Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 74-82).
◄ C’houec’hved kentel | Seisved kentel | Eisved kentel ► |
An ene a gar Jezus-Krist n’en deuz avi e-bed oc’h ar re vraz war an douar, an avi en deuz a zo oc’h ar re a gar muia Jezus-Krist.
|
1. — Sant Gregor a zispleg d’e-omp an trede merk-se euz a garantez Doue, ha lavaret a ra ne deuz karantez Doue avi e-bed nag oc’h tud ar bed nag oc’h madou braz, dre ne deuz c’hoant anezho na dispriz e-bed evitho. Diou avi a zo : unan, mad ; e-ben, fall. An avi fall e deuz poan o welet ho deuz ar re all madou war an douar. An avi vad ha santel ne zell ket oc’h madou ar bed, eun truez eo d’ezhi gwelet anezho. Ar pez a glask hon-man eo Doue hep-ken, ar pez a c’hoanta eo he garet euz a greiz he c’haloun ; dre-ze eo e deuz avi oc’h ar re a gar Doue muioc’h eget-hi, rak karet Doue a garfe muioc’h eged an elez zo-ken.
2. — Setu petra glask hep-ken eur gwir gristen war an douar, hag an dra-ze a ra d’an Aotrou-Doue karet anezhan kement, ma lavar : unan euz ho taoulagad en deuz skoet poan em c’haloun. Al lagad-se, ar zell-ze a zo ar c’hoant da blijout da Zoue er sonjou hag enn oberou, pa ne glasker nemet tizout beteg eno. Tud ar bed a glask meur a dra, dre ho labour, evel ma ’z eo plijout d’an dud, pe diana beza euruz ho-unan. Ar c’hristen a-vad n’en deuz nemet eul lagad da zellet oc’h Doue ha da blijout d’ezhan ; lavaret a ra gant ar roue David : petra am beuz-me da zivizout war an douar hag enn nev, o va Doue, nemet hoc’h-hu hep-ken, c’houi a zo va zenzor, hag ar mestr war va c’haloun. « N’em beuz ket a avi, eme zant Paolin, oc’h ar re binvidik nag oc’h ar rouanez, c’houi hep-ken, o va Jezus, c’houi a zo va gloar ha va eurusded. »
3. — Ne d-eo ket a-walc’h ober madoberou, red eo c’hoaz ober mad anezho. Evit ma ve mad hon oberou, ez eo red e vent great evit plijout da Zoue. Setu penaos ez eo red meuli Jezus-Krist ; pep tra a zo bet great mad gant-han. E-touez madoberou ar gristenien, kalz a zo mad dre-z-ho ho-unan, hag e kement-se ne dalvezont netra dirak Doue, o veza ne d-int ket bet great evit gloar Doue hep-ken. « Hor madoberou a vez paet gant an Aotrou-Doue, eme zantez Madalen a Bazzi, hervez ma vezont bet great evit plijout d’ezhan ; da lavaret eo, e kavimp gant Doue enn nev, ar mad hor bezo great war an douar, mar bez bet great evit-han hep-ken. » E-touez kement a vadoberou, kalz a ielo da goll, ha dibaot a vezo kaout unan-bennag great evit plijout da Zoue hep-ken. Eur manac’h koz braz, maro ne voa ket pell evel eur zant, goude beza labouret evit Doue hed he vuez, a lavaraz enn eur grena eun dervez, o sonjal enn amzer dremenet : « Em holl oberou, ne gavan ket unan zo-ken a gement a ve bet great evit Doue hep-ken. » Ra vezo milliget ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan ! Hi eo a gas da goll pep tra vad a reomp. C’hoarvezout a ra aliez, er stad santela zo-ken, evel ma ’z eo stad eur beleg hag eur misioner, a dremen ho buez o prezeg, o kovez hag o kelenn ar gristenien ; c’hoarvezout a ra, siouaz ! gant darn anezho ha gant re all, ma kemeront kalz a boan, ma labouront a dorr-korf hep gounit netra e-bed, dre na reont ket ho labour evit Doue hep-ken, ha ma sellont eun draik re oc’h gloar ar bed hag oc’h ho gloar ho-unan, dre ma klaskont da genta ho mad hag ar pez a zo dioc’h ho diviz ha dioc’h ho zonj.
4. — An Aotrou-Doue a lavar : « Diwallit na rafac’h ar mad evit beza gwelet gant an dud, rak neuze ne vioc’h digollet tamm gant ho Tad a zo enn nev : » An hini a labour dioc’h c’hoant he galoun, en deuz bet he c’hobr, eur gobr hag a zo moged eo ; eur pennad e vezer laouen hag euruz gant-han, ha goude-ze ne choum netra vad war he lerc’h enn ene. Ar Profed Ajee a lavar : « An hini a labour evit eun all-bennag ha ne d-eo ket evit Doue eo, hen-nez a laka kement a c’hounit enn eur zac’h toull, ha pa zigor anezhan goude ne gav enn-han netra e-bed. Evel-se an den, goude c’houezi ha poania gant he èro, ne gav e penn an dalar nemet nèc’h hag enkrez, o veza ne glaske ket gloar Doue hep-ken. O labourat evit gloar Doue a-vad ne c’houfe den kaout enkrez, peger kalet-bennag e ve he boan, ha pa na ve ket zoken evit dont a-benn da ober mad pep tra ; rak pa vez poaniet ha kerzet tenn evit plijout da Zoue, ha pa varfet neuze e-kreiz an hent, ar c’hristen mad en deuz bet ar pez en devoa c’hoant da gaout.
5. — Setu ama penaos ec’h anavezer an den a labour evit Doue hep-ken. Da genta, ne vez morse enn enkrez, petra-bennag ne d-euz mad e-bed evit dont gant-han da-benn ; ar pez ne fell ket da Zoue e ve, ne fell ket d’ezhan ive ; d’an eil, ker laouen eo o welet ar mad a ra ar re all, evel pa ve bet great gant-han he-unan ; d’an trede, ne c’hoanta ket muioc’h kaout eur garg kentoc’h eget eun all, ha karet a ra an hini en deuz bet digant ar re ho deuz da welet war-n-ezhan ; d’ar pevare, evit kement a ra ne glask na beza meulet na trugarekeat, ha rak-se mar bez kavet eun abek-bennag enn-han, n’en deuz nec’h e-bed, enn enep laouen eo, o veza labouret evit Doue hep-ken. Mar bez meulet a-vad, he galoun ne c’houez tamm, ha lavaret a ra da c’hloar ar bed ar pez a lavare sant Iann Avila : « Kea kuit, re zivezad oud deuet, rak kement am beuz great, am beuz roet pell a zo da Zoue. »
6. — Setu pe dre hent e kerz an den war-zu joaiou ar baradoz ; o veza laouen gant ar pez a blij da Zoue evel ar servicher mad. « Mar hor beuz an eur-vad da ober eun dra-bennag hag a blij da Zoue, eme zant Krizostom, petra a c’houlennomp-ni ous-penn-ze. Ha ne d-eo ket ar brasa digoll, ar vrasa eurusded a c’hell eur c’hristen mad da gaout, gellout plijout d’he Grouer ? »
7. — Jezus-Krist ne c’houlen netra e-bed ken digant an ene. Bez’ e fell d’ezhan e ve atao evel eur ziel war galoun ha war vreac’h ar c’hristen, ha ne rafe he-man netra nemet evit plijout da Zoue. Hogen hag e ve Doue bepred dirak spered an den hag e penn an holl labourou a ra, mar fell d’ezhan beza sant, eme zantez Thereza, ne dle kaout ken c’hoant nemet da blijout da Zoue. Peger bihan ha pegen dister-bennag eo ar pez a vez great evit Doue e talvez muioc’h evelato eget kement a c’houfet da lavaret ; setu ama perak : kement a vez great evit plijout da Zoue, a zo eul labour a garantez, eul labour eo hag a laka ac’hanomp da dostaat oc’h Doue ha da veza a unan ganthan, eul labour, enn eur ger, hag a ro d’e-omp ar madou a bado da viken.
8. — Lavaret a rear : an hini a zo neat he spered diouz pep sonj all, ha ne glask nemet plijout da Zoue, a zo evel ma ve bet tremenet dre fournès an nev ; dre ar fournès-se a laka an houarn da veza aour, da lavaret eo a laka an traou distera a reomp, evel ma ’z eo all labour, an ehan hag an diverr amzer, hag an ebad a gemeromp, da dalvezout aour ar garantez santel. Setu perak e krede santez Madalen a Bazzi ez a, pa varvont, rag-êeun d’ar baradoz, hep tremen dre dan ar purgator, ar re a labour bepred hag a zo ho spered êeun ha troet d’ar mad evel-se. Merket eo enn eul levr santel zo e voa eur manac’h o chom he-unan enn eul leac’h distro hag a ioa boaz, a-raok ober pep tra, da zevel he zaoulagad war-zu an nev. Unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e rea an dra-ze : « Evit klask an tu, eme-z-han, na d-aio taol e-bed a-biou, da lavaret eo, evel eur chaseer a viz êeun a-raok tenna, evit miret na dafe he daol da goll, hag evit gellout tizout an Aotrou-Doue ha plijout d’ezhan hep tro. » Evel-d-han a dle ober pep kristen, araok staga gant he labour, e-pad he labour hag a-barz distaga diout-han, o sevel he spered peb enn amzer war-zu Doue, hag o kas d’ezhan kement tra a ra.
9, — Ar re a labour, ha ne evesaont nemet oc’h ar pez a fell da Zoue, ho deuz enn ho spered eur frankiz santel, eur frankiz ha ne dreo roet nemet da vugale Doue ; ar frankiz-se a ra d’ezho digemeret a galoun vad ar pez a blij da Jezus-Krist, hep sellet ‘oc’h ar garantez ho deuz evit-ho ho-unan, hag ive oc’h ar stad a reont euz an dud. Karantez Doue a laka pep tra hevel d’ar galoun ; eun dra c’houero a dalv d’ezhi eun dra c’houek, dilezel a ra ar pez a gar evit karet ar pez a fell da Zoue, ober a ra an traou distera hag ar re ziesa kerkoulz hag ar re vrasa hag ar re easa ; gant ma plijint da Zoue a zo a-walc’h.
10. — Eun taol braz a dud a fell d’ezho servicha Doue el leac’h-ma-leac’h, er stad-ma’r-stad, gant he-man pe gant hen-nez, e-berr, gant an dra-man pe gant an dra-hont ; anez ne servichint ket anezhan, pe mar he zervichont, gwelit penaos ? Poan spered ho deuz atao, atao krignet ho ene gant eur prenv-bennag, atao ez int pennasket gant ar garantez ho deuz out-ho ho-unan, ha dre-ze ne zastumont mad e-bed euz an holl madoberou a reont ; atao kaer ho deuz emaint, evel ma lavarfet, war glaou ruz-tan, o veza ma kav d’ezho e teu cheo an Aotrou-Doue pounneroc’h-pounera d’ho diou-skoaz. Evit ar re a gar Jezus gant eur gwir garantez, ar re-ze a-vad n’ho deuz ket brasoc’h dudi eget ober ar pez a fell d’ezhan ; kel laouen int pa vezont izeleat evel pa vezont hueleat. Setu petra a ra an hini a gar Jezus-Krist e gwirionez, ha setu ive petra dleomp da ober o terc’hel penn oc’h ar garantez hor beuz ouz-omp hon unan, oc’h ar garantez-ze a ra d’hor c’halou’n c’hoantaat an enoriou a gav d’ezhi a zo mad da gaout.
11. — Red eo e vemp distag dioc’h pep tra hag e doare vad da zilezel traou ar spered, ar beden pe ne d-euz forz petra, pa vezomp galvet el leac’h all gant an Aotrou-Doue. An tad Alvarez, eun dervez m’en devoa eur pez labour da c’hober, gant aoun na deuje da goll ar gwel euz a Zoue, a ieaz diwar he labour da c’hober eur penned peden. Neuze, an Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhan : « Petra-bennag n’ema ket ho labour gan-en brema, a-walc’h e tle beza em befe-me roet va-unan al labour-ze d’e-hoc’h da c’hober. » Setu eur gentel euz ar re wella evit ar re a vez nec’het, rak-tal ma vez red d’ezho senti hag ober eun dra-all-bennag, o choum hep lavaret ho fedennou. An nec’h-se ho deuz ne d-eo ket a-berz Doue, a-berz an droug-spered pe anezho ho-unan eo e teu. Plijout da Zoue pe vervel : setu eno diviz an holl zent.
D’e-hoc’h-hu, va Doue, e roan va c’haloun. Ha petra eo va c’haloun, siouaz ! Great e voa bet gan-e-hoc’h evit ho karet hep-ken, hag evelato ez eo bet savet enn hoc’h enep. Sellit a druez out-hi brema, o va Jezus ! Keuz e deuz da veza pec’het enn hoc’h enep ha karet a ra ac’hanoc’h. Ia, va Doue ha va Zalver, keuz am beuz da veza bet disprizet ho kourc’hemen, hag hiviziken e fell d’in senti ouz-hoc’h hag ho karet, kousto pe gousto. Dre ar garantez hag ar vadèlez ho peuz bet da vervel evidoun war ar groaz, lakiit brema va ene ha va c’haloun d’ho karet stard, grit m’ho karin muioc’h eget n’en em garan va-unan, rak, va Jezus, c’houi a zo mignoun mad va ene, ar mignoun n’em beuz nemet-han. Piou eta a c’hellfen-me da garet enn he leac’h, piou ar mignoun hevel ouz-hoc’h en deuz roet he vuez evit va zavetei ? Penaos eta e c’hellfen-me choum hep ho karet ? Ne ankounac’hain birviken pegen dizanaoudek oun bet enn ho kever, ha ouela a ran gant keuz ha glac’har d’am fec’hejou. Den reuzeudik ma ’z oun ! Kollet ha maro e voan, ha brema mar d-oun distroet ouz-hoc’h, brema mar d-oun beo c’hoaz, ez eo dre nerz ho kras hag ho trugarez em c’hever. Hiviziken, ne fell d’in beva nemed evit ho karet, c’houi a zo va mad dreist pep mad ! Grit eta, Aotrou va Doue, grit ma karin ac’hanoc’h, o karantez hep ment e-bed. Ne c’houlennan ken tra ouz-hoc’h, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va mamm, lakiit ac’hanoun e-touez ho servicherien, ha grit ive, me he ped, ma vezin digemeret e-touez gwir zervicherien Jezus, ho Map.