Salud d’eoc’h hag enor
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ave Maris stella.
Salud d’eoc’h hag enor
Gwir steredenn ar mor
Mamm Jezuz hon Aotrou
C’houi ’zo dor an Neñvou
Salud d’eoc’h hag enor
Gwir steredenn ar mor
Mamm Jezuz hon Aotrou
C’houi ’zo dor an Neñvou.
Gant an ael saludet
Hag a c’hrasou karget,
Hoc’h ano, Maria,
’Zo dreist hini Eva.
Dinaskit ar pec’her,
Roit d’ar re dall sklaerder ;
Grit d’hon poaniou pellaat
Grit m’hon bo pep seurt mad
Bezit d’imp eur Vamm vat,
Grit ma vo hon mennad
En Nenv degemeret
Gant ho Mab binniget.
Gwerc’hez ar gwerc’hezed,
Dous ha dinamm bepred,
Hor mirit gwerc’h ive(z)
A gorf hag a ene.
Grit ma heuilhimp dalc’hmat
Didamall an hent mat,
Ken na vimp gant Jezuz
Da virviken eürus.
O Trinded eternel,
Tad, Mab, Spered-Santel,
Ra vo graet d’eoc’h ho tri
Hevelep meuleudi.
(Levr bugale Mari)