Pevar Aviel/Eil loden/Trede rann

Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 63-131)



TREDE RANN
————
euz an eil d’an trede pask
————
KENTA PENNAD
Jesus a bare eun den clanv e lenn Bethsaïda e

Jerusalem. Prezegen d’ar Jusevien.

(S. Iann, V, 1-17).
————


Goude kementse edo deiz gouel ar Jusevien, ha Jesus a bignas da Jerusalem. Beza ’ zo e Jerusalem eul lenn da voalc’hi an denved evit ar zacrifis, hanvet Bethsaïda, e iez an Hebreed, hag hen deus pemp porched. Er porchedou-ze ez oa gourvezet eun niver bras a dud clanv, dall, camm, seizet, a c’hortoze finv an dour. Rag eal an Aotrou a ziskenne beb ar mare el lenn, hag an dour a finve. Ar c’henta a ziskenne el lenn, goude lusk an dour, a baree n’eus fors gant pe glenved e veze dalc’het.

Hogen, bez’ ez oa eno eun den a zouge he glenved abaoue eiz vloaz ha tregont. Jesus he velas astennet, hag oc’h anaout e c’hortoze abaoue pell amzer, e lavaras d’ezhan : « C’hoant as peus da veza pare ? » An hini clanv a respontas d’ezhan : « N’em eus den da daoler ac’hanon el lenn pa vez fourgasset an dour ; epad ma ’z an, eun all a zisken em raog. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Sao, samm da vele ha kerz. » Kerkent an den-ze a oue pareet, hag e sammas he vele, hag e kerze.

Hogen, an deiz-se oa ar Sabbat. Ar Jusevien eta, ar pennou bras, a lavare d’an hini a ioa bet pareet : « Ar Sabbat eo ; ne c’helles ket dougen da vele. » Respont a reas d’ezho : an hini hen deus va fareet hen deus lavaret d’in : « Samm da vele ha kerz. » Goulen a rejont outhan : « Piou an den-ze hen deus lavaret d’id : « Samm da vele ha kerz ? » Mes an hini a ioa bet pareet ne c’houie ket piou ; rag Jesus a belleas dioc’h ar foul a en em zalc’he el leac’h-se.

Goudeze Jesus he gavas en templ hag a lavaras d’ezhan : « Setu out pare ; hiviziken na bec’h ket nui, gant aon ne c’hoarvezfe ganez eun dra bennag goassoc’h. » An den-ze a ieas kuit hag a zeskas d’ar Jusevien oa Jesus an hini a bareas anezhan. Setu perag ar Jusevien a iskine Jesus abalamour ma rea an traou-ze d’ar Sabbat.

Jesus a lavaras d’ezho : « Va Zad a labour bepred evit delc’her ar bed en he za [1], ha me ive. » Rag-se ar Jusevien a glaske muioc’h-mui he laza, n’e ket ebken abalamour ma torre ar Sabbat, mes ive abalamour ma lavare oa Doue he dad, oc’h en em ober evelse par da Zoue.

Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : ar Mab ne c’hell ober anezhan he-unan nemet ar pez a vel an Tad oc’h ober : rag kement a ra an Tad, ar Mab her gra en hevelep doare. Ar Mab ne ra netra nemet dre c’halloud natur Doue hen deus digant an Tad a holl-viscoaz ; hag abalamour m’ho deus ho daou ar memez natur Doue, e reont hevelep traou [2]. Rag an Tad a gar ar Mab hag a ziscuez d’ezhan, en eur rei d’ezhan natur Doue, kement a ra he-unan, hag e tiscuezo d’ezhan oberiou brassoc’h c’hoaz, evit ma viot estlammet. Evelse an Tad a zao ar re varo hag a ro d’ezho ar vuez : en hevelep doare ar Mab a ro ar vuez d’an neb a gar, d’an eneou ha d’ar c’horfou [3].

» An tad ne varn den ebed ; mes peb barnedigez hen deus roet d’ar Mab, evit ma c’henoro an holl dud ar Mab evel ma c’henoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab na enor ket an Tad han deus he gasset.

» E guirionez, e guirionez, me a lavar dehoc’h : an hini a zilaou va c’homzou hag a gred en hini hen deus va c’hasset hen deus ar vuez peurbadus, hag e leac’h tenna varnhan ar varnedigez he gondaono, eo tremenet euz ar maro d’ar vuez.

» E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : dont a ra an heur, ha breman eo, ma clevo ar re a zo maro ho ene mouez Mab Doue, hag ar re ho dezo clevet a vevo deuz buez ar c’hras. Rag evel an Tad hen deus ar vuez ennhan he-unan, evelse hen deus roet d’ar Mab caout ar vuez ennhan he-unan, roet hen deus ive d’ezhan ar c’halloud da ober ar varnedigez, abalamour ma ’z eo Mab an den, da lavaret eo, ar Messias, pe ar C’hrist [4].

» Na vezit ket eta souezet gant an dra-ze, rag souezussoc’h ! dont a ra an heur, heur ar varn diveza ; ma clevo an holl dud a zo er beziou mouez Mab Doue, hag ar re ho dezo great ar mad a ielo da resurrection ar vuez, mes ar re ho dezo great an droug a ielo da resurrection ar varnedigez evit beza condaonet.

» Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, mes gant va Zad a ro d’in va natur Doue a holl-viscoaz ; me a varn hervez ma clevan ha ma velan em Zad, ha va barnedigez a zo just ; rag ne glaskan ket va ioul, mes ioul an hini hen deus va c’hasset.

» Ma roan testeni divar va fenn va-unan, va zesteni n’eo ket guir hervez al lezen ; mes eun all a ro testeni divar va fenn, hag e c’houzon eo guir an testeni a ro ac’hanon. Casset ho peus cannaded da Iann, ha roet hen deus testeni d’ar virionez. Goulzgoude n’eo ket digant eun den e kemeran testeni ; mes me a lavar kement-man evit ma viot salvet. Iann a ioa eur goulou beo ha lugernus. C’hoanteat ho peus, epad eur pennad, en em laouenaat ouz he sclerijen. Evidon, me am eus eun testeni brassoc’h eged hini Iann : an oberiou, ar miraclou, hen deus roet va Zad d’in da ober, an oberiou a ran, a ro testeni divar va fenn ez oun casset gant an Tad. An Tad hen deus va c’hasset hen deus roet he-unan testeni divar va fenn. Morse n’ho peus clevet he vouez na guelet he fas, ne anavezit na Doue, nag he gelennadurez, ha ne zalc’hit ket ennhoc’h he gomzou, abalamour ne gredit ket en hini a zo casset ganthan. Furchit er Scrituriou, p’e guir e sonjit caout ennho ar vuez peurbadus : hi a ro testeni divar va fenn.

» Ha goulzgoude ne fell ket d’ehoc’h dont davedon evit caout ar vuez. N’eo ket ma tennan va gloar digant an dud ; mes gouzout a ran n’ho peus ket carantez Doue ennhoc’h. Me a zo deut e hano va Zad, ha ne zigemerit ket ac’hanon ; ma teu eun all en he hano he-unan, e tigemerot anezhan. Penaoz e c’hellit-hu credi, c’houi a denn ho cloar an eil digant egile ha ne glaskit ket ar c’hloar a deu euz Doue ebken ? Na gredit ket evelato e tamallin ac’hanoc’h dirag an Tad. An hini ho tamall eo Moyses a lakit ennhan hoc’h esperans. Evit guir, ma ho pije bet feiz ennhan, martreze ho pije credet ennon, rag divar va fenn hen deus scrivet. Ma ne gredit ket en he scridou, penaoz e credot-hu em c’homzou ? »


————

EIL PENNAD
An diskiblien a gutuill pennou ed, Jesus a bare eun den da zeiz ar Sabbat.
(S. Vaze XII, 1-14 ; S. Marc, II, 23-28 ; III, 1-6 ; S. Lucas, VI, 1-11).
————


D’ar Sabbat eil-kenta, an hini a gouez varlerc’h Sabbat eizved pask, Jesus a dremene dre barkeier ed a zareve er vro d’an nevez amzer. He ziskiblien, naon d’ezho, a en em lakeas da gutuill pennou, e giz ma c’helle ober peb naonnec, hervez lezen Moyses [5], da frika anezho en ho daouarn ha da zribi. Pharisianed a velas anezho hag a lavaras : « Perag e rit-hu ar pez a zo difennet da zeiz ar Sabbat, deiz a ehan stris meurbed ? »

Ha da Jesus e lavarjont : « Guelit, ho tiskiblien a ra ar pez a zo difennet ober d’an deveziou Sabbat. » Jesus a respontas d’ezho : « N’ho peus ket lennet ar pez a reas David, pa edo en dienez ha p’hen doa naon, hèn hag an dud a ioa ganthan : mont a reas e ti Doue, e amzer Abiathar, prins ar veleien, kemeret a reas ar bara kinniget da Zoue [6] dribi a reas hag e roas d’an dud a ioa ganthan, ha goulzgoude ar veleien ebken a c’helle dribi anezhan ?

N’ho peus ket lennet ive, el lezen penaoz, d’an deiziou Sabbat, ar veleien ne viront ket ar Sabbat en templ, ha ne bec’hont ket ? Hogen, me ’ lavar d’ehoc’h, beza zo unan ama brassoc’h eged an templ. Ar Sabbat a zo great evit an den ha n’e ket an den evit ar Sabbat. Setu perag Mab an den a zo mestr ar Sabbat memez. Ma c’houezfac’h petra zinifi : muioc’h e plij d’in an drugarez eged ar zacrifis, biken n’ho pije condaonet tud direbech. »

O veza pelleat ac’hann, Jesus a ieas en eur synagog, eun deiz Sabbat all, hag e kelennas. Eno ez oa eun den hag a ioa dizec’h he zorn deou. An doctored hag ar Pharisianed a ioa var evez evit gouzout ha Jesus a bareje da zeiz ar Sabbat ; memez e rejont outhan ar goulen-man : « Hag urz a zo da barea da zeiz Sabbat ? » Ne glaskent nemet eun digarez d’he damall. Mes Jesus a anaie ho zonjou. Lavaret a reas d’an hini a ioa dizec’h he zorn : « Sao hag en em zalc’h e creiz. » Hag ec’h en em zalc’has en he za. Neuze Jesus a lavaras d’ezho : « Me c’houlen ouzhoc’h, urz a zo da zeiz ar Sabbat da ober vad pe da ober droug, da zavetei eur vuez pe d’he c’holl ? » Mes hi a dave. Neuze e lavaras d’ezho : « Piou ac’hanoc’h, m’han deus eun danvad ha ma couez da zeiz Sabbat en eun toull, ne gemero ket anezhan evit he zevel ? Pegement e tal muioc’h eun den eged eun danvad ! Urz a zo eta da ober vad da zeiz ar Sabbat. » Goudeze, o sellet en dro d’ezhan gant droug, glac’haret var dallentez ho c’halon, e lavaras d’an den : « Astenn da zorn. » Astenn a reas, hag he zorn oue lakeat ker yac’h hag egile.

Mes hi a oue penn-follet, hag e comzent etrezho deuz ar pez a rajent da Jesus. Pa ouent eat er meaz, ar Pharisianed a en em gleve gant an Herodianed, pe tud Herodes Antipas, roue ar Galilee, divar benn an doare d’he goll.


————

TREDE PENNAD
Jesus var ribl mor ar Galilee. Calz tud pareet. Dibab an ebestel.
(S. Vaze, XII, 15-21 ; X, 2-4 ; S. Marc, III, 7-19 ; S. Lucas, VI, 12-19).
————


Jesus, o c’houzout an dra-ze, a belleas ac’hano hag a en em dennas er mezou a zo var ribl al lenn. Heuliet e oue gant foul he ziskiblien ha gant eun niver bras a dud diredet euz ar Galilee, ar Judee, Jerusalem, an Idumee hag ar vro en tu all d’ar Jourden. O clevet ar pez a rea, e teue ive bandennadou bras euz broiou ar mor, euz Tyr hag euz Sidon. Deut oant evit he zilaou ha beza pareet deuz ho c’hlenvejou. Jesus a lavaras d’he ziskiblien lakaat eur vag dindan he zorn, gant aon ne vije goasket gant ar foul. Rag hen a baree eun niver bras a dud, en hevelep doare ma c’hen em daole varnhan kement hini a ioa gouliet evit touch outhan, abalamour ma teue anezhan eun nerz hag a roe ar pare d’an holl. Hag ar sperejou hudur, pa velent anezhan, a stoue dirazhan hag a ioue en eur lavaret : « C’houi eo Mab Doue. » Mes difen a rea outho, gant gourdrouzou bras, discuill anezhan. Ouz he ziskiblien ive e tifennas he zizelei. Evelse e teue da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet Isaias : « Setu va jervicher am eus dibabet, va muia-caret a zo ennhan plijadur va ene. Me ’ lakeio varnhan va Spered, hag e tisclerio ar justis d’ar boblou. Ne rendaelo ket, ne iouo ket, ne vezo ket clevet he vouez var al leuriou-kear. Ne dorro ket ar gorzen bleget, ne vougo ket ar vouchen a zivoged, beteg m’han dezo roet an treac’h d’ar justis. Hag ar boblou a lakeio ennhan ho esperans. »

En deveziou-ze, Jesus a ieas var eur menez da bedi hag e tremenas an noz er beden dirag Doue. Pa darzas an deiz, e c’halvas d’he gaout he ziskiblien, ar re a felle d’ezhan, hag e teujont. Dibaba ’ reas daouzeg en ho zouez evit chom en he gompagnunez ha beza casset ganthan da brezeg. Henvel a reas anezho Ebestel, da lavaret eo, Cannaded, ha galloud a roas d’ezho da barea ar c’hlenvejou ha da gass kuit an diaoulou. Setu ama ho hanoiou : da genta Simon, hanvet ganthan Per ; Andre he vreur ; Jakes ar major, mab Zebedee, ha Iann, he vreur, a lezhanvas ho daou Boanerges, da lavaret eo, bugale ar gurun ; Philipp, Barthelemy pe Nathanael , Maze pe Levi, ar publican, ha Thomas ; Jakes ar minor, mab Alphee ; Simon ar c’hananad ; Thaddee, hanvet ive Jud, breur da Jakes ar minor ; ha Judas Iscariot, a oue treitour.


————

PEVARE PENNAD
Ar brezegen var ar menez.
(S. Vaze V, 1-48 ; VI, 1-34 ; VII, 1-29 ; VIII, 1 ; S. Lucas, VI, 20-49).
————
1 — Eurusted ha maleur.

Jesus a azezas goudeze var ar menez hag he ziskiblien a dosteas outhan. O veza taolet he zaoulagad varnho, e tigoras he c’hinou hag e kelenne anezho en eur lavaret :

« Eürus ar re a zo paour a spered, a zo distag ho c’halon dioc’h an danvez [7], rag rouantelez an env a zo d’ezho, holl vadou an ene er bed-man hag er bed all ;

» Eürus ar re a zo dous, rag bez’ ho devezo an douar, gant he vir vadou, hag ar baradoz, ar guir douar a bromessa [8] ;

» Eürus ar re a vouel rag frealzet e vezint ;

» Eürus ar re ho deus naon ha sec’hed ar justis, rag torret e vezint d’ezho ;

» Eürus ar re a zo trugarezus, rag ho-unan e cavint trugarez ;

» Eürus ar re a zo pur ho c’halon, rag Doue a velint ;

» Eürus ar re a gar ar peoc’h, rag hanvet e vezint bugale Doue ;

» Eürus ar re a c’houzanv beza goall-gasset abalamour d’ar justis, rag rouantelez an env a zo d’ezho.

» C’houi a vezo eürus pa viot cassaet gant an dud ha bannet dioutho, pa viot dismeganset ha milliget, pa viot iskinet, pa vezo lavaret e gaou peb droug en hoc’h eneb, abalamour d’in, ha pa vezo distaolet hoc’h hano evel fallagr, abalamour da Vab an den. En devez-se, en em laouenait ha dridit gant ar joa, abalamour ma ’z eus evidhoc’h eun digoll pinvidic en envou. Rag ho zadou ho deus goall-gasset evelse ar bropheted a zo bet en ho raog-c’houi.

» Mes maleur d’ehoc’h-c’houi, tud pinvidic, abalamour m’ho peus ho frealzidigez er bed-man ;

» Maleur d’eoc’h-c’houi ho peus ho coualc’h, abalamour m’ho pezo naon ;

» Maleur d’ehoc’h-c’houi a c’hoarz breman, abalamour ma vouelot ha ma lenvot ;

» Maleur d’ehoc’h pa ho pezo bennoziou an dud, rag ho zadou a rea evelse d’ar fals propheted. »


2 — Deveriou diskiblien Jesus.

« C’houi eo holen au douar. Ma teu an holen da goll he vlas, gant petra e vezo sallet ? N’eo mad ken nemet da veza taolet er meaz ha da veza bresset gant an dud.

» C’houi eo sclerijen ar bed. Eur gear diazezet var eur menez ne c’hell ket beza cuzet. Ne vez ket elumet eur c’houlaouen evit he lakaat dindan eur boezel, mes var eur c’hantolor abalamour d’ezhi da sclerijenna kement hini a zo en ti. Evelse ive ra zeuio ho sclerijen-c’houi da bara dirag an dud, evit ma velint hoc’h oberou mad ha ma veulint ho Tad pehini a zo en env. »


3 — Al lezen goz e kenver al lezen nevez.

Arabat d’ehoc’h credi e ven deut da zistruja al lezen hag ar bropheted ; n’oun ket deut da zistruja, mes da beur-echui. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beteg ma tremeno an env hag an douar, an disterra lizeren pe eur pic ebken ne d-eint ket euz al lezen, eb beza peurc’hreat. An hini eta a dorro unan deuz ar bihanna etouez ar gourc’hemennou-ze, hag a zesko d’ar re all ho zerri, hen dezo an diveza renk e rouantelez an envou. Mes an hini a reio anezho hag ho desko, hennez a vezo bras e rouantelez an envou. Me a lavar d’ehoc’h, ma n’eo ket brassoc’h ho santelez eged hini an doctored hag ar Pharisianed, ne d-eot ket e rouantelez an envou.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret d’ar re goz : ne lazi ket, hag au hini a lazo a vezo casset dirag al lez-varn. Ha me a lavar d’ehoc’h : an hini a ielo droug ennhan ouz he vreur a vezo casset dirag al lez-varn. An hini a lavaro d’he vreur : raca ! penn-scanv, a ielo dirag ar c’honseil bras. An hini a lavaro d’ezhan : fol ! a zinifi fallagr ha dizoue e iez ar Scritur [9], a vezo condaonet da dan an ifern.

» Ma teu sonj d’id, pa ginniges da brof var an aoter, hen deus da vreur eun dra bennag en da eneb, lez eno da brof dirag an aoter ha kea da genta da en em unani gant da vreur, ha goudeze e teui da ginnig da brof.

» En em glev buhan gant ar gostezen-eneb epad ma emaout en hent ganthi, gant aon n’as lakafe ar gostezen-eneb etre daouarn ar barner, ha n’as lakafe ar barner etre daouarn ar bourreo, ha ne vez taolet er prison. E guirionez, me a lavar d’id, ne d-i ket er meaz ac’hano, beteg m’as pezo paet an diveza liard. Guelloc’h en em glevet gant an nessa er vuez-man eged beza taolet er purgator.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret d’ar re goz : na ri ket avoultriach, ha me a lavar d’ehoc’h : an neb a zell ouz eur vaouez gant ioul fall hen deus great dija an avoultriach en he galon. Ma ’z eo da lagad deou eun abeg pec’hi evidot, tenn ha stlap anezhan diouzid, rag guelloc’h eo d’id ez afe da goll unan deuz da izili eged na ve taolet da gorf a bez en ifern. Ha ma ’z eo da zorn deou eun abeg pec’hi evidot, troc’h ha stlap anezhan diouzid, rag guelloc’h eo d’id ez afe da goll unan deuz da izili eged na ’z afe da gorf a bez d’an ifern. Ar pez a garer ar muia, ma ’z eo penn-caoz d’ar pec’hed, a ranker da guitaat evit savetei an ene.

» Lavaret a zo bet great : an neb a gass kuit he bried a dle rei d’ezhi eur scrid a zilez. Ha me a lavar d’ehoc’h : an neb a gass kuit he bried, nemet p’he deus great eun avoultriach, a lak’ anezhi da veza avoultrerez, hag an hini a gemer ar pried dilezet a zo avoultrer. An neb hen deus eur pried avoultrerez a c’hell en em zispartia evit ato diouthi gant aotre an Iliz ; mes nag hen, nag hi, na c’hell dimezi da eun all. [10]

» Clevet ho peus c’hoaz ez eo bet lavaret d’ar re goz : na ri ket leou faos, mes te a roio d’an Aotrou ar pez ec’h eus touet. Ha me a lavar d’ehoc’h arabat toui e neb mod, na dre an env, rag ma ’z eo tron Doue, na dre an douar, rag ma ’z eo scabel he dreid, na dre Jerusalem, rag ma ’z eo kear ar roue bras. Ne doui ket kenneubeut dre da benn, abalamour n’out ket goest da venna na da zua unan deuz da vleo. Evidhoc’h-c’houi, ma ’z eo ia, lavarit ia, ma ’z eo nann, lavarit nann. Ar pez a lavarit ouspenn a deu a berz fall.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret : lagad evit lagad ha dant evit dant. Ha me a lavar d’ehoc’h arabat enebi ouz an den fall. Ma sko unan bennag ac’hanot var da jod diou, kinnig d’ezhan eben ; ha ma fell da unan bennag gervel ac’hanot e barnedigez evit tenna diganez da zae, dilez ive ganthan da vantel ; ha ma redi unan bennag ac’hanot da ober mil cammed, gra daou vil ganthan. Ro d’an hini a c’houlen diganez ; na en em zistro ket dioc’h an hini a fell ampresta diganez : na reclem ket digant an hini a lam da dra. (An aliou-ze a zesk e ranker gouzanv peb tra kentoc’h eged terri lezen ar garantez). [11] Grit d’ar re all ar pez a garfec’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret : caret a ri da nessa ha cassaat a ri da enebour. Ha me a lavar d’ehoc’h : carit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re ho deus cassoni ouzoc’h, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, pedit evit ar re a voall-gass ac’hanoc’h hag ho tamall e-gaou, evit ma viot bugale ho Tad pehini a zo en env, a lak’ he heol da zevel var an dud vad ha var an dud fall hag a zigass ar glao d’an dud just ha d’ar bec’herien. Ma carit an neb ho car, pe digoll ho pezo-c’houi ? Daoust hag ar publicaned hag ar bec’herien ne reont ket ar memez tra ha ne garont ket an neb ho c’har ? Ma ne zaludit nemet ho preudeur, petra rit-hu muioc’h egetho ? Daoust hag ar baiained ne reont ket kement all ? Ha ma rit vad d’ho madoberourien, pe virit ho peus-c’houi ? Rag ar bec’herien a ra en hevelep doare. Ma ne brestit nemet o c’hortoz distaol, pe virit ho peus-c’houi ? Rag ar bec’herien a brest d’ar bec’herien evit beza paet en distro. Carit eta hoc’h enebourien, grit vad ha roit e prest, eb gortoz ac’hano netra ; ho tigoll a vezo bras, hag e viot bugale an hini a zo dreist peb tra ; rag hen a zo mad e kenver an dud dianaoudec hag an dud fall. Bezit eta trugarezus evid ho Tad a zo trugarezus ; bezit parfet evel ho Tad pehini a zo en env a zo parfet. »


4 — Ober peb tra e guel Doue.

« Diouallit na rafec’h hoc’h oberiou a justis e kenver Doue hag an nessa dirag an dud, evit beza guelet gantho ; anez n’ho pezo digoll ebed digant ho Tad pehini a zo en env. Pa ri aluzen eta, arabat d’id son an drompill dirazot, evel ma ra an hypocrited er synagogou hag er ruiou evit beza enoret gant an dud. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, bet ho deus ho fae. Mes pa ri aluzen, ra na c’houezo ket da zorn cleiz ar pez a ra da zorn deou, evit ma chomo cuzet da aluzen : ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo. Pa bedit, na vezit ket evel an hypocrited a gar pedi en ho za er synagogou hag e corn al leuriou-kear, evit beza guelet gant an dud. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : bet ho deus ho fae. Mes te, pa bedi, kea en da gramb, hag an or clozet, ped da Dad e cuz ; ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo.

» En ho pedennou ne lavarit ket calz geriou, evel ar baïaned : sonjal a reont e vezint silaouet, ma lavaront calz geriou. Na vezit ket henvel outho, rag ho Tad a c’hoar petra ho peus ezom araog ma c’houlennit diganthan. Setu ama penaoz e pedot :

» Hon Tad pehini a zo en env, hoc’h hano bezet santifiet, deuet ho rouantelez ; ho polontez bezet great var an douar evel en env. Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziec ; pardonit d’omp hon offansou evel ma pardonomp d’ar re ho deus hon offanset ; ha na bermettit ket e couezfemp e tentation ; mes hon delivrit dioc’h an droug. Evelse bezet great.

» Rag ma pardonit d’an dud ho offansou, ho Tad pehini a zo en env a bardono d’ehoc’h ive ho faotou. Mes ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad ne bardono ket d’ehoc’h ho pec’hejou.

» Pa iunit, arabat d’ehoc’h beza trist evel an hypocrited, rag distronka ’ reont ho bizach evit ma velo an dud e iunont. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : bet ho deus ho fae. Mes te, pa iuni, balzam da benn ha goalc’h da vizach evit na velo ket an dud e iunes, mes da Dad a zo e peb tra cuzet, ha da Dad, a vel peb tra cuzet, as paeo. »


5. — Divarbenn an danvez

« Na zestumit ket tenzoriou var an douar, el leac’h ma crign ar mergl hag ar prenved, el leac’h ma cleuz ha ma scarz al laëron. Mes destumit tenzoriou en env, el leac’h ne grign na mergl, na prenved, el leac’h ne gleuz ha ne scarz ket al laeron. El leac’h ma eman da denzor, eno eman da galon. Da lagad eo goulou da gorf. Ma ’z eo neat da lagad, da gorf a bez a vezo er sclerijen ; mes ma ’z eo goallet da lagad, da gorf a bez a vezo en denvalijen. Ma ’z eo eta tenval ar sclerijen a zo ennot, pegen tenval an denvalijen he-unan ! Ma ’z eo goallet lagad da ene gant carantez direiz an danvez, ne valees ket ouz sclerijen Doue, ha pegen tenval eo da ene !

» Nicun ne c’hell servicha daou vestr ; pe e cassaio unan hag e caro egile ; pe e c’houzanvo unan hag e tisprijo egile. Ne c’hellit ket servicha Doue hag an arc’hant.

» Setu perag e lavaran d’ehoc’h : bezit dinec’h gant ar bevans evit ho puez ha gant ar viskamant evit ho corf. Daoust hag ar vuez n’eo ket muioc’h eged ar bevans, hag ar c’horf muioc’h eged ar viskamant ? Sellit ouz laboussed an env : ne hadont ket, ne eostont ket, ne zestumont ket e grignoliou, hag ho Tad pehini ’ zo en env a vag anezho. Daoust ha ne dalit ket calz muioc’h egetho ? Piou ac’hanoc’h, gant he holl spered, a c’hell creski he vent deuz eun ilinad ebken ?

» Ha perag beza nec’het gant ar viskamant ? Sellit ouz lili ar parkeier penaoz e creskont, eb labourat na neza. Me lavar d’ehoc’h goulzgoude, Salomon, e creiz he holl sked, n’oa ket guisket evel unan anezho. Ma ro Doue eun hevelep guiskamant da ieot ar parkeier a zo hirio hag a vezo varc’hoaz taolet da zèvi, pegement muioc’h e roio d’ehoc’h, tud a neubeut a feiz ?

» Na vezit ket eta nec’het ha na lavarit ket : petra ’ zrebimp ? petra evimp ? gant petra ec’h en em viskimp ? D’ar baianed enclask an traou-ze holl. Mes ho Tad a c’hoar ho peus ezom deuz an traou-ze holl. Claskit eta da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an traou-ze holl a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had. Bezit eta dinec’h gant an devez varc’hoaz ; an devez varc’hoaz han dezo he nec’h he-unan : avoalc’h he boan da beb devez.


6 — Arabat barn eb guir abeg.

« Na varnit ket eb abeg ha ne viot ket barnet gant Doue, rag evel m’ho pezo barnet e viot barnet ; na gondaonit ket ha ne viot ket condaonet ; pardonit hag e vezo pardonet d’ehoc’h. Roit hag e vezo roet d’ehoc’h : eur muzul mad, leun, coazet ha dreist ar c’hinou a vezo scuillet en ho kerc’hen. Gant ar muzul m’ho pezo muzulet d’ar re all e vezo muzulet d’ehoc’h.

» Perag e veles eur goloen e lagad da vreur ha ne veles ket eun treust en da hini ? Penaoz e c’helles-te lavaret d’as preur : breur, lez ac’hanon da denna ar goloen euz da lagad, pa ne veles ket an treust a zo en da hini ? Hypocrit, tenn da genta an treust euz da lagad ; da c’houde e veli sclear evit tenna ar goloen euz lagad da vreur. »

Lavaret a rea d’ezho an henveledigez-man : hag unan dall a c’hell blenia unan dall ? Ha ne gouezint ket ho daou en toull ? An diskibl n’eo ket dreist ar mestr, ne vel ket scleroc’h egethan ; ar guella evit peb unan eo beza henvel ouz he vestr : e scol ar pharisianed ne viot ket guelloc’h egetho.

« Goulzgoude avechou e ranker barn. Na roit ket an traou santel d’ar chass, d’an dud caledet ho c’halon ne reint nemet c’hoarzin d’ho kelennadurez vad ; na daolit ket ho perlez dirag ar perc’hel, dirag an dud a zo sanket er plijaduriou hudur, gant aon ne vresfent anezho, hag o tizrei, ne zispenfent ac’hanoc’h. »


7 — Nerz ar beden

« Goulennit hag e vezo roet d’ehoc’h ; claskit hag e cavot ; skoit hag e vezo digoret d’ehoc’h. Kement hini a c’houlen, a receo ; an hini a glask, a gav ; d’an hini a sko e tigorer. Ha piou en ho touez, ma c’houlen he vab bara diganthan, a ginnigfe d’ezhan eur mean ? Pe ma c’houlen eur pesk, a ginnigfe d’ezhan eun aer ? Ma c’houezit eta, c’houi a zo fall, rei traou mad d’ho pugale : pegement muioc’h ho Tad pehini a zo en env a roio ar pez a zo mad d’ar re a bed anezhan ?

» Grit d’ar re all ar pez a garfec’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan. Setu aze al lezen hag ar bropheted. »


8 — Diouall ouz an hent ledan hag ouz ar fals propheted

« It dre an or stris, rag an or frank hag an hent ledan a gass d’ar gollidigez, ha calz a ia dre eno. Peger stris an or, peger moan an hent a gass d’ar vuez ! Pegen neubeut he gav ! [12]

» Diouallit ouz ar fals propheted a deu d’ho caout dindan gloan denved, hag a zo bleizi scraperien en diabarz : dioc’h ho frouez ho anavezot. Daoust hag e cutuiller rezin var spern, pe fiez var drez ? Evelse peb guezen mad a zoug frouez mad ; mes ar vezen fall a zoug frouez fall. Ne c’hell ket eur vezen vad dougen frouez fall, nag eur vezen fall dougen frouez mad. Peb guezen a vez anavezet dioc’h he frouez. Peb guezen ha ne zoug ket frouez mad a vezo troc’het ha taolet en tan.

» Dioc’h ho frouez eta ec’h anavezot ar fals propheted. An den mad a denn traou mad euz tenzor mad he galon, hag an hini fall a denn traou fall euz tenzor fall he galon ; rag ar c’hinou a gomz deuz ar pez a leun ar galon.

» Perag e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ke ar pez a lavaran ? N’eo ket kement hini a lavar d’in : Aotrou, Aotrou, a ielo e rouantelez an envou ; mes an hini a ra ioul va zad a zo en envou. Calz a lavaro d’in en deiz-se, pa rin ar varnedigez : Aotrou, Aotrou, ha n’hon deus ket prophesiet en hoc’h hano, ha casset kuit an diaoulou en hoc’h hano, ha great calz burzudou en hoc’h hano ? Neuze e lavarin d’ezho dirag an holl : morse n’em eus hoc’h anavezet : en em dennit diouzin, artisaned fallagriez. » [13]


9. — Fin ar brezegen

« Kement hini a deu davedon hag a zilaou va c’homzou, hag a ra anezho, me ’ ziscuezo d’ehoc’h ouz piou eo henvel. Henvel eo ouz an den fur a gleuz doun, evit sevel he di, hag a ziazez anezhan var ar garreg. Goudeze ar glao a zo couezet, an doureier a zo dilennet, an avelou ho deus c’houezet, hag int en em daolet var an ti : mes netra n’hen deus gellet he flach ha n’eo ket couezet, rag diazezet oa var ar garreg. Mes an hini a zilaou va c’homzou ha ne ra ket anezho a zo henvel ouz an diskiant hen deus savet he di var an treaz, eb diazez. Ar glao a zo couezet, ar steriou a zo diredet, an avelou ho deus c’houezet, hag int en em daolet var an ti : kerkent eo couezet ha n’eo mui nemet eun dismantr bras. »

P'han doa Jesus echuet he brezegen, ar foul a ioa estlammet gant he gelennadurez, rag kelen a rea evel unan hag hen deus galloud, ha n'e ket evel ho doctored hag ar pharisianed.

Pa oue diskennet divar ar menez, eur foul vras a heulias anezhan.


————

PEMPET PENNAD
Jesus a ro ar pare da jervicher eun offiser romen hag ar vuez da vab intanvez Naïm (S. Vaze, VIII, 5-13 ; S. Lucas, VII, 1-17)
————


Goude m’han doa great he holl brezegen d’ar bobl, Jesus a ieas e Capharnaum. Hogen, servicher eur c’hantener, talvoudus d’he vestr, a ioa clanv ha dare da vervel. O veza clevet hano deuz Jesus. ar c’hantener a gassas davedhan tud coz a douez ar Jusevien evit he bedi ha lavaret d’ezhan : « Aotrou, va jervicher a zo astennet em zi eb finval hag ez eo poaniet cris. » Goulen a rea ta ma teuje ha ma pareje he jervicher.

Pa deuas an dud coz da gaout Jesus, her pedent stard. « Hen a virit, emezho, e rafec’h d’ezhan ar c’hras-se, rag hen a gar hor pobl, ha memez hen deus savet d’eomp eur synagog. » Jesus a respontas : « Me a ielo hag he bareo. » Hag ez eas gantho en hent.

Egiz n’edo ket pell diouz an ti, ar c’hantener a gassas mignoned da lavaret d’ezhan : « Aotrou, na en em ziezit ket, n’oun ket din e teufec’h em zi. Setu perag n’em eus ket credet ez oan din da vont beteg ennhoc’h va-unan ; mes lavarit eur ger ebken ha va jervicher a vezo pare. Rag me, hag a zo dindan re all am eus soudarded dindannon hag a lavar da unan : « Kea, » hag e za ; ha da eun all : « Deus, » hag e teu ; ha d’am jervicher : « Gra-ze, » hag e ra. »

Jesus a oue souezet o clevet anezhan hag a en em zistroas da lavaret d’ar bobl hen heulie : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’em eus ket cavet ker bras feiz, memez en Israel. Lavaret a ran d’ehoc’h : calz a deuio euz ar Zao-heol hag euz ar C’huz-heol hag e vezint e banked rouantelez an env gant Abraham, Isaac ha Jacob ; mes bugale ar rouantelez, ar Jusevien, a vezo taolet e tenvalijen an dianveaz, en ifern : eno e vezo lenv ha scrign dent. »

Jesus a lavaras d’ar c’hantener e personach he vignoned : « Kea, ha ra vezo great d’id hervez m’a peus credet. » Ar servicher a oue pareet var an heur, ha pa zistroas d’an ti ar re a ioa bet casset, e cavjont ar c’hlanvour e yec’hed.

Goudeze Jesus a iea da eur gear, hanvet Naïm, ha ganthan ez ea he ziskiblien hag eur foul vras. Hogen, e giz ma tostea ouz dor kear, setu e touget eun den maro, mab unic he vamm, eun intanvez ; hag eun niver bras deuz tud kear a heulie anezhi. Ouz he guelet an Aotrou a gemeras truez outhi hag a lavaras d’ezhi : « Na vouel ket mui. » Hag e tosteas, hag e touchas ouz an arched a ioa digor hervez giz ar vro. An dougerien a jomas a za, hag e lavaras : « Dèn yaouank, me hel lavar d’id, sao. » Hag an hini maro a zavas var he c’hoazez hag a en em lakeas da barlant. Neuze Jesus he roas d’he vamm.

Aon a grogas en holl, hag e veulent Doue en eur lavaret : « Eur prophet bras a zo savet en hon touez, ha Doue a zo deut da velet ha bobl. » Brud ar burzud-se a on em skignas dre ar Judee a bez hag er vro tro var dro.

CHUEC’HVET PENNAD
Iann Vadezour a gass cannaded da Jesus. Prezegen Jesus. He valloz d’ar c’heariou difeiz. He c’halv d’an dud a feiz
(S. Vaze, XI, 2-30 ; S, Lucas, VII, 18-35)
————


Diskiblien Iann a gassas kelou d’ezhan er prison deuz holl oberou ar C’hrist. Iann a c’halvas daou deuz he ziskiblien hag ho c’hassas da gaout Jesus gant ar c’homzou-man :

« Ha beza oc’h-hu an hini a dle dont, pe gortoz a reomp-ni eun all ? » Iann a c’houie mad oa Jesus ar C’hrist, mes ar goulenn-ze a rea evit rei tro da Jesus da gelen he ziskiblien. [14] Pa zigouezas an dud-se gant Jesus e lavarjont : « Iann Vadezour hen deus digasset ac’hanomp d’ho caout gant ar c’homzou-man : ha beza oc’h-hu an hini a dle dont, pe gortoz a reomp-ni eun all ? »

D’an heur-ze Jesus a baree eun niver bras deuz ho fallenteziou, deuz ho gouliou ha deuz an drouc-sperejou, hag a roe ar gueled da galz tud dall. Respont a reas d’ezho en doare-man : « It, lavarit da Iann ar pez ho peus clevet ha guelet : ar re zall a vel, ar re gamm a vale, ar re lor a zo puret, ar re vouzar a glev, ar re varo a zav, ar re baour a zo kelennet var an aviel, hag eürus an hini ne gemero ket ennon eur goall-scuer o kemeret a voall berz va c’homzou ha va oberou. »

Pa’z eas kuit cannaded Iann, Jesus a en em lakeas da gomz divar he benn d’ar bobl : « Petra oc’h eat da velet el leac’hiou distro ? Eur gorzen hejet gant an avel ?, [15] Mes petra oc’h eat da velet ? Eun den guisket gant dillad bouk ? Ar re a zo guisket gant dillad a dalvoudegez hag a vev er plijaduriou c’houek a zo e tiez ar rouaned. Mes petra oc’h eat da velet ? Eur prophet ? Ia, me lavar d’ehoc’h, hag ouspenn eur prophet : rag divar he benn eo bet scrivet : « Setu e cassan va c’hannad dirag da fas evit kempen an hent dirazot. » « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : n’eus ket savet eur prophet brassoc’h eged Iann Vadezour etouez bugale ar merc’hed. Mes ar bihanna e rouantelez an envou, etouez va diskiblien a zo brassoc’h egethan. Kement hini a zilaoue Iann, pobl ha publicaned, ho deus roet gloar da Zoue o tigemeret he vadiziant ; mes ar pharisianed hag an doctored, o tinac’h he vadiziant, ho deus disprijet menoz Doue varnho. Azaleg Iann Vadezour bete vreman rouantelez an env a c’houzanv mac’herez, hag ar goall-dud a zispenn anez-hi. [16] An holl bropheted hag al lezen beteg Iann ho deus discleriet traou da zont. Mes breman rouantelez Doue a zo deut : ma fell d’ehoc’h va c’hredi, Iann eo Elias a dle dont. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet. »

An Aotrou a lavaras c’hoaz : « Ouz piou e lakin henvel ar rumm-dud-man ? Ouz piou int henvel ? Henvelout a reont ouz bugale azezet var al leur-gear hag a lavar an eil d’egile :

Sonet hon deus ar fleit,
Ha n’oc’h eus ket danset ;
Canet hon deus clemvan,
Ha n’och eus ket gouelet.

Iann Vadezour a zo deut, ha ne zreb ket bara, ha ne ef ket guin ; ha c’houi a lavar : « An diaoul a zo ennhan. » Mab an den a zo deut, hag e treb, hag ec’h ef, ha c’houi a lavar : « Setu eun dreber bras hag eun efer guin, eur mignon d’ar publicaned ha d’ar bec’herien. » Mes ar furnez a zo lakeat direbech gant he holl bugale : furnez Doue, en em ziscuezet e Iann hag ennon, a zo enoret gant feiz ha buez vad hon diskiblien. [17]

Neuze ec’h en em lakeas da ober rebechou d’ar c’heariou hen doa great ennho he vuia burzudou, abalamour n’ho doa ket great pinijen : « Maleur did-de, Corazaïn ; maleur d’id-de, Bethsaïda ; rag ma vije bet great e Tyr hag e Sidon, diou gear baian goulzgoude, ar burzudou a zo bet great ennhoc’h-c’houi, abaoue pell amzer ho dije great pinijen e saeou reun hag el ludu. Me a lavar d’ehoc’h : da zeiz ar varnedigez ne vezo ket great da Dyr ha da Zidon ker goas ha d’ehoc’h-c’houi. Ha te, Capharnaüm, ha savet e vezi beteg an env ? Discaret e vezi beteg an ifern ; rag ma vije bet great e Sodom ar burzudou a zo bet great ennot, marteze ’ vije chomet en he za beteg breman. Me a lavar d’ehoc’h : da zeiz ar varnedigez ne vezo ket great da vro Sodom ker goaz ha did-de. »

En amzer-ze, Jesus a lavaras c’hoaz : « Me ho meul o Tad, mestr an env hag an douar, da veza lezet ma chomje cuzet an traou-ze ouz ar re vouiziec hag ouz ar re fur n’eo ket falvezet gant ho ourgouill digemeret va c’helennadurez ha da veza discleriet anezho d’ar re vihan [18]. Mad eo, o Tad, p’e guir eo plijet evelse ganehoc’h.

Peb tra a zo lakeat etre va daouarn gant va Zad. Ha den ne anavez ar Mab, nemet an Tad ; ha den ne anavez an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fello d’ar Mab discleria d’ezhan.

Deuit davedon, c’houi holl a zo scuiz ha sammet, ha me ho tivec’hio. Kemerit va ieo varnoc’h, plegit d’am aviel, hag en em c’hrit va diskiblien, abalamour, dishenvel dioc’h ar pharisianed, me a zo dous hag humbl a galon ; hag e cavot an discuiz evit hoc’h eneou. Rag va ieo a zo dous ha va zamm a zo scanv.


————

SEIZVET PENNAD
Eur bec’herez, hanvet Mari-Madalen

(S. Lucas, III, 2), a scuill louzou c’houez vad var dreid Hor Zalver

(S. Lucas, VII, 36-50).
————


Unan deuz ar pharisianed a bedas Jesus da zribi ganthan. O veza eat e ti ar pharisian, ec’h en em lakeas ouz taol. Ar Jusevien ne azezent ket ouz taol : gourvez a reant var gueleou reaz, harpet var ho ilin cleiz hag an treid noaz er penn pella dioc’h an daol. Ha setu eur vaouez, eur bec’herez deuz kear, o veza clevet edo ouz taol e ti ar pharisian, a zigassas eur podad louzou c’houez vad, hag oc’h en em zelc’her a drenv e-harz he dreid, ec’h en em lakeas d’ho glebia gant he daelou, d’ho zec’ha gant bleo he fenn, da bokat d’ezho, ha da scuill varnho louzou c’houez vad.

Ar pharisian hen doa pedet Jesus a lavaras ennhan he-unan o velet an dra-ze : « Ma vije bet heman eur prophet, hen dije gouezet piou ha pebez maouez a douch outhan, rag eur bec’herez eo. » Neuze Jesus a lavaras d’ezhan : « Simon, eun dra am eus da lavaret d’id. » — « Mestr, emezhan, lavarit. » — « Eur c’hredour hen doa daou zleour : unan a dlie pemp cant diner, pevar c’hant anter cant lur, hag egile hanter-cant. Evel n’ho doa ket peadra da baea, e roas discarg d’an eil ha d’egile. Piou a gar anezhan ar muia ? » Simon a respontas : « An hini, m’oar-vad, a zo pardonet d’ezhan ar muia. » Jesus a lavaras dezhan : « Barnet mad e peus. »

Goudeze, oc’h en em drei varzu ar vaouez, e lavaras da Zimon : « Guelet a res ar vaouez-se ? Deut oun en da di, ha n’e peus ket heuliet giziou ar vro, n’e peuz ket taolet dour var va zreid ; mes hi he deus goalc’het va zreid gant he daelou hag ho zec’het gant he bleo ; n’e peus ket roet d’in ar pok ; mes hi, abaoue ma ’z eo deut, n’eo ket ehanet da bokat d’am zreid ; n’e peus ket scuillet eol var va fenn ; mes hi he deus scuillet louzou c’houez vad var va zreid. Setu perag me lavar d’id : calz pec’hejou a zo pardonet d’ezhi abalamour m’he deus bet eur garantez vras hag a gresko c’hoaz varlerc’h eun hevelep pardon. An hini a zo pardonet d’ezhan neubeutoc’h a gar neubeutoc’h. » Ha Jesus a lavaras d’ar vaouez-se : « Da bec’hejou a zo pardonet d’id. »

Hag ar re a ioa ouz taol ganthan a en em lakeas da lavaret ennho ho-unan : « Piou heman a bardon memez ar pec’hejou ? » Mes Jesus a lavaras d’ar vaouez : « Da feiz hen deus saveteet ac’hanot, kerz e peoc’h. »


————

EIZVET PENNAD
Pareans eun den kemeret gant an diaoul. Ar pec’hed a eneb ar Spered-Santel. Burzud Jonas. Guir gerent Jesus (S. Vaze, XII, 22-50 ; S, Marc, III, 20-35 ; S. Lucas, VIII, l-3, 19-21 ; XI, 14-36).
————


Goudeze Jesus a ieas dre ar c’heariou har ar c’heriadennou evit prezeg ha cass kelou mad rouantelez Doue. Ganthan edo an daouzeg hag eur vaouez bennag a ioa bet dilivret euz drouc-sperejou ha clenvejou : Mari, lezhanvet Madalen, a ioa eat seiz diaoul anezhi ; Jann, maouez Chusa, rener ti Herodes ; Suzanna ha calz re all. Ar merc’hed-se a zicoure anezhan deuz ho madou.

Mont a rejont en eun ti, hag ar foul a en em zestumas adarre, en hevelep doare ma ne c’hellent ket memez dribi bara. Pa glevas he gerent, e teujont evit he gemeret ; lavaret a reant : « Collet hen deus he skiant. » [19]

D’ar mare-ze e tigassjot dirazhan eun den kemeret gant an diaoul hag a ioa dall ha mut. Jesus a bareas anezhan hag a gassas kuit an diaoul, en hevelep doare ma parlante ha ma vele sclear. An holl a oue estlammet hag a lavare : « Daoust hag heman n’eo ket mab David, ar C’hrist a dle dont euz he ouenn ? »

An doctored a ioa diskennet euz Jerusalem hag ar pharisianed a lavaras o clevet an dra-ze : « Beelzebub a zo ennan, ha dre brins an diaoulou e cass kuit an diaoulou. »

Jesus, oc’h anaout ho zonjou, ho galvas hag a lavaras d’ezho e parabolennou : « Penaoz Satan a c’hell cass kuit Satan ? Mar d-ema Satan e brezel outhan he-unan, penaoz e chomo e rouantelez en he za ? Peb rouantelez disunanet outhi he-unan a vezo dismantret ; peb kear, peb ti disunanet outhan he-unan ne jomo ket en he za. Ma c’h-en em zav Zatan eneb d’ezhan he-unan, setu au disunaniez ; ne c’hello ket chom en he za, mes great eo ganthan. C’houi a lavar e cassan kuit an diaoulou dre Veelzebub ; ma cassan kuit an diaoulou dre Veelzebub, dre biou ho pugale ha gass kuit anezho ? Hi eta a varno ac’hanoc’h. Mes ma cassan kuit au diaoulou dre zorn Doue ha dre Spered Doue, neuze ta rouantelez Doue zo deut beteg ennhoc’h.

» Pa vez eun den crenv hag armet o tiouall he zor, kement hen deus a zo e peoc’h. Penaoz e c’hello unan bennag mont e ti an den crenv ha laerez he arrebeuri, ma n’hen deus ket da genta, abalamour ma ’z eo crenvoc’h, liammet anezhan ? Goude m’han dezo he drec’het, e tenno diganthan he holl armou a rea he fizians, e reio scrap en ti hag e ranno he breiz. Me a zo crenvoc’h eged Satan hag a denn an dud diganthan.

» An hini n’ema ket ganen a zo em eneb ; an hini ne zestum ket ganen a foran. Setu perag e lavaran d’ehoc’h, peb pec’hed ha peb blasphem a vezo pardonet da vugale an dud. Mes ar blasphem a eneb ar Spered-Santel ne vezo ket pardonet. An hini hen dezo lavaret eur ger bennag a eneb Mab an den, abalamour ne c’hoar ket eo Doue, a gavo pardon ; mes an hini a gomzo a eneb ar Spered-Santel ne vezo ket pardonet nag er bed-man, nag er bed all : chom a reio ato dindan he bec’hed. »

Abalamour ma lavarent : « Ar spered hudur a zo ennhan », ha ma lakeant var galloud an diaoul, gant eur fallagriez iskis, ar pez a rea ar Spered-Santel evit ho zavetei, ar pharisianed a dec’he dioc’h gras Doue, ha dre ze, a vire outhan da bardoni.

Jesus a lavaras c’hoaz : « Pe lavarit eo mad ar vezen hag eo mad he frouez, pe lavarit eo fall ar vezen hag eo fall he frouez ; rag dioc’h ar frouez, ec’h anavezer ar vezen.

» Ouenn aëred ! penaoz e c’hellit-hu lavaret traou mad, pa ’z oc’h fall ? Rag ar c’hinou a gomz deuz ar pez a leun ar galon. An den mad a denn traou mad euz he denzor mad, hag an den fall a denn traou fall euz he denzor fall. Hogen me ’ lavar d’ehoc’h, red e vezo rei count, da zeiz ar varnedigez, deuz peb comz didalvez a vezo bet lavaret. Dioc’h he gomzou peb hini a vezo lakeat just, ha dioc’h he gomzou peb hini a vezo condaonet. »

Hogen, epad ma lavare an traou-ze, eur vaouez a zavas he mouez euz creiz ar foul hag a lavaras d’ezhan : « Eürus ar c’horf hen deus ho touget, eürus ar c’herc’hen hen deus ho maget ! » Jesus a lavaras : « Eürus kentoc’h ar re a zilaou comz Doue hag a vir anezhi ! »

Unan bennag a douez an doctored hag pharisianed a lavaras neuze d’ezhan evit e denti : « Mestr, ni a garfe guelet ac’hanoc’h oc’h ober eur burzud en env. » Jesus a en em lakeas da lavaret d’ar bobl a zirede en dro d’ezhan : « Ar ouenn-man a zo fallagr hag avoultrerez, treitourez da Zoue ; goulen a ra eur burzud, ha ne vezo roet d’ezhi burzud ebed, nemet burzud ar prophet Jonas. Rag evel Jonas a oue eur burzud evit an Ninivited, evelse Mab an den a vezo eur burzud evit ar ouenn-man : Jonas a zo bet e cof ar pesk tri devez ha teir nozvez ; en hevelep doare Mab an den a vezo e cof an douar tri devez ha teir nozvez.

» Tud Niniv a zavo d’ar varn gant ar ouenn-man, hag he c’hondaono ; rag great ho deus pinijen o clevet Jonas, hag ez eus ama tremen Jonas. Rouanez ar c’hreiz-deiz a zavo d’ar varn gant ar ouenn-man, hag he c’hondaono ; rag deut eo deuz costez pella an douar evit silaou furnez Salomon, hag ez eus ama tremen Salomon.

» Mes da betra e talvez sclerijen d’an hini n’eo ket yac’h he zaoulagad ? « Pa vez elumet eur c’houlaouen, ne vez ket lakeat en eul leac’h cuzet pe dindan eur boezel, mes var ar c’hantolor, evit ma velo sclear an neb a erru. Goulou da gorf eo da lagad. Ma ’z eo neat da lagad, da gorf a bez a vezo sclerijennet ; ma ’z eo goallet, da gorf a vezo en denvalijen. Diouall eta na ve troet e tenvalijen ar sclerijen a zo ennot. Ma ’z eo splann da gorf a bez, eb netra tenval, e vezo splann holl, hag e vezi sclerijennet evel gant eur goulou lugernus. Ma n’eo ket tenvaleat da ene gant drouc-ioulou, e scleraio ac’hanot deuz sclerijen ar virionez.

» Pa vez eat ar speret hudur er meaz euz eun den e vale dre al leac’hiou dizourec ; clask a ra discuiz ha ne gav ket. Hag e lavar : « Distrei a rin em zi am eus kuiteat. Ha distro, e cav anezhan goullou, scubet ha kempennet. Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all falloc’h egethan. Mont a reont en ti hag e chomont ebarz, ha diveza stad an den-ze a zo goassoc’h eged ar c’henta. Hevelep tra a zigouezo gant ar ouenn fallagr-man. »

Prezeg a rea c’hoaz d’ar bobl pa deuas he vamm hag he gendirvi. Egiz na c’hellent ket tostaat, abalamour d’ar foul a ioa azezet en dro d’ezhan, e choment er meaz hag e claskent prezeg outhan. Cass a rejont d’he c’hervel, hag e oue lavaret da Jesus : « Setu ho mamm hag ho kendirvi a zo er meaz o clask ac’hanoc’h, c’hoant d’ezho d’ho kuelet. » Hen a respontas : « Piou eo va mamm ha piou eo va c’hendirvi ? » Hag o sellet ouz ar re a ioa azezet en dro d’ezhan, he zorn astennet var he ziskiblien, e lavaras : « Setu va mamm ha va c’hendirvi : an dud a zilaou hag a ra comz Doue. Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en envou, hennez eo va breur, va c’hoar ha va mamm. »


————

NAVET PENNAD
Parabolennou rouantelez an envou (S. Vaze, XIII, 1-53 : S. Marc. IV, 1-34 ; S. Lucas, VIII, 4-18 ; XIII, 18-21).
————


I — Parabolen an hader

Eun devez, Jesus a ieas euz eun ti da azeza ha da gelen var ribl ar mor. E giz ma vode eun dud bras en dro d’ezhan ha ma tiredet euz ar c’heariou, e pignas en eur vag hag ec’h azezas. Ar foul a jome var an aod tro var dro. Neuze e teskas d’ezho calz traou e parabolennou hag e lavare d’ezho en he gelennadurez :

« Silaouit. Eun hader a ieas da daoler he had. Epad ma hade, darn deuz ar greun a gouezas var an hent, hag e ouent bresset, ha laboussed an env a zrebas anezho. Darn all a gouezas var eun dachen veinec, el leac’h n’ho doa ket calz a gondon ; divoan a rejont buhan, abalamour n’oa ket a zounder douar. Pa deuas heol, e ouent scaotet, hag abalamour n’ho doa na griziou, na glebor, e tizec’hjont. Darn all a gouezas etouez ar spern ; mes ar spern a zavas gantho hag ho mougas, ha ne rojont ket a frouez. Darn all a gouezas en douar mad, hag a roas eun drevad a zavas, a greskas, hag a deuas divarnhan tregont, tri-ugent ha cant evit unan. » Goudeze Jesus a lavaras : « Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »

Pa jomas he-unan, an daouzeg a ioa ganthan hag an diskiblien a dosteas hag a lavaras d’ezhan : « Perag e comzit-hu d’ezho e parabolennou ? Petra ’ zinifi ar parabolen-ze ? »

Jesus a respontas d’ezho : « Anaout mysteriou rouantelez an envou a zo roet d’ehoc’h-choui ; mes d’ezho n’eo ket. Evit re an dianveaz peb tra ’ zo cuzet dindan parabolennou. Evit guir, roet e vezo d’an neb hen deus, hag e founno ; mes an neb n’hen deus ket a vezo tennet diganthan memez ar pez hen deus. An hini hen deus bet digant Doue ar c’hras da veza galvet hag hen deus heuliet anezhi, hen dezo grassou all hag a zestumo meritou founnus ; an hini n’hen deus ket silaouet gras an Aotrou Doue a jom dibourvez a virit, ha Doue a baouezo muioc’h-mui da c’hervel anezhan. Setu perag e comzan d’ezho e parabolennou : rag evelse e velont eb guelet, e clevont eb clevet hag eb compren, hag e teu da vir ennho comzou ar prophet Isaias a lavar : « Clevet a reot gant ho tiouscouarn, ha ne gomprenot ket ; sellet a reot gant ho taoulagad, ha ne velot ket ; rag calonou an dud-man a zo teveet, ho diouscouarn a zo pounnereet, ho daoulagad a zo clozet gantho, evit na velint ket gant ho daoulagad, na glevint ket gant ho diouscouarn, na gomprenint ket en ho c’halon, na zistroint ket ouzin, na barein ket anezho ha na gavint ket pardon deuz ho fec’hejou. » Evidhoc’h-c’houi a zo eürus da gaout daoulagad a vel ha diouscouarn a glev. Rag me a lavar d’ehoc’h e guirionez, calz propheted ha tud just ho deus c’hoanteat guelet ar pez a velit, ha n’ho deus ket guelet ; clevet ar pez a glevit, ha n’ho deus ket clevet. »

« Ne gomprenit ket ar barabolen-ze, a lavaras Jesus d’ezho ? Penaoz neuze e comprenot an holl parabolennou all ? Silaouit eta hini an hader. »

» An had eo comz Doue.

» An hent a zigemer an had eo ar re a glev kelou ar rouantelez ha ne gomprenont ket dre ho faot ; kerkent Satan a deu hag a lam ar gomz a zo bet hadet en ho c’halon, gant aon ne vent salvet o credi.

» An dachen veinec a zigemer an had eo ar re a glev ar gomz hag he receo dioc’htu gant levenez ; mes n’he deus ket a c’hriziou ennho, ho feiz ne bad nemet eur pennad. Pa deu an drubuill hag ar goall-vuez abalamour d’ar gomz, e stokont outho dioc’htu hag ec’h en em dennont.

» Ar spern a gouez an had en ho zouez eo ar re a glev ar gomz ; mes nec’hamanchou ha tregassou ar bed-man, touellerez an danvez, plijaduriou ar vuez hag ioulou all c’hoaz a ia ennho, a voug ar gomz hag he lakaa difrouez.

» An douar mad a receo an had eo ar re a glev ar gomz, he digemer, he c’hompren, he dalc’h en eur galon vad ha deuz ar re vella, hag o kemeret poan, a ro frouez, unan tregont, eun all tri-ugent hag eun all cant. »

An ebestel n’oant sclerijennet nemet evit sclerijenna an dud all d’ho zro. Jesus a lavare d’ezho : « Daoust hag eur goulou a zo elumet evit beza lakeat dindan eur boezel, pe dindan eur guele ? Ha ne vez ket lakeat var eur c’hantolor evit ma velo sclear an neb a erru ? Rag n’eus netra goloet em c’helennadurez na vezo ket discuezet, n’eus netra cuzet na vezo ket anavezet ha discleriet. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! Taolit evez eta, a lavare c’hoaz dezho, petra glevit ha penaoz e clevit. Ar muzul ho pezo muzulet ganthan a jervicho evidhoc’h, hag e vezo lakeat ouspenn evidhoc’h ; rag d’an hini hen deus e vezo roet, ha digand an hini n’hen deus ket e vezo tennet memez ar pez a gred caout. » An abostol mad a vezo paet muioc’h eged na virit ; an hini fall a gollo memez ar feiz a grede delc’her c’hoaz.


2 — Parabolen an douar a zoug frouez anezhan e-unan

Jesus a lavare d’ezho ive : Rouanlelez an Env a zo henvel ouz had a daol eun den en douar. E cousko, e savo en noz hag en deiz, an had a zivoan hag a gresk, eb gouzout d’ezhan. Rag an douar a zoug frouez anezhan he-unan, da genta eur ieoten, da c’houde eur penn, erfin guiniz leiz ar penn. Ha p’han deus great he frouez, e vez medet ; rag an eost a zo. » An abostol ne ra nemet hada ar gelennadurez ; gras Doue a ro ar c’hresk hag ar frouez. [20]

3 — Parabolen ar guiniz hag an dreog

Jesus a lakeas dirazho eur barabolen all, hag a lavaras : « Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den hag hen deus hadet greun mad en he bark. Epad ma couske au dud, he enebour a deuas, a daolas had dreog var c’horre ar guiniz hag a ieas kuit. An ed a zavas, ha ractal ma tivodas e oue guelet an dreog. Neuze servicherien an ozac’h a dosteas hag a lavaras d’ezhan ; « Mestr, ha n’ho peus-hu ket hadet greun mad en ho park ? Euz a beleac’h ta ez eus dreog ennhan ? » Lavaret a reas d’ezho : « An enebour hen deus great an dra-ze. » Ar jervicherien a lavaras d’ezhan : « Mar kirit, ez aimp da c’houennat anezhan ? » — « Nann, emezhan, gant aon ne denfac’h, o testum an dreog, ar guiniz da heul. Lezit an eil hag egile da greski beteg an eost, ha da vare an eost e lavarin d’an eosterien : « Destumit da genta an dreog ha grit kerdin ganthan da zèvi ; ar guiniz avad, destumit anezhan em grignol. »


4 — Parabolen ar c’hreunen zezo

Eur barabolen all a lakeas dirazho en eur lavaret : « Ouz petra eo henvel rouantelez Doue ? E kenver petra e lakeimp anezhi ? Henvel eo ouz eur c’hreunen zezo hen deus kemeret eun den da hada en he bark. Beza eo, evit guir, ar bihanna deuz an hajou ; mes, p’hen deus great he gresk, eo brassoc’h eged an holl ieotennou, e teu da vezen, e ra scourrou bras, en hevelep doare ma c’hell laboussed an env dont varnho da ziscuiza ha da zisheoli. Evelse penn kenta an Iliz a vezo dister, mes gant an amzer eun niver bras a dud a deuio ennhi da jom. » [21]


5 — Parabolen ar goell

Eur barabolenn all a lavaras d’ezho : « Rouantelez an env a zo henvel ouz goell a gemer eur vaouez hag a vesk e tri vuzul bleud, beteg ma c’hoio an toaz a bez. Ar relijion gristen, evel eur goell nerzus, a jencho doare ar bed. »

Jesus a lavaras an holl draou-ze d’ar foul e meur a barabolen, hervez ma c’hellent clevet. Ne gomze ket d’ezho eb parabolennou, evit ma vije sevenet comz ar prophet : « Me a zigoro va ginou e parabolennou, me a ziscuezo an traou cuzet abaoue crouidigez ar bed. » Mes disparti e tisplege peb tra d’he ziskiblien.


6 — Jesus a zispleg parabolen ar guiniz hag an dreog

Neuze e cassas kuit ar bobl hag e teuas d’an ti. He ziskiblien a deuas d’he gaout en eur lavaret : « Displegit d’eomp parabolen an dreog er park. » Respont a reas d’ezho : « An hini a had greun mad eo Mab an den ; ar park eo ar bed ; ar greun mad eo bugale ar rouantelez ; an dreog eo bugale ar fallagriez ; an enebour hen deus he hadet eo an diaoul ; an eost eo fin ar bed : an eosterien eo an elez. Evel ma testumer an dreog ha ma tever anezhan, evelse e tigouezo da fin ar bed. Mab an den a gasso he elez ; tenna ’ reint euz he rouantelez an holl dud a voall-scueriou hag an holl artisaned fallagriez, hag e taolint anezho e forn-vras an tan : eno e vezo lenv ha scrign dent. Neuze an dud just a lugerno evel an heol e rouantelez ho Zad. Ra glevo au hini hen deus diouscouarn da glevet. »


7 — Parabolen an tenzor cuzet hag ar berlezen

« Rouantelez an env a zo henvel ouz eun tenzor cuzet en eur park. An neb a gav anezhan he c’holo, ha laouen deuz he gavaden, ez a, e verz he holl beadra hag e pren ar park-se.

» Rouantelez an env a zo henvel c’hoaz ouz eur marc’hadour a glask perlez mad. P’han deus cavet eur berlezen a dalvoudegez, e za, e verz kement hen deus hag e pren anezhi. »

Avechou gras an aviel a en em ginnig he-unan, evel an tenzor cuzet : avechou all e ranker he c’hlask, evel ar berlezen. Beza he deus kement a dalvoudegez ma tleer diouer peb tra evit caout anezhi.


8 — Parabolen ar pesked mad hag ar pesked fall

Rouantelez an env a zo henvel c’hoaz ouz eur roued a daoler er mor hag a zestum pesked a beb seurt. Pa vez leun e tenner anezhi, ec’h azezer var an aod, e tibaber ar re vad e panerou hag e taoler ar re fall er meaz. Evelse e tigouezo da fin ar bed. An elez a deuio, a zispartio ar re fall a douez ar re just hag ho zaolo e forn-vras an tan : eno e vezo lenv ha scrign dent.

» Comprenet ho peus an holl draou-ze ? » — « Ia, emezho. » — « Mad ! a lavaras Jesus. peb doctor guiziec var rouantelez an envou a zo henvel ouz eun ozac’h a denn euz he denzor traou nevez ha traou coz. » Peb prezeger a ranno d’an dud guirioneziou coz lezen Moyses ha guirioneziou nevez an Aviel, hag a roio da beb hini dioc’h ma c’hello kemeret. » [22]

P’han doa Jesus echuet an holl brezegennou-ze, ez eas kuit ac’hano.


————

DEGVET PENNAD
An avel foll torret ; an daou zen, kemeret gant an diaoul e Jerasa, pareet.
(S. Vaze, VIII, 18, 23-34 ; S. Marc, IV, 35-40 ; V, 1-20 ; S. Lucas, VIII, 22-39).
————


Er memez devez, dioc’h ar pardaez, Jesus, o velet calz tud en dro d’ezhan, a lavaras d’he ziskiblien : « Deomp en tu all d’al lenn. Pignat a reas en eur vag, hag an diskiblien, o lezel eno ar bobl, he gemeras gantho evel ma edo, dibourvez evit an hent. Bagou all a ioa c’hoaz ganthan. Epad an treiz ec’h en em roas da gousket. Ha setu eur bar-avel o c’houeza var ar mor, hag an tarziou dirollet o c’holo ar vag hag o carga anezhi. Edont en danjer. Jesus a gouske diadre, he benn var eun dorchen. An diskiblien a dosteas hag hen dihunas : « Mestr, emezho, ha n’emaoc’h ket e chal gant hon danjer ? Saveteit ac’hanomp, emaomp o vont da goll. Jesus a zavas hag a gemennas d’an avel gant eur vouez gourdrouzus, hag a lavaras grons d’ar mor : « Peoc’h ! sioul ! » Hag an avel a baouezas hag e teuas eur sioulded bras. Neuze e lavaras d’ezho : « Tud a neubeut a feiz, perag ho peus aon ? E peleac’h ema ho feiz ? Ha ne gredit ket c’hoaz ? » Spontet hag estlammet e lavarent an eil d’egile : « Piou heman ta ? Kemenn a ra d’an avel ha d’ar mor, hag o sentont outhan. »

An diskiblien a verdeas beteg an tu all d’al lenn, e bro Jorasa, dirag ar Galilee. Pa ziskenne Jesus euz ar vag, setu o tiredet varzu ennhan daou zen kemeret gant diaoulou. Dont a reant euz beziou a zo henvel er vro-ze ouz caviou, ha ken drouc oant, ma ne c’helle nicun tremen dre an hent-se.

Unan a ioa an diaoul ennhan abaoue pell amzer : ne zouge guiskamant ebed, ha den n’hen doa gellet morse he staga memez gant chadennou. Meur a vech oa bet hualet ha liammet gant chadennou ; mes terri a rea ar chadennou ha bruzuna an hualou : den ebed ne c’helle dont a-benn anezhan. Ne jome e ti ebed ; mes noz-deiz e tremene he amzer er beziou, er meneziou hag el leac’hiou distro ma veze casset ennho gant an diaoul. Eno e ioue hag ec’h en em c’hloaze a daoliou mein,

Pa veljont Jesus a-ziabell, an dud-se a ziredas d’he gaout, a stouas hag a grias gant eur vouez crenv : « Petra falvezit diganeomp, Jesus, Mab Doue a zo dreist peb tra ? Ha deut oc’h ama evit hor poania araog an amzer ? » [23]

Goulzgoude Jesus a lavare d’an diaoul : « Kea er meaz, spered hudur. » — « Me ho ped hag ho asped, emezhan, n’am bourrevit ket. »

— « Pe hano e peus, a c’houlennas Jesus ? »

— « Strollad eo va hano, abalamour ma ’z omp niverus ama. »

Eur vanden vras a berc’hel a ioa var dro eno o clask boued er menez. An diaoulou a bede Jesus ne gassje ket anezho euz ar vro, nag ho stlapje ket en islonk : « Ma cassit ac’hanomp kuit, emezho, hon lezit da vont er perc’hel. » Jesus a lezas anezho dioc’h-tu : « It, emezhan. » Ar sperejou hudur a ieas kuit evit mont er perc’hel. Kerkent ar vanden a bez, hag a ioa daou vil anezhi, a en em strinkas gant herr var he fenn er mor, hag e varvjont en dour.

O velet an dra-ze, an diouallerien a dec’has hag a embannas e kear ha var ar meaz an holl draou-ze, hag ar pez a ioa tremenet divar benn an dud a ioa bet kemeret gant an diaoulou. Keriz a deuas da velet ar pez a ioa c’hoarvezet. Digouezet gant Jesus, e veljont unan deuz ar re a ioa bet iskinet gant an diaoul azezet e-harz he dreid, guisket ha mad he spered. Aon a grogas ennho ; hag an testou a lavaras d’ezho penaoz an den kemeret a ioa bet dilivret hag ar pez a ioa c’hoarvezet gant ar perc’hel. Holl dud Jerasa a en em lakeas neuze da bedi Jesus ma pellaje dioutho, abalamour m’oant dalc’het gant eur spont bras.

Evel Jesus a bigne er vag evit distrei, an den a ioa bet goasket gant an diaoul a c’houlennas diganthan chom en he gompagnunez. Jesus n’her c’hemeras ket, mes lavaret a reas dezhan : « Distro d’ar gear da gaout da re ha lavar d’ezho kement hen deus great Doue evidot, gant truez ouzid. Mont a reas kuit hag ec’h en em lakeas da brezeg e kear a bez hag en Decapol kement hen doa great Jesus evithan, hag an holl a ioa estlammet.

UNNEGVET PENNAD
Pareans eur vaouez clanv gant an divoada ha resurrection merc’h Jaïr
(S. Vaze, IX, 18-26 ; S. Marc, V, 21-43 ; S. Lucas, VIll, 40-56).
————


Jesus a dreuzas adarre al lenn er vag, ha pa zistroas, ar foul niverus a ioa ouz he c’hortoz var ribl ar mor a ziredas d’he zigemeret. Epad ma comze outho, e teuas eun den, hanvet Jaïr, hag a ioa e penn eur synagog. Ouz he velet e stouas d’he dreid hag e pede stard anezhan da zont d’he di, abalamour he verc’h unic, oajet a zaouzeg vloaz, a ioa toc’hor. « Va merc’h, emezhan, a zo dare da vervel ; deuit, lakit ho torn varnhi evit ma pareo ha ma vevo. » Jesus a zavas hag a ieas ganthan, heuliet gant he ziskiblien hag eur foul vras a voaske anezhan.

Hogen, bez’ ez oa eur vaouez clanv gant an divoada abaoue daouzeg vloaz. Calz he doa gouzanvet a berz meur a louzaouer, ha dispignet oa ganthi he holl feadra, eb beza guelloc’h. Den ne c’helle he farea, hag ar c’hlenved a iea var voassaat. Pa glevas hano deuz Jesus, e teuas er foul, e tosteas a ziadrenv hag e touchas ouz frezilloun he viskamant. Rag lavaret a rea ennhi he-unan : « Ma touchan ebken ouz he viskamant, e vezin pare. » Ractal an divoada a ehanas hag e santas en he c’horf oa pare deuz he droug.

Er memez amzer Jesus, oc’h anaout ennhan he-unan ez oa eat eun nerz anezhan, a droas varzu ar foul hag a lavaras : « Piou hen deus touchet ouz va guiskamant ? » Evel ma nac’he an holl, Per hag an diskiblien a ioa ganthan a lavaras : « Mestr, an dud a voask hag a ziez ac’hanoc’h, ha c’houi ’ lavar : piou hen deus touchet ouzin ? » — « Unan bennag hen deus touchet ouzin, eme Jesus, rag santet em eus eun nerz o vont ac’hanon. » Hag e claske gant he zaoulagad en dro d’ezhan an hini hen doa touchet outhan. Ar vaouez, o velet oa dizoloet hag o c’houzout ar pez a ioa c’hoarvezet ennhi, a deuas en eur grena gant ar spont da stoui dirazhan hag a lavaras d’ezhan ar virionez penn da benn. Dirag ar bobl a bez e tisclerias perag he doa touchet outhan ha penaoz oa bet pareet var an heur. Jesus a lavaras d’ezhi : « Bez fizians, va merc’h, da feiz hen deus da zaveteet ; kea e peoc’h ha bez pare deuz da zroug. »

Jesus a gomze c’hoaz pa deuas unan bennag euz ti penn ar synagog da lavaret da heman : « Da verc’h a zo maro ; perag tregassi ken ar mestr ? Lez anezhan e peoc’h. » Jesus, o veza clevet an dra-ze, a lavaras da dad ar plac’h yaouank : « Na gemer ket aon ; cred ebken hag e vezo saveteet. »

Ne lezas da heul anezhan nemet Per, Jakes ha Iann, breur Jakes. Pa zigouezjont en ti, Jesus a velas sonerien fleit hag eur foul trubuillet ; holl e lenvent hag ec’h hirvoudent. Jesus a lavaras d’ezho : « Perag e strafillit hag e vouelit ? Ar verc’h n’eo ket maro, mes cousket. » Hag an dud-se a rea goap anezhan abalamour ma c’houient oa maro. Mes Jesus, o veza casset an holl er meaz, a gemeras ganthan tad ha mamm ar plac’h yaouank hag an diskiblien hen heulie. Erruet el leac’h m’edo astennet ar plac’h yaouank, e kemeras he dorn hag e lavaras d’ezhi : « Talitha cumi ! » Ar pez a zinifi : « Plac’h yaouank, sao ! » Kerkent ene ar verc’h a zistroas ennhi, hag e savas, hag ec’h en em lakeas da vale. Jesus a c’hourc’hemennas rei boued d’ezhi. He c’herent a oue souezet bras, hag e kemennas stard d’ezho arabat lavaret ger da zen. Mes ar vrud a en em skignas dre ar vro-ze a bez.


————

DAOUZEGVET PENNAD
Pareans daou zen dall. Pareans unan mut kemeret gant an diaoul. Jesus a zistro da Nazareth hag a ra eun trede tro er Galilee. (S. Vaze, IX, 27-38 ; XIII, 54-58 ; S. Marc, VI, 1-6).
————


Evel Jesus a iea kuit ac’hano, daou zen dall a heulias anezhan en eur grial : « Mab David, bezit truez ouzomp ! » Pa en em gavas en ti, ar re zall a dosteas outhan. Jesus a lavaras d’ezho : « Credi a rit-hu e c’hellan ober an dra-ze evidhoc’h ? » — « Ia, Aotrou, emezho. » Neuze e touchas ouz ho daoulagad en eur lavaret : « Ra vezo great d’ehoc’h hervez ho feiz. » Hag ho daoulagad a zigoras d’ar sclerijen. Jesus a lavaras d’ezho gourdrouzus : « Diouallit na c’houezfe den. » Mes en eur vont kuit ec’h hadjont he vrud dre ar vro-ze a bez.

Goude m’oant diloc’het, e oue lakeat dirazhan eun den mut a ioa an diaoul ennhan.

Jesus a gassas kuit an diaoul, hag ar mut a barlantas. An dud a lavare gant estlamm : « Biscoaz n’eus guelet kement all en Israël. » Mes ar pharisianed a lavare : « Dre brins an diaoulou e cass kuit an diaoulou. » Ato ar memez drouc-comz heuzus. O veza pelleat ac’hano, ez eas d’he vamm-bro, heuliet gant he ziskiblien. Kelen a rea e synagog Nazareth, hag an dud a jome estlammet. Eun deiz Sabbat, calz deuz ar re her silaoue, souezet gant he gelennadurez, a lavare : « Euz a beleac’h e teu da heman kement all ? Petra eo ar furnez-se a zo roet d’ezhan ? Ha petra eo ar burzudou-ze a zo great ganthan ? Ha n’eo ket eur micherour, mab eur micherour ? Ha n’eo ket he vamm hanvet Mari ? He gendirvi, ha n’int ket Jakes ha Joseph, Simon ha Jud, bugale Mari Cleophas ? He ginitervezed, ha n’emaint ket holl en hon touez ? Euz a beleac’h ta e teu da heman kement all ? »

Eur mean-stok oa evitho. Steki a reant ouz izelded he c’hinivelez ha ne deuent ket d’ar feiz. Jesus a lavaras d’ezho : « Eur prophet n’eman eb enor nemet en he vro, en he di hag en he gerentiez. » Ne reas ket eno calz a vurzudou abalamour d’ho discredoni. Eun neubeut tud goan ebken a bareas en eur astenn varnho he zaouarn. Souezet oa gant ho speret difeiz.

Ha Jesus a ieas euz an eil kear ha keriaden d’eben evit kelen en ho zynagogou, embann kelou mad ar rouantelez ha parea peb clenved ha peb fallentez. O velet foul an dud, hen doa truez outho, abalamour ma ’z oant goasket hag en em lezet-holl evel denved ha n’ho doa ket a bastor. Neuze e lavaras d’he ziskiblien : « An eost evit guir a zo bras, mes al labourerien a zo neubeut anezho. Pedit eta mestr an eost ma casso labourerien en he eost. »


————

TRIZEGVET PENNAD
Cannadur ha kenteliou roet d’an ebestel (S. Vaze, X, 1, 5-42 ; XI, 1 ; S. Marc, VI, 7-13 ; S. Lucas, IX, 1-6).).
————


Jesus a c’halvas an daouzeg abostol hag a roas d’ezho galloud var an holl sperejou hudur evit cass kuit anezho, ha nerz da barea an holl glenvejou hag an holl fallenteziou. Goudeze e cassas anezho daou ha daou da brezeg rouantelez Doue ha da barea an dud clanv.

O cass an daouzeg, Jesas a roas d’ezho ar gemennadurez-man.


1 — Kenteliou evit an amzer neuze

« Na gerzit ket e bro ar baianed ha ne d-it ket e keariou ar Zamaritaned, mes it kentoc’h var zu an denved a zo collet euz ti Israel. Dre ma ’z eot, prezegit er giz-man : rouantelez an envou a zo tost. Pareit ar re glanv, digassit e buez ar re varo, purit ar re lor, cassit kuit an diaoulou : roit evit netra ar pez oc’h eus bet evit netra.

» N’ho pezet nag aour, nag arc’hant, na mouniz en ho couriz, na sac’h evit an hent, na bara, rag al labourer a virit he vevans. N’ho pezet na diou zae evit en em viska, na baz nemet oc’h red, na boutou, mes sandalennou. E kement kear pe geriaden ma ’z eot, goulennit piou an den a zoare ebarz, ha chomit en he di beteg ma ’z eot kuit. En eur vont en ti, saludit anezhan ha lavarit : peoc’h d’an ti-man. Ha ma ’z eo din an ti-ze, ho peoc’h a deuio varnhan : mes ma n’eo ket din, ho peoc’h a deuio varnhoc’h. Ma ne zigemerer ket ac’hanoc’h ha ne zilaouer ket ho comzou, it er meaz euz an ti-ze, pe ar gear-ze hag hejit ar boultren deuz ho treid e testeni en ho eneb. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, da zeiz ar varn e vezo great goassoc’h d’ar gear-ze eged da vro Sodom ha Gomorrh. »


2 — Kenteliou evit an amzer ma prezegint d’ar boblou

« Setu e cassan ac’hanoc’h evel denved e touez bleizi. Bezit eta eveziec evel aëred ha didroidel evel coulmed. Diouallit ouz an dud. Rag ober a reint d’ehoc’h mont dirag ho leziou-barnedigez, hag ho scourjeza a reint en ho zynagogou. Abalamour d’in-me e viot casset dirag pennou kear hag ar rouaned, evit beza testou va c’helennadurez dirazho ha dirag ar baïaned. Pa viot lakeat etre daouarn an dud, ne zonjit ket petra da lavaret na penaoz hel lavaret : d’an heur-ze e vezo lakeat en ho spered petra da lavaret : rag n’eo ket c’houi a gomz, mes Spered ho Tad a gomz ennhoc’h. Goulzgoude ar breur a gasso ar breur d’ar maro, hag an tad he vab ; ar vugale a en em zavo a eneb ho c’herent hag ho lakeio d’ar maro. C’houi a vezo cassaet gant an holl abalamour d’am hano. Mes an hini hen dezo dalc’het mad beteg ar fin a vezo salvet. Pa viot goall-gasset en eur gear, tec’hit da eun all. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’ho pezo ket peur-c’hreat keariou Israel, pa deuio Mab an den da zismantra Jerusalem ha da beurgass d’an traon rouantelez Israel. » [24]


3 — Kentelliou da brezegerien an aviel e peb amzer

« An diskibl n’eo ket dreist he vestr, nag ar servicher dreist he aotrou. Avoalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr ha d’ar servicher beza evel he aotrou. Ma ho deus hanvet an tad a famill Beelzebub, pegement muioc’h tud he di ? N’ho pezet ket aon razho. N’eus netra goloet em c’helennadurez ha ne dle beza discleriet ; netra cuzet ha ne dle beza anavezet. Ar pez a lavaran d’ehoc’h en denvalijen, lavarit er sclerijen ; ar pez a glevit en ho scouarn, prezegit var an toennou.

» N’ho pezet ket aon rag ar re a laz ar c’horf, mes ne c’hellont ket laza an ene : bezit aon kentoc’h rag Doue, an hini a c’hell coll ar c’horf hag an ene en ifern,

» Ha ne vez ket daou filip evit eur guenneg ? Goulzgoude unan anezho ne gouez ket d’an douar eb aotre ho Tad. Evidoc’h-c’houi, memez bleo ho penn a zo great an niver anezho holl. Bezit eta eb aon : c’houi a dal muioc’h eged meur a filip. Piou bennag am anzavo dirag an dud, me hen anzavo dirag va Zad a zo en envou ; mes piou bennag am nac’ho dirag an dud, me hen nac’ho dirag va Zad a zo en envou.

» Ne zonjit ket e ven deut da zigass ar peoc’h var an douar : n’oun ket deut da zigass ar peoc’h, mes ar c’hleze. Rag deut oun da lakaat an den a eneb he dad, hag ar verc’h a eneb he mamm, hag ar verc’h-gaër a eneb he mamm-gaër ; enebourien an den a zo evelse tud he di. Va diskibl a vezo cassaet memez gant tud he di. An hini a gar he dad pe he vamm muioc’h egedon n’eo ket din ac’hanon ; hag an hini a gar he vab pe he verc’h dreiston n’eo ket din ac’hanon ; hag an hini ne gemer ket he groaz ha n’am heul ket n’eo ket din ac’hanon. An hini a zaveteio he vuez er bed-man o tilezel ar feiz, he c’hollo er bed all ; hag an hini a gollo he vuez, abalamour d’in-me, he zaveteio. An neb ho tigemer am digemer ; hag an neb am digemer a zigemer an hini hen deus va c’hasset ! An neb a zigemer eur prophet, abalamour ma ’z eo eur prophet, hen dezo digoll eur prophet ; hag an neb a zigemer eun den just, abalamour ma’z eo eun den just, hen dezo digoll an den just ; hag an neb a ro da efa da unan deuz ar re vihan-ze, ha pa ne ve nemet eur verennad dour ien, abalamour ma ’z eo va diskibl, hen dezo he zigoll. »

P’han doa Jesus peur-roet he gentelliou d’an daouzeg abostol, ez eas kuit ac’hano evit kelen ha prezeg e keariou ar vro. An diskiblien ive a ieas dre ar c’heariou da brezeg ar binijen hag an aviel. Pellaat a reant calz diaoulou deuz corfou an dud, leda ’ reant oleo var galz tud clanv, evit merka a ziaraog sacramant an Nouen [25], hag e pareent anezho.


————

PEVARZEGVET PENNAD
Merzerenti S. Iann Vadezour
(S. Vaze XIV, 1-12 ; S. Marc. VI, 14-29 ; S. Lucas, IX, 7-9).
————


En amzer-ze ar roue Herodes a glevas hano deuz Jesus ha deuz kement a rea ; rag he vrud a ioa skignet. Nec’het oa, abalamour darn a lavare : « Iann Vadezour a zo savet a douez ar re varo ; » darn all : « Elias a zo en em ziscuezet ; » ha darn all : « Eur prophet, unan deuz ar re goz, a zo savet beo. » O clevet kement-se Herodes a lavaras da dud he balez : « Dibennet em eus Iann ; piou hennez ta a glevan hevehep traou anezhan ? Iann Vadezour eo, an hini am eus dibennet ; savet eo a douez ar re varo, ha setu perag e ra burzudou. » Hag e claske guelet Jesus.

E guirionez, Herodes hen doa casset tud da gemeret Iann, d’he jadenna ha d’he daoler er prison, abalamour da Herodiades, pried he vreur Philipp. Dimezet oa ganthi, ha Iann a lavare d’ezhan : « Pec’hed eo did caout pried da vreur. » Herodiades a stigne lassou da Iann hag a c’hoantea he laza ; mes ne c’helle ket. Rag Herodes a zouje anezhan, o c’houzout ez oa eun den just ha santel. Derc’hel a rea anezhan er prison, ober a rea calz traou var he c’her, hag he zilaou a rea a galon vad. Pa zavas c’hoant ganthan d’he lakaat d’ar maro, hen devoue aon rag ar bobl, rag an holl a gemere Iann evit eur prophet.

Pa deuas eun devez a zoare, Herodes, evit deiz bloaz he c’hinivelez, a roas eur goan d’ar brinsed, d’ar re genta deuz he offiserien ha da bennou-bras ar Galilee. Setu merc’h Herodiades a deuas e creiz ar zal hag a zansas. Plijout a reas da Herodes ha d’ar re a ioa ganthan ouz taol, ma lavaras ar roue d’ar plac’h yaouank : « Goulen diganen ar pez a giri, hag e roin d’id. » Memez e lavaras d’ezhi var he le : « Kement a c’houlenni a roin d’id, ha pa ve an anter deuz va rouantelez. »

Ar verc’h a ieas er meaz hag a lavaras d’he mamm : « Petra c’houlennin ? » — « Penn Iann Vadezour, eme hou-man. » Mont a reas difre da gaout ar roue hag e lavaras d’ezhan : « Me a c’hoanta e rofec’h d’in dioc’htu penn Iann Vadezour var eur plad. » Ar roue a oue glac’haret, mes abalamour d’he le ha d’an dud a ioa ouz he daol, ne falvezas ket ganthan ober displijadur d’ar plac’h yaouank hag e c’hourc’hemennas he rei d’ezhi. Cass a reas eta unan deuz he c’hoardou gant urz da zigass ar penn var eur plad. Heman a droc’has he benn da Iann er prison, he zigassas var eur plad hag he roas d’ar verc’h. Hi a roas anez-han d’he mamm.

Pa glevjont an dra-ze, diskiblien Iann a deuas, a gassas gantho ar c’horf hag he lakeas en eur bez. Goudeze e cassjont ar c’helou da Jesus.


————

PEMZEGVET PENNAD
Kenta cresk ar bara. Jesus a vale var ar mor (S. Vaze, XIV, 13-36 ; S. Marc, VI, 80-56 ; S. Lucas, IX 10-17 ; S. Iann, VI, 1-21).
————


Goude ma clevas Jesus ar c’helou-ze, an ebestel a zistroas d’he gaout hag a lavaras d’ezhan ar pez ho doa great ha desket d’an dud. Jesus a lavaras d’ezho : « Deuit a gostez en eul leac’h distro, ha discuizit eun neubeut. Evit guir, kement a dud a iea hag a deue ma n’ho doa ket amzer da zribi. Kemeret a reas eta an ebestel, pignat a reas gantho en eur vag, hag ec’h en em dennas en tu all da vor ar Galilee pe Tiberiad, en eul leac’h distro, hanvet Bethsaïda, er meaz euz ar Galilee.

Guelet a rejor anezho o vont kuit ha calz glevas ar c’helou. Eun niver bras a dud, o velet ar burzudou a rea var ar re glanv, a ziredas var droad euz an holl geariou hag a en em gavas eno en he raog. Pa ziskennas euz ar vag, Jesus a velas eur foul vras, hag e kemeras truez varnho abalamour ma ’z oant evel denved eb pastor. Digemeret a reas mad anezho, hag ec’h en em lakeas d’ho c’helen, da gomz divarbenn rouantelez Doue ha da barea kement hini hen doa ezom deuz he zicour.

Dioc’h ar pardaez e pignas var eur menez hag ec’h azezas eno gant he ziskiblien.

Hogen, Pask, gouel ar Jusevien, a ioa tost. Jesus, o veza savet he zaoulagad, a velas eur bobl bras o tont varzu ennhan. Neuze an daouzeg a dosteas outhan hag a lavaras : « Al leac’h-man a zo distro, ha divezad eo breman. Digoviit anezho, ma ’z eint er c’heriadennou hag en tiegeziou tosta da brena boued da zribi. » Jesus a respontas : « N’eo ket red d’ezho mont : roit hoc’h-unan d’ezho da zribi. » Hag e lavaras da Philipp : « E peleac’h e prenimp-ni bara, evit ma c’hellint dribi ? » Comz a rea evelse evit he amprou, rag hen a c’houie petra edo o vont da ober. « Deomp da brena evit daou-c’hant diner bara, nao ugent lur a respontas an diskiblien, ha ni ’ roio d’ezho da zribi. » — « Daou c’hant diner bara n’eo ket avoalc’h, eme Philipp, evit m’han dezo peb hini eun tammig. » Jesus a lavaras d’ezho : « Ped bara ho peus ? It ha guelit. » Ha p’ho doa gouezet, unan deuz an diskiblien, Andre, breur Simon-Per, a lavaras d’ezhan : « Bez’ zo eur paotr ama hag hen deus pemp bara heiz ha daou besk ; mes petra eo an dra-ze etre kement all a dud ? » Jesus a lavaras : « Digassit anezho d’in, ha grit d’an dud azeza dre vodad var al leton glaz. » Rag calz ieot a ioa el leac’h-ze. An ebestel a zentas hag a lakeas anezho da azeza dre rummad a gant hag a antercant.

Neuze Jesus a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, ho bennigas en eur zellet ouz an env, ho rannas hag a roas an tammou d’he ziskiblien evit ho lakaat dirag ar bobl. Holl e trebjont hag e torrjont ho naon. Pa ouent leiz, e lavaras d’he ziskiblien : « Destumit ar restadou, evit ne ’z eint ket da goll. » Destum a rejont anezho hag e cargjont daouzeg paner gant ar restadou a jomas varlerc’h ar pemp bara heiz, goude ma trebas an holl. Hogen, pemp mil den a zrebas, eb niveri ar merc’hed hag ar vugale.

Pa velas an dud-se ar burzud hen doa great Jesus, e lavarent : « Heman eo e guirionez ar prophet a dle dont er bed. » Jesus o c’houzout e tlient dont d’he gemeret ha d’he lakaat da roue, a reas d’he ziskiblien pignat er vag ha mont en he raog en tu all d’al lenn, da Vethsaïda ar Galilee, epad ma cassje kuit ar bobl. Ha p’hen doa casset kuit ar bobl, e tec’has he-unan er menez da bedi.

Dioc’h an noz eta an diskiblien a ziskennas d’ar mor, ha pignet er vag, e verdeent varzu Capharnaüm, eun tammig izeloc’h eged Bethsaïda, ha Jesus, chomet he-unan en douar, n’oa ket deut d’ho c’haout. An denvalijen a ioa couezet ; an avel a ioa eneb hag a c’houeze crenv ; ar mor a zave hag ar vag a ioa taolet ha distaolet gant an tarziou.

Var dro ar pedervet loden deuz an noz, etre teir heur ha c’huec’h heur dioc’h ar mintin, evel m’ho doa great pemp var ’n ugent pe dregont stad, pemp pe c’huec’h quart leo, Jesus, o velet anezho o rouenvi gant poan, a deuas d’ho c’haout en eur vale var ar mor.

Mennout a rea dibasseal anezho. Mes hi, pa veljont anezhan o vale var ar mor hag o tostaat ouz ar vag, a gemeras aon, hag en ho strafil e lavarent : « Eun teuz eo ! » Hag e taolent iouadennou a spont. Kerkent Jesus a gomzas outho hag a lavaras : « Bezit fizians ; me eo, na gemerit ket aon. » Per a respontas : « Aotrou, mar d-e c’houi eo, gourc’hemennit d’in mont d’ho caout var an dour. » — « Deus, emezhan. » Per a ziskennas euz ar vag hag a valeas var an dour evit mont da gaout Jesus. Mes o velet nerz an avel e crogas aon ennhan, hag e giz ma vouelede dija, e crias : « Aotrou, saveteit ac’hanon ! » Dioc’htu Jesus, oc’h astenn he zorn, a grogas ennhan, hag a lavaras d’ezhan : « Den a neubeut a feiz, perag e peus discredet ? »

An diskiblien a fellas d’ezho he gemeret er vag, ha pa bignas gant Per, an avel a davas hag ar vag a en em gavas kerkent en aod, el leac’h ma ’z eant. Bez’ ez oant calz muioc’h souezet, rag n’ho doa comprenet netra e burzud ar bara : ho c’halon a ioa dallet. Dont a rejont da stoui dirazhan en eur lavaret : « E guirionez, c’houi eo Mab Doue. »

Goude an treiz, ec’h errujont e Jenezareth hag e touarjont. Tud ar vro a anavezas Jesus ractal ma tiskenjont euz ar vag. Cass a rejont cannaded, hag ho-unan, o redet dre ar vro-ze a bez, e tigassent euz peb tu, var gueleou, el leac’h ma clevent edo Jesus, kement den a ioa goall-dalc’het. E peb leac’h ma ’z ea, en tiegeziou, er c’heriadennou, er c’heariou, e lakeant ar re glanv var ar plassennou hag e pedent anezhan m’ho lezje da douch ha pa ne ve nemet ouz frezilloun he viskamant. Kement hini a douche outhan a veze pareet.


————

C’HUEZEGVET PENNAD
Prezegen divarbenn ar bara a vuez (S. Iann, VI, 22-72 ; VII, 1).
————


Antronoz burzud ar bara, ar bobl a jome en tu all d’ar mor hen doa guelet n’oa bag ebed eno nemet unan, ha n’oa ket eat Jesus ennhi gant he ziskiblien, mes n’oa eat kuit nemet he ziskiblien. Bagou all a deuas euz Tiberiad beteg al leac’h ma trebjot ar bara burzudus goude m’han doa an Aotrou rentet grassou. Pa velas eta ar bobl n’edo ket Jesus eno, nag he ziskiblien, e pignjont er bagou hag e teujont da Gapharnaum da glask Jesus. Ha p’her c’havjont en tu all d’ar mor e lavarjont d’ezhan : « Mestr, pe vare oc’h deut ama ? » Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, c’houi a glask ac’hanon, n’e ket abalamour m’ho peus guelet burzudou, mes abalamour m’ho peus drebet deuz ar bara ha m’ho peus bet ho coualc’h. Labourit, n’e ket evit ar bevans a ia da goll, mes evit an hini a jom beteg ar vuez peurbadus hag a roio d’ehoc’h Mab an den. Rag Doue an Tad hen deus he verket gant he ziel, hen deus discuezet, dre vurzudou, ez eo he gannad er bed. » [26]

Hi a lavaras d’ezhan : « Petra ’ raimp evit ober labouriou Doue ? »

Jesus a respontas d’ezho : « Labour Doue a zo credi en Hini hen deus casset. » Hi a lavaras d’ezhan : « Pe vurzud a rit evit ma c’hellimp guelet, ha credi ennhoc’h ? Petra ’ rit ? Hon tadou ho deus drebet ar mann en dezert, hervez m’eo scrivet : eur bara deuz an env hen deus roet d’ezho da zribi. » Jesus a lavaras dezho : « Moyses n’en deus ket roet d’ehoc’h eur bara deuz an env, mes va Zad a ro d’ehoc’h eur bara guirion deuz an env. Rag bara Doue eo an Hini a zisken euz an env hag a ro ar vuez d’ar bed. »

Hi a lavaras d’ezhan : « Aotrou, roit d’eomp bepred ar bara-ze. » Jesus a lavaras d’ezho : « Me eo ar bara a vuez : e giz ar bara a ro d’ar c’horf buez vresk ha berr ar bed-man, me a ro d’an eneou a gred ennon buez guirion ar c’hras ha buez peurbadus ar c’hloar. [27] An hini a deu davedon n’hen dezo ket a naon, hag an hini a gred ennon n’en dezo morse a zec’hed. Mes lavaret em eus d’ehoc’h, va guelet ho peus oc’h ober burzudou ha ne gredit ket. Kement a ro d’in va Zad a deuio davedon, ha ne daolin ket er meaz euz rouantelez an env an hini a deu davedon poulzet gant he c’hras. Rag diskennet oun euz an env evit ober, n’e ket va ioul, mes ioul an Hini hen deus va c’hasset. Hogen, ioul an Tad hen deus va c’hasset eo ne gollin nicun deuz ar re hen deus roet d’in, mes ma savin anezhan beo d’an deiz diveza. Ioul va Zad hen deus va c’hasset eo m’han dezo ar vuez peurbadus an neb a vel ar Mab hag a gred ennhan, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. »

Ar Jusevien a c’hrosmole en he eneb, abalamour m’hen doa lavaret : « Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env ; » hag e lavarent : « Ha n’eo ket heman Jesus, mab Joseph, hon deus anavezet he dad hag he vamm ? Penaoz ta neuze e lavar : « Me a zo diskennet euz an env. »

Jesus a respontas d’ezho : « Na c’hrosmolit ket etrezhoc’h. Nicun ne c’hell dont davedon, ma n’eo ket sachet gant an Tad hen deus va c’hasset, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. Scrivet eo er bropheted : an holl a vezo kelennet gant Doue. Dont a rei eun amzer, ha deut eo breman, ma vezo sclerijennet peb unan gant gras Doue. Kement hini ho deus silaouet an Tad hag ho deus desket ganthan a deu davedon [28]. N’eo ket m’han defe unan bennag guelet an Tad, nemet an hini a zo euz Doue ; hennez hen deus guelet an Tad. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini a gred ennon hen deus ar vuez peurbadus. »

Jesus ne vag ket an eneou gant ar feiz ebken, mes ive gant he gorf hag he c’hoad, evel ma lavaras dioc’htu.

« Me eo ar bara a vuez. Ho tadou ho deus drebet ar mann en dezert, hag a zo maro. Setu ar bara a ziskenn euz an env evit ne varvo ket an hini a zreb anezhan. Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env. Ma treb unan bennag deuz ar bara-ze, e vevo da virviken. Hogen, ar bara a roin eo va c’horf evit buez ar bed. »

Ar Jusevien a zavas tabut etrezho, hag a lavare : « Penaoz e c’hell heman rei d’eomp he gorf da zribi ? »

Ma ho doa clevet fall, Jesus a dlie ho difazia ; mes ne ket, clevet ho doa mad, ha Jesus a bouez muioc’h-mui.

Jesus eta a lavaras d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : ma ne zrebit ket corf Mab an den ha ne efit ket he c’hoad, n’ho pezo ket ar vuez ennhoc’h. An neb a zreb va c’horf hag a ef va goad hen deus ar vuez peurbadus, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. Rag va c’horf a zo e guirionez eur bevans ha va goad a zo e guirionez eun efach. An neb a zreb va c’horf hag a ef va goad a jom ennon, ha me ennhan. Evel an Tad a zo beo hen deus va c’hasset, ha ma vevan dre an Tad a ro d’in a holl-viscoaz he natur Doue a zo ar vuez memez, evelse, an neb a zreb ac’hanon a vevo he-unan dreizon. Setu ar bara a zo diskennet euz an env. N’eo ket evel ar mann ho deus drebet ho tadou ha n’hen deus ket miret outho da vervel : an neb a zreb ar bara-man a vevo da virviken. »[29]

Lavaret a reas an holl draou-ze o kelen en eur synagog e Capharnam ; mes ne zisclerias ket pennaoz e roje he gorf da zribi hag he c’hoad da efa. Ar Jusevien a grede ez oa hano ganthan da zribi he gorf lakeat e tammou.

O clevet anezhan, calz deuz he ziskiblien a lavaras : « Ar gomz-man a zo calet, ha piou a c’hell clevet anezhi ? » Jesus, o c’houzout ennhan he-unan e c’hrosmole he ziskiblien divar benn an dra-ze, a lavaras d’ezho : « An dra-ze a voall-scuer ac’hanoc’h ? Ha ma velit Mab an den o pignat el leac’h m’edo araog ? Penaoz neuze e credot ? Ar spered eo a ro ar vuez : Ar Spered-Santel a reio d’ehoc’h clevet va c’homzou ha credi ennho evit caout ar vuez ; ar c’horf n’eo mad da netra : Skiant an den, a zo hanvet corf er Scritur, n’eo ket mad da gass ac’hanoc’h beteg ar virionez-se. Ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h a zo spered ha buez : C’houi a gred ez eus hano da zribi va c’horf lakeat e tammou ; en em fazia a rit : an traou a lavaran a zo dreist natur hag a ro ar vuez d’an ene. [30] Mes beza ’ zo en ho touez ha ne gredont ket.

Jesus a anaie azaleg ar penn-kenta piou ar re ne gredent ket ha piou a dlie he verza. Ha lavaret a rea : « Setu perag em eus lavaret d’ehoc’h ne c’hell nicun dont davedon ma n’eo ket roet d’ezhan gant va Zad. »

Azaleg neuze calz deuz he ziskiblien a ieas var ho c’hiz ha ne valeent ket mui ganthan. Jesus a lavaras eta d’an daouzeg : « Ha c’houi, fellout a ra d’ehoc’h ive mont kuit ? » Simon-Per a respontas d’ezhan : « Aotrou, da biou ez aimp-ni ? Beza ho peus comzou ar vuez peurbadus. Evidomp, ni hon deus credet hag anavezet ez oc’h ar C’hrist Mab Doue. » Jesus a respontas d’ezho : « Ha n’em eus ket ho tibabet ho taouzeg ? Goulzgoude unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. » Comz a rea deuz Judas Iscariot, mab Simon ; rag hennez a dlie he verza, evithan da veza unan deuz an daouzeg.

Goude kement-se Jesus a valee er Galilee. Ne felle ket d’ezhan mont er Judee, abalamour ar Jusevien a glaske he laza. Er blavez-se ne bignas ket da Jerusalem evit gouel Pask.


————
  1. Ar Jusevien a c’houie e labour Doue eb ehan. « Evel an tan a zev hag an erc’h a zo ien, evelse Doue a labour, eme unan anezho. » — Philon, Legis allegoria, I, 3.
  2. S. Cyryl, ap. Fillion in Jo. V, 19.
  3. S. Iann Chrysostom ha S. Augustin, ap. Fillion in Jo. ibid I. 21.
  4. Cf. Daniel, VII, 13.
  5. Deuteronom. XXIII, 25.
  6. Daouzeg bara a veze ato kinniget da Zoue el Leac’h-Santel, var eun daol aour, e hano daouzeg rumm dud Israel.
  7. S. Cyprian, ap. Fillion. in Mat. V, 3.
  8. S. Jerom, ap. Fillion, ibid. 4.
  9. Fillion, in Mat. V, 22.
  10. Conc, Trid. sess. XXIV, Can., 7.
  11. Bossuet, méditations sur l’Evangile, 17° jour.
  12. An hent stris eo gourc’hemennou Doue ; an hent ledan eo ar ioulou direiz, (S. Aug. ap. Allioli, in Mat. Vll, 14)
  13. Ar re-ze ho dezo bet grassou evit silvidigez ar re all ; mes n’ho dezo ket heuliet lezen Doue evit en em zavetei ho-unan. Doue n’ho anavezo ket evit he re.
  14. Iann Chrysostom, Hom, XXXVI, in Mat.
  15. Iann Vadezour n’eo ket eur penn-scanv, a dro hag a zistro evel eur gorzen ejet gant an avel. (S. Iann Chrys. Hom. XXXVII, in Mat.)
  16. Baunard, évangile du pauvre, p. 151.
  17. Corn. a lap. in Mat. XI, 10.
  18. Jesus a veul he Dad deuz he justis e kenver an doctored aheurtet ha deuz he vadelez e kenver an dud humbl. (Fillion, in Mat. XI, 25.)
  19. Lod euz kerent Jesus ne gredent ket ennhan, a lavar S. Iann, VI, 5.
  20. Me am eus plantet, a lavare S. Paol, divar benn ar feiz a gassas da baïaned Corinth, Apollo hen deus douret, mes Doue hen deus roet ar c’hresk. 1 Cor. III, 6.
  21. Cf. S. Jerom, ap. Fillion, in Mat. XIII, 32.
  22. S. Jer. ha S. Aug., ap. Allioli, in Mat. XIII, 52.
  23. An drouc-sperejou a vezo bourrevet goassoc’h goude ar varn, hervez ma lavar S. Per, II Petr. 11, 4.
  24. Fillion, in Mat. X, 23.
  25. Conc. Trid. sess. XIV, de sacr. Extr. Onct. C. I.
  26. Fillion, in Jo. VI, 27.
  27. S. Cyrill, ap. Allioli, in Jo, VI, 35
  28. An den a c’hell chom eb silaou mouez ar c’hras. E giz ma lavar S. Bernard : den n’eo salvet en desped d’ezhan.
  29. N’eo ket red d’an dud fidel efa goad J.-C. dindan spes guin, avoalc’h eo d’ezho dribi he gorf dindan spes ar bara evit beva da virviken. — Conc. Trid.
  30. S. Iann Chrys. ap. Crampon, S. Jean, VI, 64.