Ar bugel koar (An Uhel)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar bugel koar.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 142-148)



AR BUGEL KOAR.
GWES KENTA.
________


I


   Na mar karje Landregeriz
Alc’houeza kloz dor ho iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar.


II


   Ar Vagerez a c’houlenne
Euz ’nn aotro Penfeunteun, un de :
— Mar plij ganec’h, d’inn lavaret
Euz a be-lec’h a zistroet ? —

   — Distreï a rann euz ar ru-vraz,
O preena ur zaë satinn-glaz,
Brodet en-dro gant neud-arc’hant,
Dam fenherez, ur plac’hik Koant. —

   — Ma klewfac’h ar pez ’ouzonn-me,
Bikenn hi zaë na lakafe ;
Bikenn ki zaë na lakafe,
Hag ho taoulagad n’hi gwelfe.

   Ho merc’h ’deuz gret ur bugel-koar,
’Wit ho kass diwar ann douar :
Ur bugel-koar hi deveuz gret
Ewit ho kass prim d’ar vered !

   Douget hi deuz-han nao miz-kloz
Etre hi c’hinviz hag hi broz ;
Douget hi deuz-han ’n pad nao miz
Etre hi broz hag hi c’hinviz. —

   Ann aotro koz, p’hen euz klewet,
D’ar ger buhan ’zo diredet :
— Roït, ma merc’h, ho alc’houezou,
Wit ober mez d’ar gwall-deodou ! —

   Ar benherez, pa deuz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo kouezet ;
Ter-gwes d’ann douar eo zemplet,
Hi lez-vamm hi deuz-hi zavet ;

   Hi lez-vamm hi deuz-hi zavet,
Ha d’ez-hi a deuz lavaret :
— Roït d’ho tad ann alc’houeou,
Ma vo gret mez d’ar gwall-deodou. —


   — Alc’houez ann armel ’m euz kollet,
Alc’houez ann arc’h am euz torret ;
Alc’houez ann arc’h am euz torret,
He n’am euz ken alc’houez abed. —

   ’Nn aotro Penfeunteun kounnaret,
En ur vouc’hal a zo kroget ;
Ann arc’h kerkent hen euz draillet,
Ar bugel-koar a zo kavet.

   En ul lienn ez oa paket,
Ha gant-han ur ialc’h a gant-skoed,
Ewit reï d’ar belek diboel
Hen doa badezet ar bugel.

   Ter-gwes ann dez hi hen zave,
Ter-gwes ann dez hi hen broude ;
Pa vroude ’nn ez-han gant spilhou,
E save pistig d’ann aotrou :

   Pa hen broude gant spilhou-braz,
En he galon a skoë gloaz ;
Pa dome ’nn ez-han euz ann tan,
Ann aotro a ie moan-euz-moan.


III


   ’Nn aotro Penfeunteun a lare
D’he benherez, neubeud goude :
— Deiz-sul, goude ann ofern-bred,
Ma fenherez, c’hui ’vo losket ! —

   — O ia ma zad, losket a vinn,
Me dougo keuneud d’am loskin. —
— Nann, ar c’heuneud na zougfet ket,
Rag en ur c’harr c’hui ’vo douget. —


IV


   Ar bugel-koar, ar benherez,
Ar paeron hag ar vaeronez,
Ho fewar ez int bet losket
Dirag ann holl bopl dastumet ;

   Dirag ann holl bopl dastumet,
Ho fewar ez int bet losket,
Ar belek iaouank disakret,
Ha kerkent goude dibennet !

   Ann aotro-koz a oele stenn,
Hag a ziframme he vleo-gwenn,
O welet he verc’h o leski,
Pa n’hen doa bugel nemet-hi !


AR BUGEL KOAR.
EIL GWES.
________


I


   Poularfeunteun a lavare
D’ann aotro Bistigo, un de :
— Pelec’h ez oc’h bet, pe ez et,
Pe ho euz esper da vonet ? —

   — Oh ! me a ia duman d’ar stal,
Da dibab etof inkarnal,
Dantelez aour ha re arc’hant,
D’am fenheres, ur plac’hik koant. —

   — Mar oufec’h ar pez’ ouzon-me,
Birwikenn habit na defe :
Hounnes’ deuz gret ur bugel-koar,
D’ho lemel diwar an douar !

   Ter-gwes ann dez a ve tommet,
Ter-gwes ann dez a ve broudet,
Ha n’hen brouder gwes gant spilhou,
Aotro, na divezr ho teiziou ! —

   — Poularfeunteun, d’in-me laret,
Pelec’h ’z e ’r bugel badeet ? —
— Badeet e ar bugel-koar
En iliz-vraz a Landregar ;

   En iliz-vraz a Landregar,
Euz heaul hag euz golou al loar ! —
— Poularfeunteun, d’in-me laret,
Ar gomperienn piou ez int bet ? —

   — Ho mewel-braz eo ar c’homper,
Ar vates-vihan ar gommer. —
— Poularfeuteun, d’in me laret,
Piou ’n euz ar bugel badezet ? —

   — Ma ’z eo ur belegik iaouank,
Ewit kaout ur sommik arc’hant,
Pewar-c’hant skoed en arc’hant gwenn,
Ha kement-all en aour melenn.

   Pewar-c’hant skoed en arc’hant-gwenn
Ha kement-all en aour-melenn,
Hen euz bet ar belek iaouank,
Ewit ober ar vadeziant. —


II


   ’Nn aotro Bistigo, pa glewaz,
D’ar ger a-c’hane ’retornaz ;
D’ar ger ’c’hane eo retornet,
Ha d’he benheres ’n euz laret :

   — Roët d’in m’ merc’h, ho alc’houeou,
Teodou ann dut ’zo diaoulou. —
— Alc’houez ann armel ’m euz kollet,
Alc’houez ma c’houf a zo torret;

   Alc’houez ma baütik bihan,
Me hen karrie en kreiz ann tan ! —
’Nn aotro Bistigo, pa glewaz,
En un hachik vihan ’grogaz ;

   ’N un hachik pennek ’z eo kroget,
Ar bahut-bihan ’n euz torret ;
Ar bahut-bihan ’n euz torret,
Ar bugel-koar hen euz kavet.

   Hen da retorn ’darre en ker,
Da glask jendarmed d’hi c’hommer.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Kriz a galon nep na oelje
En Landreger nep a vije,
Welet pewar c’horf ’leskin en tan,
Ar c’hleïer o soon ho unan !

   ’Nn aotro Bistigo ’oele tenn,
Hag a denne ’r bleo euz he benn,
’Welet he benheres ’leski.
Ha n’hen doa bugel nemet-hi ! —


IV


   Na mar karje Landregeriz
Alc’houeza kloz dor ho iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar !


Kanet gant Godik Fulup, paoures mac’hagnet,
a baroz Plunet. — 1867.


─────────