Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 80-81)



PLISTIN
————


Ton : An durzunel.


Na koant eo kerig Plistin, kuzet etouez ar gwe,
Gant hec’h iliz, he c’houent hag he c’hlandi newe !
Tost d’ei ar mor bras, bemde, a ruih e wagenno,
En eur drouzal goustadik a-hed an traezenno.

Diwar lein tosen sant Rok kaerat da dol-lagad !
En eur drei, dirak ho sell e welfet o ’n em gât :
A-dal d’ec’h iliz Lanveur, ha chapel Ker ’n Itron,
A-deo tïe Lokirek, ha rec’hel ar mor don.

Dindanoc’h eman Plistin koajo glas ’n e gichen
Gant e dïe gwen savet hed-ha-hed an dosen,
Ha pelloc’h Toul-ar-C’hiri, ’lec’h ’zo traez ar c’haeran,
Traez munut hag arc’hantet, pa bar an heol warnan.

Tu hanter-noz, ’n ho kichen, kastel ’n Itron Dizien,
Karet gant an holl dud vat, dreist-oll gant ar bewien.
Er pellder tour Trebeurden, tour Pleuveur ha Tredraez,
Sant Eflam ha Log-Mikel en daou ben ar Leo-Draez.

’On ’paouez laret hano ar vadoberourez
Chomet yaouank intanvez, d’ezi eur benherez ;
Ar benherez ’deus lezet ar bed hag he mado,
Ar Varkizez, he mam vat, ’zo Providanz ar vro.


Skolio kristen ’deus savet, derc’hel ’ra ’nê ’n o za ;
Leanezed hep repu a zo ’n he feadra ;
Klanvourien baour ha tud koz o deus eur c’haer a di ;
Er Prat-Ledan ’m eus gwelet tud evrus er c’hlandi.

Ya, evrus an dud koz-ze, daoust ’maint en eur c’hlandi ;
Gwelet ’m eus ’n o daoulagad ec’h int holl dizoursi :
Gant magadurez ar c’horf ’deus hini an ine :
O ! na brao ’vo d’ar re-ze mont d’an eternite !

En eur dremen dre Blistin em eus kât kaer ar vro,
Gant ar mor war an draezen, gant koajo glas tro-zro :
Kaeroc’h kalz em eus kavet gwelet ar vad a ra
Eur Varkizez a Blistin gant he holl beadra.

————