Me ho cleo, hac ho quel o cana ;
Petra ganit-hu, laboucet ?
Gant Doue ouc’h quer brao furmet,
Me sonch er c’hanit bremâ.
C’hui en ho yez a zeu d’o veuli
E peb carter, hac e peb coat ;
Perac na zeu va mouèz ingrat
Da imita ho c’hini ?
Courach, courach eta laboucet,
Lavarit ato er c’hoajou
Ha partout dre ho musicou,
Doue ra vezo meulet.
Turzunel chast a glem hirvoudus
Varlerc’h ho par, meulit Doue ;
Muguedoc’hu e tleffen-me
Clem etre-ze va Jesus.
Canit-en ive Rossignolet ;
Assambles, p’autramant d’ho tro ;
Ma c’hallo ouzoc’h an Ecleo
Respont : ra vezo meulet.
En eur beuri, en trezoc’h dènved,
Meulit Jesus ar Pastor mad ;
C’hui a so douç hac egarad,
Me zo rust ha debordet.
Peb tra oll a ra e diegues,
Pe a zoug ur froêzen bennac,
Ha me zo ur vezen ingrat
Carguet à lesiregues.
Boquejou caer, c'hui en un dervez
A veleur savet ha maro :
Souden ho coude me varvo,
Ha marteze quent ivez.
Goüaremmou, ha c’hui rivieroù,
Meulit an Autrou souveren ;
Allas ! pep tra oll a dremen
Eguis ho tour dre’r prajou.
An dour a ya varzu ar sourcen
P’eus à hini e sortiet ;
Ha me ive ne din-me quet
Varzu va Doue biquen ?
Mar red ar c’haro d’ar feunteuniou
Gant ar sec’het pa ves presset,
Davidoc’h, va Doue, me red,
Va zoulagit em poaniou.
Æzennic leun à frescadures,
Meulit an Autrou invisibl ;
C’hui a zo sioul ha pæsibl ;
Ha me leun à follentes.
Mor bras c’hui pa vezit courroucet,
A zisquez deomp dre ho couagou
E tleomp caout aoun rac an Autrou,
Pa hor bez en offancet.
C’hui a zisquez deomp c’hoas e c’hrandeur
Curun horrubl, luc’het ha foultr,
Pa ell, m’ar car lacât e poultr
Hac è ludu ar pec’heur.
Fisianç ameus enoc’h, va Doue,
Besit favorabl em andret ;
M’ar emeus cals oc’h offancet,
C’hui eo va zad couscoude.
Trist amzer zo gant glao hac avel,
Goloet à goabr an êvou ;
Tristoc’h eo cals an eneou
Goloet à bec’het marvel.
Eguis ma vir ar c’hoabr ive
Na bar an heaul e peb carter,
E vir ar pec’het, va Zalver,
Na bar ho craç em ene.
Pa bar an heaul e ro d’hor c’horfou
Sclerigen hac ouspen tomder,
An heaul à justiç hor Salver
A ro mui d’hon eneou.
Al loar en nos a ra deomp guelet,
O chasseal an devaligen ;
Ar Verc’hes gant he sclerigen
A chasse nos ar pec’het.
Me a vêl ar stereden joaüs,
A lui diouz vintin ha diouz nos ;
P’eur e zin-me d’ho parados
D’ho quelet-hu, va Jesus.
Ra deui assambles an oll astrou,
Hac eus an oabl an oll steret,
Ha quement tra zo dre ar bed
D’ho meuli, o va Autrou !
Me am be ur joa vras ho velet
Var quement tra zo er bed-mâ
Scrivet patant ar c’homzou-mâ :
Doue ra vezo meulet.
Ya va Doue, da virviquen
Ra viot meulet, enoret,
Glorifiet, hac adoret
Gant an oll grouaduryen.
Grit deomp, va Doue, ni ho suppli,
Ho caret epad hor büe,
Ma zaïmp goude’r maro ive
D’ar barados d’ho meuli.
|