Pevarzegved Sul goude Pantekost

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 294-299)






PEVARZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. vi.)


————


Enn deiz-ze Jezaz a lavaraz d’he ziskibien : Den ne c’hell servicha daou vestr asamblez ; rak, pe en devezo kasouni ouz unan, ha karantez evit egile ; pe e vezo douget evit unan epad ma tisprizo egile. Ne c’hellit ket eta, var eunn dro, servicha Doue hag ann arc’hant. Rak-ze e lavaran d’ehoc’h : N’en em nec’hit ket da c’houzout petra zebrot evit beva, na petra a gafot da wiska ho korf. Daoust hag ar vuez ne dalv ket hirroc’h eget ar bouet, hag ar c’horf, hirroc’h eged ann dillad ? Sellit ouz laboused ann env ; ne hadont, ne eostont, ha ne zastumont netra e grignoliou ; hag int maget gant ho tad euz ann env. Ne dalvezit-c’hui ket kalz muioc’h egetho ? Pe hini ac’hanoc’h gant he holl ijinn zo goest da astenn he vent euz eunn ilinad hebken ? Gant ho tillad ive perak en em enkrezi ? Evesait penaoz e sav al lili er meaziou : na labourat, na neza ne reont. Ha koulzgoude me lavar d’ehoc’h, Salomon he-unan, pa veze enn he gaera, ne oue biskoaz guisket evel unan euz ar re-ze. Mad, pa blij gant Doue guiska evel-se eur c’heotenn, zo hirio er park, hag a vezo varc’hoaz taolet enn tân ; pegement muioc’h a rai d’ehoc’hui, tud laosk a feiz ? N’en em nec’hit ket eta beteg lavaret : petra a zebrimp, petra a evimp, a betra en em wiskimp ? Ann traou-ze holl, ar baianed a vez nec’het gantho ; mes, evidoc’hui, ho tad zo enn env a oar oc’h euz ezomm anezho. Klaskit eta da genta rouantelez Doue hag ar zantelez ho kaso di ; hag ann holl draou all a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.


Ne c’heller ket servicha daou vestr.


N’euz forz pe hini euz hor plegou fall en defe ar gounid varnomp e vezimp distroet ganthan diouz hent ar baradoz. Koulzgoude, er gentel-ma, Hor Zalver a gomz dreist pep tra eneb d’ar garantez re vraz evit madou ann douar.

Ar furnez, evit guir, a gemenn da bep unan espern kalz pe nebeut, hervez he c’halloud, gant aoun na zeufe, dre eur gual darvoud bennag, da gueza enn dienez. Mes, var ann digarez-ze, darn a fell d’ezho bernia danvez, hag a stag re ho c’haloun ouz ann arc’hant, ken na zeu hema da veza ho Doue. D’ar re-ze eo evesaat ouz ann Aviel hirio.

Ne c’heller ket, eme Jezuz, servicha daou vestr var eunn dro ; ha c’hui ne blijot ket da Zoue mar bez diaoul ann arc’hant enn ho kaloun. Tremenn a rafet c’hoaz diouz daou vestr hag a en em glev ; rak, evel ma ’z int unanet dre ar garantez, ann eil anezho ne vual varno ket ar pez zo kavet mad gant egile. Goude ma vent enebourien memez, neb zo gouizieg ha treitour aoualc’h, a c’helfe en em ober gantho ho daou, o rei da gredi da bep hini anezho, ez ema holl enn tu ganthan. Mes, e kenver Doue, ne dalv ket klask troidellerez ha finesaou ; rak, anaout a ra hor mennoziou muia kuzet, koulz hag hor c’homsou pe oberou ; ha mignoniaj etrezhan hag ann drouk ne vezo birviken. Penaoz bennag a rafemp eta, ne blijimp morse d’ezhan pa vezo stag hor c’haloun ouz madou ar bed-ma.

Ne veler ket e c’helfe ar paoura euz ann dud dioueret he voued nag he zillad. Mad, daoust d’ann ezomm braz on euz anezho, Jezuz a zifenn ouzomp kaout re a nec’h divar ho fenn. Klevit petra a lavar. Sellit, emezhan, ouz al labousedigou ; ne hadont ha ne eostont netra ; ha koulzgoude e kavont ho bevans. Ha pa zeu Doue da vaga krouadurien ken dister, c’hui zonj e lezo da vervel gant ann naonn, bugale a zo great diouz he henveledigez ?

Guelit, ne lavar ket bokedou ar jardin a vez kaereat dre aket ha gouiziegez ann den, mes bokedou ar parkeier a zav anezho ho-unan ; biskoaz roue n’en devoue skedusoc’h mantell. Ha goude rei henvelep guiskamant d’eur boket a bado eunn dervez hebken, ann Tad euz ann Env ho lezfe c’hui enn noaz ? N’oc’h euz eta feiz ebed mui ?

Ar baianed a c’hell en em nec’hi gant ann traou-ze, pa ne anavezont ket Doue ; c’hui avad, a ve mez d’ehoc’h hen ober. Hag ouspen-ze, ne dalv ket d’ehoc’h en em jala. Kaer o pe lakaat poan hag ijinn, ne c’hounezot netra ac’hanoc’h hoc’h unan. Klaskit eta, dreist holl ha da genta, plijout da Zoue dre ho lealdet hag ho puez kristen ; neuze o pezo rouantelez ann env, ha traou ar bed-ma var ar marc’had. Arabat e ve d’eomp, a dra zur, beva dibreder nag ober dispignou dreist hon danvez, dr’enn abeg m’on deuz enn env eunn Tad ker karantezuz. Mes, goude beza great hervez hor galloud, fiziomp stard var madelez ann Aotrou Doue. O velet ne glaskomp servicha ken mestr nemethan, e vezo bepred var evez euz ezommou he vugale. Evel-se-bezet-great.