Selaouit, tud yaouanc,
Va c’hellennadures,
Oc’h oad, allas ! a ranc
Scol ha descadures ;
Clevit eta va c’hentel,
Fur eo meurbet ha santel,
Evit en honestis,
Ha gant an dud enoret,
Ha gant ho Toue caret,
Tremen ho yaouanckis.
Me fell din e carrac’h
Dreist pep tra oc’h enor,
Ha juridic er mirac’h
Evel oc’h ol tenzor :
An aour, an diamanchou
Ar guenet, an talanchou,
Evit an dud yaouanc
O deus collet ho enor ;
N’o deves mui a zecor,
N’int nemet pry ha fanc.
Ur pez aour dislivet
Collet e oll eclat ;
Ur goz fleuren gouenvet
Colfet oll e c’hues-mad ;
Un den collet e fortun
N’eo anzavet gant nicun ;
Dizenor e oll dud ;
Mez ar c’hanton, farz ar vro,
Eo an den youanc a ro
Sujet da gaout goal vrud.
Da zervicha’n Autrou
Ferveur, fidelite ;
D’ho tud mad-oberou
Respect, docilite ;
Gant ho preudeur union,
Oc’h an oll just, leal, guirion ;
Modesty, innoçanç,
Ar burete dreist pep tra,
Chetu aze petra ra
Ho pris, ho tecoranç.
Evit-ta pur miret
Ho cloar, ho meuleudi,
A gorf hac a speret,
Laquit oc’h oll studi.
Da veva gant santeles
Pur ha chast evel Æles ;
Tec’hit, tec’hit à grenn
Diouc’h ar pec’het dishonet,
Mêmès diouc’h e squeud funest,
Evel diouc’h ar vocen.
Cassait an nosveziou
Quiriec da vil bec’het,
Hac ar beilhadegou
A vouaset ha merc’hed ;
Eno, siouas ! emâ scol
An dud yaouanc direol
Da zisqui lachete,
Mil gomps, mil sonch dishonest,
Mil arves sot, ha mil gest,
Ha mil mechancete.
Cassaït ar c’hoariou
D’ar sul d’abardaëz,
Hac ar joloriou
Eus al leuriou neves ;
Cassaït an danç milliguet,
Ar bal excumunuguet ;
Liç al lubricite
Eo an danç, ar varrezyou,
Poeson an oll vertuzyou,
Chaffot ar burete.
Sperejou variant,
Canfartet abuset,
Strinquellou disquiant,
O plac’het divezet,
Trimpal a rit ha bralgal,
Lamet, revolti, fringal ;
It, pennou volach,
An ifern goude’r maro
Gant tourmanchou garo
A vezo ho partach.
Cassaït, cassaït c’hoas
An daremprederes
Entre plac’h ha goas,
Hac an discolperes ;
Na souffrit nep liberte
Na familiarite ;
Dougit evel an tan
An discoursou impudic,
Ar gestou, poccou lubric
Invantet gant Satan.
Jamès relacion
Gant goal gamaradet ;
Na goal occazion,
Pa veac’h cant gueich pedet,
Na glasquit ha na souffrit ;
Allas ! siouas ! m’ar er grit,
Adieu ! adieu deoc’h ;
An danger nep a garo ;
Ennâ gavo e varo,
Ne deus netra surroc’h.
Mêmès ar pardoniou
Gueichal instituet
Da ober pedennou
Gant mui à barfetet,
Da gana meulodiou,
Da imita vertuziou
Guir vignonet Jesus ;
Ar pardoniou, tra eston !
Zo bremâ e mil fæçon
D’an dud yaouanc chansus.
Allas ! ar vanite
Ha debauch ar voutail,
Ar guriosite
Da velet cant marvail,
Douetus pourmen ha redet
Ober rên amourousdet,
Heul an danç har ar soun,
Va Doue, piou er c’hrête ?
Cetu petra, couscoude,
A gaç cals d’ar Pardoun.
O Aoutrou Souveren,
A vel, a oar pep tra,
Piou a ouffe compren,
Siouas ! an drouc a ra
An disurzyou-ze fatal ?
Ped goal exempl ! ped scandal !
Ped profanacion !
Ped malheur er famillou !
Ha ped sujet à zaelou !
Ha ped daonacion !
O Tadou ha Mamou,
Dre’r gomplezanç funest
Da heul goal gustumou,
E c’hastennit cabest
Var o mouë d’ho pugale ;
An eil rum hac eguile
Assambles e veuzit,
Bugale, Mamou, Tadou,
En ifern à diadou,
Assambles e quezit.
Clevit, Tadou, Mamou,
O tremen, me ho ped,
Ur gueric pe zaou
A gousecanç meurbet ;
Dalc’hit var ho pugale,
Ha grit eün dezo bale ;
Mam a re lez hè merc’h
A vezo mam reuseudic ;
Tad a re lez e vabic
A vouelou var e lerc’h.
Pep tra tout er bed-mâ,
En e gondicion,
Evit e zigama,
A ranc correccion.
Ar c’hoad a ranc ar vouc’hal,
An ouarn ar Marichal,
Crouadur guyalenn ;
E recour eo touch dezan,
E goll espern anêzan,
E vuez eo ê guelenn.
O ! eürus an tad
A zuch e grouadur ;
Va bennos d’ar vam vad
A zavo ûr verc’h fur ;
Ur map, ûr verc’h vertuzus
A zo d’o zud eürus,
Er gozni eur voalen,
E peb amzer ho enor,
Ho flijadur, ho zenzor,
En Eê ho c’hurunen.
Eus va instruccion,
O ! tud yaouanc, bremâ ;
Evit conclusion,
Clevit mad queme-mâ ;
Ha c’hui a euteur miret
Pur ho corf hac ho speret,
Clevit, clevit eta ;
Lacat evez, ha tec’het
Diouc’h dangeriou ar pec’het,
Chetu’r voyen guenta.
Taolit eus ho speret
Pront ar goal songezon,
Dalc’hit outi serret
Bepret dor ho calon ;
Endra m’er serpant bian
Bruzunit e benn buan.
Allas ! oc’h invori,
E savo en un instant.
Er serpantic da serpant
Evit ho tevori.
Fragil hac izomec,
Suppliit hon Aoutrou
A zo oll c’halloudec,
Da rei deoc’h sicourou.
Ho pezet ato memor
Eo e zaoulagat digor
Varnoc’h ato bep tro ;
Evel Suzanna gueichall,
Diouc’h insultou an dud fall
Ar zonch-ze ho miro.
M’ar pad an drouc-speret
D’ho tenti gant arrach,
Ho pet ive bepret
Da gombati courach ;
M’ar deu’n dud, oc’h youlou,
En tu gant an diaoulou,
Da revolti ouzoc’h,
Var bouès ato resista,
Pidi Doue d’oc'h assista,
Ar victor zo deoc’h.
Bep mis covessaït
Gant guir gontricion ;
Ha bep mis tostaït
Gant guir devocion
Ouc’h Taol sacr an Oan Doue,
Guir sourcen ar burete,
E zouten, e decor ;
Mès tostaït gant an assant
Eus eur Chonfessour prudant,
Jamès diouc’h oc’h humor.
Ho pet devocion
D’ar verc’hes glorius,
Eus he froteccion
Ar gallout precius
E pep amser reclamit
E pep danger goulennit :
Fidel nep a vezo
D’he c'haret, d’he servicha,
D’he fidi, d’he imita,
Biquen ne berisso.
C’hoas emeus un avis
Abars peur finissa,
Da rei deoc’h, yaouanckis ;
Eus oc’h heur diveza
Ar memor en ho speret
Imprimit, dalc’hit bepret,
Ha m’oc’h assur certen,
An distera sotoni,
An distera falloni
Ne reot jamès biquen.
|