Seizved pennad — XI

R. Prud’homme, 1903  (p. 208-210)



XI


En goetur ’trezek Betani. — *Lazdi kigerien Jeruzalem.


Neuze marvad e sonj d’ac’h ec’h on æt war droad, evit heuilh penn da benn ar wenojen a heuilhe hon Zalver ? N’on ket kennebeud. Ar re a oar pegen divalo eo, ha pegen devuz eo ar banno heol a goue breman war an douar, an euz dizaliet anon da vont war droad.

N’euz ket eta da laret : red eo d’in mont en goetur. ’Pez a zo ezet : rag hent braz Jeriko, eun hent neve digoret, a dremen dre Vetani, ha kariolenno a gaver ’pez a gerer ouz toull dor Itron-Varia-Frans.

’N em glevet a ran gant tri all ’vit feurman unan, hag « eido ! hip ! ». Disken a reomp ’vel an avel bete Jetsemani, an em gav en traou, e kichen *froud ar Sedron, Mes ’c’han d’em-berr na bozfomp ket eno. Delc’hel a reomp gant hon hent a ra breman eur pleg ’vit trei mene ar Gwe Oliv.

War hon dorn mad ’leiz a verejo, ac’h a war-*zinaou ’trezek traouien Jozafat. Pelloc’h, er memez tu, eun draouien all donoc’h ha moanoc’h. Dre-holl enni douar meinek, douar noaz. Gween e-bed, na ti e-bed, nemet unan a zo neve-flamm, ha n’eo ket hanval ouz tier ar vro.

Goulen aoalc’h a rafemp digant eun Arab a drizek pe bevarzek ’la, a zo o paouez pignat war lost hon c’hariolen, petra eo an ti-ze. Mes hini ’bed ac’hanomp na ouve e *yez, hag heñ n’ouve ket hon hini.

« N’euz forz, emeon, gwelomp bepred. » Ha me, an em gave a-dal d’ean, da ziskoel d’ean, ’n eur *wignal gant ma biz ha gant ma fenn, e fell d’in gout petra a rer ’barz al loch mein a zo neve zavet duont, ’krab an taroz. Kenkent (aman eo dihun ar vugale) e tremen hon fautrik daou viz dindan e gorzailhen ’vit diskoel penauz e troc’hfer ’nei gant eur gontel. Chom a reomp batet o sellet ’nean hag oc’h en em zellet an eil egile ; n’omp ket ’vit gout petore *mennoz a zo dindan e wign. Hag heñ oc’h ober eur gwign all : daou viz ’n e c’heno ’n eur ober sin da zibri. Deut eo ar wech-man e daul da vad, « Eul *lazdi michans, emeomp, al lazdi e teu kigerien kær ennan da ziskar o deñved, o loueo, hag o zaout. »

Kazi ’vit rei tu d’hon c’hreden, en em ziskoue d’imp *guped a liou louet o nijal ’vel pikolo sparfeled a-uz d’an draouien, hag o troieta en dro d’ar gigeri. C’houez ar c’hik, a dra zur, eo a denn anê ’trezek eno : ken krenv eo, ken e santomp ’nean o tont breman bete d’imp. Mes n’eo ket re grenv evite : ober ’reont friko gant an indrailho a ve distaulet duman ha duont. Ha gwell a ze : anez e vije aman pendra da lakat ar vosen da zevel. Setu penauz ar guped a zikour ar chas da difagnan ar vro. Mar hon dije tremenet dre verejo Jozafat an noz, hon dije c’hoaz gwelet loened all hag a zo re d’ar re-man da zibri kik brein ; chakaled, loened mentek ’vel lern, a blij d’ê mont an noz da zizouari ar c’horfo maro. Skrijal a reont neuze ’n eun doare spontuz. Ha koulskoude ec’h int aonek, ha na valeont ket nemeur war an de : unan hepken a zo digoueet d’in gwelet epad ma beaj.

Mes abred e kollomp ar wel euz al *lazdi, rag breman eo plen an hent, hag en despet d’ar *skoaselio, a zo stank ho don, ec’h eomp kaer war rauk.


————