Santez Anna Vened
Eus a bep corn a Vreiz-izel e za tud da bardona da zantez Anna Vened. Dibaot e ve caout eur barrez ha na ve enhi meur a hini hag o deus great ar pelerinach-se ; ne ket epken a so bet eno, mes zoken o deus bet eur c’hras bennag deut dezo dre zaouarn patronez Breiz. Hogen cals a zo ha ne anavezont ket ar burzudou so c’hoarvet eno pa eo bet savet chapel pe ilis santez Anna. Cridi a ran eta ober plijadur d’ar re a lenn pe a gleo lenn kement ma, o teski dezo an doare burzudus ma eo bet savet ar chapel-ze. Brema dreist oll pa zeus savet eno eun ilis caer ha bras eleac’h an hini a zo bet savet brema eus tremen daouc’hant vloas, ar pez am eus da verca a zervicho da zerc’hel sonch eus ar chapel-ze anavezet gant kellies a bardoner, eleac’h m’e deus mam ar Verc’hez silaouet mouez ken aliez a zen.
Chapel pe iliz santez Anna hag ar bourg so savet en dro dizi, a so e parrez Pluneret, teir leo dioc’h Guened. Guened eo kear benn ar Morbihan ; An Escop a jom eno, ha Duket Breiz so bet ive guechall o chom er gær-ze. Eul leo dioc’h santez Anna ema ive Alre, kerig brudet dre ar pez a jom eus he c’hastel coz, dre ar vrezel a voue lazet Charles Bleaz enhi hag a rentas Ian Monfort Mestr a Vreiz, dre ar re a voue divezatoc’h trahisset e Quiberon ha lazet e kichen couent ar Chartreuzet.
Er bloaz 1622 ne voa eleac’h m’ema brema santez Anna, nemet prajeier ha lanneier hag eur pez douar gounit bennag. An douarou-se a voa oc’h eur geric pe vilajen hanvet Keranna. Ar pez a ziskueze e voa bet santez Anna enoret eno kentoc’h evit neuze ; hag e guirionez, dress eleac’h m’ema ar chapel hirio e voa bet guechall goz eur chapelic, mes pehini a voa distrujet meur a gant vloas a voa. Ar chapelig-se a greder a voue discaret pe a guezas en he foul var dro ar bloas 699, hag a dlie beza bet savet kerkent ha ma voa deut sclerijen ar feiz er vro-ma ; da zivezata e fin an trede pe e comansamant ar pevare cantvet.
D’ar mare ma comzomp anezan brema, ne voa mui e plas ar chapel goz netra ebet anizi. Mar doa chomet eno eun nemorant bennag, e voant cuzet dindan an douar. Plas ar chapel gouscoude a voa anavezet. Bez’edo e creis eur parc hanvet Bocennou (Bocenneu e iez Guened) hag an dachen-se a allet da balat, mes ne allet morse he arat. Cant guech oa bet clasket hen ober, ha bevech al loenet, pa vezent digouezet gant an dachen-se, a iea adren, a sponte, ha mar scoet gantho, e tirollent hag e torrent stergnou hag arat. Evelse e lavaret d’ar rea iea da labourat gant loenet er parc-se ; diouallit oc’h plas ar chapel !
Kementse a elle beza eur merc e falle d’ar zantez beza enoret eno c’hoas. Dre ze ez oa eur greden etouez ar re goz, creden hag a voa deut dezo a rum da rum abaoue ne voar den pegeit, penaus e tlie ar chapel beza savet a nevez ; hag ar pez so burzudus, ar re goz-ze cals anezo a espere, araog mervel, guelet adarre ar chapel en he za.
An hini a voue choazet gant Doue evit lacat sevel chapel santez Anna, a voa eul labourer paour o chom e Keranna. O teleur evelse he zaoulagad var eun denic dister ha dianavezet, Doue a reas eno ar pez a ra peur liessa ; me lavar choas an traou distera evit dont abenn eus an traou brassa. Guelloc’h aze e veler peleac’h e vez dorn an Ollc’halloudec. Hano an den-ma a voa Yvon Nicolazic.
Yvon Nicolazic a voa ganet er c’harter, a dud paour. — Pell a voa e talc’he merouri ar Bocennou pehini a voa oc’h dalc’h Kerlogen. Nicolazic a voa eun den vertuzus, unan eus an dud-se a ve lavaret a ve deut ar vertus gantho var an douar, hag a so ganet evit ober ar mad. Azalec he vugaleach e voue aketus d’he oll deveriou a relijion, hag ar iaouankiz, an oad-ze a scanvadurez, ne reas dezan chench tam ebet. Bez’edo brema en he oad cre, vardro he drede bloavez ha daou ugent. He amezeien, pa zave entrezho, her c’hlaske evit ho unani, hag a blege d’he varnedigez ; gouzout a reant oa cant guech guell gantha coll he unan evit ober an distera dislealdet da zen. Devot oa ha leun a feiz. Caret a rea ar beden, ha n’her guelet nemeur o vont dre an hentchou na vije o lavaret ho chapelet. Douget bras oa ive da ginnig he labour da Zoue evit delivrans eneou ar purgator. He gerent o doa he voazet da veza devot d’ar Verc’hez ha da zantez Anna, hag azaleg he vugaleach e pede dalc’h mad ar verc’h hag ar vam.
Setu an den a voue choazet gant santez Anna evit lacat sevel he chapel. Abaoue eun nebeut amzer, ep ma c’halje gouzout na penaus na perag, e sante creski he zevotion evit he batronez santel. Kementse a voa eun tanva eus ar burzudou a dlie c’hoarvezout.
Kenta burzud a erruas oue eur sclerijen gaer a velas en eun taol o tont en he di, e creis an noz, hag ar pez a gave dezan a rea ar sclerijen-se, oa eur pilet, pe eur c’houlaouen goar douget gant eun dorn. Kementse, ervez m’hen lavar, a badas keit ha ma vet o lavaret diou Bater ha diou Ave Maria. C’huec’h sizun goude, eur zulvez, eun heur goude cuz heol, e velas ar memes tra e parc ar bocennou. Mes neuze ar sclerijen ne badas ket keit, ha ne velas dom ebet o telc’her ar c’houlaouen.
Evel na elle ket gouzout petra oa an traou a vele, Nicolazig a zonjaz ec’h alje beza he vam, maro nevez a voa, eo a deue da c’houlen pedennou outhan. Var ar zonch-ze e reas kement a ellas evit he zenna a boan ; mes ep dale ec’h anavezas ne ket he vam eo a vele. Eur pardaez, eun heur adarre goude cuz heol, he vreur caer hag hen o veza eat pephini dioc’h he gostez da gerc’hat he ejennet d’ar parc, o devoa da dremen ho daou ebiou an eienen zour so great anizi brema feunteun gaer santez Anna, mes pehini ne voa neuze nemet eur voazig a rede etouez ar guezeri. O veza digouezet an eil gant egile araog ma voant deut beteg an eienen, e veljont en eun taol ho ejennet oc’h argila hag o sponta. Caer o doa ne allent ket ober dezo mont var araog. Petra elle beza-ta e kichen an eienen ? Mont a rejont da velet hag en a voa eun dra bennag e touez ar brouscoat. Peger souezet ne vouent-hi ket pa veljont dirazo eun itron, eun ear an nopla dizi, en he za troet varzu an eienen ? he zae a ioa guen-cann hag a ziskenne bete’n douar. Eur sclerijen ar vraoa a voa en dro dizi, hag a bare var gement a voa a dost. O velet kementse, kenta a vennjont oue kemeret an tec’h. Mes souden e teuas mez dezo eus ho lentegez hag e teujont en dro. Ne veljont mui netra.
Ar burzud-se en em nevezas meur a vech ; hag evit doare, Nicolazic, epad ar pemzeg mis kenta goude, ne dremene morse teir sizun ep guelet eun dra bennag. Bevech ma tistroe eus he barkeier divezatoc’h evit na voa boas, pa veze an noz o tont, e teue, dalc’het gant eun dorn ha ne vele ket, eur c’houlaouen hag a iea costez ha costez gantha evit sclerat he hent. Ha pa deuje an avel da c’hueza, tan ar c’houlaouen ne finve ket.
Aliez e vele ar zantez he unan, guech e kichen an eienen ma hon eus comzet anizi, guech en hedi, hag avechou ive en he c’hranch pe en he gardi, e kichen mein benerez a voa laket da zevel ar c’hardi-ze hag a voa bet tennet guech all gant Tad Nicolazig eus a nemoranchou ar chapel chomet etouez an douar. Bevech ma he guele evelse, e veze ato ato ganthi eur zae venn cann, ato eur c’houlaouen en he dorn, eur goabren dindan he zreid ; ne lavare ger ; eun ear a noblans hag a vadelez a veze ato var he drem ; ar sclerijen a veze en dro dizi hag a deue anizi, a zigase da zonch d’al labourer mad eus an hini a velas guech-all an Ebestel en dro da J.-C., var Menez Thabor.
Ar grasou-se ne badent ket pell, mes re alies e teuent evit miret na dajent doun en eun ene ken eün ha ken dizroug ha ma zoa ene Nicolazic. Creski cals a reas he zevotion, ha ne elle mui sonjal er zantez a brije en em ziskuez dezan, ep ma vije tenereat he galon. Aoun en doa gouscoude, o velet traou ker burzudus, na vije tromplet, ha setu perag e falvezas dezhan discleria ar pez a zigoueze gantha da dud vertuzus, tud hag o divije sclerijen avoalc’h evit he gelen hag he ren. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Nicolazic a ziskuezas bete’r fin e voa din eus ar grasou en doa bet euz an env. Ato e chomas humbl ha dic’hloar ; seulvui maclaske ar belerinet he velet ha ma tiskuezent dezan ho istim, seulvui a c’hoant en devoa da veva cuzet ha dianavezet. Kementse a reas dezhan, en despet d’an Tadou Carmez, en em denna pell dioc’h ar gouent, en eun tamic merouri en doa e Pluneret. Eno e tremene, evel guech all, he amzer o pidi hag o labourat an douar. Eur vech en amzer epken ez ea da velet he vestrez vad. Ar venac’h a zalc’he eur cellulen evithan, hag hen digemere evel pa vije bet unan eus a dud ho zi.
Kerkent ha ma vouesjont e voa coezet clan (hag he glenvet ne badas nemet c’huec’h dervez), e rejont he zougen d’ho c’hlandi, pe d’ho infirmeri. Eno e kemerjont anezan an oll zourci a allent da gaout. — Epad he boan, ar beden a lavare dalc’h mad, oa hini hor Zalver er Jardin Olivez : Va Doue, ho polontez bezet great. O veza recevet he oll sacramanchou gant ar brassa devotion, ez eas toc’hor ; cridi a reat edo en he agoni. He gonfessour a lavare dezan eur goms vad bennag, pa voue guelet he vizach, dija stenet gant ar maro, oc’h en em laouenat, hag he zaoulagad digor ha troet varzu eur c’horn euz ar guele. Goulennet oue outhan petra vele, hag e lavaras : Setu ar Verc’hez Vari ; setu va mestrez vad an Itron Santez Anna.
Neuze he gonfessour a redas d’an ilis hag a zigassas gantha imach burzudus Santez Anna : Ahanta, va breur, emezhan, brema pa zoc’h prest da vont dirag Doue, ha delc’her a rit-hu mad da gement oc’h eus diskleriet ken alies a vech ? — Ia, eme Nicolazic. — Ha brema, ha bez’oc’h eus-hu e santez Anna ar memez fizians, ha contant oc’h-hu da vervel e treid he imach, dre anaoudegez vad evit ar grasou oc’h eus bet diganthi en ho puez ? Ia, a respontas adarre Nicolazic. — Neuze an Tad a lavaras dezhan poket da dreit an imach. Nicolazic a zentas, a bocas c’huec dezo, ha kerkent e rentas he ene da Zoue.
Mervel a reas an 13 a vis mae, er bloas 1645, ugent vloas goude m’oa bet cavet an imach er Bocennou. Enterret e voue en ilis dirag ar pilier so da chapel ar Verc’hez ha chapel Santez Anna, tost da vad eleac’h m’oa bet cavet an imach.
Nicolazic ne lezas var he lerc’h nemet eur map pehini a voue diorroet gant an Tadou Carmez hag a deuas da veza beleg. An Tad Rigoleuc her choazas he zicour da rei missionou var ar maez.
Araog kuitat chapel Santez Anna-Venet, e rancan lavaret penaus e troad an aoter vras eo enterret an Aotrou Keriolet eus a Alre, pec’her bras er penn kenta eus he amzer, mes ive penitant bras var fin he vuez ; ker brudet dre ar binijen eston en deus graet evel ma zoa bet diaraog dre an dizurziou e pere oa coezet. He vrassa c’hoant, en he amzer diveza, oa bezaa enterret er chapel-ze, hag ar c’hoant-ze a voue sevenet gant an Tadou Carmez pere a voa eur joa vras gantho caout he gorf en ho ilis.