Pevar Aviel/Eur ger bennag divarbenn an Aviel

Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. vii-xiii)




Eur ger bennag divarbenn an Aviel


――――――――


1 — Pe vare eo bet scrivet an Aviel ?

Ar ger Aviel a zinifi kelou mad. Evit guir, donedigez Mab Doue evit savetei ar bed eo ar guella kelou a c’helle an dud da glevet.

Hor Zalver ne scrivas he-unan netra ebed. Mes neubeut bloaveziou goude ma pignas en envou, ar pevar avieler a lakeas dre scrid ar peb brassa deuz he vuez hag ar voeden deuz he gelennadurez.

Calz scrivagnerien coz a zo hano gantho deuz levriou an Aviel. Darn anezho a veve gant an ebestel, evel S. Clement, pab († 97), S. Ignas, eskob Antioch († 107), S. Polycarp, eskob Smyrn († 155) ha Papias, eskob Hierapolis er Phryjii (120). Darn all a veve e penn kenta an eil cantved gant diskiblien an ebestel, evel S. Justin († 166) ha S. Irenee, eskob Lyon (120-202).

Anter-cant vloaz goude maro an abostol S. Iann, ar pevar Avel a ioa distroet e latin hag e iez ar Syrii [1]. E penn diveza an eil cantved, Clement, beleg Alexandrii († 217), ha Tertullian, beleg Carthaj (145-230), a zisplege anezho dirag ar baïaned.

N’eo ket ebken ar scrivagnerien catholik, mes ive ar scrivagnerien heretik, evel Basilid (120), Valentin (140), Marcion (150), a ziscuez sclear oa skignet ar pevar Aviel er bed christen kerkent hag an eil cantved hag ez oant bet scrivet e amzer an ebestel.

2 — Gant piou eo bet scrivet ar pevar Aviel ?

Hervez ar scridou coz ha creden an Iliz azaleg ar penn kenta, ar pevar Aviel a zo bet great gant S. Vaze, S. Marc, S. Lucas ha S. Iann.

S. Vaze a ioa unan deuz an daouzeg abostol. Scriva ’ reas he Aviel evit ar Jusevien hag en ho iez, deg vloaz bennag goude maro Hor Zalver. Discuez a ra dreist-holl ez eo Jesus ar C’hrist a c’hortozet euz ouenn ar roue David, hervez ar bropheted.

S. Marc a ioa ginidic euz ar Judee hag unan deuz diskiblien S. Per. Var dro pemzeg vloaz goude maro Hor Zalver e scrivas he Aviel evit ar Romened, en eur verraat hini S. Vaze. He Aviel a zo bet hanvet Aviel Per, abalamour ma scrivas anezhan dindan daoulagad an abostol-ze. Discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Mab Doue.

S. Lucas a ioa diskibl da Z. Paul. Pemp bloaz warn ’n ugent bennag goude ma pignas Hor Zalver en env, ec’h en em lakeas da scriva he Aviel. Evel n’oa ket ginidic euz ar Judee ha ne heulias ket Jesus, e reas eun enclask piz, egiz ma lavar, etouez an ebestel hag an holl dud ho doa bevet gant Hor Zalver. He Aviel a zo bet hanvet aviel Paul, abalamour ma oue aotreet gant an abostol-ze. Scriva ’ reas evit tud ar Greç ha discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Salver ar bed.

S. Iann a ioa unan deuz an daouzeg abostol. Var dro ar bloaz 100 e scrivas he aviel evit cass da netra lavariou heretiked a zave en amzer-ze. Scriva ’ reas evit an dud a ioa ginidic a douez ar baïaned ha discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Mab unic Doue hag ez eo deut er bed evit beza sclerijen, santelez, buez ha resurrection an holl dud.

3 — Guirionez an Aviel

An Avielerien ho deus eta bevet gant Jesus-Christ he-unan pe gant an ebestel. Abalamour da ze ho deus gellet anaout mad ar pez a lenner en ho scridou.

Hogen, anat eo d’an holl n’ho deus scrivet nemet an traou ho doa guelet ha clevet. Rag, evitho da scriva peb hini hervez he c'hiz hag he demps spered, da lavaret meur a dra ne lavar ket ar re all pe da zisplega muioc'h ar pez a lavar ar re all, morse n'eo digouezet gantho mont an eil eneb egile en ho doare da ziscuez Jesus-Christ hag he gelennadurez. N’eus ken nemet ar virionez hag a c'helle miret outho da en em zislavaret.

Ma n’ho dije ket lavaret ar virionez, ar Jusevien, ho enebourien touet, a vije bet mall gantho discuez ho dislealded, p’e guir ec’h anaient eveldho ar pez hen doa great ha lavaret Jesus a Nazareth. Biscoaz goulzgoude n’ho deus nac’het hen doa Jesus discleriet ez oa Mab Doue hag hen doa great burzudou bras epad he vuez. Pell dioc’h eno. Unan deuz ho scrivagnerien, hanvet Joseph, hag a ioa ganet tri bloaz goude maro Hor Zalver (37-96), a verk en he scridou hen deus Jesus great ar miraclou ar souezussa, e varvas var ar groaz e amzer Pons-Pilat hag ec’h en em ziscuezas beo a benn tri devez.

Ne c’heller ket compren kenneubeut e vije eat an avielerien da douelli an dud. Rag petra dlie dont varlerc’h eun hevelep touellerez ? Netra nemet dismegans ha cassoni ar bed, eur goall-vuez hag ar maro. Hag evit guir, holl int bet iskinet ha lod anezho ho deus gouzanvet ar verzerenti abalamour d’an Aviel. Eun niver bras a dud, hag a ioa bet testou eveldho deuz buez Jesns-Christ pe ho doa bevet gant an testou, a scuillas ive ho goad gantho evit rei testeni da virionez an Aviel.

4 — An Aviel a zo deut beteg ennomp evel m’eo bet scrivet gant an Avielerien

Kement tra a gaver er scridou coz, memes e re an heretiked, hag a zo tennet euz an Aviel, a zo henvel ouz ar pez a lenner hirio ebarz. E kement iez ma ’z eo bet troet an Aviel azaleg ar penn kenta e chom ato henvel outhan he-unan, ger evit ger a c’heller da lavaret. Chench an disterra tra en Aviel a zo bet ato difennet ouz ar gristenien.

Setu perag, goude ne vije bet an Aviel nemet eul levr great gant an dud egiz ar re all, ar baianed a dle credi ennhan, pe ne c’heller credi e den ebed nag e levr ebed.

5 — Ar Spered-Santel hen deus sicouret an Avielerien da scriva

An Avielerien a zo bet douget gant Doue da scriva ha sclerijennet ganthan var ar pez a dlient lakaat en ho scridou. « Ar Spered-Santel, a lavar Leon XIII, hen deus douget an dud-se da scriva, ha pa scrivent, hen deus sicouret anezho gant eur c’hras dreist-naturel, en hevelep doare ma ho deus clevet mad, ha discleriet gant guirionez, ha merket eün ha difazi kement a felle da Zoue ha netra nemet ar pez a felle da Zoue lakaat anezho da lavaret. » [2] An Aviel eta a zo bet great gant Doue dre zaouarn an Avielerien. Discuez a c’heller e meur a c’hiz ez oa deread bras e vije cuzuliet ha sclerijennet an Avielerien gant ar Spered-Santel. Goulzgoude n’eus ken nemet an Iliz hag a c’hell deski d’eomp mad avoalc’h ez eo an Aviel great gant Doue en doare m’am eus lavaret. Hogen, discleriet he deus ar virionez-se ouspenn eur vech, ha dreist-holl e Concil ar Vatican (1870).

6 — Holl guirioneziou ar Feiz n’emaint ket en Aviel

Epad deg vloaz da neubeuta an Iliz he deus bevet eb Aviel, ha memez he dije gellet beva ato eb Aviel. Kelennadurez an Iliz a zo avoalc’h evit digass beteg ennomp guirioneziou ar feiz. Abalamour da ze, holl gomzou Hor Zalver hag an holl guirioneziou a zo bet desket d’an ebestel gant ar Spered-Santel n’int ket bet scrivet. An ebestel ho-unan a lavar ne gaver ket en ho scridou kement a zell ouz ar feiz hag ouz ar vuez christen (2 Thess. II, 14 ; 2 Tim. II, 2 ; 3 Joan. 12-13), mes e ranker ive taoler evez ouz ho frezegennou. Tadou pevar genta cantved an Iliz a lavar gant eur vouez ez eus meur a greden n’int deut beteg ennho nemet a rumm da rumm dre gelennadurez an Iliz.

7 — Ar pevar Aviel lakeat en unan

Azaleg Tatian e penn kenta an Iliz (160) beteg hirio ar gristenien ho deus ato clasket lakaat ar pevar Aviel en unan, abalamour d’ezho da velet gant eun taol lagad kement a zo scrivet ennho divarbenn Hor Zalver hag he gelennadurez. D’am gouiziegez, n’oa levr ebed c’hoaz e brezoneg ha ne roje buez Jesus-Christ nemet gant geriou an Aviel. Setu perag em eus sonjet lakaat ar pevar Aviel en unan, en doare an neubeuta dibarfet ma c’hellen hag oc’h en em harpa peurvuia var zynopsis an A. Filion, beleg S. Sulpis. P’am eus lavaret eun dra bennag ac’hanon va-unan evit scleraat an Aviel, em eus ato lakeat va c’homzou e lizerennou dishenvel evit ma c'houezo peb unan n’emaint ket er Scritur Sacr. Oc’h ober al labour-man n’em eus bet ken c’hoant nemet sicour ar Vretoned, va breudeur, da « anaout guirionez ar gelennadurez ho deus bet » digant hor Mamm Zantel an Iliz, egiz ma lavar S. Lucas e penn kenta he Aviel. Ouz hor Mamm Zantel an Iliz ive e fell d’in senti bepred e peb barnedigez a c’hell dougen divarbenn al levr-man. Ma cav mad anezhan, me ’ gavo mad anezhan ; ma cav fall anezhan, me ’ gavo fall anezhan.

————
  1. Bacuez et Vigouroux. Manuel biblique, tome III, page 67. An darn vuia euz ar pez a zo merket ama divar benn an Aviel a zo tennet divar al levr-se.
  2. Encycl. Providentissimus Deus.