Ar C’hourrier, 1897 (p. 14-16)
Nebeut amzer goude, sant Anton a oue hanvet da c’hardian e kouent Limoj. Epad m’edo eno, eur mana’h iaouank a daolaz he zae hag a guiteaz ar gouent en eur gass ganthan eur Bibl skrivet hag ispliket gant ar zant he-unan. Ar Bibl e doa kalz talvoudegez evithan, p’eo guir oa koustet dezhan epad pell amzer kalz poan ha kalz labour. Pa deuaz da anaout ar c’holl en doa great, Anton a reaz da Zoue eur beden kalounek ha leun a fizians, en eur c’houlenn digant he Zalver ar c’hras da gaout an tenzor-ze en doa kollet.
Neuze al laër, epad m’edo o kemeret
an teac’h, a velaz, enn eun taol, eun aneval
spontuz o tont da zailla varnhan, en
eur ordren dezhan kass ar Bibl enn dro
da zant Anton, ma n’en doa ket a
c’hoant da veza treinet dioc’h-tu d’an
ifern. Al laër, karget a spont, a zavaz
keuz ganthan. Dont a reaz enn dro hag
ez eaz d’en em strinka da dreid ar zant,
en eur rei dezhan he skridou presiuz
hag ouz er pedi d’her pardouni ha d’her
c’hemeret adarre e touez ar venac’h
iaouank euz ar gouent.
An Aotrou Doue en doa roet da zant Anton, neket hebken he c’houlenn, mes, abalamour m’en doa kement a fizians, en deuz roet dezhan ar c’halloud, hag a zo anavezet mad gant an holl, da lakaat kaout an traou dianket.