Seizved pennad — VII
Delc’hel a reaz Jezuz d’e c’hir. De ouel ar Pentekost, hanter kant de goude ma oa savet Jezuz euz ar be, en em gave an daouzek abostol (rak Matias a oa bet laket e læc’h Judas) unaned endro d’ar Werc’hez Vari, en sal ar Senakl. Dek de a oa, da laret eo ’boue yaou an Asansion, e oant eno bemde o pedi, en gortoz da digemer ar Spered-Santel. Fe vad, dougen a reaz freuz o retret.
Ar zul, wardro nav heur deuz ar beure, e klevjont ’vel eur barr avel ’uz d’o fenn. Kroec’h traou e tregerne an ti gantan. Kerkent e weljont evel teodo tan o strinkan a bep tu, hag en em lakat unan war benn ar Werc’hez, hag unan war benn pep-hini anê.
’Setu sklerijennet o spered gant ar fe hag intanet o c’halon gant ar garante. Barrek e oant neuze da brezek an Aviel. Ha hep dale hen diskoejont.
A-boan e oa d’ê bean deut e-mæz euz ar Senakl, ma ’n em lakjont da gomz ouz ar Judevien a oa deut e-leiz da Jeruzalem ’balamour da ouel ar Pentekost. Daoust d’ar re-man da vean euz broio e vije komzet enne *yezo dishenvel, koulskoude e ouie pep-hini petra ’lare ar brezegerien, ’vel pa o dije komzet en yez e vro.
Traoalc’h a oa ze ’vit digeri sperejo meur a judev : tri vil o dud a c’houlennaz ar vadeiant digant sant Per.
Setu ganet an Iliz Zantel, gant sant Per da benn-rener : na n’eo c’hoaz nemet eur c’hreunen, mes dont a rei buhan da zevel, da greski ha da vean eur ween vraz ac’h astenno he barro war ar bed-holl.