Seizved pennad — V

R. Prud’homme, 1903  (p. 189-193)



V


Stank Siloe : penauz e pareaz Jezus gant dour diouti eun den ganet dall.


Er memez amzer e rin eur bale betek Siloe. Siloe eo ar geriaden a welomp aze *skruset dindan roc’hello, eun nebeudik uheloc’h ’vit ar gakousiri. Gwelloc’h avad e weljemp anei, mar vijemp duont ouz troad ar pikolo mogerio a ro harp da Jeruzalem euz an tu-man hag a hanver ’nê mogerio Salomon. Dister aoalc’h eo Siloe, ha na dalvje ket a boan komz anei, panevert he deuz eur pisin pe eul *lenn, e sav ennan dour andon, mareo a ve, goude ar glaveier. Mont a ra buhan da hesk, ’vel ar feunteunio all a gaver dre aman. Hirie ec’h eo nebeut a dra : mes, amzer hon Zalver, pa ’n em astenne izeloc’h kær Jeruzalem, e oa goall *darempreded stank Siloe. Jezuz a reaz c’hoaz, d’he brud vad kriski ’n eur barei, gant dour kemeret diouti, eun den ganet dall. Bean eo ar burzud-man unan euz ar re souezusan a reaz Jezuz, hag unan euz ar re a glaskaz ar muian e enebourien nac’h ha mougan : mes kaer o doe ober endro d’ean eun enklask piz, na deujont ket a-benn deuz o zaul : na rejont nemet stagan ar bobl mui ouz mui ouz hon Zalver.

Setu aman, berr ha berr, penauz e c’hoarveaz ar burzud. Evit se e heuilhin, pe dost, Histoar Zantel[1] an autro Buleon, person ha dean Bignan[2], a zo bet troet euz *yezik Gwened en yezik Treger gant an autro Herri, person Kervod[3].

Eur zadorn bennag e kavaz Jezuz war e hent eur pautr hag a oa ganet dall. Kranchet a reaz war eun tammik douar, hag e lakaz an tamm pri-ze war daoulagad an den dall, en eul laret : « Et breman d’en em oalc’hi da bisin Siloe. » Disken a reaz Sidoan (an hano-ze a larer e touge an dall), en em oalc’hi a reaz, ha raktal e teuas da welet evel pep-hini.

Ar re ac’h anavee ar pautr-se a chome souezet. Arsa ! ’me darn anê, daoust hag heñ n’eo ket heman a vije aman o c’houlen an aluzen ? — N’eo ket, ’me darn all, mes eun all hag a zo henvel outan. — Geo ’vad, ’me Sidoan, me ’c’h eo. » Ha neuze e c’houlennont digantan :

Piou, emezint, an euz laket anout da welet ? — Jezuz, emean, an eus græt eun tammik pri, ha frotet ma daoulagad gantan ; goude en euz kaset anon da oalc’hi ’nê da bisin Siloe. Bet on, ’n em oalc’het am euz, ha setu me a wel breman. »

Ar farizianed, na c’houlent ket e vije ansavet Jezus gant ar bobl evel Doue, na zoken evel eun den Doue, ec’h eaz drouk enne pa glevchont kement-se. C’hoant gante da nac’h ar burzud, e rejont eun enklask euz ar pizan hag e tigorjont eur prosez. Meur a hini a lare :

« An den-ze na zeu ket a-beurz Doue, pan eo gwir na vir ket ar zadorn a zo gouel berz evidomp-ni. » — « Koulskoude, e responte darn all, eun den hag a ra burzudo evel heman, n’hall ket bean eun den fall. »

Setu e sav bec’h etreze. Lod a lar na oe bet marteze biskoaz dall ar pautr-se. « Gwell eo d’imp, emezint, goulen ze gant e dud. » Gelvel a rejont ’ta dirake e dad hag e vamm. Ar re-man, gant aoun deuz ar farizianed, a glaskaz digareo da respont :

« Ya, hennez eo, en gwirione, hon map ; ha ganet eo dall evel ma oa bremaik. Mes, evit laret d’ac’h penauz eo deut d’ean ar gweled, ze na ouzomp ket. Goulet digantan : noad aoalc’h an euz da respont. »

Ar farizianed a c’houlaz c’hoaz gantan eur wech : « An den-ze (da laret eo Jezus), daoust ha n’eo ket eur pec’her braz ? » Ar pautr a respont : « N’ouvean ket ha bean ’c’h eo pec’her. Eun dra hepken a ouzonn : me ’oa dall arauk, ha breman me ’wel ervad. » — « Mes penauz an euz digoret d’id da daoulagad ? » — « Laret am euz d’ac’h. Perak goulen ganin diou wech ar memez tra ? Daoust ha c’hoant ho pe da vean ive diskibien da Jezuz ? »

Mont gant Jezuz ha senti outan ! oh ! nan. Na oant ket a-du da ze. A-bell ac’hane. Neuze en em lakont da c’hrozmoli ha da vallozi warnan.

« Eun drue eo, evelkent, emean, mar na oar ket doktored eveldoc’h-hu, e belæc’h eo hennez, an hini an euz digoret d’in ma daoulagad, Me ’gav ganin, ma na deuje ket abeurz Doue, n’hallje ket digeri daoulagad eun den ganet dall ! »

Komzo ar pautr a lakaz konnar en kalon ar farizianed, hag e tauljont anean e-mæz o zi.

Eun nebeud goude, Jezuz hen kav war an hent hag a c’houl digantan : « Te a gred en Mab Doue ? — Piou eo hennez, Autro, ma kredin ennan ? — Gwelet a rez anean, ’me Jezuz. Heñ eo an hini a gomz ouzit. »

Raktal Sidoan a stouaz beteg an douar d’adori Jezuz. Mar vije bet eün spered ar farizianed evel e hini, e vijent deut i o-unan da gredi en Jezuz : mes bean ’oant deuz an dud na gredouint gwech ebed, daoust pebez burzudo a vo græt dirake : n’euz ket goasoc’h dall ’vit an hini na c’houl ket gwelet.

Kontan ’rer e teuaz Sidoan divezatoc’h da Vro-C’hall, hag e renaz, evel eskop, kær a Aix, kær-benn ar Brovans. Tost d’eno a virer e relego.

E-tuont da bisin Siloe, d’ar gakousiri ha da verejo Jozafat, a weler diwar lein ar mene Sion, kalz a dreo hag a c’hallfen komz dioute, ’vel Hakeldama pe Bark ar poder, ’læc’h en em grougaz Judaz an treitour. Mes pell aoalc’h, kwita ? lennerien ger, ec’h omp bet skoilhet aman. Ha neuze, n’hon deuz ket gwelet ’c’hoaz euz a-dost ’pez a zo aman a dalvoudusan. N’omp ket bet c’hoaz ’barz ar voskeen a zo breman ’læc’h ma oa gwech-all ar Senakl.


————
  1. E ti Prud’homme en Sant-Briek.
  2. Eur barrouz euz eskopti Gwened.
  3. Eur barrouz euz Goelo, tost da Bempoul.