho c’hreiz, her briatas, hag e lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ne jenchit ket ha ne deuit ket henvel ouz bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelez an envou. An neb a en em izelaio evel ar c’hrouadur-man a vezo ar brassa e rouantelez an envou. Digemeret unan deuz ar re vihan-ze em hano, unan deuz va diskiblien henvel outho, a zo va digemeret ; hag an neb hen dezo va digemeret, n’am digemer ket ebken, mes ive an hini hen deus va c’hasset. Evelse, ar bihanna ac’hanoc’h holl eo ar brassa. »


2 — Piou ’ zo a du gant an diskiblien

Iann a lavaras neuze : « Mestr, guelet hon deus unan o cass kuit an diaoulou en hoc’h hano ; mes miret hon deus outhan, abalamour n’hoc’h heul ket ganeomp. » Jesus a respontas : « Na virit ket outhan ; rag den ne c’hall ober eur miracl em hano ha comz fall dioc’htu divar va fenn. An hini n’ema ket a eneb d’ehoc’h, pa ’z eus hano deuz burzudou, a zo a du ganehoc’h. Mes, pa ’z eus hano deuz kelennadurez n’eo ket ar memes tra. »


3 — Divarbenn ar goall-scuer

« An neb a roio d’ehoc’h da efa em hano eur verennad dour, abalamour ma ’z oc’h d’ar C’hrist, me a lavar d’ehoc’h e guirionez, ne gollo ket he bae. Mes an hini hen dezo goall scueriet unan deuz ar re vihan-ze a gred ennon, guelloc’h e vije d’ezhan e ve staget ouz he c’houzoug unan deuz ar mein milin-ze a dro an azen, hag e ve taolet e goueled ar mor. Maleur d’ar bed, abalamour d’he voall-scueriou ; mes maleur d’an den a zeu ar goall-scuer dreizhan !

» Ma ’z eo da zorn an abeg pec’hi evidot, troc’h anezhan. Guelloc’h eo d’id mont mac’hagniet d’ar vuez, eget mont gant daou zorn d’an ifern, en tan ne c’heller ket da laza, el leac’h ho frenv d’an dud daonet ne varv ket an tan ne vez ket mouget. Ha ma ’z eo da droad eun abeg pec’hi evidot, troc’h anezhan. Guelloc’h eo d’id mont camm d’ar vuez peurbadus eged beza taolet gant daou droad e ifern an tan ne c’heller ket da laza, el leac’h ho frenv ne varv ket hag an tan ne vez ket mouget. Ha ma ’z eo da lagad eun ebeg pec’hi evidot, diframm anezhan. Guelloc’h eo d’id mont e rouantelez Doue gant eul lagad neubeutoc’h eged beza taolet gant daou lagad e ifern an tan, el leac’h ho frenv ne varv ket hag an tan ne vez ket mouget. Rag peb hini en ifern a vezo sallet gant an tan. [9]

» Peb hosti, peb den a c’houezo en em zacrifia da Zoue o troc’ha hag o tiframma, a vezo sallet gant holen ar c’hras. An holen a zo mad. Hogen, ma ’z eo deut da veza goular, gant petra e vezo blazet ? Bezit ennhoc’h holen, ha bezit ar peoc’h etrezhoc’h, eb rendaeli divar benn ar renk kenta. »


4 — Talvoudegez an eneou

« Diouallit eta da zisprij unan deuz ar re vihan-ze, rag, me a lavar d’ehoc’h, ho elez en envou a vel bepred fas va Zad a zo en envou. Mab an den a zo deut da zavetei ar pez a ioa eat da goll. Petra ’ gav d’ehoc’h ? M’han deus eun den cant danvad ha ma ’z eus unan dianket, ha ne lez ket naonteg ha pevar ugent er meneziou evit mont da glask an hini dianket ? Ha ma tigouez d’ezhan caout anezhan, e guirionez me a lavar d’ehoc’h, muioc’h a levenez a gemer varnhan eged var an naonteg ha pevar ugent n’int ket eat da goll. Evelse n’ema ket e ioul an Tad a zo en envou ez afe unan da goll deuz ar re vihan-ze.


5 — Distrei an nessa divar an droug

« M’han deus da vreur pec’het en da eneb, kea ha difazi anezhan, da unan ganthan. Ma silaou ac’hanot, e pezo gounezet da vreur ; ma ne zilaou ket ac’hanot, kemer ganez unan pe zaou, evit ma vezo renket peb tra etre daou pe dri dest. Ma ne zilaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne zilaou ket an Iliz, ra vezo evidot evel eur paian hag eur publican. Rag, ouspenn da Ber, me a ro d’an ebestel all, dindan Per, ar c’halloud da daoler er meaz euz an Ilis pe da zigemeret ennhi. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, kement ho pezo liammet var an douar a vezo liammet en envou, ha kement ho pezo diliammet var an douar a vezo diliammet en envou. Mes ra vezo peoc’h etre va diskiblien : me a lavar d’ehoc’h adarre : ma c’h-en em glev daou ac’hanoc’h var an douar, petra bennag a c’houlennint, e vezo roet d’ezho gant va Zad a zo en envou. Rag el leac’h ma ’z eus daou pe dri destumet em hano, me a zo en ho zouez. »


6 — Pardoni an offansou

Neuze Per a dosteas outhan hag a lavaras : « Aotrou, p’han dezo va breur pec’het em eneb, ped guech e pardonin d’ezhan ? Beteg seiz guech ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ne lavaran ket d’id beteg seiz guech, mes beteg deg ha tri-ugent seiz guech.

Evelse rouantelez an env a zo henvel ouz eur roue a fellas d’ezhan renka he gounchou gant he jervicherien. Ha pa en em lakeas da renka he gounchou, e oue digasset dirazhan unan a dlie d’ezhan deg mil talant, ouspenn anter-cant million. E giz ma n’hen doa ket peadra da restaol, he vestr a roas urz d’he verza, hen, he c’hreg, he vugale hag he holl zanvez, evit paea he zle. Mes ar servicher-ze, oc’h en em strinka d’he dreid, he bedas en doare-man : « Gortozit ganen ha me ho tigollo penn da benn. » Ar mestr, gant truez ouz he jervicher, hel lezas da vont kuit hag a bardonas d’ezhan he zle.

Hogen, pa ’z eas kuit, ar servicher-ze a gavas unan deuz ar jervicherien all a dlie d’ezhan cant diner, deg lur ha pevar ugent. O veza croget ennhan, her mouge en eur lavaret : « Restaol ar pez a dlees. » An eil servicher a gouezas d’he dreid hag he bedas en doare-man : « Gortoz ganen ha me da zigollo penn da benn. » Mes hen ne falvezas ket ganthan. Mont a reas kuit hag e taolas anezhan er prison, beteg m’han dije paet he zle.

Ar jervicherien all a oue glac’haret bras o velet ar pez a c’hoarveze. Dont a rejont da lavaret d’ho mestr kement a ioa tremenet. He vestr he c’halvas neuze hag a lavaras d’ezhan : « Servicher fallagr, pardonet em eus d’id da holl zle, abalamour ma c’h-eus pedet ac’hanon. Ha ne dlies-te ket caout truez ouz da genvreur evel m’am eus bet truez ouzid ? » Hag ar mestr, droug ennhan, hel lakeas etre daouarn ar vourrevien, beteg m’han dije paet he zle penn da benn.

Setu aze petra reio d’ehoc’h va Zad a zo en envou, ma ne bardon ket peb hini ac’hanoc’h d’he vreur, a greiz he galon.


————

EIZVET PENNAD
Jesus a bign da Jerusalem evit gouel an Teltou. Teir galvedigez. An daouzeg ha tri-ugent diskibl.
(S. Iann, VII, 2-10 ; S. Lucas, XI, 51-62 ; X, 1-16 ; S. Vaze, VIII, 19-22).
————


Tostaat a rea eur gouel juseo, gouel an Teltou a veze savet e Jerusalem evit digass da zonj, epad eiz dez, deuz an amzer ma veve an Israelited en dezert dindan teltou, goude m’oant tec’het euz an Ejypt. He gerent a lavaras da Jesus : « It ac’han ha kerzit d’ar Judee, ma velo ho tiskiblien an oberiou a rit. Rag den ne ra he oberiou e cuz, p’han deus c’hoant da veza anavezet. Ma rit hevelep traou, en em ziscuezit d’ar bed. » He gendirvi ho-unan ne gredent ket ennhan. [10]

Jesus a lavaras d’ezho : « Va amzer n’eo ket deut c’hoaz. Hoc’h amzer-c’houi a zo prest ato. Ar bed ne c’hell ket ho cassaat ; mes va c’hassaat a ra, abalamour ma roan testeni ez eo fall he oberiou. Pignit, c’houi, d’an deiz gouel-ze : evidon-me, ne bignan ket breman d’an deiz gouel-ze, rag va amzer n’eo ket deut c’hoaz. » O veza lavaret an dra-ze, e chomas er Galilee. Mes, pa oue pignet he gendirvi, e pignas he-unan d’an deiz gouel, n’eo ket dirag an holl, mes evel e cuz.

Tostaat a rea termen an deveziou ma tlie beza lamet euz ar bed. Jesus eta a grenveas he galon evit mont da Jerusalem. Cass a reas cannaded dirazhan, hag ez ejont en unan deuz keariou ar Zamaritaned evit pourchass d’ezhan peb tra. Mes na oue ket digemeret gantho, abalamour m’han doa doare eun den a iea da Jerusalem. Jerusalem a ioa cassaet gant schismatiked ar Samarii. O velet an dra-ze, he ziskiblien Jakes ha Iann a lavaras : « Aotrou, c’hoant ho peus e lavarfemp da dan an env coueza ha pulluc’hi anezho ? » Jesus a en em zistroas hag a grozas anezho en eur lavaret : « Ne c’houzoc’h ket euz a be spered oc’h. Mab an den n’eo ket deut da goll an dud, mes d’ho zavetei. » Hag ez ajont en eur geriaden all.

Epad an hent, eun doctor a dosteas outhan hag a lavaras d’ezhan : « Mestr, me ’ heulio ac’hanoc’h e kement leac’h ma ’z eot. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Al lern ho deus ho zoullou, ha labousset an env ho deus ho neiziou ; mes Mab an den n’hen deus ket e peleac’h discuiza he benn. »

Lavaret a reas da eun all a ioa unan deuz he ziskiblien : « Heul ac’hanon. » Mes hennez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, va lezit araog da vont da zebelia va zad. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Heul ac’hanon, ha lez ar re ’ zo maro da vuez Doue [11] da zebelia ar re varo. Evidot-te, kea ha prezeg rouantelez Doue. »

Eun all a lavaras : « Me heulio ac’hanoc’h, Aotrou ; mes va lezit araog da ziscregi deuz ar madou a zo em zi. » Jesus a lavaras d’ezhan : « An hini a lak’ he zorn en alar hag a zell adrenv, n’eo ket mad da rouantelez Doue. »

Goudeze, Jesus a zibabas daouzeg ha tri-ugent diskibl all hag ho c’hassas daou ha daou en he raog e kement kear hag e kement leac’h ma tlie dont he-unan, hag e lavare d’ezho : « An eost a zo bras, mes al labourerien a zo neubeut anezho. Pedit eta mestr an eost ma casso labourerien en he eost. It ; setu e cassan ac’hanoc’h evel denved etouez bleizi. Ne zougit na yalc’h, na sac’h, na boutou, ha ne zaludit den var an hent, ne gollit ket hoc’h amzer gant orbidou hir ar vro. E kement ti ma ’z eot lavarit da genta : « Peoc’h d’an ti-man. » Ma ’z eus eno eur c’hrouadur a beoc’h, eun den hag a zo din deuz madou an ene a zigassit d’ezhan [12] ho peoc’h a jomo varnhan : a hent all, e tizroio d’ehoc’h. Chomit er memez ti ; drebit hag evit ar pez a zo ebarz ; rag al labourer a virit he gommanant. Ne d-it ket euz an eil ti d’egile. E kement kear ma ’z eot, ma tigemerer ac’hanoc’h, drebit ar pez a zo lakeat dirazhoc’h ; pareit an dud clanv a zo ennhi ha lavarit d’an holl : « Rouantelez Doue a zo deut beteg ennhoc’h. » E kement kear ma ’z eot, ma ne zigemerer ket ac’hanoc’h, it var ar plassennou ha lavarit : « Ni ’ hej varnhoc’h memez poultren ho kear a zo staget ouzomp. Deskit goulzgoude ez eo tost rouantelez Doue. »

Me a lavar d’ehoc’h, eun deiz ne vezo ket great da Zodom ker goas ha d’ar gear-ze. Maleur d’id-de, Corozaïn ! Maleur d’id-de, Bethsaïda ! Rag ma vije bet great e Tyr hag Sidon ar burzudou a zo bet great ennhoc’h, abaoue pell amzer ho dije azezet evit ober pinijen er zae-reun hag el ludu. Setu perag d’ar varn ne vezo ket great da Dyr ha da Zidon ker goas ha d’ehoc’h-c’houi. Ha te, Capharnaum, a en em zav beteg an env, te a vezo discaret beteg goueled an ifern.

An neb ho silaou am zilaou ; an neb ho tisprij am disprij. An neb a zisprij ac’hanon a zisprij an hini hen deus va c’hasset.


————

NAVET PENNAD
Distro an diskiblien. Parabolen ar Samaritan. Martha ha Mari.
(S. Lucas, X, 17-42)
————


An daouzeg ha tri-ugent a zistroas gant levenez en eur lavaret : « An diaoulou ho-unan a bleg d’eomp en hoc’h hano. » Hag e lavaras d’ezho : « Me a vele Satan o coueza euz an env evel eul luc’heden. Setu em eus roet d’ehoc’h ar c’halloud da vale var an aëred, ar c’hruged hag holl nerz an enebour, ha netra ne c’hello noazout d’ehoc’h. Goulzgoude na vezit ket laouen abalamour ma pleg d’ehoc’h an diaoulou, mes abalamour ma ’z eo scrivet hoc’h hanoiou en env. »

D’an heur-ze Jesus a dridas er Spered-Santel hag a lavaras : « Me ho meul, o Tad, mestr an env hag an douar, abalamour m’oc’h eus cuzet an traou-ze ouz ar re vouisiec hag ouz ar re fur ha m’oc’h eus discleriet anezho d’ar re vihan. Mad eo, o Tad, p’e guir eo plijet evelse ganehoc’h.

« Peb tra a zo lakeat etre va daouarn gant va Zad. Ha den ne c’hoar piou eo ar Mab, nemet an Tad ; ha den ne c’hoar piou eo an Tad, nemet ar Mab hag an hini a vezo fellet d’ar Mab discleria d’ezhan. »

Hag oc’h en em zistrei varzu he ziskiblien e lavaras : « Eürus an daoulagad a vel ar pez a velit. Me a lavar d’ehoc’h, calz propheted ha calz rouaned ho deus bet c’hoant da velet ar pez a velit, ha n’ho deus ket guelet ; da glevet ar pez a glevit, ha n’ho deus ket clevet. »

Ha setu eun doctor a zavas evit amprou Jesus hag a lavaras : « Mestr, petra ’m eus da ober evit caout ar vuez peurbadus ? » Jesus a lavaras d’ezhan ; « Petra ’ zo scrivet el lezen ? Petra lennes ebarz ? » Hen a respontas : « Caret a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered, ha da nessa eveldot da unan. » — « Respontet mad e peus, eme Jesus ; gra ze hag e vevi. » Mes hen, c’hoant d’ezhan da ziscuez n’oa ket he c’houlen eb abeg, a lavaras da Jesus : « Ha piou eo va nessa ? » Jesus a gemeras tro da lavaret :

« Eun den a ziskenne euz Jerusalem da Jericho, hag e couezas etre daouarn laëron. Ar re-man hen diviskas, hen goloas a c’houliou hag a ieas kuit en eur lezel anezhan anter-varo. Hogen, c’hoarvezout a reas ma tiskenne eur beleg gant ar memez hent ; hag o veza guelet anezhan, ez eas ebiou. Eul levit, pe eun den deuz rumm-dud Levi hag a jerviche ar beleg juseo en templ, o veza digouezet e kichen al leac’h-se, a velas anezhan hag a ieas ive ebiou. Mes eur Samaritan, oc’h ober hent, a zigouezas ganthan, hag ouz he velet, a gemeras truez. O veza tosteat e scuillas eol ha guin var he c’houliou hag e liammas anezho. Goudeze hel lakeas var he loan, her c’hassas d’an hostaliri hag e kemeras soursi anezhan. Antronoz e tennas daou ziner hag ho roas d’an hostis en eur lavaret : « Bez soursi anezhan, ha me a baeo d’id, pa zistroin, kement a zispigni ouspenn. »

« Piou deuz an tri-ze, a gav d’id, a zo bet nessa an den a gouezas etre daouarn al laëron ? » An doctor a respontas : « An hini a zo bet trugarezus en he genver. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Kea, ha te, gra evelse. » [13]

Epad ma edo Jesus en hent, e c’hoarvezas ganthan mont en eur geriaden, e Bethanii, var dro tri-c’hart leo dioc’h Jerusalem. Eur vaouez, hanvet Martha, a zigemeras anezhan en he zi. Bez’ he doa eur c’hoar, hanvet Mari, hag a zilaoue, azezet e-harz he dreid, comzou an Aotrou. Goulzgoude Martha a drevelle var dro calz traou da jervicha. Chom a reas a za hag e lavaras : « Aotrou, ne daolit ket evez e lez va c’hoar an holl jervich ganen da ober ; lavarit d’ezhi ta sicour ac’hanon. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Martha, Martha, nec’het ha tregasset out gant calz traou. Hogen, eun dra ebken a zo red. Mari he deus choazet al loden vella, ha ne vezo ket tennet diganthi. »


————
  1. Jesus a gasso an Ebestel da zastum ar boblou en Iliz mes he-unan ne d-ei da glask nemet tud dianket Israel.
  2. An den-ze noa ket ganet bouzar ha mut. Maldonat, in Marc, VII, 32.
  3. Pa roent d’an dud kelennadurez Moyses, e ranket ho c’hredi (Mat. XXIII, 2} ; mes pa roont ho c’helennadurez ho-unan e ranker diouall outho.
  4. Fillion, in Mat. XVI, 19.
  5. Cf. Fillion, in Mat. XVI, 28.
  6. Eur feiz guirion, ha pa ve bihan evel eur chreunen zezo, a c’hell ober traou bras. S. Iann Chrys. Hom. LXVII, in Mat.
  7. Fillion, in Mat. XVII, 23. Cf. Ex. XXX, 13.
  8. S. Hiler, in Mat. XVII, 25
  9. Tan an ifern a zo egiz eun holen hag a vir an dud daonet.
  10. Credi a reant, evel ar Jusevien, n’ez oa deut ar C’hrist nemet evit sevel eur rouantelez juseo er bed-man. Fillion, in Jo. VII, 5.
  11. S. Aug. Serm. LXII, 2.
  12. Crampon, in Luc, X, 6.
  13. Hervez holl dadou an Iliz, an den-ze a zisken euz Jerusalem hag a zo lezet noaz hag anter-varo gant al laëron eo an dud couezet e creiz poaniou ar vuez varlerc’h pec’hed Adam, divisket euz gras Doue dre zouellerez an drouc-sperejou, glazet gant ar pec’hed orijinel ha condaonet d’ar maro. Beleg ha levit al lezen goz n’ho deus ket gellet parea ho goullou. Jesus-Christ, ar Samaritan carantezus, a zav anezho euz ho stad reuzeudic, a ro d’ezho ar pare gant eol ha guin he zacramanchou, ho c’hass en he Iliz hag ho lakaa etre daouarn ar bastored.