Pevar Aviel/Eur ger araog
Moullerez ar "C’hourrier", 1904 (p. xiv)
EUR GER ARAOG
(S. Lucas, I, 1-4.)
————
Calz tud ho deus clasket lakaat en urz histor
an traou a zo bet great en hon touez, en eur
heul ar pez ho deus lavaret d’eomp ar re ho
deus guelet anezho azaleg ar penn kenta hag
a zo bet carget d’ho frezeg.
Me ive, goude beza en em sclerijennet piz var beb tra azaleg ar penn kenta, em eus cavet mad ho scriva d’id en urz, o den mad Theophil, evit ma teui da anaout ez eo guir ar gelennadurez a peus recevet.
————