Quenta quevren - An trede Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 10-13)
Oue, pa groueas ar Plant, a c’hourc’hemennas, ma tougfe peb hini anezo e frouez diouz e seurt ; evelse ivez e c’hourc’hemen d’ar Gristenien pere eo ar Plant beo eus e Ilis, ma tougint frouez a zevotion peb hini hervez e stad hac e vocation. An devotion a dle beza exercet en ur fæçon gant an Digentil, hac en ur fæçon all gant ar Païsant, en ur fæçon gant nep so servicher pe servicheres hac en ur fæçon all gant nep so mestr pe vestres, er fæçon-mâ gant nep so e priedelez hac er fæçon hont gant nep na d’e ma quet : hac ouzpen so, ret eo accommodi an exerciç eus an devotion diouz an nerz, diouz an afferou ha diouz an deveriou en deveus peb-unan.
Livirit din, Philotee, hac en a ve apropos da nep en deveus tud da c’hoüarn ebarz er bed, choum er solitud evel ar Chartreuset pe an Ermitet ? Ha ma na falfe quet d’ar re a so e priedelez acquisita netra muguet ar Gabucinet ; ma falfe da un Artisan pe da ul Laboureur choum epad an deiz en Ilis evel ar religiuset ha ma teue ur C’hrec da zilesel ar sourci eus he famil hac eus he zieguez, pe ur servicheres da zilesel he servich evit tremen ar mintiniou hac ar pardaeziou het-a-het en oræson, ha ne ve quet hounnez un devotion ridicul hac un devotion direglet hac insuportabl ? Ar faut-se a erru cousgoude alies ; hac evel-se tud ar bed, pere ne zifarantont quet ar guir devotion diouz ar fals devotion eus ar re a sonch dezo beza devot, a zeu da vurmuri ha da vlam an devotion, pehini ne de quet caus d’an disurziou se na cals na nebeut.
Non, Philotee, ne deus netra vouaz eus an devotion-se, peb-tra so vell anezi, ha mar mir ouz-unan bennâc na ra e zever hac e servich ervez e vocation hac e stad, certenamant nemet ur fals devotion nedeo. Ar venanen, eme Ariftod, a den he mel eus ar fleurachou, hep noasout dezo oc’h o lesell antier ha fresq evel ma int cafet ganti ; mæs ar guir devotion a ra c’hoaz guell : rac ouzpen na noas da nep seurt vocation na da nep seurt affer, e teu so quen d’o renta caeroc’h hac agreaploc’h. Peb seurt mein precius o veza tolet er mel a luguern mui a se peb-unan en e liou ; ha peb den ivez a zeu da veza cals agreaploc’h en e vocation hac en e stad pa en em ro d’an devotion : ar sourci eus ar famil a vez rentet pesiploc’h a se ? ar garantez etre ar priedou a vez sinceroc’h, ar mestr a vez servichet gant mui a fidelite, ha peb seurt occupation a vez cafet eassoc’h ha douçoc’h a se.
Un errol eo ha memes un heresi fallout banissa ar vuez devot eus a douez ar Soudardet, eus a douez an Artisanet pe al Labourerien, hac eus a douez an dud demezet. Guir eo, Philotee, penaus en seurt vocationou-se ne aller quet exerci an devotion pehini ne gonsist nemet o contempli, ha ne de propr nemet d’ar Venec’h ha d’al Leaneset ; hoguen beza ez eus devotionou all, hac a so propr evit perfectioni ar re so er bed o veva : Abraham, Isaac, Jacob, David , Job, Tobias, Sara, Rebecca, ha Judith, a ro testeni a quememâ el Lesen ancien ; hac el Lesen nevez Sant Joseph, Lydia, ha St. Crêpin a oue devot ha parfet meurbet en o bouticlou : Santes Anna, Santes Martha, Santes Monica, Aquila, Priscilla, a oue devot ha parfet en o ziegueziou : Cornelius , Sant Sebastien, Sant Mauriç, a oue devot ha parfet en armeou ; Constantin, Helena, Sant Lois a oue devot bras ivez en o Falesiou.
Erruet e bet so quen gant cals ma o deveus collet ar berfection hac an devotion er solitud peguer convenabl bennâc eo ar solitud evit en em renta parfet, ha ma o deveus y conservet er c’hontrol etouez an dud hac e-creis ar bed, eleac’h ma sonchet e ve quen dies caout ar berfection-se. Loth, eme Sant Gregor, pehini a oue quer chast endra edo e kear, en em souillas endra edo er solitud. Pe eleac’h bennaac en em gaffemp, ec’hellomp hac e tleomp bisa d’ar vuez devot ha parfet.