Pevar Aviel/Trede loden/Eil rann
Gouel ar bara eb goell, hanvet Pask, a dostea.
P’han doa Jesus echuet an holl brezegennou-ze,
e lavaras d’he ziskiblien : « Gouzout
a rit ema ar Pask abenn daou zevez, ha Mab
an den a vezo guerzet evit beza staget ouz ar
groaz. »
Neuze prinsed ar veleien, an doctored ha pennou bras ar bobl a en em zestumas e sal ar beleg-bras, a ioa hanvet Caïphas, hag a glaskas er c’honseil penaoz kemeret Jesus dre ijin hag he lakaat d’ar maro. Hogen, douja ’ reant ar bobl hag e lavarent : « Ra ne vezo ket epad ar gouel, gant aon ne zavfe trouz etouez ar bobl. »
Satan a ieas en unan deuz an daouzeg, e Judas, lezhanvet Iscariot. Heman a ieas da gaout prinsed ar veleien ha pennou-kear hag a lavaras d’hezho : « Petra fell d’ehoc’h rei d’in, ha me ’ lakeio anezhan etre ho taouarn ? » Goudeze e comzas gantho divarbenn an doare d’he lakaat etre ho daouarn. Laouen oant ouz he glevet, hag e lavarjont rei d’ezhan tregont pez arc’hant, var dro cant lur. Hag e roas he c’her. Azaleg neuze e claske an tu d’he lakaat etre ho daouarn, eb gouzout d’ar bobl. Edo ar merc’her zantel.
Antronoz, e teuas deiz kenta ar bara eb goell hag en deiz-se oa red laza oan-ar-pask. Jesus a gassas Per ha Iann en eur lavaret : « It da bourchass d’eomp ar goan baskal. » An diskiblien a lavaras d’ezhan : « E peleac’h ho peus c’hoant e ve pourchasset d’ehoc’h ar goan baskal ? » — « It e kear, emezhan, ha kerkent ma viot eat ebarz, e cavot eun den o tougen eur podad dour. Heuillit-hen beteg an ti ma ’z ei ennhan ha lavarit da ozac’h an ti-ze : « Ar mestr a lavar d’id : va amzer a zo tost ; ar pask a ran en da di gant va diskiblien. E peleac’h ema ar zal evit dibri ar pask ? » Hag e tiscuezo d’ehoc’h eur zal vras ha kempen : grit eno ar pourchass. »
An diskiblien a reas evel m’oa bet gourc’hemennet d’ezho gant Jesus. Eat ac’hano e kear, e cavjont peb tra evel m’oa bet lavaret d’ezho, ha pourchass a rejont ar pask.
Dioc’h ar pardaez, derc’hent deiz gouel pask, (ar gouel a goumanse en abardaez-se da c’houde cuz-heol), Jesus a deuas gant an daouzeg, hag o c’houzout oa deut he heur evit tremen euz ar bed-man da gaout he Dad, egiz m’hen doa caret he re a ioa er bed, e caras anezho beteg ar fin.
Pa deuas ar mare, Jesus a en em lakeas
ouz taol gant an daouzeg abostol.
Hag e lavaras d’ezho : « C’hoanteat em eus deuz eur c’hoant bras dribi ar pask-man ganehoc’h, araog ma c’houzanvin. Rag me a lavar d’ehoc’h, hiviziken ne zrebin ket anezhan, beteg ma vezo great e rouantelez Doue. »
O veza kemeret ar c’halir, e rentas grassou hag e lavaras : « Kemerit ha rannit etrezhoc’h. Me a lavar d’ehoc’h, ne efin mui deuz frouez ar vinien, beteg an deiz ma c’h-efin unan nevez ganehoc’h e rouantelez Doue, va Zad. »
(S. Iann, XIII, 2-20.)
Ar goan baskal great hervez lidou Moyses, ha goude m’han doa an diaoul lakeat e calon Judas, mab Simon Iscariot, guerza anezhan, Jesus, o c’houzout oa roet peb tra d’ezhan gant he Dad, oa deut euz Doue hag e tistroe da Zoue, a zavas dioc’h taol, a dennas he vantel, hag o veza kemeret eul lienen, a lakeas anezhi en dro d’ezhan. Goudeze e lakeas dour en eur plad doun hag ec’h en em lakeas da voalc’hi ho zreid d’he ziskiblien ha da zec’ha anezho gant al lienen a ioa en dro d’ezhan.
Dont a reas eta da gaout Simon-Per, ha Per a lavaras d’ezhan : « C’houi, Aotrou, goalc’hi d’in va zreid ! » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ne c’houezes ket breman petra ’ ran, mes divezatoc’h e c’houezi. » Per a lavaras d’ezhan : « Morse ne voalc’hot d’in va zreid. » — « Ma ne voalc’han ket ac’hanot, a lavaras Jesus, ne vezi ket ganen. » — « Aotrou, a respontas Simon-Per, n’e ket ebken va zreid, mes ive va daouarn ha va fenn. » Jesus a lavaras d’ezhan : « An hini a zo bet goalc’het a bez n’hen deus mui ezom nemet da voalc’hi he dreid : neat eo penn da benn. An hini a zo bet santelleat n’hen deus mui ezom da veza goalc’het nemet deuz ar pec’hejou dister a ra peb unan o vale er bed-man [1]. Ha c’houi ive a zo neat, mes n’oc’h ket holl. » Rag gouzout a rea piou a dlie he dreïssa. Setu perag e lavaras : n’oc’h ket holl neat.
Goude m’han doa goalc’het d’ezho ho zreid ha guisket he vantel, ez eas adarre ouz taol hag e lavaras d’ezho : « Compren a rit ar pez em eus great d’ehoc’h ? Henvel a rit ac’hanon Mestr hag Aotrou, hag e lavarit mad, rag beza oun. Neuze ta, m’am eus goalc’het d’eoc’h ho treid, me hoc’h Aotrou hag ho Mestr, c’houi a dle goalc’hi ho treid an eil d’egile, en em rei d’an oberiou a humilite hag a garantez. Rag ar scuer am eus roet d’ehoc’h, evit ma reot evel m’am eus great d’ehoc’h. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’eoc’h, ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr, nag an abostol brassoc’h eged an hini a gass anezhan. Ma comprenit an traou-ze, e viot eürus oc’h ober anezho.
» Ne lavaran ket an dra-man ac’hanoc’h
holl ; me ’ anavez ar re am eus choazet ; mes
red eo e teufe ar gomz-man deuz ar Scritur da
veza guir : an hini a zreb bara ganen a zavo
he droad em eneb. Me a lavar an dra-ze
d’ehoc’h breman, araog ma tigouezo, evit m’ho
pezo feiz ennon, pa vezo digouezet. E guirionez,
e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an neb
piou bennag a zigemer an hini am bezo casset,
am digemer ; hag an neb piou bennag am digemer,
a zigemer an hini hen deus va c’hasset. »
(S. Iann, 21-22 ; S. Vaze, 21-25 ; S. Marc, 18-21.)
O veza lavaret an dra-ze, Jesus a oue trubuillet en he spered, a gomzas freas hag a lavaras d’an ebestel a ioa azezet ouz taol hag a zrebe : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, unan ac’hanoc’h, hag a zreb ganen, am zreïsso. » An diskiblien a zelle an eil ouz egile evit gouzout deuz piou e comze.
Carget a dristidigez, ec’h en em lakejont da c’houlen outhan, peb hini anezho : « Daoust ha me eo, Aotrou ? » Respont a reas d’ezho « Unan deuz an daouzeg, hag a lakaa he zorn ganen er plad, hennez am guerzo. Evit Mab an den, mont a ra evel m’eo scrivet divar he benn. Mes maleur d’an den-ze a dreïsso Mab an den ! Guelloc’h d’ezhan ne vije ket ganet. »
Judas, an hini he dreïssas, a lavaras ive « Daoust ha me eo, Mestr ? » — « Hel lavaret e peus, a respontas Jesus » An ebestel a ioa ker strafillet ma ne glevjont netra.
(S. Vaze, 26-28 ; S. Marc, 22-24 ; S. Lucas, 19-20)
Hogen, epad ma trebent, Jesus a gemeras bara, her bennigas, he rannas hag he roas d’he ziskiblien en eur lavaret :
« Kemerit ha drebit : an dra-man eo va c’horf a zo roet evidhoc’h. Grit an dra-man evit delc’her sonj ac’hanon. »
En hevelep doare, o veza kemeret ar c’halir, goude ar goan, e rentas grassou hag e roas anezhan d’ezho en eur lavaret :
« Efit anezhan holl ; rag an dra-man eo va goad, goad an allians nevez, a vezo scuillet evidhoc’h hag evit eleiz a dud abalamour d’ezho da gaout ar pardon deuz ho fec’hejou. Grit an dra-man, beb vech ma c’h-efot anezhan, evit delc’her sonj ac’hanon. Rag beb vech ma trebot ar bara-man ha ma c’h-efot ar c’halir, ec’h anonsot maro an Aotrou, beteg ma teuio. » — S. Paol, 1 Cor., XI, 25-26.
(S. Lucas, 21-23 ; S. Iann, 23-30.)
« Goulzgoude, a lavaras Jesus, dorn an treitour a zo ganen ouz an daol-man. Evit guir, Mab an den a ia evel ma ’z eo merket. Mes maleur d’an den-ze he dreïsso ! »
An ebestel a en em lakeas da c’houlen an eil ouz egile piou anezho a dlie ober an dra-ze.
Hogen, unan deuz an diskiblien, Iann, an hini caret gant Jesus, a ioa dem-c’hourvezet e kerc’hen Jesus. Simon-Per, en eur ober sin dezhan, a lavaras : « Deuz piou e comz ? » Setu perag an diskibl, oc’h alcodi var gerc’hen Jesus, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, piou eo ? »
Jesus a respontas d’ezhan : « An hini a ginnigin d’ezhan bara soubet, hennez eo. » Hag o veza soubet bara, e roas anezhan da Judas Iscariot, mab Simon. Varlerc’h an tamm-ze, Satan a ieas ennhan. Jesus a lavaras d’ezhan : « Ar pez a res, gra buhan. » Nicun deuz ar re a ioa ouz taol ne gomprenas perag e lavare d’ezhan an dra-ze. Rag darn a zonje, abalamour m’edo ar yalc’h gant Judas, hen doa lavaret Jesus d’ezhan : « Pren ar pez hon deus ezom evit ar gouel, » pe : « Ro eun dra bennag d’ar beorien. »
Judas eta, o veza kemeret an tamm bara, a ieas kuit dioc’htu. Hogen deut oa an noz.
(S. Iann, 31-35 ; S. Lucas, 24-30.)
Pa oue eat er meaz, Jesus a lavaras : « Breman Mab an den a zo glorifiet, ha Doue a zo glorifiet ennhan. Ma ’z eo Doue glorifiet ennhan, Doue hen glorifio ennhan he-unan, ha trumm e c’hlorifio anezhan. »
Neuze e savas debad etre an diskiblien evit gouzout pehini anezho a zeblante beza ar c’henta. Jesus a lavaras d’ezho : « Rouaned ar boblou a ra ho mistri varnho, hag ar re ho deus galloud var ar re all a zo hanvet madoberourien, ho deus hanoiou glorius evel-se. Evidhoc’h-c’houi, na rit ket evelse, mes an hini a zo ar brassa en ho touez, ra vezo evel ar bihanna ; hag an hini a ren evel an hini a jervich. Rag piou eo ar brassa, an hini a zo ouz taol pe an hini a jervich ? Ha n’eo ket an hini a zo ouz taol ? Hogen, me a zo en ho touez evel an hini a jervich.
Goulzgoude, c’houi eo a zo chomet ganen em goall stourmou. Ha me a bourchass d’ehoc’h ar rouantelez a zo pourchasset d’in gant va Zad, evit ma trebot ha ma c’h-evot ouz va zaol em rouantelez ha ma c’h-azezot var gadoriou evit barn daouzeg rumm-dud Israel.
Va bugale vihan, n’emaon mui gane-hoc’h nemet evit eur pennadic amzer.
Clask a reot ac’hanon ; hag evel m’am eus lavaret d’ar Jusevien : « D’al leac’h ma ’z an, c’houi ne c’hellit ket dont, » me a lavar d’ehoc’h breman. Me a ro d’ehoc’h eur gourc’hemen nevez : en em garet an eil egile, hag evel m’am eus ho caret, en em garit ive an eil egile. An holl a c’houezo ez oc’h va diskiblien dioc’h ar garantez ho pezo an eil evit egile. »
(S. Iann, 36-38 ; S. Lucas, 31-38.)
Per a lavaras d’ezhan : « Aotrou, da beleac’h ez it ? » Jesus a respontas : « El leac’h ma ’z an ne c’helles ket breman heul ac’hanon ; mes heul a ri divezatoc’h.
» Simon, Simon, eme an Aotrou, setu Satan hen deus goulennet ac’hanoc’h, te ha da vreudeur, evit ho ridella evel guiniz. Mes pedet am eus evidot, abalamour d’as feiz da chom difazi ; ha te, d’as tro, kennerz da vreudeur. » [2]
Per a lavaras d’ezhan : « Perag ne c’hellan ket heul ac’hanoc’h breman ? Me, Aotrou, a zo prest da vont ganehoc’h d’ar prison ha d’ar maro : me a roio va buez evidhoc’h. » Jesus a respontas : « Te a roio da vuez evidon ? E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hillog da c’houlou-deiz, as pezo va nac’het teir guech.
Hag e lavaras d’ezho : « P’am eus casset ac’hanoc’h eb yalc’h, na sac’h, na boutou, dioueret ho peus-hu eun dra bennag ? » — « Nann, emezho. » — « Mad, breman an hini hen deus eur yalc’h hag eur zac’h ive, ra ho c’hemero ; hag an hini n’hen deus cleze ebed, ra verzo he zae evit prena unan. Rag me a lavar d’ehoc’h : red eo e teufe c’hoaz ar gomz-man deuz ar Scritur da veza guir ennon : « Lakeat eo bet etouez an dorfetourien. » Evit guir, ar prophesiou a zell ouzin a zo tost da zeveni. »
An diskiblien a lavaras : « Aotrou, setu ama daou gleze. » Hen a lavaras d’ezho ; « Avoalc’h eo » evit ar pez a zo da ober gantho. Rag n’edo ket en he ioul en em jervichout deuz ar c’hleze mes rei fressoc’h da gompren e pe seurt danjer e tlient holl coueza.
(S. Vaze, 30 ; S. Marc, 26 ; S. Ian, XIV, 1-31 ; S. Lucas, 39.)
« Ra ne vezo ket ho calon trubuillet. Credi a rit e Doue ; credit ive ennon. E ti va Zad ez eus meur a zeumeurans. Ma ne vije ket bet, em bije lavaret d’ehoc’h ; rag mont a ran da bourchass d’ehoc’h eur plas. Pa vezin eat kuit ha p’am bezo pourchasset d’ehoc’h eur plas, me a zistroio hag ho kemero ganen, evit ma viot el leac’h m’emaon. Gouzout a rit da beleac’h ez an hag anaout a rit an hent. »
Thomas a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ne c’houezomp ket da beleac’h ez it ; penaoz e c’hellomp-ni anaout an hent ? »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Me eo an hent, ar virionez hag ar vuez. Nicun ne deu da gaout an Tad nemet dreizon. M’ho pije anavezet ac’hanon, ho pije anavezet va Zad ; eb dale ec’h anavezot anezhan, hag her guelet ho peus. »
Philipp a lavaras d’ezhan : « Aotrou, discuezit d’eomp an Tad, hag eo avoalc’h evidomp. »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Keit all ’ zo emaon ganehoc’h, ha n’ho peus ket anavezet ac’hanon ! Philipp, an hini a vel ac’hanon a vel ive an Tad, rag hon daou hon deus ar memez natur. Penaoz ta e lavares : discuezit d’eomp an Tad ? Ha ne gredit-hu ket emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Ar c’homzou a lavaran d’ehoc’h, n’ho lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad a jom ennon a ra he-unan an oberou, ar miraclou a velit ac’hanon oc’h ober. Ha ne gredit-hu ket emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Credit da neubeuta abalamour d’an oberou ho-unan.
» E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini a gred ennon a reio ive an oberou a ran, ha re vrassoc’h c’hoaz a reio, abalamour ma ’z an da gaout an Tad. Kement a c’houlennot digant an Tad em hano a rin, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab : ober a rin ive ar pez a c’houlennot diganen em hano.
» Ma carit ac’hanon, mirit va gourc’hemennou. Neuze e pedin va Zad, hag e roio d’ehoc’h eur Frealzer all evit chom ganehoc’h bepred, ar Spered a virionez ne c’hell ket ar bed receo, abalamour n’her guel ket ha n’hen anavez ket, rag ne zigor he skiant nemet var draou an douar. C’houi avad hen anavezo, abalamour ma chommo ganeoc’h ha ma vezo ennhoc’h.
» N’ho lezin ket emzivaded ; me a deuio davedoc’h o tigass d’ehoc’h ar Spered-Santel a zo ennon evel m’emaon en Tad. [3] Neubeut amzer c’hoaz, hag ar bed n’am guelo mui. Mes c’houi am guelo gant daoulagad ar feiz, abalamour ma vevan ha ma vevot ive deuz buez ar c’hras. En deiz-se, pa deuio ar Spered-Santel, ec’h anavezot emaon em Zad, dre natur, ha c’houi ennon, ha me ennhoc’h dre c’hras. An hini hen deus va gourc’hemennou hag a vir anezho, hennez eo a gar ac’hanon. An hini a gar ac’hanon a vezo caret gant va Zad ; ha me a garo anezhan hag a en em ziscuezo d’ezhan.
Jud, n’e ket an Iscariot, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, penaoz ta e c’hoarvez ma c’h-en em ziscuezot d’eomp-ni ha nann d’ar bed ? »
Jesus a respontas d’ezhan, en eur boueza var ar pez edo o lavaret : « An hini a gar ac’hanon a viro va c’homzou. Neuze va Zad her c’haro, hag e teuimp daved-han hag e vezimp o chom ennhan. An hini ne gar ket ac’hanon, evel ne ra ket ar bed, ne vir ket va c’homzou ; hag ar c’homzou ho peus clevet, n’int ket va c’homzou, mes re an Tad hen deus va c’hasset. Setu perag ne deuimp ket da jom er bed. Me am eus lavaret d’ehoc’h an dra-man epad ma choman ganeoc’h. Mes ar Frealzer, ar Spered-Santel, hag a vezo casset gant va Zad em hano, hennez a zesko d’ehoc’h peb tra hag a zigasso da zonj d’ehoc’h deuz kement am bezo lavaret d’ehoc’h.
» Me a lez ganeoc’h ar peoc’h, me a ro d’ehoc’h va feoc’h ; me a ro anezhan n’e ket evel ma ro ar bed. Ra ne vezo ket ho calon trubuillet na spontet. Clevet ho peus em eus lavaret d’ehoc’h : mont a ran hag e teuan davedhoc’h. Ma carjec’h ac’hanon, e vijec’h laouen abalamour ma ’z an da gaout an Tad, rag an Tad a zo brassoc’h egedon, evit comz er vech-man hervez va natur den. [4] Lavaret em eus breman an dra-ze d’ehoc’h araog ma tigouezo, evit ma credot, pa vezo digouezet.
» Ne gomzin ket mui calz ganehoc’h, rag setu o tont prins ar bed-man, Satan hag he vevelien, ha n’eus netra ennon hag a ve d’ezhan. Mes, evit ma c’houezo ar bed e caran va Zad, e ran hervez an urz am eus bet digant va Zad.
» Savit, deomp ac’han. »
Ha goude beza lavaret an hymn, ez eas d’ar menez Olived, evel m’oa boazet. He ziskiblien a heulias anezhan.
(S. Iann, XV, XVI, XVII).
« Me eo ar vinien guirion, a lavaras Jesus en eur vont varzu ar menez Olived, ha va Zad eo al labourer. Distaga ’ reio kement scour ne zoug ket a frouez ennon, ha discoultra ’ reio an hini a zoug frouez, evit ma tougo muioc’h. »
» C’houi a zo dija pur abalamour d’ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h. Chomit ennon dre ar feiz : me a jom ennhoc’h dre va gras. Evel ar scour ne zoug ket frouez anezhan he-unan, ma ne jom ket stag ouz ar vinien, evelse na c’houi kenneubeut, ma ne jomit ket ennon. Me eo kef ar vinien, c’houi eo ar scourrou. An hini a jom ennon ha me ennhan, hennez a zoug calz frouez, rag ebdon ne c’hellit ober netra. Ma ne jom ket unan bennag ennon, e vezo taolet er meaz evel eur scour, hag e sec’ho, hag e vezo destumet, hag e vezo stlapet en tan, hag e tevo. Ma chomit ennon ha ma chom ennhoc’h va c’homzou, c’houi a c’houlenno kement a c’hoanteot, hag e vezo roet d’ehoc’h. Gloar va Zad eo e rafec’h calz frouez hag e teufec’h da veza va diskiblien.
» Evel va Zad hen deus va c’haret, me ive am eus ho caret. Chomit em c’harantez. O viret va gourc’hemennou e chomot em c’harantez, evel o viret gourc’hemennou va Zad e choman en he garantez. Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit ma vezo va laouenedigez ennhoc’h ha ma vezo leun ho laouenedigez. Setu ama va gourc’hemen : en em garit etrezhoc’h evel m’am eus ho caret. Nicun ne c’hell caout brassoc’h carantez eged o rei he vuez evit he vignoned. C’houi eo va mignoned, ma rit ar pez a c’hourc’hemennan d’ehoc’h. Hiviziken n’hoc’h hanvin ket servicherien, rag ar servicher ne c’hoar ket petra ’ ra he vestr. Mes c’houi am eus hanvet mignoned, abalamour m’am eus roet d’ehoc’h da anaout kement am eus clevet gant va Zad. N’eo ket c’houi ho peus va dibabet, me am eus ho tibabet hag am eus ho lakeat evit ma ’z eot, ma tougot frouez ha ma chomo ho frouez, en hevelep doare ma roio d’ehoc’h an Tad kement hag a c’houlennot diganthan em hano. Ar pez a c’hourc’hemennan d’ehoc’h eo en em garet an eil egile.
» Ma ’z oc’h cassaet gant ar bed, deskit ez oun bet cassaet ganthan en ho raog. Ma vijec’h euz ar bed, ar bed hen dije caret ar pez a zo d’ezhan, mes abalamour n’oc’h ket euz ar bed ha m’am eus dibabet ac’hanoc’h a greiz ar bed, abalamour da ze hen deus cassoni ouzhoc’h. Bezit sonj deuz ar gomz am eus lavaret d’ehoc’h : ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Ma ho deus goall-gasset ac’hanon, e voall-gassint ac’hanoc’h ; ma ho deus miret va c’homzou, e virint ive ho re. Mes an holl draou-ze a reint en hoc’h eneb en abeg va hano, abalamour ne anavezont ket an hini hen deus va c’hasset. Ma ne vijen ket deut ha n’am bije ket comzet d’ezho, n’ho dije pec’hed ebed, mes breman netra ne c’hell ho zidamallout deuz ho fec’hed. An neb hen deus cass ouzin hen deus ive cass ouz va Zad. Ma n’em bije ket great en ho zouez oberou n’hen deus great den all ebed, n’ho dije ket a bec’hed. Mes breman ho deus guelet, hag ho deus va c’hassaet, me ha va Zad, evit ma vezo sevenet ar gomz a zo scrivet en ho lezen : va c’hassaet ho deus eb abeg.
» Mes, pa vezo deut ar Frealzer, ar Spered a virionez a deu euz an Tad, hag a zigassin d’ehoc’h euz va Zad, e roio testeni ac’hanon. [5] Ha c’houi ive a roio testeni, abalamour ma emaoc’h ganen azaleg ar penn-kenta. »
Ar Spered-Santel hag ar beden a vezo ho zikour
« Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit na gouezot ket o steki outho. Taoler a reint ac’hanoc’h er meaz euz ar synagogou ; dont a ra an heur, hag an hini ho lakei d’ar maro a gredo enori Doue. Ober a reint d’ehoc’h evelse, abalamour ne anavezont nag an Tad, na me. Hogen, lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit m’ho pezo sonj, pa deuio an amzer-ze, em eus ho lavaret d’ehoc’h. N’em eus ket ho lavaret d’ehoc’h azaleg ar penn-kenta, abalamour m’edon ganehoc’h.
» Breman ez an da gaout an hini hen deus va c’hasset, ha den ebed en ho touez ne c’houlen ouzin : « Da beleac’h ez it ? » Mes abalamour m’am eus lavaret d’ehoc’h an traou-ze, ho calon a zo carget a dristidigez. Goulzgoude, me ’ lavar d’ehoc’h ar virionez : talvoudus eo d’ehoc’h ez afen kuit, rag, ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne deuio ket davedhoc’h ; mes ma ’z an kuit, me a gasso anezhan d’ehoc’h. Pa vezo deut, e rei d’ar bed anzao ez eus bet pec’hed, ez oa justis hag e vezo barnedigez. Ez eus bet pec’hed, abalamour n’ho deus ket credet ennon ; ez oa justis, abalamour ma ’z an da gaout va Zad ha n’am guelot mui, ar pez a zizcuez va justis ha va zantelez ; e vezo barnedigez, abalamour prins ar bed-man a zo dija barnet, hag a gollo he c’halloud var ar bed.
» Calz traou am euz c’hoaz da lavaret d’ehoc’h, mes ne c’hellit ket ho c’hlevet breman. Pa vezo deut ar Spered-se a virionez, e tesko d’ehoc’h peb guirionez. Rag ne gomzo ket anezhan he-unan ; mes kement a glevo en Tad hag ennon a lavaro, hag e tisclerio d’ehoc’h an traou da zont. Hen am glorifio, abalamour ma recevo deuz ar pez a zo d’in, hag hen disclerio d’ehoc’h. Kement en deus an Tad a zo d’in ; setu perag em eus lavaret e recevo deuz ar pez a zo din, hag hen disclerio d’ehoc’h.
» Eur pennadic amzer, ha n’am guelot mui, gant daoulagad ho corf : eur pennadic amzer adarre, hag am guelot, gant daoulagad ar feiz, pa gassin d’ehoc’h ar Spered-Santel, rag mont a ran da gaout an Tad. »
Lod deuz he ziskiblien a lavaras neuze etrezho : « Petra ’ lavar d’eomp evelse : eur pennadig amzer, ha n’am guelot mui ; eur pennadig amzer adarre, hag am guelot, rag mont a ran da gaout an Tad. » Lavaret a reant eta : « Petra eo an dra-ze : eur pennadig amzer ? Ne c’houzomp ket deuz petra e comz. »
Jesus a anavezas ho doa c’hoant da ober outhan eur goulen hag a lavaras d’ezho : « C’houi a c’houlen an eil digant egile perag em eus lavaret : « Eur pennadig amzer, ha n’am guelot mui ; eur pennadig amzer adarre, hag am guelot. » E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : c’houi a lenvo hag a hirvoudo, hag ar bed a en em laouenaio : c’houi a vezo er c’hlac’har, mes ho clac’har a vezo chenchet e levenez. Eur vaouez, pa lak’ he c’hrouadur er bed, a zo er c’hlac’har abalamour m’eo deut he heur ; mes, p’he deus ganet eur mab, n’he deus sonj ebed mui deuz he foan, abalamour d’ar joa he deus da veza lakeat eun den er bed. C’houi ive ho peus breman tristidigez, mes me a velo ac’hanoc’h adarre, hag ho calon a laouenaio, ha den ebed ne lamo diganehoc’h ho laouenedigez. En deiz-se ne reot mui goulennou ouzin var netra.
« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma c’houlennit eun dra bennag digant va Zad em hano, e roio d’ehoc’h. Beteg-hen n’ho peus goulennet netra em hano. Goulennit hag ho pezo, evit ma vezo leun ho laouenedigez.
» Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze e parabolennou. Dont a ra an heur ne gomzin ket mui d’ehoc’h e parabolennou, mes dre ar Spered-Santel e comzin d’ehoc’h freas divarbenn va Zad. En deiz-se e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket d’ehoc’h e pedin an Tad evidhoc’h ; rag an Tad ho car, abalamour m’ho peus va c’haret ha m’ho peus credet ez oun deut euz Doue. Me a zo eat euz an Tad hag a zo deut er bed : breman e tilezan ar bed evit mont d’an Tad. »
He ziskiblien a lavaras d’ezhan : « En taol-man e comzit sclear ha ne lavarit parabolen ebed. Breman e c’houzomp ec’h anavezit peb tra, ha n’ho peus ket ezom e rafe den goulennou ouzhoc’h : setu perag e credomp ez oc’h deut euz Doue. »
Jesus a respontas d’ezho : « Credi a rit breman ? Dont a ra an heur, ha dija eo deut, ma viot skignet peb hini en he du, ha ma lezot ac’hanon va-unan. N’emaon ket va-unan goulzgoude, rag an Tad a zo ganen.
» Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit m’ho pezo ar peoc’h ennon. Er bed e viot goall-voasket, mes bezit fizians : me am eus trec’het ar bed. »
Goude beza lavaret an traou-ze, Jesus a zavas he zaoulagad etrezeg an env hag a lavaras :
« Tad, deut eo an heur, glorifiit ho Mab, evit ma teuio ar Mab da c’hlorifia ac’hanoc’h, ha p’e guir ho peus roet d’ezhan galloud var beb den, ma roio ar vuez peurbadus da gement hini ho peus roet d’ezhan. Ar vuez peurbadus-se eo anaout ac’hanoc’h, an Doue guirion n’eus ken nemedhoc’h, hag an hini ho peus casset, Jesus-Christ. Me am eus ho clorifiet var an douar : peurc’hreat em eus al labour ho poa roet d’in da ober. Ha breman, Tad, glorifiit ac’hanon ennhoc’h deuz ar c’hloar-ze am eus bet ennhoc’h araog crouidigez ar bed.
» Lavaret em eus hoc’h hano d’an dud oc’h eus tennet euz ar bed da rei d’in. D’ehoc’h oant, hag ho peus roet anezho d’in. Miret ho deus ho comz ; breman ec’h anavezont e teu ac’hanoc’h kement ho peus roet d’in, abalamour m’am eus roet d’ezho ar c’homzou ho peus fiziet ennon. Bet ho deus anezho ; anavezet ho deus e guirionez ez oun deut ac’hanoc’h, ha credet ho deuz ez oun casset ganehoc’h.
» Me a bed evitho. Ne bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ho peus roet d’in, abalamour ma ’z int d’ehoc’h. Kement a zo d’in a zo d’ehoc’h, hag ar pez a zo d’ehoc’h a zo d’in, hag oun glorifiet ennho. Dija n’emaon mui er bed, hag hi a zo er bed, epad ma ’z an davedhoc’h. Tad santel, dalc’hit en hoc’h hano ar re ho peus roet d’in evit ma vezint unan eveldomp. Pa edon gantho, me ho dalc’he en hoc’h hano : diouallet em eus ar re ho peus roet d’in, ha nicun anezho n’eo eat da goll, nemet Judas an den collet, evit sevenedigez ar Scritur. Mes breman ez an d’ho caout, hag e lavaran an traou-ze epad ma choman er bed evit ma vezo leun ennho va laouenedigez.
» Me am eus roet d’ezho ho comz, hag ar bed hen deus kemeret cassoni outho abalamour n’int ket deuz ar bed, evel va-unan n’oun ket deuz ar bed. N’ho pedan ket d’ho zenna euz ar bed, mes d’ho diouall ouz an droug. N’int ket deuz ar bed, evel va-unan n’oun ket deuz ar bed. Santellait anezho er virionez : ho comz eo ar virionez. Evel m’ho peus va c’hasset er bed, evelse em eus ho c’hasset er bed. Me a en em zantellaa evitho, evit ma vezint ho-unan santelleat er virionez. [6]
» Ne bedan ket ebken evitho, mes ive evit ar re a gredo ennon var ho ger : ra vezint holl unan ; evel c’houi, Tad, a zo ennon, ha me ennhoc’h, evelse ra vezint unan ennomp, evit ma credo ar bed ho peus va c’hasset. Me am eus roet d’ezho ar c’hloar ho peus roet d’in [7], evit ma vezint unan, evel ma ’z omp unan. Me a zo ennho dre c’hras ha c’houi ennon dre natur, evit ma vezint unanet da vad, ha ma c’h-anavezo ar bed ho peus va c’hasset, hag ho peus ho c’haret, evel m’ho peus va c’haret.
» Tad, ar re ho peus roet d’in, me a fell e vent ganen el leac’h m’emaon, evit ma velint ar c’hloar ho peus roet d’in, abalamour m’ho peus va c’haret araog crouidigez ar bed. Tad just, ar bed n’hen deus ket hoc’h anavezet ; mes me am eus hoc’h anavezet, hag ar re-man ho deus anavezet ez oun casset ganehoc’h. Great em eus dezho anaout hoc’h hano, hag ober a rin c’hoaz, evit ma vezo ennho ar garantez ho peus bet evidon, ha ma vezin ennho. »
Goude m’han doa Jesus lavaret an traou-ze,
ez eas, gant he ziskiblien, en tu all da froud
Cedron a rede e traonien Josaphat er zao-heol,
etre kear hag ar menez Olived. Neuze e
lavaras d’ezho : « Holl e kemerot tro da
faillout en noz-man abalamour d’in ha d’ar
pez a c’hoarvezo ganen, rag scrivet eo : me a
scoio ar pastor, hag an denved a vezo distaolet
a beb costez. Mes goude ma vezin savet a
douez ar re varo, me a ielo en ho raog, d’ar
Galilee. »
Per, leun ato a fizians ennhan he-unan, a lavaras d’ezhan : « Goude ma kemerfe an holl tro da faillout abalamour d’ehoc’h, me ne rin ket. » Jesus a lavaras d’ezhan : « E guirionez, me a lavar d’id, hirio, en noz-man, araog m’han dezo canet diou vech ar c’hillog, te a pezo va nac’het teir guech. » Mes hen a lavare muioc’h-mui : « Ha pa ve red d’in mervel ganehoc’h, n’ho nac’hin ket. » An holl diskiblien a lavare ar memez tra.
Jesus a zigouezas en eur verouri, hanvet Jethsemani, hag a ioa ouz ar menez Olived. Eno ez oa eul liorz, hag ez eas ennhan gant he ziskiblien. Hag e lavaras d’ezho : « Azezit aman, epad ma ’z in du-hont da bedi. » Goudeze e kemeras ganthan Per ha daou vab Zebedee, Jakes ha Iann, ha pa oue digouezet el leac’h choazet, e teuas varnhan tristidigez ha glac’har, spont hag anken. Neuze e lavaras d’ezho : « Va ene a zo trist beteg ar maro ; chomit aman, beillit ganen ha pedit, evit na guezot ket e tentation. »
Hag ec’h en em ziframmas dioutho keit ha ma c’heller banna eur mean, hag o veza pleget he zaoulin, e stouas he benn d’an douar, hag e pede ma pellaje an heur-ze diouthan, mar gelle beza pellaet. « Va Zad, emezhan, ma c’hell beza great, ra bellaio diouzin ar c’halir-ze leun a c’houervder ! Tad, c’houi a c’hell peb tra, ma fell d’ehoc’h, pellait ar c’halir-ze diouzin ! Goulzgoude, n’e ket va bolontez-me bezet great, mes hoc’h hini-c’houi. »
Hogen, eun eal deuz an env a en em ziscuezas d’ezhan hag he gennerzas. [8] Couezet en angoni, e pede muioc’h-mui. Bez’ hen devoue eur c’huezen, evel beradou goad a zirede beteg an douar.
Pa zavas deuz he beden ha pa deuas da gaout he ziskiblien, e cavas anezho cousket abalamour d’an dristidigez. Lavaret a reas da Ber : « Simon, cousket a res ? Evelse n’ho peus ket gellet beilla eun heur ganen ? Perag e couskit ? Savit, beillit ha pedit, evit na gouezot ket e tentation. Ar spered a zo tear da ober ar mad, mes ar c’horf a zo dinerz. »
Pellaat a reas adarre evit an eil guech hag e pedas en eur lavaret : « Va Zad, ma ne c’hell ket ar c’halir-ze tremen, eb na efen anezhan, ra vezo great ho polontez ! »
Dont a reas adarre hag e cavas anezho cousket, rag ho daoulagad a ioa deut da veza pounner, ha ne c’houient ket petra da respont d’ezhan.
O veza lezet anezho, ez eas kuit adarre hag e pedas evit an trede guech en eur lavaret ar memez tra.
Neuze e teuas evit an trede guech da gaout he ziskiblien hag e lavaras d’ezho : « Couskit breman ha discuizit… Avoalc’h eo. Deut eo an heur ma tle Mab an den beza lakeat etre daouarn ar bec’herien. Savit, deomp : setu ema tost an hini a dle va zreïssa. »
Comz a rea c’hoaz, pa deuas an treitour, Judas Iscariot, unan deuz an daouzeg.
Judas a anaie al leac’h-se, abalamour Jesus a ioa bet eno aliez gant he ziskiblien. Kemeret hen doa ganthan eur vanden zoudarded ; ouspenn, prinsed ar veleien, an doctored ha pennou-bras ar bobl ho doa casset servicherien. Dont a rea da Jethsemani e penn ar strollad tud-se a zouge clezeier, bizier, leterniou ha goulaou-bras. An treitour hen doa roet eur merk d’ezho evit anaout Jesus : « An hini, emezhan, ma roin eur pok d’ezhan, hennez eo. Crogit ennhan ha cassit-hen gant evez. »
Kerkent ma c’h-erruas, e tosteas ouz Jesus en eur lavaret : « Salud, Mestr ! » Hag e pokas d’ezhan. Jesus a lavaras : « Mignon, da ober petra out deut ? Judas, dre eur pok e treïsses Mab an den ! »
Goulzgoude Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieas araog hag a lavaras d’ar vanden : « Piou a glaskit ? » — « Jesus a Nazareth, emezho. » Jesus a respontas : « Me eo. » Hogen, Judas, an hini he dreïsse, a ioa ive gantho. Ractal ma lavaras d’ezho : « Me eo, » ez ejont diouthan var ho c’hiz hag e couezjont d’an douar. Goulen a reas outho adarre : « Piou a glaskit ? » Hag e lavarjont : « Jesus a Nazareth. » — « Lavaret em eus d’ehoc’h, a respontas Jesus : me eo. Ma claskit eta ac’hanon, lezit ar re-man da vont kuit. » Hag e tiscueze an ebestel. Evelse e teue da vir ar gomz hen doa lavaret : « N’em eus collet nicun deuz ar re ho peus roet d’in. »
Ar re a ioa en dro da Jesus, o velet ar pez a dlie c’hoarvezout, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma scofemp gant ar c’hleze ? » Unan anezho, Simon-Per, o cass he zorn var ar c’hleze a ioa ganthan, he dennas, a scoas var jervicher ar beleg-bras hag a droc’has d’ezhan he scouarn deou. Ar servicher-ze a ioa hanvet Malchus. Jesus a lavaras da Ber : « Lez ; avoalc’h evelse. Laka da gleze en he blas, rag ar re a gemer ar c’hleze a varvo dre ar c’hleze. Ha credi a res-te ne c’hellan ket pedi va Zad, hag e tigasso d’in ractal ouspenn daouzeg arme elez ? Mes penaoz neuze e teuio da vir ar Scrituriou a verk e tle kement-man holl digouezout ? Ha ne dlean-me ket efa ar c’halir hen deus roet va Zad d’in da efa ? » Goudeze e touchas ouz scouarn Malchus hag her pareas.
Neuze e lavaras d’ar re a ioa deut varzu ennhan, da brinsed ar veleien, da voardou an Templ ha da bennou bras ar bobl : « Deut oc’h din evel da eul laer, gant bizier ha gant clezeier, evit kemeret ac’hanon. Goulzgoude edon bemdez azezet en ho touez o kelen en Templ, ha n’ho peus ket lakeat ho taouarn varnon evit va c’hemeret. Mes breman ema oc’h heur, hag ar c’halloud a zo d’an denvalijen. Kement-man a zo digouezet evit ma teuje da vir ar pez a zo scrivet gant ar bropheted. »
Neuze e tostejont, e lakejont ho daouarn varnhan hag e crogjont ennhan. An diskiblien hen dilezas hag a dec’has holl.
Goulzgoude eur c’hrenn-baotr a heulie Jesus, ha n’oa guisket nemet gant eul lisser. Cregi a rejont ennhan. Mes hen a daolas he lisser hag a dec’has dioutho ez-noaz.
Ar vanden zoudarded eta, an offiser ha servichourien ar Jusevien a gemeras Jesus hag hel liammas. Cass a rejont anezhan da gaout Annas da genta. Hennez a ioa tad-caër da Gaïphas, beleg-bras er blavez-se. Caiphas oa an hini hen doa roet an ali-man d’ar Jusevien : « Talvoudus eo e varfe eun den evit ar bobl. »
Ar beleg-bras a reas goulennou ouz Jesus divarbenn he ziskiblien hag he gelennadurez.
Jesus a respontas d’ezhan : « Comzet em eus d’ar bed dirag an holl ; ato em eus kelennet er synagog hag en templ, el leac’h ma c’h-en em zestum an holl Jusevien, ha morse n’em eus lavaret netra e cuz. Perag e rit goulennou ouzin ? Goulennit ouz ar re ho deus clevet ar pez em eus lavaret d’ezho : gouzout a reont ar pez em eus lavaret. »
P’han doa lavaret an dra-ze, unan deuz ar jervicherien a ioa eno a roas eur javedad da Jesus en eur lavaret : « Hag evelse e respontes d’ar beleg-bras ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « M’am eus comzet fall, discuez e ran fall ; mes, m’am eus lavaret mad, perag e scoes ganen ? »
Neuze Annas a gassas anezhan liammet da gaout ar beleg-bras Caïphas.
(S. Vaze, 57, 59-68 ; S. Marc, 53, 55-65 ; S. Lucas, 63-65.)
En dro da Gaïphas oa en em zestumet an holl veleien, doctored ha pennou bras ar bobl. Prinsed ar veleien hag ar c’honseil a bez a glaske eur fals testeni a eneb Jesus evit he lakaat d’ar maro, ha ne gavent ket. Meur a hini a zouge fals testeni en he eneb, mes ho zesteniou na en em gavent ket henvel.
D’ar fin goulzgoude e teuas daou dest faos da rei evelhen testeni en he eneb : « Jesus hen deus lavaret : me a c’hell discar templ Doue, hag he zevel a nevez a benn tri devez. » — « Ni hon deus clevet anezhan o lavavet : me a ziscaro an templ-man great dre zaouarn an dud, hag e tri devez, e savin a nevez eun all ne vezo ket great dre zaouarn an dud. » Ho zesteniou na en em gavent ket henvel.
Ar beleg-bras a zavas en he za e creiz ar c’honseil hag a c’houlennas ouz Jesus : « Ne respontit ket ta d’an testeniou a zoug ar re-man en hoc’h eneb ? » Jesus a jome sioul ha ne respontas ket. Ar beleg-bras a lavaras d’ezhan adarre : « Me a gemen d’ehoc’h, dre an Doue beo, lavaret d’eomp ha c’houi eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget. »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Hel lavaret ho peus : beza oun. Memez e lavaran d’ehoc’h eun deiz e velot Mab an den azezet en tu deou da c’halloud Doue hag o tont var goabrennou an env. » Neuze ar beleg-bras a rogas he zillad en eur lavaret : « Blasphemet hen deus. Da betra hon deus-ni c’hoaz ezom testou ? Clevet ho peus ar blasphem : petra ’ gav d’ehoc’h. » An holl a zougas ar varnedigez-man : « Din eo a varo. »
Neuze an dud a zalc’he Jesus a en em lakeas
lod anezho d’her goapaat ha da dufal ouz he
vizach ; lod all, da voucha he fas ha da rei
d’ezhan taoliou dorn en eur lavaret : « Christ,
divin d’eomp, piou hen deus da skoet? » Ar
mevelien a roe d’ezhan javedadou hag a lavare
en he eneb calz traou leun a zismegans.
S. Vaze, 58, 69-75 ; S. Marc, 54, 66-72 ; S. Lucas, 54-62 ; S. Iann, 15-18, 25-27.
Pa gasset Jesus da di ar beleg-bras, Simon-Per hag eun diskibl all, Iann, a heulias anezhan a ziabell, beteg ar porz. An diskibl all a ioa deuz anaoudegez ar beleg-bras hag a ieas gant Jesus er porz : Per avad a jome en he za en dianveaz e kichen an or. An diskibl all, anavezet gant ar beleg-bras, a deuas er meaz, a gomzas ouz ar borzierez hag a reas digeri da Ber.
E creiz ar porz ez oa tan-glaou var elum, rag ien oa. Ar mevelien hag ar goardou a ioa tro var dro, en ho za pe azezet, hag a en em domme. Per a azezas en ho zouez evit en em domma ha guelet petra erruje.
Unan deus mitizien ar beleg-bras, ar borzierez, o velet anezhan azezet er sclerijen hag o veza sellet piz outhan, a lavaras : « Heman a ioa ganthan. Ha n’out ket deuz diskiblien an den-ze ? Te a ioa gant ar Galilean, Jesus a Nazareth. » Mes Per a nac’has Jesus dirag an holl en eur lavaret : « Maouez, ne c’houzon ket petra lavares ; ne anavezan ket anezhan. »
Per a ieas kuit, dirag an or, hag ar c’hillog a ganas. Eur vatez all a velas anezhan hag a lavaras d’ar re a ioa eno : « Heman a ioa ive gant Jesus a Nazareth ; heman a zo unan anezho. » — « Ia, eme eur goaz, te a zo unan anezho. » Per a lavaras : « Goaz, n’oun ket. » Hag e nac’has adarre en eur doui : « Ne anavezan ket an den-ze, emezhan. »
Neubeut amzer goude, var dro eun heur divezatoc’h, Simon-Per a ioa en he za oc’h en em domma, pa lavarjot d’ezhan : « Ha n’out ket unan deuz he ziskiblien ? » — « N’oun ket, eme Ber. » — « A dra zur, eme eun all, te a ioa ganthan, te a zo unan anezho, rag beza out Galilean ha da barlant trefoet hen discuez avoalc’h, » — « Goaz, ne c’houzon ket petra lavares, a respontas Per. » Unan deuz servicherien ar beleg-bras, car d’an hini ma troc’has Per he scouarn d’ezhan, a lavaras : « Daoust ha n’em eus ket guelet ac’hanot el liorz ganthan ? » Per a en em lakeas da nac’h adarre, da vallozi ha da doui var he le : « Me, emezhan, ne anavezan ket an den-ze deuz pehini e comzit. »
N’hen doa ket peur-echuet he c’her diveza, pa ganas ar c’hillog adarre. An Aotrou a en em zistroas hag a reas eur zell var Ber. Neuze e teuas sonj da Ber deuz ar gomz a lavaras d’ezhan an Aotrou : « Araog ma cano diou vech ar c’hillog, e pezo va nac’het teir guech. »
O veza eat er meaz, Per a en em lakeas da scuill daelou c’huero.
(S. Vaze, XXVII, 1-2 ; S. Marc, XV, 1 ; S. Lucas, 66-71 ; XXIII, 1.)
Kerkent ha ma tarzas an deiz, holl bennou bras ar bobl, prinsed ar veleien hag an doctored a en em zestumas a eneb Jesus evit he lakaat d’ar maro. Ar varnedigez kenta a ioa eb talvoudegez dirag al lezen, abalamour m’oa bet douget epad an noz.
Digass a rejont Jesus en ho c’honseil hag e lavarjont : « Ma ’z oc’h ar C’hrist, lavarit d’eomp. » — « Ma lavaran d’ehoc’h, eme Jesus, n’am c’hredot ket ; ha ma ran goulennou ouzhoc’h, c’houi n’am respontot ket ha n’am lezot ket da vont kuit. Hiviziken Mab an den a vezo azezet en tu deou da c’halloud Doue. »
An holl a lavaras « C’houi eta a zo Mab Doue ? » — « Hel lavaret ho peus, eme Jesus : beza oun. » Hag hi da lavarot : « Da betra clask c’hoaz testeni ? Hon unan hon deus clevet euz he c’hinou. »
An holl a zavas en ho za, hag o veza liammet Jesus, her c’hassjont da di ar gouarner romen, Pons-Pilat, hag hel lakejont etre he zaouarn.
(S. Vaze, XXVII, 3-10.)
Neuze an treitour Judas, o velet oa condaonet, a ieas, broudet gant he goustians, da gass an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha da bennou-bras ar bobl. « Pec’het em eus, emezhan, o verza buez an hini a zo didamall. » Mes hi a respontas : « Petra ’ ra ze d’eomp-ni ? Eun dra eo hag a zell ouzid. »
O veza taolet an arc’hant en templ, Judas a en em dennas hag a ieas da en em grouga.
Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaras : « Ne c’heller ket ho lakaat en tenzor, abalamour ma ’z int priz ar goad. » Goude beza kemeret cuzul an eil digant egile, e prenjont gantho park eur poder evit anterri an divroidi.
Setu perag ar park-se a zo hanvet beteg hirio Haceldama, da lavaret eo, parc ar goad. Neuze e teuas da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet Jeremias evelhen : « Kemeret ho deus an tregont pez arc’hant a zo priz an hini ho deus marc’hatet he dalvoudegez gant bugale Israel, ha roet ho deus anezho evit park eur poder, evel m’han deus merket d’in an Aotrou. »
Digass a rejont eta Jesus deuz ti Caïphas da
lez-varn Pons-Pilat. Edo ar mintin hag ar Jusevien
ne d-ajont ket el lez-varn evit na vijent
ket saotret, hervez ho lezen, o vont e ti eur
paian, ha ma c’helljent dribi ar Pask, ar bara
eb goell hag an hostiou a veze sacrifiet epad
deveziou ar gouel. [9]
Pilat eta a deuas d’ho c’haout er meaz hag a lavaras : « Petra ho peus da damall eneb an den-man ? » Ar Jusevien a respontas : « Ma ne vije ket eun torfetour, n’hon dije ket lakeat anezhan etre ho taouarn. » Pilat a lavaras d’ezho : « Kemerit anezhan hoc’h-unan ha barnit anezhan hervez ho lezen. » Ar Jusevien a respontas : « N’on deus ket a urz da lakaat den d’ar maro. »
Evelse e teue da vir ar gomz hen doa lavaret Jesus evit merka deuz pe varo e tlie mervel. Lavaret hen doa e vije lakeat etre daouarn ar baianed hag e vije staget ouz ar groaz : ar romened païan a gondaone da vervel var ar groaz.
Neuze ec’h en em lakejont da damall Jesus en eur lavaret : « Ni hon deus he gavet o lakaat dispac’h etouez hor pobl, o tifen rei ar guiriou da Zesar hag o lavaret eo ar C’hrist-Roue. »
Pilat a zistroas el lez-varn, a c’halvas Jesus, hag en he za dirazhan, e c’houlennas outhan : « C’houi eo roue ar Jusevien ? » Jesus a respontas : « Lavaret a rit-hu an dra-ze ac’hanoc’h hoc’h-unan, pe re all ho deus hel lavaret divar va fenn ? » — « Daoust ha me a zo Juseo ? a respontas Pilat. Me ne ententan netra e Christ ar Jusevien : me a lavar ar pez am eus clevet. Ho pobl hag ho peleien-vras ho deus lakeat ac’hanoc’h etre va daouarn : petra ho peus great ? » Jesus a respontas : « Va rouantelez n’eo ket deuz ar bed-man ; dont a ra eus Doue var an eneou. Ma vije va rouantelez euz ar bed-man, va jervicherien a stourmfe evit miret na vijen lakeat etre daouarn ar Jusevien ; mes, breman, va rouantelez n’eo ket ac’han. » Neuze Pilat a lavaras d’ezhan : « Beza oc’h roue eta ? » — « Hel lavaret ho peus, eme Jesus : roue oun. Me a zo ganet hag a zo deut er bed evit rei testeni d’ar virionez, hag an neb piou bennag a zo deuz tu ar virionez a zilaou va mouez hag a zo deuz va rouantelez. » Pilat a lavaras d’ezhan : « Petra eo ar virionez ? » Ha ractal m’han doa lavaret ar ger-ze, ez eas adarre da gaout prinsed ar veleien hag ar bobl, hag e lavaras d’ezho : « Ne gavan abeg ebed ennhan. »
Neuze prinsed ar veleien ha pennou-bras ar bobl a damallas d’ezhan calz traou. Jesus ne respontas ket. Pilat a lavaras d’ezhan : « Ne respontit ket ? Ha ne glevit-hu ket pegement a draou a damallont d’ehoc’h ? » Jesus ne respontas mui eur ger d’ezhan, en hevelep doare ma ’z oa souezet bras ar gouarner. Mes ar Jusevien a zave ho mouez goassoc’h-goas hag a lavare : « He gentelliou er Judee a bez azaleg ar Galilee beteg ama, a laka reustl etouez ar bobl. »
Pilat, o clevet hano deuz ar Galilee, a c’houlennas hag an den-ze a ioa Galilean, ha kerkent ma clevas ez oa deuz dalc’h Herodes, e cassas anezhan da Herodes, a ioa ive e Jerusalem d’an deveziou-ze.
Herodes a oue laouen bras o velet Jesus, rag pell a ioa e c’hoantea guelet anezhan, abalamour m’han doa clevet lavaret calz traou divar he benn ha ma c’hortoze guelet anezhan oc’h ober eur burzud bennag. Ober a reas outhan meur a c’houlen. Mes Jesus ne respontas netra d’ezhan.
Hogen, prinsed ar veleien hag an doctored a ioa eno en ho za ouz hen tamall eb ehan.
Herodes hen disprijas gant he c’hoardou. Dre c’hoaperez, e viskas d’ezhan eur zae venn, hag her c’hassas en dro da gaout Pilat. En deiz-se Herodes ha Pilat a deuas da veza mignoned, rag a ziaraog ez oant enebourien an eil d’egile.
Pilat, o veza destumet prinsed ar veleien, pennou-kear hag ar bobl, a lavaras d’ezho : « Digasset ho peus d’in an den-man evel unan hag a zoug ar bobl d’an dispac’h, ha setu goude beza great goulennou outhan dirazhoc’h n’em eus cavet abeg ebed ennhan er pez a damallit d’ezhan. Nag Herodes kenneubeut rag casset em eus ac’hanoc’h d’he gaout, ha n’eus cavet netra ennhan hag a ve din a varo. Mont a ran eta d’he gass-kuit goude beza he gastizet. »
Hogen, da zeiz bras ar gouel, a bade eiz-dez, ar gouarner a dlie, hervez ar c’hiz, dilivra d’ar bobl eur prisonier, an hini a c’houlenne. Bez’ ez oa neuze eur prisonier brudet, hanvet Barabbas. Hennez a ioa eul laer ; lazet hen doa eun den epad eun dispac’h e kear ha chadennet oa gant dispac’herien all.
Ar bobl, o veza pignet er mintin-ze dirag ti Bilat, a en em lakeas da c’houlen ar pez hen deze ato digant ar gouarner. Pilat a fellas d’ezhan ober he vad gant ar c’hiz-se evit savetei Jesus. Evel m’oa destumet eta ar Jusevien, e lavaras d’ezho : « Ar c’hiz a zo da zilivra d’ehoc’h eun den da Bask. Piou a c’hoantait a zilifren d’ehoc’h. Barabbas, pe Jesus, hanvet Christ, roue ar Jusevien ? » Rag gouzout a rea ho doa ar veleien-vras lakeat Jesus etre he zaouarn dre voarizi, ha n’en doa ket ar bobl droug ennhan.
Epad ma edo Pilat azezet var he gador-varn, o c’hortoz ar bobl da ober he choaz, he vaouez a reas kemen d’ezhan an dra-man : « Ra ne vezo netra etre c’houi hag an den just-se, rag hirio, en eun uvre, oun bet poaniet calz abalamour d’ezhan. »
Etretant, prinsed ar veleien ha pennou-bras ar bobl a hegassas ar foul hag a boulzas an dud da c’houlen Barabbas ha da goll Jesus. Pilat a zavas he vouez adarre hag a lavaras d’ezho : « Pehini deuz an daou-ze a fell d’heoc’h dilivra ? » — « Barabbas, emezho ; lamit heman euz hon touez ha roit d’eomp Barabbas. »
Pilat a gomzas outho adarre, c’hoant d’ezhan da zilivra Jesus : « Petra ’ rin eta deuz Jesus hanvet Christ ? Petra fell d’ehoc’h a rafen da roue ar Jusevien ? »
An holl a iouaz : « Ra vezo staget ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »
Lavaret a reas d’ezho evit an trede guech : « Pe seurt droug hen deus great hennez ? Ne gavan netra ennhan hag a ve din a varo. Mont a ran d’he gastiza ha d’he gass-kuit. »
Mes hi a grie muioc’h-mui : « Ra vezo staget ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »
Hag ho iouadennou a zave goassoc’h-goas.
Neuze Pilat a reas cregi e Jesus hag her scourjeza.
Soudarded ar gouarner a zigassas Jesus goudeze el lez-varn hag a zestumas en dro d’ezhan ar gohorten a bez, var dro c’huec’h cant den. Goude beza hen divisket, e taoljont en dro d’ezhan eur vantel moug ruz-tan, e lakejont var he benn eur gurunen great deuz eun tourked spern, hag en he zorn eur venduen. Neuze e teuent d’he gaout, e plegent ho daoulin dirazhan hag e reant goap anezhan en eur lavaret : « Salud ! roue ar Jusevien. » Hag e roent d’ezhan javedadou, e tufent outhan hag e kemerent ar venduen da skei var he benn.
Pilat a ieas adarre er meaz euz al lez-varn hag a lavaras d’ar Jusevien : « Setu e tigassan anezhan d’ehoc’h er meaz evit ma c’houezot ne gavan abeg ebed ennhan. »
Jesus eta a ieas er meaz en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel moug. Pilat a lavaras d’ezho : « Setu aze an den ! » Mes e leac’h caout truez, ar veleien-vras hag ar jervicherien, pa veljont anezhan, a iouas en eur lavaret : « Stagit anezhan ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »
Pilat a lavaras d’ezho : « Kemerit anezhan hoc’h-unan ha stagit anezhan ouz ar groaz : me ne gavan abeg ebed ennhan. »
Ar Jusevien a respontas d’ezhan : « Ni hon deus eul lezen, hag hervez al lezen-ze, e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue. »
Pa glevas an dra-ze, Pilat a grogas ennhan brassoc’h aon. O veza eat adarre el lez-varn, e lavaras da Jesus ; « Euz a beleac’h och-hu ? Euz an env, pe euz an douar ? » Jesus ne respontas ket. Ar paian-ze n’oa goest da gompren netra e ginivelez divin Jesus, ha gouzout a rea avoalc’h p’e guir e c’houie oa didamall. Neuze Pilat a lavaras d’ezhan : « Ne lavarit netra d’in ? Ha ne c’houzoc’h-hu ket em eus galloud da staga ac’hanoc’h ouz ar groaz ha galloud da zilivra ac’hanoc’h ? » Jesus a respontas : « N’ho pije galloud ebed em eneb ma ne vijet ket roet d’ehoc’h deuz an env. Evelato n’oc’h ket dibec’h. Mes an hini hen deus va lakeat etre ho taouarn, Caïphas, hen deus brassoc’h pec’hed. Hennez a bec’h dre fallagriez, ha c’houi dre zempladurez. »
Azaleg neuze Pilat a glaske dilivra Jesus. Mes ar Jusevien a ioue en eur lavaret : « Ma lezit anezhan da vont kuit n’oc’h ket mignon da Zesar, rag an neb piou bennag a en em c’hra roue a en em zav a eneb Cesar. »
Pa glevas ar pez a lavarent, Pilat a zigassas Jesus er meaz, a azezas var he gador-varn en eul leac’h hanvet Lithostrotos, e gregach, pe Leur-vean, ha Gabbatha en hebre, pe leac’h-huel. Edo guener ar Pask ha tost d’ar c’huec’hvet heur, da lavaret eo, var dro unneg heur.
Ar gouarner a lavaras d’ar Jusevien : « Setu aze ho roue. » Mes hi a en em lakeas da ioual : « Lamit ! lamit anezhan ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! » Pilat a lavaras d’ezho : « Ha staga ’rin ho roue ouz ar groaz ? » Ar veleien-vras a respontas : « N’hon deus ken roue nemet Cesar ! »
O velet ne c’houneze netra, mes ne rea an trouz nemet creski, Pilat a gemeras dour hag a voalc’has he zaouarn dirag ar bobl en eur lavaret : « Me a zo direbech deuz goad an den just-se : eun dra eo hag a zell ouzhoc’h. » Ar bobl holl a zavas he vouez da lavaret : « Ra vezo he c’hoad varnomp ha var hor bugale ! »
Neuze Pilat, c’hoant d’ezhan da blijout d’ar bobl, a c’hourc’hemennas ma vije roet d’ezho ho goulen. Dilivra ’ reas Barabbas, an hini a c’houlennent, hag a ioa bet casset er prison abalamour ma ’z oa muntrer ha dispac’her, ha lakaat a reas Jesus etre ho daouarn evit ma vije staget ouz ar groaz hervez ho ioul.
Ar zoudarded, goude ho goaperez, a dennas da Jesus he vantel moug, a viskas d’ezhan he zillad hag hel lakeas er meaz euz al lez-varn.
Ar Jusevien her c’hemeras hag her c’hassas evit ma vije staget ouz ar groaz gant ar zoudarded. Jesus a ieas en eur zougen he groaz etrezeg al leac’h a zo hanvet Calvar, hag en hebre, Golgotha, pe leac’h ar Penn. Er meaz edo deuz kear, c’huec’h pe zeiz cant metr dioc’h al lez-varn.
Pa ’z eant euz kear, e cavjont eun den euz Cyren, hanvet Simon, tad Alexandr ha Rufus, o tistrei euz he verouri. Ar zoudarded her c’hemeras, a lakeas ar groaz varnhan hag a redias anezhan d’he dougen varlerc’h Jesus. [10]
Eur foul vras a dud hen heulie, ha calz merc’hed a vouele hag a hirvoude varnezhan. Jesus a droas varzu ennho hag a lavaras : « Merc’hed Jerusalem, na vouelit ket varnon, mes gouelit varnhoc’h hoc’h-unan ha var ho pugale. Rag setu e teu deveziou, deveziou dismantr Jerusalem, e pere e vezo lavaret : « Eürus ar merc’hed difrouezus, ar re n’ho deus ket ganet hag ar re n’ho deus ket maget. » Neuze ec’h en em lakeint da lavaret d’ar meneziou : « Couezit varnomp : » ha d’an torgennou : « Goloit ac’hanomp. » Rag, ma vez great kement-man d’ar c’hoad glaz, d’an hini a vev deuz buez Doue, petra ne vezo ket great d’ar c’hoad seac’h, d’ar bobl a zo en em zistaget dioc’h Doue oc’h ober ar pec’hed euzussa ? »
Cass a reat ive gant Jesus daou dorfetour evit beza lakeat d’ar maro.
Digouezout a rejont var ar C’halvar, pe ar Golgotha, hag e rojont d’ezhan da eva guin mesket gant myrr ha gant vestl. Jesus a danvas, mes ne fellas ket d’ezhan eva.
Eno e stagjont anezhan ouz ar groaz. Daou laër a oue staget ganthan ouz ho c’hroaziou, unan a zeou hag eun all a gleiz, ha Jesus etrezho. Evelse e teuas da vir ar c’homzou-man deuz ar Scritur : « Lakeat eo bet etouez an dorfetourien. »
Edo an trede heur oc’h echui, hag hervez S. Iann, ar c’huec’hvet o vont da goumans. Ar Jusevien a ranne an deiz e peder loden a deir heur. Edo var dro creiz deiz.
Hogen, Jesus a lavare : « Tad, pardonit d’ezho, rag ne c’houezont ket petra ’ reont. » Pa ho doa staget Jesus ouz ar groaz, ar zoudarded a rannas he zillad. Ober a rejont peder loden anezho, unan da beb soudard, hag e tennjont ar zort varnho evit gouzout petra ’ gemerje peb hini. Kemeret a rejont ive he zae, hag evel ma ’z oa eb gri ha deuz eur memez guiaden azaleg an neac’h beteg an traon, e lavarjont an eil d’egile : « Na rogomp ket anezhi, mes tennomp ar zort varnhi evit gouzout da biou e vezo. » Evelse e oue sevenet ar c’homzou-man deuz ar Scritur : « Rannet ho deus va dillad etrezho, ha tennet ar zort var va zae. »
Setu ar pez a reas ar zoudarded. Goudeze ec’h azezjont evit diouall Jesus.
Hogen, Pilat hen doa great eur scritel ha lakeat anezhan var ar groaz. Scrivet oa varnhan : Jesus a Nazarath, roue ar Jusevien. Calz Jusevien a lennas ar scritel-ze, rag al leac’h m’oa staget Jesus ouz ar groaz a ioa tost da gear, hag an oll a c’helle he gompren : scrivet oa en hebre, e gregach hag e latin. Beleien-vras ar Jusevien a lavare eta da Bilat ; « Arabat scriva : roue ar Jusevien, mes hen deus lavaret he-unan : me eo roue ar Jusevien. » Pilat a respontas : « Ar pez am eus scrivet, am eus scrivet. »
Ar bobl a jome en he za hag a zelle.
An dremenidi a voall-gomze en he eneb hag a lavare en eur heja ho fenn : « Bah ! te a ziscar templ Doue hag her sao a nevez e tri devez, en em zalv ta da unan ! Ma ’z out Mab Doue, disken ta euz ar groaz ! »
En hevelep doare, prinsed ar veleien, gant an doctored ha pennou braz ar bobl, a c’hoapea anezhan hag a lavare etrezho : « Saveteet hen deus ar re all : ra en em zaveteio he-unan, ma ’z eo ar C’hrist, an hini a zo choazet gant Doue ! Ne c’hell ket en em zavetei he-unan. Ma ’z eo ar C’hrist, roue Israel, ra ziskenno breman euz ar groaz, hag o velet an dra-ze, e credimp ennhan ! He fizians en deus lakeat e Doue : ra deuio breman Doue d’he zilivra, m’han deus carantez evithan, rag lavaret hen deus : « Mab Doue oun. »
Ar zoudarded ive a dostea outhan hag her goapae en eur ginnig d’ezhan guinegr, hag en eur lavaret : « Ma ’z out roue ar Jusevien, en em zalv ta da-unan ! »
Beteg al laeron a ioa bet staget ganthan ouz ar groaz a daole varnhan dismegans. Unan anezho a voall-gomze en he eneb en eur lavaret : « Ma ’z out ar C’hrist, en em zalv da-unan ha ni ganez. Mes egile a scandale anezhan en eur lavaret : « Te kenneubeut, a zo condaonet d’ar memez poan, n’e peus ket aon rag Doue. Evidomp-ni n’eo nemet justis, rag ni hon deus ar pez a virit hon torfejou ; mes heman n’hen deus great droug ebed. »
Hag e lavare da Jesus : « Aotrou, bezit sonj ac’hanon, pa viot digouezet en ho rouantelez. » Ha Jesus a lavaras d’ezhan : « E guirionez, me a lavar d’id : hirio e vezi ganen er baradoz. »
Azaleg ar c’huec’hvet heur, creiz-deiz, beteg an navet heur, teir heur, an denvalijen a c’holoas an douar holl, hag an heol a gollas he sclerijen.
Mamm Jesus a jome en he za e tal ar groaz, ha carez he vamm, Mari, maouez Cleophas, ha Mari Madalen, ha S. Iann. Pa velas Jesus he vamm, hag en he za, an diskibl a garie, e lavaras d’he vamm :
« Maouez, setu aze ho mab. »
Ha d’an diskibl e lavaras goudeze :
« Setu aze da vamm. »
Hag azaleg an heur-ze, an diskibl he c’hemeras ganthan.
Var dro an navet heur, Jesus a grias gant eur vouez crenv en eur lavaret :
« Eli, Eli, lamma sabacthani ? »
Da lavaret eo :
« Va Doue, va Doue, perag ho peus va dilezet ? »
Ar geriou-ze a zo ar re genta deuz ar psalm XXI a zo bet lakeat gant ar prophet David var muzellou ar C’hrist en he bassion.
Lod euz ar re a ioa eno a lavaras ouz he glevet : « Ema o c’hervel Elias. »
Jesus, o c’houzout oa peur c’hreat peb tra, evit ma vije sevenet eur gomz deuz ar Scritur, a lavaras :
« Sec’hed em eus. »
Bez’ ez oa eno eur podad guinegr. Unan anezho a redas dioc’htu, a gemeras eun tammm spoue, her c’hargas a vinegr, hag o veza hel lakeat var beg eur gorzen, e roas d’ezhan da efa. Ar re all a lavare : « Lez ta, guelomp hag e teuio Elias d’he zilivra. » — « Ia, emezhan, lezit, guelomp hag e teuio Elias d’he zistaga. »
P’han doa Jesus kemeret ar guinegr e lavaras :
« Peb tra a zo peur-c’hreat. »
Hag en eur daoler adarre eur griaden vras e lavaras :
« Tad, etre ho taouarn me a laka va Spered. »
En eur lavaret an dra-ze e plegas he benn hag e tremenas.
Kerkent, vouel au templ, ar ridoch bras
iskis a ranne al leac’h — santel e diou loden,
a rogas e daou azaleg an neac’h beteg an
traon ; an douar a grenas ; ar c’herreg a faoutas ;
ar beziou a zigoras ; calz corfou sent a ioa
maro a zavas, hag o tont er meaz euz ho beziou
goude resurrection Jesus, a deuas er gear zantel
hag a en em ziscuezas da eun niver bras a
dud.
Ar c’hantener a en em zalc’he a fas d’ar groaz. Pa velas ar pez a ioa c’hoarvezet ha maro Jesus en eur daoler eur griaden vras, e c’hlorifias Doue en eur lavaret : « E guirionez, an den-ze a ioa just ha Mab da Zoue. »
Ar zoudarded a ioa ganthan evit diouall Jesus, o velet ar c’hren-douar hag an traou a errue, a gemeras aon bras hag a lavare : « E guirionez, hennez a ioa Mab da Zoue. »
An holl foul a ioa var al leac’h o sellet, hag a vele ar pez a dremene, a zistroe en eur skei var boull ho c’halon.
Holl anaoudeien Jesus a en em zalc’he a ziabell. A ziabell ive ez oa calz merc’hed hag a heulie Jesus er Galilee evit he jervicha. En ho zouez edo Mari-Madalen, Mari Cleophas, mamm Jakes ar minor ha Joseph, ha Salome, mamm bugale Zebedee, Jakes ar major ha Iann. Bez’ e zoa calz merc’hed all hag a ioa pignet gant Jesus da Jerusalem. An dud-ze a zelle ouz ar pez a c’hoarveze.
Evel m’edo ar guener, ar Jusevien, evit na jomje ket ar c’horfou ouz ar groaz d’ar zadorn — rag ar zadorn-ze a ioa eun devez bras, — a c’houlennas digant Pilat ma vije torret d’ezho ho divesker ha ma vijent lamet kuit.
Ar zoudarded a deuas eta hag a dorras divesker ar c’henta hag egile a ioa bet staget ganthan ouz ar groaz. Pa deujont da gaout Jesus ha pa veljont oa dija maro, ne dorrjont ket d’ezhan he zivesker ; mes unan deuz ar zoudarded a zigoras he gostez gant eun taol lans. Ractal e tiredas dour ha goad.
An hini hen deus guelet a ro testeni, hag he desteni a zo guirion. Gouzout a ra e lavar ar virionez, evit ma credot. An traou-ze a oue great evit sevenedigez ar gomz-ma deuz ar Scritur : « Ne dorrot asgorn ebed d’ezhan. »
Ar Scritur a lavar c’hoaz en eul leac’h all : « Sellet a reint ouz an hini ho deus treuzet. »
Bez’ ez oa eur c’honseiller anavezet mad,
deuz Arimathii er Judee, he hano Joseph. Hennez
a ioa eun den pinvidig, mad ha just, diskibl
Jesus, mes e cuz, gant aon rag ar Jusevien.
Edo ive o c’hortoz rouantelez Doue, ha n’hen
doa ket roet he assant da ioulou na da oberou
ar Jusevien.
Dioc’h ar pardaez ez eas gant hardissegez da gaout Pilat evit goulen diganthan corf Jesus. Pilat a oue souezet e vije tremenet ken abred. Gervel a reas ar c’hantener hag e c’houlennas outhan hag oa maro dija. Pa glevas gant ar c’hantener, e c’hourc’hemennas rei ar c’horf da Joseph.
Joseph eta, o veza prenet eul lienen, a deuas da lemel corf Jesus. Nicodem, an hini a ioa bet er penn-kenta o caout Jesus epad an noz, a erruas ive en eur zougen var dro cant lur myrr hag aloes mesket assamblez. Kemeret a rejont corf Jesus, hag o veza paket anezhan e lurellou gant louzou a c’houez vad, evel m’ema ar c’hiz sebelia gant ar Jusevien, e c’holojont anezhan penn da benn gant al lienen nevez.
El leac’h m’oa bet staget Jesus ouz ar groaz ez oa eul liorz. El liorz-se, Joseph hen doa eur bez nevez, cleuzet ganthan er garreg, el leac’h n’oa bet morse lakeat den ebed. Eno e lakejont Jesus, abalamour ar bez a ioa tost, m’edo ar guener ha ma c’houlaoue Sabbat ar Jusevien gant ar stered kenta. Deiz an ehan a bade azaleg cuz-heol ar guener beteg cuz-heol ar zadorn. Eur mean bras a oue ruillet e dor ar bez, hag ez ejot kuit.
Hogen, Mari-Madalen ha Mari Cleophas a ioa eno azezet dirag ar bez o sellet e peleac’h oa lakeat ar c’horf. Merc’hed all, deut gant Jesus euz ar Galilee, a heulias Joseph Arimathii hag a velas ar bez ha penaoz oa bet lakeat ar c’horf. Pourchass a rejont, en eur zistrei, louzou c’houez vad ha balzam. D’ar Sabbat ec’h ehanjont hervez al lezen.
En devez varlerc’h, antronoz ar guener, prinsed ar veleien hag ar Pharisianed a ieas assamblez da gaout Pilat hag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, deut ez eus sonj d’eomp hen deus lavaret an toueller-ze, pa edo c’hoaz beo : « Goude tri devez me a ressuscito. » Gourc’hemennit eta ma vezo diouallet ar bez beteg an trede deiz gant aon ne deufe he ziskiblien da laerez anezhan ha ne lavarfent d’ar bobl : « Savet eo a douez ar re varo. » Rag an diveza fals-creden a ve goassoc’h eged ar c’henta. »
Pilat a lavaras d’ezho : « Beza ho peus goardou ; it ha diouallit egiz ma c’houzoc’h ober. »
Mont a rejont eta, hag e tifenjont ar bez en eur ziella ar mean hag en eur lakaat goardou.
- ↑ Cf. S. Aug. ap. Fillion, in Jo. XIII, 10.
- ↑ Evel S. Per, ar Pab a zo ive difazi en he feiz. « Ato e tlie beza eur Per en Iliz evit kennerzi he vreudeur er feiz. » — Bossuet, Méd., la Cène, 2° jour.
- ↑ S. Cyrill, ap Fillion, in Jo. XIV, 18.
- ↑ S, Aug. ap. Fillion, in Jo. XIV, 38.
- ↑ Lakaat a rei calz tud da gredi ennhan ha da garet anezhan. Allioli, in Jo. XV, 26.
- ↑ Jesus a bed he Dad da zibaba an ebestel a douez traou ar bed ha d’ho lakaat er virionez, abalamour d’ezho da ober labour Doue, evel he-unan ez eo en em zantelleat, da lavaret eo, ez eo en em voestlet d’he Dad evit ober labour ar zilvidigez. Fillion, in Jo. XVII, 17, 19.
- ↑ Jesus hen deus great anezho bugale Doue dre c’hras hag heritourien an envou. S. Ambr., ap. Fillion, in. Jo., XVII, 22.
- ↑ Credi a c’heller e tiskennas an eal e penn-kenta an angoni evit rei nerz da Jesus d’he gouzanv. Fillion, in Luc, XXII, 43.
- ↑ Allioli, in Jo, XVIII, 28.
- ↑ Creden goz ar gristenien a gomz ive deuz ar Verc’hez Vari a en em gavas gant Jesus, epad hent ar C’halvar, ha deuz ar Veronic a zec’has d’ezhan he vizach.