Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 13-14)


IV


Sant Anton er Puy


Pa edo gardianer Puy, er bloaz 1225, Anton a anavezaz eun noter iaouank. Petra bennag ma rene hema buez fall, ar zant her salude gant respet beb tro m’en em gave ganthan. An noter a gemere an dra-ze evit eur goaperez hag a glaske tec’het divar hent ar zant. Eun devez koulscoude ne c’hellaz ket miret da erruout ganthan, ha sant Anton her saludaz adarre evel kustum. An noter a zavaz kounar ennhan hag a lavaraz : « Pez fall ma’z oc’h, emezhan, n’ouzoun ket petra vir ouzin da blanta ar c’hleze-ma enn ho korf ; perak ta e rit-hu goab ac’hanon ? » — Ar zant a respountaz gant dousder, ar pez a rea dezhan he saludi evelse eo abalamour ma tlie divezatoc’h beza merzer da Jezus-Krist. An noter a hejaz he ziouskoaz hag a ieaz kuit.

Hag e guirionez, eur pennad goude, an noter-ze a jenchaz buez hag a ieaz assamblez gant he eskob da Jerusalem : eno an arabed hen lakeaz d’ar maro, goude beza he heskinet epad tri devez abalamour ma tifenne ar relijion zantel.