N° XXXVIII. — Santez Mari, Mamm Doue.
- Santez Mari Mamm Doue e pep amzer gwerc’hez
Jezuz a zo ma Roue ha c’houi ma Rouanez
Jezuz a vo ma barner bezit ma Fatronez
Hag evidon dirazan bezit difennourez.
- E-touez ho servijerien, d’am c’hemer me ho ped,
Meurbet eo dous ho serviji, c’houero servij ar bed :
Netra dre holl an douar, a bep tu pa sellan,
Netra ken karantezus eveld’oc’h ne welan.
- O Gwerc’hez, me lavar d’eoc’h, na rin, na lavarin
Netra enep hoc’h enor e-keit ha ma vevin :
En-dro d’in, den ne lezin, mar gallan d’ho poania,
D’ ho poania, Mamm ma Jezuz, ar Vamm an denera.
- Hed ma buhez em labour sonjit ennoun bepred,
Dreist pep tra, war ma maro, deut d'am sikour, m’ho ped.
En ho taouarn d’am Barner mar dougit ma ene,
Sur ec’h in d’ar Baradoz d’ho meuli hep dale.
- Evit gwelloc’h enori ano ma Rouanez,
Ha beza bugel gwirion ar Vamm a vadelez,
Me a glasko rei skoazell d’an dud kaez ankeniet,
Breudeur omp holl, bet prenet gant he Mab binniget.
|