S. Anton e kouent Tadou S. Frances

Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 10-12)


II


Sant Anton e kouent Tadou sant Frances


Er bloaz 1220, d’an oad a bemp bloaz var’nn-ugent, sant Anton a viskaz ar zae a vanac’h e kouent Tadou Sant-Frances e Olivares, hag e leac’h hano Ferdinand e kemeraz an hano a Anton. Da viz kerzu euzar memes bloaz, e savaz enn eul lestr evit mont d’an Afrik, en esper kaout tro da c’houzaon eno ar verzerenti ; mes terzienno bras a grogaz ennhan hag a badaz ganthan epad an nevez-amzer. Galvet e oue da zont enn dro gant he Superioret, hag edo dija tost d’ar Spagn, pa deuaz eun avel gre d’her poulza var aochou ar Sisiil. Ac’hano ez eaz da Asiz, hag eno e kavas sant Frances e penn eur Chabistr General. He humilite vras a reaz dezhan beza kemeret gant an holl evit eur spered berr hag eun azen, ha nikun euz a venac’h ar c’houenchou nevez ne felle dezhan he gemeret enn ho zouez. An tad Gratian, Provincial ar Romagn, o klevet lavaret oa Anton beleg, her c’hassaz da gouent ar Freret, pe ar breudeur lik, euz a Venez-Paol da lavaret an offerenn. Al labouriou disterra euz ar gouent, ar pinijennou kalet, ar c’holl-kousket hag ar iuniou, oa ar pez a garie muia epad an nao miz ma choumaz eno. Dre ar vuez kalet-ze, en doa c’hoant d’en em zigoll euz ar verzerenti en doa kement a hast da c’houzaon heb gellout hen ober.