Sant-Juluan (An Uhel)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant-Juluan.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 138-140)



SANT-JULUAN.
________


I


   Juluan ’zo un den vaillant,
A ligne nobl ha puisant,
Ez ia un de, hep lakad mar,
Da draon ar c’hoad da chaseal.

   En traon ar c’hoad pa arruaz,
Ul loenik rouz a rankontraz,
Ul loenik rouz, pewar zroad-gwenn,
Ha daou gorn zavet war he benn.

   — Juluan, lares-te d’in-me,
Ewit petra am c’heuilles-te ?
Ewit petra am c’heuilles-te,
Mar n’eo ewit kaout ma buhe ?

   Mar am lazes te a lazo
Da dad ha da vamm war un dro ;
Te lazo da vamm ha da dad,
Ho daou, er memeuz gwelead ! —

   — Me gouitafe kentoc’h ma bro
Ewit ma teufenn d’ho lazo ;
Kouitad ma bro ha ma c’hartier,
Mont da di ’r prinz da zervijer ! —


II


   Ur prinz a oa hag hen karre,
Evel unan he vugale,
Hag ar prinz-ze hen dimezaz
D’un dimezell euz un ti braz.

   Gouarner ’n he di laket a oe,
Ha kabitenn war he arme……
Neuze tad ha mamm Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,

   Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz he zoare,
En toull ar porz pa arrujont,
Un itron-gaer a zaludjont.

   — Daou denik koz ha deread,
Pe-lec’h oc’h bet ken divezad !
— O klask ur mab hon euz kollet,
Ha Juluan ez eo hanwet. —


   — Deportet ho taou, deut en ti,
Ganin-me a lojfet fete ;
Ma friet n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —

   Pa doa roët d’he da goania,
Ho lak’ ’n ur gwele ar gwella……
Juluan pa ’z arru ar ger,
A oa tentet gant Lusufer ;

   Roët d’ez-han d’ gredi parfet
Ez oa ur pez-fall he bried.
Bars en he gambr pa antreaz,
Daou den ’n he wele a welaz :

   Hag hen o kommer he gleze,
Ho lazan ho daou ’n he wele.
War ar pave pa ziskennaz,
He bried paour a rankontraz :

   — Ma fried paour, d’in-me laret,
Piou en ho kwele ’c’h euz laket ?
Piou en ho kwele ’c’h euz laket,
Me ’sonje oa c’hui ’m boa lazet ? —

   — Ho tad hag ho mamm, Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,
Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz ho toare. —

   — Itron Varia ar Folgoat !
Al loen hen doa d’in laret mad,
E lazjenn ma mamm ha ma zad,
Ho daou er memeuz gwelead !

   Dalet breman ann alc’houeou,
Ha taolet ewez ar madou ;
Me ia brema d’ rivier Jourdenn,
D’ober d’am zorfed pinijenn. —

   — Ma fried paour antreit enn ti,
Ma lakafomp ho interri ;
Lec’h m’ iel’ unan, iefomp hon daou,
Evel ma ’z omp gwir briejou ! —


Dastumet war lez forest Koat-ann-noz.


─────────