Prezegennou S. Anton

Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 12-13)


III


Prezegennou sant Anton


E doug ar C’horais 1222, ar zant a oue galvet da vont d’ar Chabistr Provincial da Forbi. Er Chabistr-ze ez oa ive eur manac’h bennag euz a Urs Sant-Dominik. An Tad Gratian a bedaz anezho da ober eur zarmoun divar benn Doue. Ar re-ma a glaskaz digarez en eur lavaret n’oant ket goest da gomz dioc’h-tu var eur poent ken huel, o veza n’o doa ket sonjet araok. Enn eur zistrei neuze ouz Anton, ar Provincial a lavaraz :

« Sarmounit ’ta c’hui, » emezhan ! Ar zant, estonet, ne felle ket dezhan genta, dre humilite, kaout an henor-ze, en eur zigarezi n’en doa lennet, abaoue m’oa manac’h, leor all ebed nemed he Vrevier ; mes abarz ar fin e sentaz en despet d’he humilite, hag e tiskuezaz peger bras oa an tân euz a garantez Doue enn he galoun. He c’huiziegez, he spered lemm hag an nerz euz he gomzou a zouezaz kement an holl, ma oue heb dale hanvet gant ar Provincial da brezeger er Romagn. Prest goude, ar Patriarch santel, Frances a Asiz, o veza klevet komz euz he zantelez, her c’hargaz da brezek er c’harteriou all.