Pevar Aviel/Trede loden/Kenta rann
(S. Vaze, XXI, 1-11 ; S. Marc, XI, 1-11 ; S, Lucas, XIX, 29-44 ; S. Iann, XII, 12-19.)
Antronoz, egiz ma tosteant ouz Jerusalem
ha ma ’z oant digouezet e Bethphage, tost da Vethanii, var ar menez Olived, Jesus a
gassas daou deuz he ziskiblien en eur lavaret
d’ezho : « It d’an tiegez a zo dirazhoc’h,
ha kerkent ma c’h-erruot, e cavot stag eun
azenez hag he azen yaouank n’eus pignet c’hoaz
den ebed varnhan : distagit ha digassit anezho
d’in. Ma lavar unan bennag d’ehoc’h : « Petra
’ rit ? Perag e tistagit ar re-ze ? » Respontit :
« An Aotrou hen deus ezom anezho », ha dioc’h-tu
e lezo anezho da vont. »
Tud ar gefridi a ieas, hag e cavjont, evel ma lavaras d’ezho, an azen yaouank stag er meaz dirag an or, etre daou hent. Epad ma tistagent anezhan, he vistri a ioa eno a lavaras d’ezho : « Perag e tistagit hennez ? » Hi a respontas evel m’hen doa Jesus gourc’hemennet d’ezho : « Abalamour an Aotrou hen deus ezom anezhan. » Neuze e oue lezet gantho.
Digass a rejont da Jesus an azenez hag an azen yaouank, ha goude beza goloet anezho gant ho dillad, e lakejont Jesus da azeza var an azen.
An holl draou-ze a oue great evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet evelhen : « Lavarit da verc’h Sion, da Jerusalem : n’as pez ket aon : setu da roue o tont davedot leun a zousder, azezet var eun azenez ha var azen yaouank an hini a zoug ar ieo. » An diskiblien ne gomprenjont ket an dra-ze dioc’htu ; mes pa ’z eas Jesus en he c’hloar, neuze e teuas da zonj d’ezho oa scrivet an traou-ze divar he benn hag ho doa great anezho en he genver.
Ar foul vras a ioa deut evit ar gouel, pa glevas e teue Jesus da Jerusalem, a gemeras bodou palmez hag a ieas d’he ziambroug. Calz a lede ho dillad var an hent ; lod a droc’he scourrou guez hag ho zaole var an hent.
Pa dostea dija ouz disken ar menez Olived, holl foul he ziskiblien a en em lakeas laouen da veuli Doue a vouez huel divarbenn an holl burzudou ho doa guelet. An dud a ioa ganthan, pa c’halvas Lazar euz ar bez ha p’he zavas a douez ar re varo, a roe testeni d’ezhan. Eur maread-tud a deuas eta d’he ziambroug, abalamour m’ho doa clevet hen doa great ar burzud-ze. An dud a ioa er penn araog, kercoulz hag ar re a deue varlerc’h, a ioue en eur lavaret : « Hosanna da vab David ! Benniget roue Israel, an hini a deu en hano an Aotrou ! Benniget donedigez ren David, hon tad ! Hosanna ! Peoc’h en env ! Gloar e bar an envou ! »
Lod deuz ar Pharisianed, mesket gant ar bobl, a lavaras d’ezhan : « Mestr, grit d’ho tiskiblien tevel. » Jesus a respontas d’ezho : « Me a lavar d’ehoc’h, ma tav ar re-man, ar vein a iouo. »
Pa oue tost da gear, e vouelas varnhi ouz he guelet hag e lavaras : « Ma pije anavezet, te ive, memez d’an deiz-man a zo roet did ar pez a c’hell rei d’id ar peoc’h ! Mes cuzet eo breman ouz da zaoulagad. Dont a rei deveziou varnot ma cleuzo da enebourien tro var dro d’id, ma kelc’hint ac’hanot, ma voaskint ac’hanot a beb tu, ma tiscarint ac’hanot d’an douar gant da vugale a zo en da greiz, ma ne lezint ket ennot mean var vean, abalamour n’e peus ket anavezet amzer bizit an Aotrou. »
Pa z eas Jesus e Jerusalem, kear holl a oue er strafill [1]. Goulen a reat : « Piou hennez ? » Hag ar bobl a lavare : « Hennez eo Jesus, prophet Nazareth er Galilee. »
Jesus a ieas en templ, ha goude beza taolet evez var beb tra, evel ma coueze ar pardaez, ez eas da Vethanii gant an daouzeg.
Ar Pharisianed a lavaras an eil d’egile : « Guelet a rit ? Ne c’hounezomp netra : setu ar bed holl a ia var he lerc’h. »
(S. Vaze, XXI, 12-27 ; S. Marc, XI, 12-33 ; S. Lucas, XIX, 45-48 ; XX, 1-8 ; S. Iann, XII, 20-36).
Antronoz vintin, d’al lun zantel, pa zistroe
e kear deuz Bethanii, hen devoa naon. O veza
guelet a ziabell, var lez an hent, eur vezen fiez
a zouge delliou, e tosteas outhi en esper
caout ennhi eun dra bennag. Ar fiez a zareve
er goanv a jome er guez beteg an nevez
amzer. Pa erruas beteg ennhi, ne gavas netra
nemet delliou ebken, rag n’edo ket mare
ar fiez. Jesus a zavas he vouez da lavaret
d’ezhi : « Ra ne zavo biken mui frouezen ebed
varnot ; ra ne zrebo den ebed morse deuz da
frouez ! » He ziskiblien her silaoue. Kerkent ar
vezen fiez a zizec’has. Ar vezen-ze a ioa eur
skeud deuz ar bobl Juseo ne zouge ket frouez
a zilvidigez : Doue a skoio anezhan. [2]
Digouezout a rejont e Jerusalem. Jesus a ieas en templ hag a en em lakeas da daoler er meaz an dud a verze hag a brene en templ. Discar a reas taoliou an drokerien mouniz ha cadoriou ar guerzerien coulmed, ha ne c’houzanve ket e vije douget eur benveg bennag a dreuz an templ. Kelen a rea en eur lavaret d’ezho : « Ha n’eo ket scrivet : « Va zi a zo eun ti a beden hag e vezo hanvet evelse gant an holl boblou, » ha c’houi ho peus great anezhan eun toull laëron ! »
Neuze tud dall ha tud camm a dosteas outhan en templ, hag e pareas anezho. Bemdez e kelenne en templ.
Prinsed ar veleien hag an doctored, o velet ar burzudou a reas hag ar vugale a grie en templ : « Hosanna da vab David ! » a ieas droug ennho hag a lavaras d’ezhan : « Clevet a rit ar pez a lavaront ? » — « A dra zur, a lavaras Jesus d’ezho. N’ho peus ket lennet : « Euz ginou ar vugale hag ar re a zo ouz bronn ho mamm ho peus bet, o Doue, ar guella meuleudi. »
Ouz he glevet, prinsed ar veleien, an doctored ha pennou bras ar bobl a glaske penaoz he goll ha ne gavent ket petra da ober d’ezhan : aon ho doa razhan, abalamour ar bobl holl a ioa a zispill evit he zilaou hag a estlamme var he gelennadurez.
Bez’ ez oa divroidi etouez ar re a ioa pignet evit adori da zeiz ar gouel. Ar re-ze a ieas eta da gaout Philipp, a ioa deuz Bethsaïda er Galilee, hag a bede anezhan en eur lavaret : « Aotrou, ni a c’hoanta guelet Jesus. » Philipp a deuas hag a lavaras da Andre ; Andre, d’he dro, ha Philipp a lavaras da Jesus.
Jesus eta a respontas hag a lavaras d’ezho : « Setu deut an heur ma tle Mab an den beza glorifiet. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunen viniz a gouez var an douar, e chom he-unan ; mes ma varv e ro calz frouez. An hini a gar he vuez he c’hollo ; hag an hini a gassaa he vuez er bed-man a vir anezhi evit ar vuez peurbadus. Ra deuio var va lerc’h an hini a zo va jervicher, hag el leac’h m’emaon va jervicher a vezo ive. An neb a vezo bet va jervicher a vezo enoret gant va Zad.
» Breman va ene a zo trubuillet. Ha petra ’ lavarin ? Tad saveteit ac’hanon euz an heur-ze. (Heur ar bassion a zo spontus evit an natur den hen deus kemeret Mab Doue. Evelato, plega ’ra, ha Jesus a lavar dioc’htu) : mes evit an heur-ze ez oun deut. Tad, roit gloar d’hoc’h hano. »
Eur vouez a deuas neuze euz an env : « Roet em eus gloar, hag adarre e roin, emezhi. » Ar bobl, en he za o silaou, a lavare : « Eun tarz curun eo. » Lod all a lavare : « Eun eal hen deus comzet outhan. » Jesus a respontas : « N’eo ket abalamour d’in-me ez eo deut ar vouez-se, mes abalamour d’ehoc’h-c’houi. Breman ema barnedigez ar bed ; breman prins ar bed a vezo taolet er meaz. Ha me, pa vezin savet dioc’h an douar, a denno peb tra davedon. »
Lavaret a rea an dra-ze evit merka dre be varo e tlie mervel.
Ar bobl a respontas d’ezhan : « Ni hon deus clevet gant al lezen e chom ar C’hrist bepred : penaoz ta e lavarit : « Red eo e ve savet Mab an den ouz ar groaz ? Piou hennez, Mab an den ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Ar sclerijen a zo c’hoaz en ho touez evit eun neubeut amzer. Kerzit eta epad m’ho peus ar sclerijen evit na viot ket kemeret gant an denvalijen : an hini a gerz en denvalijen ne c’hoar ket da beleac’h ez a. Epad m’ho peus ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. »
Goude beza lavaret an traou-ze, Jesus a ieas kuit hag a en em dennas dioutho. Evel m’oa deut ar pardaez, e scoas etrezeg Bethanii hag e chomas eno.
Antronoz vintin, d’ar meurz santel, an diskiblien, pa dremenent, a velas gant estlamm ar vezen fiez dizec’het azaleg he griziou. Per, deut sonj d’ezhan, a lavaras : « Mestr, setu eo dizec’het ar vezen ho peus milliget. » « Penaoz-ta, eme an diskiblien, eo dizec’het dioc’htu ? »
Jesus a lavaras d’ezho : « Bezit feiz e Doue. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ho pije feiz, eb discredi en ho calon, e rafec’h kement all da eur vezen fiez, ha memez an hini a lavarfe d’ar menez-man : « Tec’h hag en em strink er mor, » gant fizians e tigouezo kement hen dezo lavaret, he lavar a vezo great. Setu perag e lavaran d’ehoc’h : kement tra a c’houlennit en ho pedennou, credit e recevot, hag e tigouezo ganehoc’h. Ha pa viot en ho sa evit pedi, ma ho peuz eun dra bennag a eneb eun den, pardonit, evit ma teuio ho Tad pehini ’ zo en env da bardoni d’ehoc’h ho pec’hejou. Ma ne bardonit ket, nag ho Tad pehini ’ zo en env ne bardono d’eoc’h ho pec’hejou. »
Hag e teujont adarre da Jerusalem. Epad ma valee en templ en eur gelen ar bobl var an aviel, prinsed ar veleien, an doctored ha pennou bras ar bobl a en em zestumas hag a deuas d’he gaout en eur lavaret d’ezhan : « Gant pe seurt galloud e rit-hu an traou-ze, ha piou hen deus roet anezhi d’ehoc’h ? »
Jesus a zavas he vouez da lavaret d’ezho : « Me a c’houlenno eur ger diganehoc’h : respontit d’in, ha me ’ lavaro d’ehoc’h gant pe seurt galloud e ran an traou-ze. Badiziant Iann euz a beleac’h oa, euz an env pe euz an dud ? Respontit d’in. »
Mes hi a zonje ennho ho-unan en eur lavaret : « Ma respontomp : « Euz an env », e lavaro d’eomp : « Perag ta neuze n’ho peus ket credet ennhan ? » Ha ma respontomp : « Euz an dud », hon deus ar bobl da zouja, rag an holl a labezo ac’hanomp, sur evel ma ’z int ez oa Iann eur prophet. » Respont a rejont eta da Jesus : « Ne c’houzomp ket. »
Jesus a lavaras d’ezho : « Na me, ne lavarin ket d’ehoc’h gant pe seurt galloud e ran an traou-ze. »
« Petra ’ gav d’ehoc’h ? Eun den hen doa daou vab, hag o tostaat ouz ar c’henta, e lavaras : « Va mab, kea hirio da labourat em guiniec. » — « Ne fell ket d’in, emezhan. » Mes goudeze, savet keuz ganthan, ez eas. O veza eat da gaout egile, e lavaras d’ezhan ar memez tra. — « Mont a ran, aotrou, » a respontas hen, ha ne d-eas ket.
« Piou deuz an daou-ze a reas ioul he dad ? » — « Ar c’henta, emezho. » Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h ar Publicaned hag ar merc’hed fall a vezo en ho raog e rouantelez Doue. Rag Iann a zo deut d’ho caout dre hent ar justis, ha n’ho peus ket credet ennhan ; ar Publicaned avad hag ar merc’hed fall ho deus credet ennhan. Testou oc’h bet, ha goudeze n’ho peus ket bet a geuz evit credi ennhan. »
Hag ec’h en em lakeas da brezeg e parabolennou. « Silaouit eur barabolen all : eur penn-tiegez a blantas eur viniec, a gaeas tro var dro d’ezhi, a gleuzas ennhi eur voaskel, a zavas eun tour, a fermas anezhi da vinierien a ieas da eur vro bell evit calz amzer. Pa dosteas mare ar frouez e cassas unan deuz he vevellou daved ar vinierien evit caout digantho frouez ar viniec. Mes ar re-man a grogas ennhan, a scoas ganthan hag her c’hassas kuit, he zaouarn goullou. Cass a reas davedho eur mevel all, mes hi her gloazas en he benn, her goloas a zismegans hag her c’hassas kuit, he zaouarn goullou. Cass a reas eun trede mevel, hag e oue lazet gantho ; ha calz re all c’hoaz, hag e ouent skoet gantho, ha labezet, ha lakeat d’ar maro.
Mestr ar viniec a lavaras : « Petra ’ rin ? Me a gasso va mab unic ha muia caret. » Cass a reas anezhan da ziveza en eur lavaret « Martreze e toujint ouz he velet. »
O velet ar mab, ar verourien a lavaras ennho ho-unan : « An heritour eo, deuit, lazomp anezhan, hag an heritach a vezo d’eomp. » Hag o veza croget ennhan, hen taoljont er meaz euz ar viniec hag hel lakejont d’ar maro.
Pa deuio mestr ar viniec, petra ’ reio d’ar vinierien-ze ? » Ar Jusevien a lavaras : « Eur maro fall a roio d’an dud fall-se ; he viniec a fermo da labourerien all hag a roio d’ezhan frouez d’ar mare. »
Ia, eme Jesus, dont a rei ar mestr, hag e lakei ar verourien d’ar maro, hag e roio ar viniec da re all. » O clevet an dra-ze, lod a lavaras : « Doue ra viro ! » Comprenet ho doa ar barabolen : perc’hen ar viniec eo Doue ; ar viniec eo pobl Israel ; ar jervicherien a gassas davedhan eo ar bropheted ; lazet int bet, evel Iann Vadezour en amzeriou diveza ; Doue a gass d’ar fin he Vab unic da gaout he bobl, hag ez eo taolet er meaz euz ar synagogou ha bremaïc e vezo lakeat d’ar maro. Neuze pobl Israel a vezo discaret, hag eur bobl nevez, great deuz holl ouenn an dud, a gemero he blas. « Doue ra viro ! » eme ar Jusevien. Jesus o sellet outho a lavaras : « Ha n’ho peus ket lennet an dra-man er Scritur : « Ar mean a zo bet distaolet gant an dud a zave an ti, Mab an den distaolet gant ar Jusevien, a zo deut da veza ar mean-corn. [3] An dra-ze eo labour an Aotrou, hag ez eo burzudus dirag hon daoulagad. » Setu perag e lavaran d’ehoc’h : rouantelez Doue a vezo lamet diganehoc’h hag a vezo roet da eur bobl a rei dezhi dougen he frouez. Hag an neb a gouezo var ar mean-ze a vezo brevet, hag an neb ma couezo varnhan a vezo flastret. »
Pa glevas prinsed ar veleien, ar Pharisianed hag an doctored he barabolennou, ec’h anavezjont e comze divar ho fenn. Clask a reant d’an heur-ze lakaat ho daouarn varnhan, mes aon ho doa rag ar bobl, abalamour ma kemere anezhan evit eur prophet. O veza lezet anezhan, ez ajont kuit.
Jesus a brezegas adarre e parabolennou hag a lavaras : « Rouantelez an env a zo henvel ouz eur roue hag a reas eur banked evit eured he vab. Cass a reas he jervicherien evit gervel d’an eured an dud a ioa pedet, mes ne felle ket d’ezho dont. Servicherien all a gassas adarre en eur lavaret : « Lavarit d’an dud a zo pedet : setu em eus aozet va lein ; va c’holeou hag ar chatal lard a zo lazet ; peb tra a zo pourchasset : deuit d’an eured. » Mes ne rejont van ebed, hag ez ajont, unan d’he verouri, eun all d’he gemverz. Ar re all a grogas en he jervicherien, ho goloas a zismegans hag ho lakeas d’ar maro.
Pa glevaz ar c’helou-ze, ar roue, droug ennhan, a gassas he zoudarded, a lazas ar vuntrerien-ze hag a zevas ho c’hear. Neuze e lavaras d’he jervicherien : « Ar banked a zo pourchasset, mes ar re a ioa pedet n’oant ket din da zont. It eta e penn an henchou ha pedit d’an eured kement hini a gavot. » He jervicherien a ieas var an henchou hag a zestumas kement hini a gavjont, mad ha fall : sal an eured a oue carget a leinerien.
Ar roue a ieas ennhi da velet an dud a ioa ouz taol, hag e velas eno eun den ha n’oa ket guisket gant ar zae eured roet d’ezhan gant ar roue, hervez giz ar zao-heol. Hag e lavaras d’ezhan : « Mignon, penaoz out deut ama, eb ar zae eured ? » An den-ze ne lavaras netra. Neuze ar roue a lavaras d’he jervicherien : « Liammit d’ezhan he dreid hag he zaouarn ha taolit anezhan e tenvelijen an dianveaz : eno e vezo lenv ha scrign dent.
» Rag calz a zo galvet, neubeut a zo dibabet. »
An holl Jusevien a zo galvet gant Doue da vont en he rouantelez ; mes neubeut a zilaou he c’halv hag a zo kemeret ennhi. Neuze Doue a gass an ebestel da glask ar baianed ; calz ive ne zilaouont ket anezho, mes ar re a gred ennho a zo guisket, da zeiz ho badiziant, deuz sae ar zantelez, hag ho dezo perz e banked an env, nemet coll a rafent ar stad a c’hras, e giz an hini a oue taolet e tenvalijen an ifern. [4]
(S. Vaze, XXII, 15-46 ; S. Marc, XII, 13-37 ; S. Lucas, XX, 20-44 ; S. Iann, XII, 37-50.)
Ar Pharisianed eta a ieas kuit hag a gemeras
cuzul etrezho penaoz paka anezhan en he
gomzou evit he gass dirag prinsed ar veleien
ha lezvarn ar gouarner. Goude beza sonjet
ervad, e cassjont d’her spia tud hag a rea an
neuz da veza just. Pharisianed oant, hag Herodianed.
Dont a rejont d’he gaout hag e c’houlenjont
outhan : « Mestr, ni a c’hoar ez oc’h
guirion en ho comzou hag en ho kelennadurez,
eb beza nec’het gant den ebed, rag ne zellit ket
ouz stad an dud, mes deski a rit hent Doue
gant guirionez. Lavarit eta d’eomp petra gav
d’ehoc’h : ha difennet eo, pe n’eo ket, paea ar
guiriou da Zesar ? »
Ma lavare Jesus n’oa ket difennet, e troe gant ar Romened hag e lakea droug er Jusevien ; ma lavare oa difennet, ec’h en em zave eneb ar Romened hag e c’helle beza tamallet dirazho gant he enebourien [5]. Jesus a vele ho fallagriez. « Hypocrited, emezhan, perag e tentit ac’hanon ? Discuezit d’in mouniz ar guir. » Hi a ginnigas d’ezhan eun diner. Jesus a lavaras d’ezho : « Skeuden hag hano piou zo varnhan ? » — « Re Cesar, emezho. » Jesus a lavaras : « Roit eta da Zesar ar pez a zo da Zesar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. » Ne c’helljont ket tamall he gomz dirag ar bobl. Souezet gant he respont, ne lavarjont ger hag e lezjont anezhan evit mont kuit ac’hano.
Er memez devez e teuas d’he gaout Sadduceaned, tud hag a nac’he ar resurrection. Ober a rejont outhan ar goulen-man : « Mestr, Moyses hen deus merket d’eomp an dra-man : ma varv unan bennag en eur lezel he c’hreg var he lerc’h, mes crouadur ebed, he vreur a dle kemeret ar c’hreg-se evit rei eur c’hrouadur d’an hini maro. Mad ! bez’ ez oa seiz breur en hon touez. Ar c’henta a zimezas hag a varvas disher. An eil a gemeras he c’hreg hag a varvas he-unan disher. An trede a reas ar memez tra, hag ar re all beteg ar seizvet, hag e varvjont holl eb lezel bugale. Erfin, ar vaouez a varvas da ziveza. D’ar resurrection, pa zistroint e buez, da biou e vezo ar vaouez-se, rag seiz ho deus bet anezhi ? »
Jesus a respontas d’ezho : « Ha ne velit-hu ket e faziit, abalamour ne gomprenit ket ar Scrituriou na galloud Doue ?
» Bugale ar bed-man a gemer priejou hag a zo roet e priedelez ; mes ar re a vezo cavet din deuz ar vuez all ha deuz ar resurrection a douez ar re varo ne zimezint ket ha ne gemerint ket priejou, rag ne c’hellint ket mervel hiviziken : henvel int ouz an elez, ha bugale int da Zoue, abalamour ma ’z int bugale ar resurrection.
» Evit resurrection ar re varo, n’ho peus ket lennet e levr Moyses ar pez a lavaras Doue d’ezhan e kichen ar voden : me eo Doue Abraham, ha Doue Isaac, ha Doue Jacob ? Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo, rag evithan an holl a zo beo. Fazia calz a rit eta. » Eneou an dud varo a vev. Hag evel an eneou a zo crouet evit ar c’horfou, eneou an dud varo ne vezint en ho stad naturel, hag abalamour da ze, ne vezint eürus avoalc’h ken na c’hellint adarre en em unani gant ho c’horfou.
O clevet an dra-ze, ar foul a estlamme var he gelennadurez. Lod euz an doctored a respontas hag a lavaras : « Mestr, lavaret mad ho peus. » Hag a c’houdevez ne gredent ket mui ober goulennou.
Ar Pharisianed, o clevet hen doa Jesus great d’ar Sadduceaned chom sioul, a en em zestumas, hag unan deuz doctored al lezen, goude beza clevet goulen ar re-ze hag ar respont vad a reas d’ezho Jesus, a dosteas ive evit he amprou hag a c’houlennas outhan : « Mestr, pehini eo ar c’henta hag ar brassa gourc’hemen el lezen ? » Jesus a respontas d’ezhan : « Ar c’henta deuz an holl gourc’hemennou eo heman : silaou Israel : an Aotrou da Zoue a zo eun Doue unic. Caret a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, euz da holl c’halloud. Hennez eo ar c’henta hag ar brassa gourc’hemen. An eil a zo henvel outhan : caret a ri da nessa eveldot da-unan. N’eus gourc’hemen all ebed brassoc’h eged an daou-ze : anezho e teu al lezen a bez hag ar bropheted. »
An doctor a lavaras d’ezhan : « Mestr, ar virionez a zo ganehoc’h penn da benn, pa lavarit n’eus ken nemet eun Doue, ha n’eus hini all ebed nemethan, hag e ranker he garet euz an holl galon, euz an holl spered, euz an holl ene, euz an holl nerz, hag ez eo guelloc’h caret an nessa eveldomp hon-unan eged an holl loened a vez devet evit adori Doue hag eged an holl zacrifissou. »
Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez a lavaras d’ezhan : « N’emaout ket pell dioc’h rouantelez Doue. » Azaleg neuze den ebed ne grede mui ober outhan goulennou.
Ar Pharisianed eta o veza en em zestumet, Jesus a c’houlennas outho epad ma kelenne en templ : « Petra ’ zonjit divarbenn ar C’hrist ? Da biou eo mab ? » — « Da Zavid, emezho. » Hag e lavaras d’ezho : penaoz an doctored a lavar ez eo ar C’hrist mab David ? Rag David he-unan, sclerijennet gant ar Spered-Santel, a hanv anezhan he Aotrou, pa lavar e levr ar psalmou : an Aotrou a lavaras d’am Aotrou : azez en tu deou d’in, beteg ma rin deuz da enebourien eur scabel evit da dreid. Neuze ta David a hanv ar C’hrist he Aotrou : penaoz ta eo he vab ? » (Jesus a zo mab David evel den hag he Aotrou evel Doue), [6] Den ebed na oue goest da respont eur ger d’ezhan, hag azaleg an deiz-se, nicun ne grede ober outhan goulennou ; mes eur bobl niverus her silaoue gant plijadur.
Beza m’han doa Jesus great kement a vurzudou dirazho, ne gredent ket ennhan, ha dre eno, e teuas da vir ar c’homzou-man hen deus lavaret ar prophet Isaias : « Aotrou, piou hen deus credet ouz hor c’hlevet ? Ha breac’h an Aotrou, da biou eo bet discuezet ? » Ne c’hellent ket credi, abalamour Isaias hen deus lavaret c’hoaz : « Dallet hen deuz ho daoulagad ha caledet ho c’halonou, en eur denna digantho he C’hras abalamour d’ho bolontez fall. Evelse ne velint ket gant ho daoulagad, ne gomprenint ket en ho c’halon, evit distrei ha beza pareet ganen. » Setu ar pez a lavaras Isaias pa velas gloar ar C’hrist ha pa gomzas divar he benn.
Evelato, calz deuz ar pennou bras a gredas ennhan, mes ne anzavent ket abalamour d’ar Pharisianed, gant aon da veza taolet er meaz euz ar synagog. Muioc’h e carjont gloar an dud eged gloar Jesus.
Hogen, Jesus a lavaras a vouez huel : « An hini a gred ennon ne gred ket ennon, mes en hini hen deus va c’hasset ; hag an hini a vel ac’hanon a vel an hini hen deus va c’hasset. Me eo ar sclerijen, me a zo deut er bed evit ne jomo ket en denvalijen an neb piou bennag a gred ennon. An hini hen deus clevet va c’homzou ha n’hen deus ket ho miret n’eo ket ganen-me ez eo barnet ; rag n’oun ket deut da varn ar bed, mes da zavetei ar bed. An hini va disprij ha ne zigemer ket va c’homzou hen deus ar pez he varno : va c’helennadurez he varno d’an deiz diveza. Rag n’em eus ket comzet ac’hanon va-unan, mes an Tad hen deus va c’hasset eo hen deus he-unan gourc’hemennet d’in petra da lavaret ha petra da brezeg ; ha gouzout a ran ez eo he c’hourc’hemen ar vuez peurbadus. Ar pez a lavaran eta, a lavaran evel an Tad hen deus desket d’in. »
(S. Vaze, XXIII, 1-39 ; S. Marc, XII, 38-44 ; S. Lucas, XX, 45-47 ; XXI, l-4.)
Neuze Jesus a gomzas d’ar foul ha d’he ziskiblien :
« An doctored hag ar Pharisianed,
emezhan, a zo azezet var gador Moyses : mirit
ha grit kement a lavarint d’ehoc’h hervez Moyses ;
mes ne gemerit ket scuer divar ho oberou,
rag ne reont ket ar pez a lavaront. Liamma ’
reont sammou pounner ne c’heller ket da zougen
hag e lakeont anezho var diouscoaz an dud ;
mes hi ne fell ket d’ezho rei eun taol biz evit
ho finval. Diouallit ouz an doctored, rag ober
a reont kement a reont evit beza guelet gant
an dud. Plijout a ra d’ezho bale gant saeou
hir ; ledanaat a reont al lietennou a zo scrivet
varnho gourc’hemennou Doue hag a stagont
var ho zal ha var ho divrec’h ; creski a reont
ar frezillonou glas a stagont ouz kerniel ho
mantel evit delc’her sonj deuz lezen Doue ;
caret a reont ar plassou kenta el leinou, ar
c’hadoriou kenta er zynagogou, ar saludou
var al leur-gear, an hano a vestr roet d’ezho
gant an dud.
» C’houi, ne lezit ket oc’h henvel mistri, rag n’ho peus nemet eur mestr hag ez oc’h holl breudeur. Na roit da zen ebed an hano a dad an douar : n’ho peus nemet eun Tad a zo en envou. Na vezit ket hanvet doctored, rag n’ho peus nemet eun doctor, ar C’hrist. Dirazon n’och na mistri, na tadou, na doctored, n’oc’h nemet diskiblien. Ma vez roet d’ehoc’h an hanoiou-ze abalamour ma talc’hit va flas e kichen ho preudeur, na gemerit ket ourgouill. An hini a zo ar brassa en ho touez a vezo ho servicher ; mes an hini a en em huelaio a vezo izeleat, hag an hini a-en em izelaio a vezo hueleat.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma clozit rouantelez an env dirag an dud : ne d-id ket ebarz ha ne lezit ket da vont ebarz ar re ho deus c’hoant.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma trebit tiegeziou an intanvezed, var digarez pedennou hir ; evel-se e lakit anezho da rei d’ehoc’h profou bras ; setu ho parnedigez a vezo rustoc’h ha brasoc’h.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma rit tro ar mor hag an douar evit ober eun diskibl ebken, ha pa ’z eo deuet da veza ho tiskibl, e rit anezhan eur mab d’an ifern, diou vech muioc’h egedhoc’h.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, blenerien dall, a lavar : toui dre an templ n’eo netra ; mes, pa douer dre aour an templ, ez or liammet. Tud diskiant ha dall ! Petra eo ar brassa, an aour, pe an templ a zantellaa an aour ? Toui dre an aoter, a lavarit ive, n’eo netra ; mes, pa douer dre ar prof a zo lakeat varnhi, ez or liammet. Tud dall ! Petra eo ar brassa, ar prof, pe an aoter a zantellaa ar prof ? An neb a dou dre an aoter a dou dreizhi ha dre gement a zo varnhi ; hag an neb a dou dre an templ a dou dreizhan ha dre an hini a jom ennhan ; hag an neb a dou dre an env a dou dre gador Doue ha dre an Hini a zo azezet varnhi.
» Maleur d’ehoc’h c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, a bae deog ar ment, hag al louzeier all a c’houez-vad hanvet anis ha cumin, hag a lez a gostez ar pez a zo a vrassa el lezen, ar justis, an drugarez hag al lealded. Red oa ober an traou-ze, eb mankout d’ar re all. Blenerien dall ! a zil eur c’huibuen hag a lonk eur c’hanval !
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma purit dianveaz an hanav hag ar plad, ha ma ’z oc’h en diabarz leun a laeronsi hag a hudurnez. Pharisian dall ! pur da genta diabarz an hanav hag ar plad, da lavaret eo, da galon, evit ma vezo pur an dianveaz, da lavaret eo, da oberou.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma ’z oc’h henvel ouz beziou livet e guenn, caër en dianveaz evit daoulagad an dud, leun en diabarz a eskern tud varo hag a beb lousdoni. C’houi ive en dianveaz ho peus doare da veza just dirag an dud, mes en diabarz oc’h leun a hypocrisi hag a fallagriez.
» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, a zao bolziou-canv ar bropheted hag a gempen beziou an dud just en eur lavaret : « Ma vijemp bet e amzer hon tadou, na vijemp ket bet gantho evit scuill goad ar bropheted. » Dre eno e roit testeni hoc’h-unan ez oc’h bugale an dud ho deus lazet ar bropheted.
» D’ho tro, cargit muzul ho tadou. Serpanted, gouenn aëred-viber ! Penaoz e tec’hot-hu dioc’h barnedigez an ifern ? Setu e cassan davedhoc’h propheted, tud fur ha doctored, hag e lazot, hag e stagot ouz ar groaz lod anezho ; ha lod all a scourjezot en ho synagogou hag a voall gassot euz a gear da gear, en hevelep doare ma couezo varnhoc’h holl goad an dud just a zo bet scuillet var an douar, azaleg goad Abel an den just beteg goad Zacharias, mab Barachias, ho peus lazet etre an templ hag an aoter. Me a lavar d’ehoc’h e guirionez, an holl draou-ze a gouezo var ar rumm dud-man.
» Jerusalem, Jerusalem, a laz ar bropheted hag a labez ar re a zo casset d’id, ped guech em eus c’hoanteat destum da vugale, evel ar yar a zestum he laboussed dindan he diouaskel, ha n’eo ket falvezet ganez ! Setu ho ti a vezo lezet goullou ganehoc’h, rag me a lavar d’ehoc’h e guirionez, n’am guelot mui beteg ma lavarot : benniget an hini a deu en hano an Aotrou ! » [7]
Neuze Jesus a azezas dirag kef ar profou hag e selle penaoz ar bobl a daole arc’hant ebarz, ha kalz tud pinvidig a daole calz. Dont a reas eun intanvez paour a lakeas ennhan daou bezig bihan a dalie eul liard. Jesus a c’halvas he ziskiblien hag a lavaras d’ezho : « E guirionez me a lavar d’ehoc’h, an intanvez paour-ze he deus roet muioc’h eged ar re holl ho deus lakeat er c’hef. An holl ho deus roet e prof da Zoue deuz ar pez ho doa founnus ; mes hounnez he deus kemeret var he dienez ha roet kement he doa, kement a jome ganthi evit beva. »
Pa ’z ea Jesus er meaz deuz an templ,
d’ar meurz Santel, he ziskiblien a gomze divarbenn
ar benerez vad hag an traou roet e prof a
gaëree anezhan. Tostaat a rejont evit discuez
d’ezhan ar mogeriou : « Mestr, eme unan anezho,
sellit, pebez mein ha pebez mogeriou ! »
Jesus a respontas d’ezho ; « Guelet a rit an holl draou bras a zo savet aze ? E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, dont a rei deveziou ma ne vezo ket lezet ennho eur mean var eur mean, eb beza discaret. »
Pa en em gavas Jesus var ar menez Olived, ec’h azezas dirag an templ. He ziskiblien Per, Jakes, Iann hag Andre a dosteas outhan hag a c’houlennas, eb test ebed : « Mestr, emezho, lavarit d’eomp pe vare e tigouezo an traou-ze. Pe seurt sin a verko an heur ma coumansint beza peur-c’hreat, ho tonedigez ha fin ar bed ? »
Jesus a respontas d’ezho : « Taolit evez ne vec’h touellet. Calz a deuio gant va hano hag a lavaro : « Me eo ar C’hrist, deut eo an amzer ; » hag e touellint meur a hini. Na heuillit ket anezho.
» Clevet a reot comz deuz stourmajou, deuz brud brezelliou ha deuz dispac’h ; na gemerit ket aon. An traou-ze a rank digouezout, mes n’eo ket c’hoaz ar fin.
» Rag guelet e vezo oc’h en em zevel pobl a eneb pobl, rouantelez a eneb rouantelez ; bez’ e vezo cren-douar e leac’hiou, bossen, naonnegez, traou spontus en env ha sinou bras. Mes an traou-ze holl n’int nemet penn-kenta ar reuziou.
» Taolit evez varnhoc’h ; rag, abarz ma tigouezo an holl draou-ze, e vezo croget ennhoc’h evit ho trubuilla : iskinet e viot, casset dirag al leziou-barn hag er prisoniou, scourjezet er synagogou, chachet dirag ar rouaned hag ar gouarnerien, abalamour d’in, evit rei testeni d’ezho, lakeat d’ar maro ha cassaet gant an holl boblou, abalamour d’am hano. Hogen, lakit an dra-man en ho calon ; pa viot lakeat etre ho daouarn, ne sonjit ket araog petra da lavaret na penaoz respont. C’houi a lavaro ar pez a vezo lakeat en ho spered d’an heur memez ; rag me a roio d’ehoc’h comzou ha furnez ne c’hello ket hoc’h holl enebourien herzel outho na dislavaret anezho. N’e ket c’houi a gomzo, mes ar Spered-Santel.
» Neuze calz a gouezo en droug, a en em verzo hag a en em gassaio an eil egile. Guerzet e viot gant ho tad hag ho mamm, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned ; hag e lakeint lod ac’hanoc’h d’ar maro. Ar vugale a en em zavo a eneb ho zud, hag e lakeint anezho d’ar maro. Cassaet e viot gant an holl, abalamour d’am hano. Mes ne d-ei ket eur vleven deuz ho penn da goll. Dre ho stardder e talc’hot hoc’h eneou.
» Sevel a rei neuze meur a fals prophet hag e touellint calz tud. Abalamour ma vezo dirollet ar fallagriez, carantez meur a hini a ienaio. Mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin a vezo salvet.
» Aviel-man ar rouantelez a vezo prezeget er bed holl, e testeni d’an holl boblou, ha neuze ebken e teuio ar fin. (Pa deuas ar fin evit Jerusalem, an aviel a ioa dija prezeget, hervez S. Paol, er bed anavezet en amzer-ze). [8]
» Pa velot oc’h en em zevel el leac’h-santel, e Templ Jerusalem, el leac’h na dle ket beza, ar fallagriez mantrus a zo bet discleriet gant ar prophet Daniel, — ra gompreno al lenner, — pa velot Jerusalem kelc’het gant eun arme, deskit ez eo tost he dismantr. An dud a zo neuze er Judee, ra dec’hint er meneziou ; ar re a zo e kear, ra bellaint ; ar re a zo var ar meaz, ra ne deuint ket ebarz ; an hini a zo var al leur-zoen, ra ne ziskenno ket da lamet eun dra bennag euz he di ; hag an hini a zo er park, ra ne zistroio ket da gemeret he viskamant. Rag an deveziou-ze a zo deveziou a venjans, evit sevenedigez an holl draou a zo scrivet.
» Maleur d’ar merc’hed a zougo ha d’ar re a vago en deveziou-ze ! Pedit evit na rankot ket tec’hat er goanv pe da zeiz ar Sabbat. [9] Neuze e vezo eun drubuill ker bras, ma n’eus ket bet eun all henvel outhi azaleg crouidigez ar bed gant Doue beteg vreman, ha ne vezo ket mui. Rag eun anken vras a vezo var an douar. Ma n’hen dije ket an Aotrou berreat an deveziou-ze, peb den a vije marvet ; mes abalamour d’an dud hen deus dibabet evit an env, e verraio an deveziou-ze. Counnar a vezo ouz ar bobl-ze. Lod a gouezo dindan dremm ar c’hleze ; lod all a vezo casset e sclavach etouez an holl boblou, ha Jerusalem a vezo bresset dindan treid ar baianed, beteg ma vezo leun amzer ar boblou. » [10]
Pa vezo leun amzer ar boblou, egiz m’am eus lavaret, neuze, ma lavar d’ehoc’h unan bennag : « Ar C’hrist a zo ama ; ar C’hrist a zo ahont, » na gredit ket. Rag fals christou ha fals propheted a zavo, hag e reint traou souezus ha burzudou bras, en hevelep doare ma touellint, ma ve gellet ober, memez an dud a zo dibabet evit an env. Taolit evez eta ; setu em eus discleriet d’ehoc’h peb tra a ziaraog. Ma vez eta lavaret d’ehoc’h : « Ema en dezert. » na d-it ket ; « ema e diabarz an ti, » na gredit ket. Rag evel eul luc’heden a darz ar zao-heol hag a en em ziscuez er c’huz-eol, evelse e vezo donedigez Mab an den. E peb leac’h ma vezo ar c’horf maro, evel m’or boazet da lavaret, eno an ered a en em zestumo. Evel an ered a zired a denn-askel varzu ar c’horf maro, bleniet gant ar c’houez a zao diouthan, evelse an dud a ziredo varzu ar C’hrist, bleniet gant ar sked a lugerno en dro d’ezhan. Ne vezo ket red mont d’he glask. [11]
» En deveziou-ze, varlerc’h an drubuill-ze, digasset er bed gant ar fals christou, e vezo traou souezus en heol, el loar hag er stered. An heol a deuio tenval ; al loar ne roio ket he sclerijen ; ar stered a gouezo euz an env, rag galloudegeziou an env a orjello.
» Var an douar ar boblou a vezo goasket gant an anken, abalamour d’an trouz direiz a reio ar mor hag an tarziou, hag an dud a zizec’ho gant ar spont o c’hortoz ar pez a dle c’hoarvezout gant ar bed.
» Neuze arouez Mab an den, ar groaz, a en em ziscuezo en env ; neuze holl boblou an douar a hirvoudo ; hag e velint Mab an den o tont var goabrennou an env gant eur c’halloud vras hag eur sked eb he bar. Cass a rei he elez gant eun drompill ha gant eur vouez skiltr, hag e testumo an dud dibabet evit an env euz ar pevar avel hag euz bar an envou beteg pennou diveza an douar.
» Pa goumanso an traou-ze beza, sellit ha savit ho penn, rag ho tilivrans a zo tost. » Hag e lavaras dezho eur barabolen : « Kemerit kentel divar ar vezen fiez hag ar guez all. Pa ’z eo deut ho scourrou da veza tener, pa zao delliou ha frouez varnho, ec’h anavezit ez eo tost an hanv. Evelse, pa velot an holl draou-ze o tont, deskit ema rouantelez Doue en ho kichen hag e tal an or.
» E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ar ouenn dud-man, ar Jusevien, ne dremeno ket araog ma tigouezo an holl draou-ze. An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou ne dremenint ket. »
« Evit ar pez a zell ouz an deiz hag ouz an heur, den ebed ne c’hoar netra, nag elez an envou, nag ar Mab, evel den hag evit lavaret d’an dud [12]; mes an Tad ebken. Digorit ho taoulagad, bezit var evez ha pedit. Rag ne c’houzoc’h ket peur e teuio an amzer-ze. Evelse, pa lez eun den he di evit mont da eur vro bell, e ro galloud d’he jervicherien da ober peb hini he labour, hag urz d’ar porzier da veza var evez. Bezit eta var evez, p’e guir ne c’houzoc’h ket pe vare e teuio mestr an ti, dioc’h ar pardaez, e creiz an noz, da gan ar c’hillog pe dioc’h ar mintin, gant aon, pa zigouezo en eun taol, ne gavfe ac’hanoc’h cousket.
Diouallit, evit na vezo ket pounnereat ho calon gant ar c’hloutoni, ar vezventi ha prederiou ar vuez-man, hag evit ne gouezo ket an deiz-se varnhoc’h en eun taol-berr. Evit guir, coueza ’ rei evel eur roued var gement hini a vev var c’horre an douar.
Evel e deveziou Noe, evelse e vezo donedigez Mab an den. En deveziou araog an dour-beuz e trebet, ec’h efet, e timezet hag ec’h en em roet e priedelez, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arc’h. Ne anavezjot netra beteg ma teuas an dour-beuz, hag e cassas an holl ganthan. Evelse e vezo donedigez Mab an den. Neuze daou a vezo er park : unan a vezo kemeret en env, hag eun all lezet er meaz ; diou vaouez a vezo o trei ar mean-milin : unan a vezo kemeret hag eun all lezet. Bezit var evez eta, abalamour ne c’houzoc’h ket pe vare e teuio hoc’h Aotrou.
Comprenit ouz an dra-man : ma c’houezfe an ozac’h peur e tle dont al laer, e chomfe dihun a dra zur ha ne lezfe ket toulla he di. Setu perag bezit ive prest, p’e guir ne c’houzoc’h ket peur e tle dont Mab an den.
Piou, a gav d’ehoc’h, eo ar servicher leal ha fur a zo bet lakeat gant ar mestr var he dud evit rei d’ezho bevans d’ar mare ? Eürus ar servicher-ze a vezo cavet gant he vestr, pa zistroio, var dro al labour-ze ! E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, lakaat a rei anezhan da c’houarn he holl vadou. Mes ma ’z eo fall ar servicher-ze ha ma lavar en he galon : « Va mestr a zale da zont, » ha ma c’h-en em daol da skei gant ar jervicherien all, da zribi ha da eva gant ar vezverien, mestr ar servicher-ze a deuio d’an deiz ne c’hortoz ket ha d’an heur ne c’hoar ket, hag e tispenno anezhan gant an taoliou, hag e stlapo anezhan e touez an hypocrited. Eno e vezo lenv ha scrign dent.
Deiz ar maro a zo evit peb unan ar pez ma’z eo fin ar bed evit an holl. Bezit eta var evez ha pedit e peb amzer, evit ma viot cavet e stad da ziouall oc’h kement a dle digouezout ha da vont dirag Mab an den. Ar pez a lavaran d’ehoc’h a lavaran d’an holl ; bezit var evez.
Jesus a zao diou barabolen evit lakaat he gentel dounoc’h e calon an dud. Ar genta a zo tennet euz ar giziou a heuillet er Judee evit an eureujou. Epad an noz e vezent great. Ar plac’h nevez a jome da c’hortoz he fried en he zi, he mignonezed en dro d’ezhi. Ar re-man a zouge lampou var elum. Pa deue an den nevez ez eant holl ganthan da di an eured, ouz sclerijen al lampou. Kerkent ma veze eat an diveza ebarz, an doriou a veze prennet ha ne vezent mui digoret.
« Rouantelez an env a vezo henvel neuze ouz deg guerc’hez a gemeras ho lampou hag a ieas da ziambroug an den nevez hag ar plac’h nevez. En ho zouez pemp a ioa foll ha pemp a ioa fur. Ar pemp foll a gemeras ho lampou, eb cass eol gantho ; mes ar re fur a gemeras podadou eol, ouspenn ho lampou. E giz ma talee an den nevez, an holl a voredas hag a gouskas.
» E creiz an noz eur iouaden a skiltras : « Setu an den nevez o tont, it d’hen diambroug. » Neuze an holl guerc’hezed-se a zavas hag a gempennas ho lampou. Ar re foll a lavaras d’ar re fur : « Roit d’eomp deuz hoc’h eol, rag hol lampou a varv. » Ar re fur a respontas : « Gant aon ne ve ket avoalc’h evidomp hag evidhoc’h, it kentoc’h da brena el leac’h ma vez guerzet. » Epad ma ’z eant da brena, an den nevez a deuas, ar re a ioa prest a ieas ganthan e ti an eured hag an or a oue prennet.
» Eur pennad goude, ar guerc’hezed all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, aotrou, digorit d’eomp. » Mes hen a respontas : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’hoc’h anavezan ket. »
» Bezit eta var evez, p’e guir ne anavezit nag an deiz, nag an heur. »
Evit mont da vanked an envou, n’eo ket avoalc’h beza en Iliz : red eo, pa deuio Doue d’hor c’hlask, e ve hol lamp var elum, da lavaret eo, e ve bevet hon ene gant gras Jesus-Christ.
« Evelse, eun den a ieas da eur vro bell, a c’halvas he jervicherien hag a fizias ennho he vadou. Da unan e roas pemp talant ; da eun all, daou : da eun all, unan ; da bep hini hervez he c’halloudegez. Ractal ez eas kuit.
An hini hen doa bet pemp talant a ieas, ho lakeas da dalvezout hag a c’hounezas pemp all. En hevelep doare, an hini hen doa bet daou a c’hounezas daou all. Mes an hini hen doa bet unan a ieas da ober eun toull en douar hag a guzas arc’hant he vestr.
Goude pell amzer, mestr ar jervicherien-ze a deuas, hag a reas gantho he gounchou.
An hini hen doa bet pemp talant a deuas hag a ginnigas pemp all en eur lavaret : « Aotrou, pemp talant ho poa fiziet ennon, setu pemp all am eus gounezet ouspenn. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ha feal : p’e guir out bet feal e neubeut a dra, me a lakei ac’hanot e penn calz traou : deus e joaüsted da vestr. » [13]
An hini hen doa bet daou dalant a deuas hag a lavaras : « Aotrou, daou dalant ho poa fiziet ennon, setu daou all am eus gounezet. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ha feal ; p’e guir out bet feal e neubeut a dra, me a lakei ac’hanot e penn calz traou : deus e joaüsted da vestr. »
An hini hen doa bet eun talant a dosteas ive hag a lavaras : « Aotrou, me a c’hoar ez oc’h eun den rust : eosti a rit el leac’h n’ho peus ket hadet, ha destum a rit el leac’h n’ho peus taolet netra. Croget aon ennon, ez oun eat da guzat ho talant en douar : delit, setu ar pez a zo d’ehoc’h. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Servicher fall ha lezirec, gouzout a reas ec’h eostan el leac’h n’am eus ket hadet, hag e testuman el leac’h n’am eus taolet netra ; e tlies eta fiziout va arc’hant e tud ar bank, ha d’am distro, em bije cavet gant gounidegez ar pez a zo d’in. Setu perag, tennit he dalant diganthan ha roit anezhan d’an hini hen deus deg talant. Rag d’an hini hen deus e vezo roet, hag e founno ; mes an hini n’hen deus ket a vezo tennet diganthan ar pez hen deus doare da gaout.
Evit ar servicher didalvez, stlapit anezhan e tenvalijen an dianveaz : eno e vezo lenv ha scrign dent. »
« Pa vezo deut Mab an den e creiz he c’hloar, hag an holl elez ganthan, ec’h azezo var gador he c’hloar. An holl boblou a vezo destumet dirazhan, hag e tispartio an eil dioc’h egile, evel ar pastor a zisparti an denved dioc’h ar bouc’hed. An denved a lakeio en tu deou d’ezhan, hag ar bouc’hed en tu cleiz.
Neuze ar roue a lavaro d’ar re a vezo en tu deou d’ezhan : « Deuit, tud benniget va Zad, kemerit perz er rouantelez a zo bet pourchasset evidhoc’h azaleg penn-kenta ar bed. Rag naon am eus bet, hag ho peus roet d’in da zribi ; sec’hed am eus bet, hag ho peus roet d’in da efa ; divroad oan, hag ho peus va repuet ; noaz, hag ho peus va goloet ; clanv, hag ho peus va bizitet ; er prison edon, hag oc’h deut d’am guelet. »
Neuze ar re just a responto d’ezhan : « Aotrou, peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h o caout naon, hag hon deus ho maget ; o caout sec’hed, hag hon deus roet d’ehoc’h da efa ? Peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h divroad, hag hon deus ho repuet ; noaz, hag hon deus ho coloet ? Peur c’hoaz hon deus-ni guelet ac’hanoc’h clanv, pe er prison, hag omp deut davedhoc’h ? » Neuze ar roue a lavaro d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beb vech m’ho peus great an dra-ze d’ar bihanna deuz va breudeur, d’in va-unan ho peus great. »
Neuze e lavaro d’ar re a vezo en tu cleiz : « Kerzit diouzin, tud milliget, d’an tan a bado da viken hag a zo bet great evit an diaoul hag he elez. Rag naon am eus bet, ha n’ho peus ket roet d’in da zribi ; sec’hed an eus bet, ha n’ho peus ket roet d’in da efa ; divroad oan, ha n’ho peus ket va repuet ; noaz, ha n’ho peus ket va goloet ; clanv, hag er prison, ha n’ho peus ket va bizitet. » Neuze e savint ive ho mouez da lavaret : « Aotrou, peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h caout naon, sec’hed pe divroad, noaz, clanv, er prison, ha n’hon deus ket ho sicouret ? » Respont a rei d’ezho « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beb vech n’ho peus ket great an dra-ze da unan deuz ar re vihan-ze, d’in va-unan n’ho peus ket great.
» Ar re-ze a ielo d’ar boan a bado da viken ; hag ar re just, d’ar vuez a bado da viken. »
Evelse, epad an deiz, Jesus a gelenne en templ ; dioc’h an noz ez ea kuit hag e chome var ar menez hanvet Olived. Hag ar bobl holl a deue mintin mad d’an templ evit he zilaou.
- ↑ Var dro daou villion a dud a deue euz peb bro da Jerusalem evit goueliou Pask. Ollivier, Passion, I. 1. C. 1.
- ↑ Cf. S. Jerom, ap. Fillion. in Mat. XXI, 19.
- ↑ Cf. S. Paul, ad. Eph. II, 19-22.
- ↑ Fillion, in Mat. XXII, 14.
- ↑ Theophylact, ap. Fillion. in Marc. XII, 44.
- ↑ Bossuet, Méd. sur l’Ev., dern. Sem., 52° jour.
- ↑ Ar Jusevien a gredo e Jesus-Christ da fin ar bed (S. Paul, Rom. XI, 25). Pa deuio da ober ar varn ziveza, e tigemerint anezhan gant bennoziou.
- ↑ S. Paol, Rom. X, 18; Col. I, 23. Cf. S, Yann Chrysostom, Hom. LXXV, in Mat.
- ↑ Ar Jusevien ne c’hellent ket ober ouspenn mil cammed da zeiz ar Sabbad. Christenien genta ar Judee a heulie al lezen-ze.
- ↑ Jerusalem a oue dismantret er bloaz 70. Unneg cant mil juseo a oue lazet ennhi epad ar vrezel ; seiteg mil ha pevar ugent a oue kemeret ha lakeat d’ar maro pe guerzet.
- ↑ S. Chrys. ha S. Jer., ap. Fillion, in Mat. XXIV, 28.
- ↑ S. Aug, in psalm. XXXVI.
- ↑ An den a reio implij vad euz donezonou Doue hen dezo perz en he eürusted.