J. Maisonneuve, 1898  (p. 124-128)



POK AR MARO
————


Klewet ac’h euz pe burzud braz
E Breiz-Izel a c’hoarveaz ?



Ker ar plac’hik ’vel stereden,
Evel eunn evn ar potr laouen.

— Naïk, Naïk kez, lared d’in,
Hag e miz gwelen hon dimin ?

Neuze hon daouïk d’ar bla-man
Rafemp pardon santez Annan.

— Me ’vo hualet p’am bo c’hoant. —
Evelse komz ar plac’hed koant.


Da viz gwelen, bleun er parko,
’Toull ann nor stokaz ann Anko.



Arabad e goude kanvo
Daou da darempred ar beio ;

Ar re varo ’deuz kasoni :
Ho hun n’e ket mad da derri.

— Gwell ve ma lakât en douar
E-lec’h Naïk ! — garme he c’hoar.

Hag ouz hi c’hlevet oe true
Hep gallout kuz he c’harante.

D’ann abarde, eur c’horf kasti
Da sevel ouz ar gwele pri,

Hag a dolaz he ninsel wenn
Gand ann daouïk war ar ieoten.

Kaset daou arched da Naïk,
Evid he dous hag he c’hoarik.



Breman emaint ho zri kousket,
Naïg e-kreiz, ’memeuz bered.

Ter ivinen zo krog eno,
Tri evnik-noz kan er branko.

Neb a dremen dindan ar gwe
Stag da oela hep gouzout d’he.