PEVARZEKVED KENTEL.


War ar c’hoant ho deuz eneou santel zo da gemeret korf Jezuz-Krist.


1. — Ann ene mad. — Na c’houi zo mad a-vepred hag atao, o va Doue, e-kenver ar re a vev enn ho toujans ! Pa zonjann peger braz eo ar feiz hag ar garantez ho deuz eneou santel zo, pa dostaont oc’h ar zakramant sakr, neuze e teuann aliez da ruzia gant ar vez o welet peger ien ha peger seac’h eo va c’haloun, pa dostaann ouz hoc’h Aoter hag ouz ann daol zantel.

Mez am euz o veza ne d-eo ket va ene tennet war-zu enn-hoc’h hag entanet a-grenn dira-z-hoc’h, hag o veza n’ounn ket evit ho karet stard evel m’ho deuz great eunn taol braz a gristenien. Pa vezont-hi oc’h en em lakaat e stad vad, ar re-man n’int ket evit miret oc’h ho daelou da redek, ker braz eo ar c’hoant ho deuz d’ho tigemeret, ker braz eo ho c’harantez !

Ho c’haloun hag ho genou a zo digor war-eunn-dro da derri ho sec’hed enn-hoc’h, o va Doue, c’houi a zo feunteun ann dour a vuez ; ha n’euz netra evit rei d’ezho ho gwalc’h ha terri ho naoun, netra nemet ho korf sakr a gemeront gant eul levenez ar vrasa ha gant eunn doujans ar virvidika.

2. — Na peger kre eo ho feiz ! Nag hen a ziskouez sklear emoc’h e gwirionez e sakramant ann Aoter ! Rak ar re a zo ho c’haloun evel eunn tan beo pa vez Jezuz-Krist gant-ho, ar re-ze a anavez e gwirionez ema ann Aotrou er bara sakr.

Na peger pell ema aliez dioc’h va c’haloun eur feiz ker beo, eur garantez ker flamm, siouaz d’in ! O va Jezuz, c’houi zo ker mad, ken tener ha ker karantezuz, sellit a druez ouz-in, paour keaz ma’z ounn ! Plijet gan-e-hoc’h rei d’in aliez er goumunion sakr eunn elfen euz ho karantez, evit ma teuio va feiz da veza startoc’h-starta, evit ma kresko va fisians enn ho madelez, hag evit ma vezo va c’haloun entanet atao gant tan ar garantez, p’am bezo-me bet ar Mann a zeu euz ann env.

3. — Bez’ ec’h hellit rei d’in, dre ho madelez, ar pez a c’houlennan digan-e-hoc’h ; bez’ ec’h hellit, Doue trugarezuz-meurbed, c’houeza em c’haloun tan ar gwir garantez ha dont d’am gwelet, pa vezo deuet ann deiz a zo bet barnet gan-e-hoc’h.

Rak petra bennag n’ema ket va c’haloun o tevi gant eur garantez hevel oc’h karantez ann eneou mad, evelato dre ho kras, e klaskann dont da veza hevel out-ho ; rak-se e pedann Doue hag em euz c’hoant e venn lekeat e-touez ar re ho deuz evid-hoc’h eur garantez ker braz ; c’hoant am euz da vont gant ann eneou santel-ze d’ho darempredi da viken.


EVIT HOR C’HELENN.


Abarz deiz ar Pask, Jezuz o c’houzout ez oa deuet he amzer da vont diwar ar bed-man da gaout ha Dad, evel m’en doa karet he dud a ioa er bed, e karaz ivez anezho c’hoaz beteg ar mare diveza. Neuze eo e savaz sakramant ann Aoter evit ma choumfe da viken gant he ziskibien ha gant ar re ive a dlie da garet beteg ann deiz diveza euz ar bed. Evel-se eo e reaz penn-da-benn ar pez en doa lavaret : N’ho lezinn ket emzivaded, dont a rinn d’ho kavout. Deuet eo ha bet eo o choum enn hon touez, ha gwelet hon euz he c’hloar, gloar Map Doue ann Tad n’en deuz ken Map nemet-han ; gloar ar Map-ze a zo leun a drugarez hag a wirionez.

Evit gwir n’her gwelomp ket gant hon daoulagad, ha koulskoude Jezuz a zo o choum enn hon touez er zakramant sakr : setu penaoz e kredann, Aotrou, oc’h en em deurel d’ho treid. — Ma n’en em c’holofe ket Jezuz dirak hon daoulagad, ma ne guzfe ket ouz-omp darn euz ar sklerijen a strink diout-han, ma en em ziskouezfe, er zakramant sakr, e-c’hiz m’ema, me lavar kaeroc’h eget hini euz a vugale ann dud, ma en em ziskouezfe dira-z-omp leun a garantez hag ive c’hoantek holl da veza a-unan gan-e-omp korf ha korf, kaloun ha kaloun, spered ha spered, neuze ni, tud sempl ma’z omp, ne vemp ket evit herzel dindan ar beac’h euz eunn euruzded ker braz, hag hon ene a strinkfe a dammou diout-han al liammou a stag anezhan oc’h ar vuez, Enn abek da ze, hor Zalver a zo bet falvezet d’ezhan ne vije gwelet nemet dre zaoulagad ar feiz. E-kenver ar Gristenien vad, ar feiz a zo a-walc’h anezhi evit entana ho c’haloun gant eur garantez n’e deuz er bed-man netra hevel out-hi. N’euz teod e-bed a ve evit lavaret al levenez ho deuz, e gweled ho c’haloun, ar Pried sakr hag he Fried. Pebez karantez, pebez peoc’h, pebez trid galoun ! En em vriataat glann a reont, hag ho ene a zo evel pa vijent beuzet ann eil enn egile ; huanadi sioul a reont, ha goude, ho c’homziou a zo evel fo ann tan ; tevel a reont, ha neuze ho dudiou a zo brasoc’h c’hoaz.

Ma oufac’h-hu petra eo ann dra-ze a ro Doue d’e-hoc’h, hag ive ma anavezfac’h piou eo ann hini zo o lavaret d’e-hoc’h : roit d’in da eva ; neuze e c’houlenfac’h da eva digant-han, hag hen a rofe dour beo d’e-hoc’h. Ar zent holl ho deuz goulennet da eva digant-han, hag hen en deuz klevet ho mouez ha torret d’ezho ho zec’hed er feunteun a vuez a bado da viken. Goulennit ive ha pedit Doue. Ar Spered hag ar Pried a lavar : deuit ; ann hini a gleo ra lavaro : deut ; ann hini en deuz sec’hed, ra zeuio ; hag ann hini a fell d’ezhan kaout dour a vuez, r’her c’hemero evit netra. Hag ar Pried a lavar : emoun o tont. — Evel-se bezel great ; deuit, Aotrou, va Jezuz.


————