René PRUD’HOMME, 1905  (p. 114-130)



SEIZVED LODEN
————
DANEVELL
————


SANTEZ GWENNIK
——


Santez Gwennik a vevaz en naved kantved, var bord mor Breiz-Izel, e kichenik bourc’h Beuzek, war c’horre teven Porspiron. He dremm leun a zousder a zo c’hoaz galvet gand labourerien an douar, ha dreist-oll gand martoloded ar vro. Bez ez eo patrounez ar re a c’hoarvez gwall zarvoudou gantho war an dour, hag, en eun doare ledanoc’h, skoazel an oll dud poaniet, eun dra bennag evel Intron-Varia-Wir-Zikour, hogen chommet muioc’h e kuz.

He buez penn da benn a zo eur burzud, adalek ar mare ma oe gwelet evit ar vech kenta war douar Breiz, d’he 16 vloaz, beteg an deiz ma ’z eaz diwar wel, en eun taol kount, daou zervez gonde, o tremen eno eun nebeudik heuriou hebken, heuriou ken buezek, ken leun, ma ’z int awalac’h da rei da anaoud ar pez a oe tenzoriou he ene hag ar zoursen euz he vertuziou.

Gwennik ! He hano, ha na lavar ket d’eomp a hent all, dre ar pez en deuz a guzet evit kalz a dud, eur weledigez c’hlan ebarz eun envou digoc’hen, pe gwagennou skeduz en eur mor a beoc’h ? Gwennik ! Klevet a reer eur zon c’hoek en hano-ze, ha na weler ket ar pez a ra d’ezhan beza ker mad. E ma c’hoaz er spered, ha kerkent e teuer da zonjal el laboused klevet o kana en eur c’hoad, el leac’h ma zeer da glask ear fresk an nevez-amzer.

Fellout a ra d’in rei d’eoc’h da c’houzout penaoz e ma ’r vro e pehini e tremenaz an nebeudik heuriou souezuz-se.

Bourc’h Beuzek, gand he dour koz, kelc’het gand eur guchennik tiez toet gand plouz, a zo bepred en he zav. Beza e ma wardro eun anter leo dioc’h teven Porspiron, el leac’h ma kreder e vevaz ar werc’hez yaouank.

N’euz ket kalz a dra da welet e bourc’h Beuzek. Hogen, pa ziskenner ac’hano evit mont etrezek ar mor e treuzer eur c’hoad gwez pin, dilerc’h koajou braz a en em lede, brema ez euz meur a gant vloaz, war an aochou-ze leun a gerrek. Eno koueriaded an amzer-ze a ie varlerc’h ar moc’h gouez beteg en ho zoullou kuzeta.

Ar c’hoajou-ze a ioa a-zioc’h riboullou leun a dreaz, pere, da zeiziou skeduz an hanv, a lugerne evel eun dousier alaouret war behini tarsiou glaz ar mor a deue da vervel en eur stouffat eonen. Hirio ez euz nebeud a wez eno ; en ho leac’h e kaver parkadou lann, d’ezho bleun melen evel an aour, balan ha brug ; hag a c’heller, d’ar pardaez, kredi eo Gwennik a douch outho gand he zreidigou noaz, pa weler anezho o krena dindan an aezen fresk. Ma na gaver ket ar gwez sabr, henvel ouz pilierou iliz-veur eun eskobti eo marteze abalamour Gwennik na fell mui d’ezhi kaout nemed an env evit toen.

Na weler mui ken nebeud ar moc’h gouez ; ar zaoud du brema, saoud Breiz-Izel, ker mad da lesa, eo a bign ar gwenojennou riskluz, o peuri bruk ruz an deven ; digaset vezont d’ar verouri gand ar mesaer, a ra d’he skourjez strakal e korniou distro an hentchou leun a ekleo.

E kenver, setu pleg-vor Douarnenez, azalek Beg-ar-Raz beteg Beg-ar-C’havr, digor frank d’al laonennou mor, a freuz en eun doare ken plijaduruz en hanv ma kredfet a-boan int ar hevelep re a groz ker spountuz e nozveziou tenval ar miz du ; miz du, ar miz dreist-oll euz ar spount, miz ar penzeou, ha miz Gwennik ive.

E gwirionez, er miz-se eo e teuaz da Vreiz-Izel ; ha Doue a falvezaz d’ezhan e tiskenje he zervicherez yaouank el leac’h-ma dre ar burzud a dlie beza ar mean-diazez euz he zantelez.

Ar Saxoned krabanuz a iea atao war araok ; ha tud Breiz-Veur a zirede a vandennadou warzu Arvor, pehini a deue da veza ho mamm-vro nevez. Evel-se e pignaz Gwennik hag he c’herent war al lestrik a dlie ho digas en hor bro. Kement-ma a zigoueze e miz du, hervez testeni paperou koz. Surprenet gand ar vougidel ha gand ar gwall amzer, e koljont ho hent, ha n’ho doa mui evit gouzoud dre be du mont nemed an tan euz al listri a welent dirazho.

Hogen, an oll a oar pegen kriz oa Bretoned an amzer-ze.

Beza ez oant eonennerien mor, o veva gand al laeronsiou great gantho war al listri. Kustum oant da staga goulaouennou rousin oc’h kerniel ejenned da bere ho doa hualed an treid, ar pez a rea d’ar goulou beza henvel eun tamm bennag oc’h sklerijen al listri war ar mor. Evel-se ive oe faziet ar vag war behini edo Gwennik hag he c’herent. O kredi tec’het ar c’herrek evit mont pell dioc’h an aochou e teujont da steki outho, ha d’en em goll. Gwennik hepken a c’hellaz en em zavetei. Perak hi ? Abalamour Doue en doa abenn neuze skoet he c’halon gand he c’hras nerzuz ; hag epad ma c’hoeze an avel foll, Gwennik, en eur c’horn euz al lestr, a bede euz a oll nerz he c’halon c’hoaz glan. Kredi a reaz bale war ar mor kounnaret, o rei an dorn da Jezuz, ar Pastor mad, euz a behini oa an oan dousa ha gwenna ; ar gwall amzer a goueze dre oll ma tremene gant-Han. Dizale kement-ma oe eun dra wir evithi. D’ar mare ma stoke al lestr oc’h ar roc’h, Gwennik na welaz netra en dro d’ezhi ; hogen, eun dorn a grogaz en he hini, hag a jachaz anezhi goustadik. Mont a reaz da heul, ha na welaz he devoa baleet war ar mor nemed pa lakaaz he zreid war an aod. Neuze an dorn en doa he bleinet a ziskrogaz, hag en em gavaz he unan.

N’oa den d’ar mare war an aod. Hogen, pelloc’hig, adre eur grec’hen, el leac’h m’e ma penn ar wenojen a gas war grec’h an deven, e velaz tammou mad a c’houlou rousin, sanket en douar, hag a zeve o teuler kalz a voged, hag eur sklerder a zeblante dont euz an ifern.

Heb aon ebed ar bugel a dostaaz outho. Ha perak e divije hi bet aon ? E gwirionez, dorn Doue en doa he lezet ; hogen, daoust ha na ouie ket edo atao en c’hichen ? Daoust ha na gleve ket anezhan en he c’halon ?

Dont a reaz eta goustadik beteg ar goulou, a zeve oc’h ober eun tammik trouz, ha pa oe tostik, e welaz — tra spountuz ! — eur goan direol hag iferniuz chommet a-za en eun taol-kount.

Kerniou-boud leun a win c’hoaz a oa eno sanket en treaz dre ho fenn-moan ; tammou braz a gig moc’h gouez a gavet ama hag a-hont, stlejet war an douar, hag a daole eur flear spountuz a lard rostet. Du-ze, podou alaouret, braoigou a bep seurt, traou deuet euz ar penzeou, e berniou ker braz an eil hag egile, lakeat el leac’h m’edo an dud gouez o koania eun nebeud amzer araok.

Plench ar barrikennou distoufflet, leiz c’hoaz, a lugerne dindan bannou an tan o krena ; a gostez, e kichenik ludu ru eun tantad maro, tud koz ha grwagez hanter-noaz, mesk ha mesk, astennet war an drez hag an askol, a ioa o c’hoi ho c’horfajou gwin-ardant. Ar re-ma oa ar re n’ho doa ket gallet tec’het da heul ar re-all po d’oa gwelet Gwennik o vale war ar mor, eur sklerijen skeduz en dro d’ezhi. Edont e touez an drez hag ar spern ; n’ho doa ket gallet mont pelloc’h. O velet kement-se, Gwennik a zantaz he c’halon o sevel gand heug, hag he doe krenien er vech-ma, rak m’oa gwenn evel kerniou ar meneziou goloet a erc’h ; abalamour ive n’he doa morse gwelet tenvalijen an dud fall, na zoken klevet hano anezho ; abalamour c’hoaz m’edo o paouez gwelet Doue, ha ma edo brema dirak eur skeuden euz an ifern ; abalamour, en divez, musc’hoarz ar grwagez divezet ha mezo oa henvel ouz c’hoarz fall an diaoul. Gwennik a zaoulinaz hag a bedaz.

Edo ken doun en he feden, ma na welaz ket ar furmou tud o tont an eil warlerc’h egile euz toullou ar rec’hier a ioa en dro d’an deven, hag o tisken euz ar c’hoad war an aod, hogen, goustadik, evel aon d’ezho.

A nebeudou e tostajont, oc’h ober signalou an eil d’egile. Pa ’z oant digouezet en dro d’ezhi, he gweljont kelc’het gand eur sklerijen par d’an hini a deu euz an heol dreist an tarsiou mor par sko warnhi he vannou da vare kreiz-de. Hogen, gwelet a rejont ive n’oa nemed eur bugel, hag e rojont d’ezhi an hano a « Gwennik ar mor. »

Pa oant digouezet oll eno, gwazed, merc’hed, tud koz ha bugale, gwisket gand truillou a bep seurt liou, lod laonennou alaouret warnezho, lod-all fichet gand braoigou arc’hantet, deuet oll diwar goust ar paour keaz tud chachet gantho eno da veuzi, neuze Gwennik, krenveet gand he feden a zavaz, c’hoantek evel eur bugel, ha dispount evel eur zantez, evit teuler he zellou war ar vodennou tud-ze spountuz ha mez ho gwelet, hag a jomme eno brema hep flach, dalc’het gand eun dra souezuz ha na entent ket.

Gwennik a gomzaz :

— « Ho pet truez ouzin, na rit ket a zrouk d’in. Edon war al lestr oc’h euz digaset war ar reier. N’euz nemedon ha gement a ve salvet ; na rit ket a zrouk d’in ; n’euz nemedon e buez ; n’am lakit ket d’ar maro. »

O sellet neuze warzu ar penn pella euz an deven, e velaz eno eun tiik koz, great gand mein, hanter ziskaret, hag e lavaraz oc’h hen diskouez d’an oll :

— « Lezit ac’hanon da veva aze ! »

E kreiz tenvalijen an noz, an ti koz a oe, en eun taol sklerijennet, vel pa vije bet an heol o para.

Oll e kouezchont d’an douar, spountet.

— « N’ho pezet aon ebed, a lavaraz-hi, me zo o vont da gousket. »

Gwennik a bignaz he-unan war an deven, dre douez ar raden hag ar bruk. He gwelet a rejor, gwenn, lugernuz, o vont dre ar wenojen ; he zreid na stoken tamm ebed oc’h an douar. Nebeud goude edo en toullik ti. Al laeroun-vor a ioa chommet bammet war an aod, o sellet gand enkrez ouz eur burzud ken souezuz ; ha pa ehanjont da welet furm c’hlan ar bugel, e kouezjont, ho fenn harp en treaz evit tremen an noz. Antronoz vintin pa zifunjont peb tra a ioa evel kustum en dro d’ezho. An ti dirapar n’oa mui skeduz evel en derc’hent. Dilerc’h ar vag bruzunet, hag ar c’horfou maro a ioa brema war an aod, digaset di gand tarsiou ar goueled.

Gwennik a zeuaz dizale er meaz euz he zi o teuler eur zell hir war linen an dremm-well ; liou briz-wenn an env na rea nemed unan gand hini ar mor. Hag e troaz da zellet warzu an deven ; souezet maro e oe o welet eno c’hoaz an dud kriz etouez pere he doa tremenet e penn an noz araok ; eur guchen vugale hebken oa eat da gichen ar mor evit dastum restachou ar vag, ha diwiska ar c’horfou maro.

Gwennik a gredaz, hep mar ebed, beza o paouez ober eun huvre spountuz. Frota reaz he daoulagad, hag e sellaz adarre en dro d’ezhi ; neuze e tiskennaz divar an deven, o chomm a-za gwechig an amzer evit sellet adarre. A veac’h war ar plen, e c’haloupaz da vont beteg ar mor ; eno ec’h anavezaz korf he mamm, gouliet oll.

Ar baotred vihan a jache war he bleo evit he zenna war ar seac’h. Gwennik a oe merc’h en deiz-se, hag an daelou a ziredaz euz he daoulagad. D’an ampoent Gwennik n’oa mui henvel ouz eur spered euz ar bed-all, rak gwela rea evel tud ar bed-ma ; an dud gouez dispountet a dostaaz outhi, mez gantho, lod diskrouniet ho dent ha kounnar en ho c’halon, lod-all o c’hoarzin, drouk ennho oll outho ho-unan, abalamour, emezho, oant bet trec’het en derc’hent gand eur baotrezik c’hoezek vloaz, mezo ma ’z oant kement a win ho doa evet. Kredi a reant n’oa tremenet netra direiz nemeden ho spered trevaliet. Tevel a rejont goulskoude dirak glac’har ar bugel, ha sklerijen an deiz-se a welaz, tra souezuz ! parezed ar goazed-se en dro da Wennik, oc’h he frealzi gand eun deneredigez a gaver aliez zoken etouez an dud gouez. Ober a reant d’ezhi pokat d’he mamm evit ar vech diveza war an douar-ma, evit kas goudeze a-zirak he daoulagad ar c’horf a behini ar gwel a rea kement a boan d’ezhi.

Eun den krenv evel eur gouriner a zammaz neuze ar c’horf war he skoaz hag a bignaz war an deven, an oll wazed oc’h he heul. Gwennik a leze anezho da ober dioc’h ho c’hoant, hag a zigemere zoken ho c’homzou frealzuz. Eun hanter heur goude ar wazed a reaz eun hopaden euz ar c’hoad-pin e leac’h m’oant en em dennet, ha kerkent ar grwagez, ha Gwennik gantho, a ieaz d’ho c’haout. Edont en dro d’eun tachad douar nevez distroet. Eno edont o paouez douara mamm geaz Gwennik. Ouma a gwezaz d’an daoulin en eur wela. Goulen a reaz goudeze diou skourr gwez, gand pere e reaz euz groaz hag a zankaz war ar bez. Ha Gwennik en em roaz da bedi.

Al laeroun na ententent netra e kement-se. A nebeudou ejont kuit, evit peur zastum ar pez a zistaole koummou ar mor d’ho avarizded, ha prestik goude edont war an aod. Ho c’hunvelez a ioa chommet er c’hoad gand ar bugel ; oant adarre eonennerien-vor kriz ha digalon evel diaraog ; dizale n’oa mui nemed eur vozadik merc’hed e kichen ar bez.

Gwennik a bede atao.

Wardro mare kreiz-de e klevaz, o tont euz an aod, eun huanaden hag a reaz d’ezhi sevel en he zav. An nebeudik merc’hed chommet ganthi a redaz en eul lamm war c’horre ar grec’hen, a beleac’h e welet mad kement a dremene war an aod.

Gwennik, souezet, a ieaz d’ho heul.

Edot oc’h enkanti kreiz an deiz, o lavaret ar beden d’an Doue Heol. Eun den koz, en he zav war ar roc’h, he ziouvreac’h astennet etrezek stereden an deiz, a lavare he rouantelez ; e harz he dreid, ar re-all, ho diouvreac’h astennet eveldhan a gane gand eur vouez nerzuz :

Eienen vraz a sklerijen,
A zioulder hag a gorventen,
Puns ar vuez, hon doue, Heol,
Salud d’it, a lavaromp oll !

Neuze Gwennik a welaz perak hen doa Jezuz he bleinet war an aod. Pa oe echu ar pedennou d’an heol e kendalc’hjont da ziwiska ar re veuzet. Euz an huelder el leac’h ma edo, Gwennik a gredaz anaout anezho.

Goulen a eure digand ar merc’hed petra vije great euz ar c’horfou maro ; war ho respount e vijent stlapet en eun aod tostik ac’hano, euz a be leac’h ar mor ho c’hasche d’ar pellder, Gwennik a c’houlennaz ma vijent douaret ; ar pez a oe aotreet d’ezhi adarre dre druez. Tost d’an toull great a ziaraok evit mamm Gwennik e weljor sevel eun toull-all ledanoc’h ha dounoc’h. Eno e oe diskennet korfou an oll dud veuzet, hag ar plac’h santel a lakeaz ive eur groaz war ar bez nevez. An dra-ma a c’houlenne eur ger skleridigez evit an dud dizesk-se. Eur vaouez her goulennaz.

— « Evel-se vez great en hor bro-ni, a lavaraz Gwennik, abalamour Jezuz a zo maro war ar groaz. »

C’hoant ho doe da c’houzoud petra oa ar Jezuz-se.

— « Mab Doue eo, emezhi, a deuaz war an douar evit savetei an dud ; hogen, her staget ho deuz ouz ar groaz. »

Al laeroun-vor a zellaz an heil ouz egile ; eur mennoz a dreuzaz spered unan anezho, hag a lavaraz :

— « Penaoz ec’h euz-te gallet en em viret dioc’h ar maro, pa ’z eo beuzet ar re-all oll a ioa ganez ?

— « Abalamour, emezhi, ma karan anezhan ; na zonjen nemed ennhan ; setu perak pa ’z eo eat ar vag da strad ar mor, hen he-unan eo en deuz kroget em dorn evit va digas beteg ama ; galloud en deuz da ober kement a blij d’ezhan, peo gwir eo Mab Doue. »

An hini hen doa great ar goulen, hag a ioa er renk kenta azezed war ar bruk a zavaz goustadik epad ma komze Gwennik, ha pa he doa ehanet da gomz ez eaz kuit d’ar c’haloup, o teuler youc’hadennou spountuz, egiz pa vije bet he dreid en tan. An oll sebezet a zelle outhan. Her gwelet a rejont oc’h ober ardou evel eun den diskiant, o lammet war ribl an deven beteg ma ’z eaz diwar wel er pellder.

An heol en dremm-well a veuze er mor. Den na grede komz ; oll ez oant strafuillet, aon a grogaz ennho.

Gwennik a bede dirak ar beziou.

Seblantout a rea gwennaat dre ma teue ar pardaez hag an noz d’en em astenn war ar mor hag ar reier ; ha pa zavaz evit mont d’he lochen, sked he zae a zeuaz da veza sklerijen. Ruzder ziveza an heol a varve. D’an ampoent Gwennik a daolaz he zreid en he zi, pehini a oe sklerijennet evel pa vije bet al loar ennhan. Pa oe goloet an douar gand tenvalijen an noz, ar sklerder-ze a zeuaz en eun taol da veza evel tan an heol. An heil goude egile, ar wazed chommet e kichen ar beziou a gwitea sioulik evit mont da guzat e dounder ar c’hoad. En deiz-se n’ho d’oa ket evet, ha dre-ze oant sur e welent mad ar pez a dremene dirazho. Ouspenn-ze ar bugel he devoa lavaret d’ezho traou souezuz braz ; unan anezho en doa kollet he skiant vad oc’h he zelaou. An amzer a ioa pounner, hag evel c’houez doareou fall ganthan. Eur pennadig goude na jomme mui den na wardro ar beziou, na war an aod.

En deiz warlerc’h, Gwennik a oe Santez.

Dont a reaz abredig er meaz ; hag e vea na wele den na war an deven na war an aod e teuaz da zaoulina e kichen he zud ker. Chom a reaz pell da bedi. Abalafin e klevaz trouz adreg he c’hein.

Kardek oa, hennez hag a oa tec’het en derc’hent evit mont n’ouiet dare da beleac’h goude beza klevet ar bugel o komz. Brema oa dizroet, hag digouezet en he c’hichen e stouaz d’an daoulin hag e stardaz he vuzellou war dreid gwenn ar werc’hez. Goude beza he c’halvet dre he hano n’he doa goulskoude klevet biskoaz, Gwennik a lavaraz kement a dremene en he spered. Aliez, epad ma komze, an eonenner-mor a skrije. Gwennik a lavaraz c’hoaz :

— « Perak, Kardek, ec’h euz gwelet epad an noz, ha perak e welez c’hoaz er mintin-ma ? »

An den a zavaz he benn hag a ziskouezaz he zaoulagad leun a zaelou ; seblantout a rea goulen truez ha trugarez.

— « Na ro respount ebed d’in ; entent a ran da zaelou ; gwelet a ran e kredez karet ac’hanon ; hogen, n’eo ket me a garez, an Hini a garg ac’hanoud euz he c’hrasou eo, Jezuz, Hennez hag a zo d’in evel eur breur d’he c’hoar. C’hoant Hen deuz da gaout ac’hanoud evit He vab ; Hennez eo an hini a c’hell peb tra, an hini a ra kement a c’hoarvez, hag hen deuz da welet kerkoulz war an dud ha war an heol ; Hennez eo a garez. »

Hiniennou euz ar grwagez a ioa bet en dro d’ezhi en derc’hent a deue adarre en eur grena, aon d’ezho. Gwennik ho galvaz. Komz a reaz d’ezho euz eun Doue dispar, kalz galloudusoc’h eged an heol, ha kunveloc’h war eun dro, pa ’z eo gwir sklerijen an deiz n’eo ken nemed ar skeud anezhan, ha mar teu dreist peb tra da sklerijenna ar c’halonou gand eur sklerder kalz c’hoekoc’h eged hini an deiz skedusa, gand eur freskadurez dudiusoc’h eged ar c’hristal o kana eienennou.

Kardek, bepred harp oc’h an douar, a boke d’he zreid.

Plac’hed ha gwazed-all a ioa deuet ive beteg ennhi ; oll ec'h azezent wardro ar beziou, hep an disterra trouz na grosmol. Oll e selaouent, ho c’halon mantret ; lod, spountuz da welet, a zaille en ho daouarn skantek ; lod-all a zalc’he ho daoulagad da bara war ar bugel, kazi laouen, egiz pa en divije peb hini euz he c’homzou lakeat e kalonou an dud gouez-se eur veraden euz ar vammen a eüruzded a behini he komze.

Bez’ e tlie beza kreiz-de. Dizale e klevjot adarre an hevelep inkanterez, evel en derc’hent. Oll e rejont eul lamm evit sevel. Gwennik, ar bugel dister, he devoe neuze eur jestl ken nerzuz, hag eun taol lagad da ziskara evel ar gurun. Den na gredaz flach.

— « Petra, emezhi, ha red eo eta e teufec’h da azeuli ar voul dan-ze great euz a netra gand an Aotrou, ar voul-ze ha n’eo goude oll nemed eur c’hreunen dreaz kollet er pez n’en deuz ment ebet, er mare ma komzan evit deski d’eoc’h anaoud an Doue oll-gallouduz, hep ment, peurbaduz, Mestr hep hini-all ebed euz an douarou hag euz ar stered ?

Laeron-vor a dostae hep ehan, beteg ma oe digouezet an hini diveza ; ar re mui spountik a zigouezaz da ziveza. Gwennik a gomzaz outho beteg an noz. Lavaret a rea :

— « Doue o kroui an douar hag an den ; an den o tizenti ouz Doue ; Doue o kemeret truez ouz he grouadur hag o tigas d’ezhan ar C’hrist he Vap evit her zavetei ; en divez oc’h en em rei d’an dud a dlie dont devethan. »

Kardek, azezed brema e harz treid ar zantez, al levenez o para war he dal, Kardek a gave mad he oll gomzou.

A nebeudou e teuaz hardiziegez d’al laeron-vor, hag e rejont goulennou outhi. Deuet oa ive tost d’ezhi an den koz hag en doa daoulagad tan, eun dremm kalet, bleo gwenn hir, a gane kanaouen an heol, hag a zeblante beza he velek. Ar pez a lavare ar zantez a sklase muioc’h-mui he zremm, hag a rea d’ezhan kaout eun doare krisoc’h c’hoaz. Dre he c’houlennou dichek ha founnuz e c’hoantea kas da netra lavarou Gwennik ; houma a respounte bepred ken eün ha gand kement a eazamant ma rea plijadur d’ar gompagnunez.

An noz oa deuet adarre war ar c’hoad, ha Gwennik a c’hoanteaz gounid he zammik toull-ti, a lugerne d’an ampoent war an deven.

An hini koz hen harpaz.

— « Lavar d’eomp c’hoaz, ô merc’h ar mor, lavar d’eomp ha na zifen ket da Zoue laerez war vor evel ma reomp ? Hag hen e c’heller beza he vab pa lazer he vreudeur ? Rag aze e ma hor micher, hor buez, hag evel-se e tle beza evidomp. »

Gwennik a oe skeduz ha brasoc’h da welet neuze, en denvalijen deuet en eun taol-kount. D’an ampoent an diou groazik a ioa war ar beziou a oe evel flammou tan, ar mor a grozaz evel n’oa ket kustum da ober, er c’hoad sabr ar gwez a strakaz hag a c’houitellaz evel pa vije eur gorventen o c’houeza warnho, ha goulskoude n’oa ket eur mouch avel. Mont a rejont oll kuit, nemed Kardek, a ioa kuezet adarre da dreid ar zantez ; an hini koz ive a ioa chommet. Mouez Doue a grozaz dre ar bugel :

— « Den koz, hag evel-se eo e prezegez al lazerez pa brezegan ar garantez hag ar gunvelez ? Ra vezi milliget, sarpant ! Ha c’houi pere oc’h euz va c’hlevet o prezeg karantez eun Doue evit he vugale, dizale e welot kalir he vuhanegez oc’h en em stleja war he enebourien, evel eur ster a dan hag a walc’ho ar vro-ma dioc’h pec’hejou an dud. Ho pugale vihan a vezo benniget. »

Ha neuze, gand eun deneridigez melkoniuz e lavaraz kenavo :

— « Mont a ran kuit abalamour eun avel a vuhanegez a c’houezo prestik en ho kalonou difeiz ; gwelet a ran eun arne hag a ia da drei enebdon. N’ankounac’hait ket goulskoude ez oun bet ama. Kardek hen digaso d’eoc’h da zonj.... Savit, va breur, setu ama levr ar gunvelez (an dousder) ; hel lezel a ran ganez, kea d’he lenn d’ar gwelec’h ; na zistro nemed pa e pezo he goumprenet mad, evit he zeski d’az preudeur. »

Henvel ouz Loth o tec’het euz a gear Sodom, douget gand eun nerz a deue d’ezhan euz an env, Kardek a ieaz buhana m’ac’h helle a-dreuz ar c’hoad, hep kredi sellet war he lerc’h, ganthan tenzor-furnez Doue : an Aviel.

Pa oa eat a ziwar wel, Gwennik ive a ieaz en he zi. Diou groazik ar beziou hag a zeblante beza great gant flammou tan a vougaz hag a gouezaz e ludu.

An oll a ioa sioul. Ar belek koz en doa pleget he benn dindan malloz ar zantez. He zevel a reaz en eun taol trum. He zaoulagad a luc’he evel diou stereden en oabl. Lakeat e oe an tan er goulou rousin, hag ar paotr koz a gomzaz ; c’hoeza reaz tan ar venjans er re oll a zante o tiwan en ho c’halon an arne a behini he doa komzet ar zantez. Lavaret a rea ouspenn penaoz an heol, mestr oll-c’halloudek, ha doue heb ken-all er bed-oll, a laboure ar c’hlezeier evit kastiza a re a droje kein d’ezhan.

Mont a rejont oll neuze en hent, lod gand youc’hadennou a gounnar, oc’h heja ho rousin, lod-all etre daou, na c’houient ket ker e pe du trei, etre diou walen a ispill azioc’h ho fenn ; hogen ar re-ma o vont da heul n’ho doa fizians nemed e madelez Doue Gwennik.

Dre ma tostaent ti Gwennik a golle he sked, ha n’oa mui dizale nemed eur bernik mein du evel a-ziagent. Kennerzet gand-ze, al laeron-vor a dostaaz oc’h an ti, evit merzeria ar verc’hig santel. Hogen, dre ma tostaent, an dud a deue da veza rouez, rag kalz anezho a jomme a-zav o sonjal e malloz ar bugel ; ar zonj anezhi a vire outho da vont larkoc’h. Digouezet e kichen an ti dister, na jomme ken nemed an hini koz. A veac’h m’en doe lammet an treuzou ma oe gwelet eul luc’heden o treuzi an oabl en eur ober eun trouz spountuz : ar gurun a ioa kuezet war an ti. Eur barr avel deuet warlerc’h a skubaz al ludu beteg ar mor, hep na chommaz an disterra arouez anezhan ; ar rousin a vougaz ; hag al laeron kwezet d’an douar, e kreiz an denvalijen, a grede d’ezho beza eat da netra. D'an hevelep mare, Gwennik a oe gwelet war an deven, he gwiskamant sklerijen endro d’ezhi. Lakaat a reaz he zreid war ar mor, hag e tizroaz d’he bro....


————