Poent braz eo d’ac’h, pec’her
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Poent bras eo d’eoc’h pec’her.
Diskan.
Poent braz eo d’ac’h, pec’her, Distrei ouz ho Salver.
Poent bras eo d’ac’h, pec’her, Distrei ouz ho Salver.
1. Penoz vid eur blijadur dister
A gaver e-bars ar pec’het,
E tilesfec’h Doue ho Krouer.
Hag e heuilfec’h an drouk-speret !
2. Hen eo ho Mest leun a vadeles,
Hen a vo ho Parner ive,
Hag ec’h euz c’hoaz an hardieges
Da derri e lezen bemde...
3. Zellet fallagries hoc’h ine,
Gouelet dru war ho pec’hejou,
Hag euz ol dechou fal ho pue
Fraillet raktal ar chadenou.
4. Mar ec’h euz kerzet bete breman
En henchou ledan ar pec’het,
Enem gavet en danjer brasan,
Ha koulskoude na grenec’h ket !
5. En eur stad ken trist, ken ankenius,
Tolet eves war hoc’h ine :
Dirag an dud oc’h beo ha joaüs,
Ha c’houi maro dirak Doue !
6. Ah ! mar teufe, hep mui hoc’h espern,
Ar maro d’ho skei koulskoude,
E kouesfe hoc’h ine en ifern,
Ha c’hoaz na zonjet ket en ze !
7. Penos bezan ken diskiantet
Diwarben an tan eternel
Da bini e vefet kondaonet
Mar chomet er pec’het marvel !
8. Ah ! pegen paour, pegen dal ez oc’h,
Ha perak hunvreal ken pel,
Deut eo ar c’houls eürusan vidoc’h,
P’ema Doue ouz ho kervel.
9. Na skuizet ket ar basiantet
Nag ar vadeles a Zoue :
Rak zur-mad e vefet kastiet
Mar disprizet e vouez hirie.
10. Gant eur gwir glac’har d’ho pec’hejou,
Deut buan eta d’he gavet ;
E zorn a Dad zo leun a c’hrasou,
A dra zur n’ho revuzo ket.