Seizved pennad — XIV

R. Prud’homme, 1903  (p. 215-217)



XIV


Betfaje. — Penaus ec’h eaz Jezuz ac’han da Jeruzalem, an de a-geñver Sul ’Leuio.


Euz a Vetani da Vetfaje n’euz ket kalz e-tuont d’eur c’hart leo. Mont di ’ta e fell d’imp da welet al læc’h an euz bet an enor da rei eun azen da Jezus ’vit kas anean da Jeruzalem. ’Vit se e krapomp ar run a ra ’vel eur skoa da vene ar Gwe Oliv war du ar zov-heol.

Ar wenojen a gemeromp, a dle bean, pe dost, an hini a gemeraz Jezuz gant e ziskibien an devez kentan euz sunvez Pask, da laret eo an de a-geñver sul ar Bleuio. Da gentan ec’h æ war droad. Mes græt gantan eun tri c’hant kammad bennak ’boue ti Lazar, e laraz d’e ziskibien : « Et daou ac’hanoc’h betek eur gærik a zo aze a-dal d’ac’h. Kaout ’refet eno eun azen hag hec’h azennik, n’euz bet c’hoaz azeet den ebed war e gein. Distaget ’nê ha kaset ’nê aman. Mar gouler diganac’h perak, e larfet : « Hon Mestr an euz ezom anê. »

Daou diskibl ac’h a dioustu da Vetfaje hag a deu prest goude war o c’hiz, an daou loen gante. ’Læc’h lakat eun dipr war an hini bihan, e c’holoer ’nean a vantello displeget : mont o ra neuze Jezus war e gein, en e goaze, ha war rauk, ’trezek Jeruzalem : evelse na ra nemet laket da zont da wir ’pez a oa bet ’diouganet, pemp kant ’la a oa, gant ar profet Zakari.

Mar gajemp breman da heuilh Jezus a speret, e weljemp enori anean en eun doare dispar : eur bagad tud a zo deut eus kær da benn-hent d’ean hag ac’h a bepred war griski. ’N eur beurzevel da vene ar Gwe Oliv, e stlabeont dilhad war an hent a heuilh Jezus, enor na vije græt nemet d’ar rouane. En o daouarn e talc’hont bodo glaz o deuz troc’het deuz ar gwe, ha bihan ha braz e kanont : « Hosanna ! ma vo binniget an Hini a deu a-beurz an Au. Doue ! » Setu ar prosision war griben ar mene, setu ’nean o tisken, setu ’nean o hadsevel evit mont en kær, ha penn da benn eur gwiskad dilhad war an hent, penn da benn hopadenno a enor : nan, biskoaz roue na oa bet græt d’ean ken kaer digemer. Hirie, daoust d’ar farizianed, enebourien Jezus, da vont ’mesk ar bobl, evit klask ober d’ar mouezio tevel, a rer d’ê skouarn vouzar. Hirie ar bobl a ziskoe bean ’pez ec’h eo en gwirione, ’pez e vije dalc’h-mad, mar na vije ket a-wejo *touellet ha dallet gand strakerien a c’houve livan kaer o c’homzo. Rak danve mad a zo ennan : sperejo eün hag ineo kalonek.

Mes skanv o benn eo, siouaz ! koulz en Jeruzalem hag e læc’h all. Seul-vui eo douget ar Judevien ’vit Jezuz an de kentan euz ar zun, seul-vui e vefont douget enep d’ean ar c’houæc’hved de : « Ar groaz evitan ! ar groaz ! ar groaz ! » setu petra a huchfont ! Ha perak int-i deut da drei kein d’ean ken buhan ? ’Toue sur, epad pemp de n’o deuz ket paouezet ar farizianed da hadan gevier e-touez ar bobl eneb da Jezus : deut int a-benn da laket en e speret e oa e Zalver e vrasan enebour. En gwirione, na ouie ket ar bobl petra a ræ. Setu perak Jezuz war e groaz a c’houlenno pardon evitan.


————