Seizved pennad — IX

R. Prud’homme, 1903  (p. 204-206)



IX


Kouent an Armeniaded. — En kambr ar Studierien : bec’h d’ar gallek !


Mont a reomp ’ta endro dioustu, ha gant *herr ; ec’h a da vean 10 heur hanter, ha c’hoas hon deuz da welet, arauk distrei d’ar gær, manati Armeniiz.

’N em gavout a reomp outan goude bean treuzet, dre zindan eun nor uhel, dor Sion, ar mogerio a ra eur gouriz da gær.

Kalz a zouar a zo dindanan ha na gav ket d’in e vefe brasoc’h manati en Jeruzalem. E iliz a zo savet ’læc’h ma oa bet dibennet sant Jakez, breur sant Yan an Avieler, ha c’hoas eman e relego an Kompostel[1], ha c’hoas eo enoret en meur a iliz hag a chapel euz a Vreiz-Izel.

Mont a reomp ive da welet ar *mirdi, ’læc’h ma virer a viliero skrijo, skeudenno, mein, hag a zigas sonj euz an amzer dremenet. Mes ankouaet am euz petore treo a weliz eno : nebeud e *tereent ouzin. ’Pez na ankouain birviken, avad, eo ar gampr-studi e tremenomp enni ’n eur vont d’ar *mirdi : daou-ugent skolaer, krennarded ha tud yaouank, a zo azeet eno ouz taulio labour, darn o skrivan, darn o *linenni, ha darn o lenn. O vean ma tremenomp ’n o mesk, ec’h eo æz d’imp gwelet petra a ra pep-hini. Ha na ya drouk e-bed enne pa deuomp da hasten hon fri ’uz d’o labour, Fent o deuz zoken ar re anê an euz levrio armeniad dirake, o welet anomp o souz raktal : n’omp ket ’vit lenn eul lizeren euz o *yez. Ha ni da vousc’hoarzi wardro gante. Koulskoude e tlefemp *damruian gant ar vez. Rag int o deuz anoudegez euz ar gallek. Teul a ran ple d’unan anê a zisk eur gentel en « Télémaque » ha d’eun all a studi eur « grammaire française ». Vad a ra d’hon c’halono a Fransizien gwelet kement-se ; n’eo ket eta c’hoaz maro-mik dre-aman an istim ’vit hon bro garet, daoust pegen nebeud, aboue daou pe dri bla ’zo, e ro ar gouarnamant skoazel d’ar relijiused a labour aman ’vit magan ha kreski anei, daoust pegement zoken e klask lemel kalon digante, ’n eur oaskan ’nê e pep sort stum en o mamm-vro.

A drugare Doue, n’eo ket c’hoaz peurdispennet o labour. N’int ket dare kennebeut da zigalonekât : rak gwel a reont na gollont ket o amzer nag o foan. Kement o deuz græt al leaned katolik o tiski ar gallek d’an Arabed yaouank aboue daou-ugent ’la ’zo, ken eo deut aman ar c’hiz d’hen diski, daoust ha na ver ket katolik : na dremener ken ’vit eun den a zoare, mar n’ouveer ket eun tamm gallek.

Setu perak e ve disket yez Frans d’ar gloareged armeniad e ver en sell d’ober gante beleien divezatoc’h. Int eo hon deuz gwelet en kampr-studi ar c’hloerdi, dirak al levrio gallek.

Kement a stad a zo ennomp, ken e reomp hon gourc’hemenno, ’rauk kimiadi, ha d’ê ha d’o mestr-skol.

Goude, græt ganimp eur zell war iliz-veur Sant Jakez, ec’h eomp war eün d’hon hostaliri, hast ganimp d’en em lakat en disheol ha da ziskwizan euz hon beurevez.


————

  1. Eur gær euz ar Spagn.