Diskan.
Poent braz eo d’eoc’h, pec’her, distrei ouz ho Salver
Poent bras eo d’eoc’h, pec’her, distrei ouz ho Salver.
- Penaos ’vit eur blijadur dister
A gaver e-barz ar pec’hed
E tilezfec’h Doue ho Krouer
Hag e heuilhfec’h an droukspered !
- Hen eo ho Mestr leun a vadelez,
Hen a vo ho Farner, ivez :
Hag hoc’h eus c’hoaz an hardisegez
Da derri e lezenn bemdez.
- Sellit ouz hoc’h ene, gant truez,
Gouelit druz war ho pec’hejou.
Hag eus holl dechou fall ho puhez,
Torrit raktal ar chadennou.
- Betek breman hoc’h eus baleet
En hentou ledan ar pec’hed,
E meur a riskl bras en em gavet,
Ha koulskoude ne grenec’h ket !
- En eur stad ken trist, ken ankenius.
Taolit evez ouz hoc’h ene ;
Dirak an dud oc’h beo ha joaüs,
Ha c’houi maro dirak Doue !
- O, ma teufe, hep mui hoc’h espern,
Ar maro d’ho skei koulskoude,
E kouezfe hoc’h ene en ifern,
Ha c’hoaz ne sonjit ket e se !
- Penaos kaout ken bras dizeblanted,
Dirak eun ifern eternel,
Ha da vont di e viot barnet,
Ma chomit er pec’hed marvel !
- O, pegen skanv, pegen dall ez oc’h,
O chom da hunvreal ken pell !
Deut eo ar gwella koulz evidoc’h,
P’eman Doue ouz ho kervel.
- Na skuisit ket e basianted,
Nag e vadelez da Zoue ;
Rak sur-mat e viot kastizet,
Ma tisprizit e vouez hirie.
- Gant eur gwir glac’har d’ho pec’hejou,
Deut da gaout Doue, me ho ped ;
E zourn a Dad zo leun a c’hrasou,
Ha, bezit sur, n’ho skoo ket.
|