Rouanez ar ruc’hiou eus a venez Arre,
Dister eñ da gichen e kavan Menez Bre,
Torgen ar Menez Hom, Sant-Mikael e-unan…
En gwirionez, ez out tredemarz Breiz-Vihan !
Eus da griben ’weler a bep tu, pell ha pell,
An daolen ar vrava hag ar franka dremwel,
En deiz, an ilizou deus Kastell da Gerez,
En noz, an touriou-tan war gant ha kant enez ;
Du-hont, Toull al Laeron, war lein ar Menez Du,
Al listri e porz Brest, ar bagou e Dourdu,
Ha, da fin mezeven, kaera kurunen aour
Stignet gant tantadou da zant Yan-Badezour !
Savet evel eur bonn ’tre Leon ha Kerne,
Bez’ ez out ar voger o tisranna ané.
Pell-zo e talc’hez penn ouz da enebourien,
Glao, erc’h, skorn, aveliou, krizder ar yenien.
Te ’ziskouez d’an Estren ma karfe dont e Breiz,
Gant paotred ar Mene ’kavje da stourm eleiz :
Gwall-grinet war e gorf ’chomfe e groc’hen lor
Benn ma c’hellfe moustra douar sakr an Arvor !