Seizvet Pennad. — Zant Ervoan person Tredrez

E ti Prudhomme, 1894 (pp. 44-51).


SEIZVET PENNAD


Zant Ervoan person Tredrez.


Tredrez a zo eur barouz an de a hirie a eunnek pe daouzek kant den ; bean zo enon eur vrao a vourg war an huel, ust da Lomikel-an-Trez. Ahane weler chapel zant Eflam en Plistin, bro Leon, bourg Plounerin hag ar mor braz.

Dom Ervoan a oa bet hanvet da berson er barouz-ze dal ma oa beleget, med na vije ket o chom enon nemet bep pell ha pell, en Landreger a renke chom vit ober he garg a varner. Evit derc’hel he blas hag ober al labour a nevoa eur c’hure, hanvet Javre Riou, henez a instrue an dud hag a roe d’he ho zakramancho. C’hoant aoalc’h a nevoa kouskoude tud Tredrez da welet ho ferson o chom dalc’hmad en ho zouez ; hag eun devez a c’hoantajont da-vad hars anean da retorn da Landreger, renkout a rez kemer eun or guz hag eun hent treuz vit mont kuit hep goud d’he.

N’ouzer ket dre-zur petra neuz gret er barouz-ze keit a oe person enon, med gallout a reomp laret penoz a lakaz he skiant, he diskamant hag he volonte vad vit ren an dud-se dre an hent mad ; ho c’helennet a neuz deuz he wellan dre he gomz hag he skouerio mad.

N’eur c’hroaz-hent, damdost d’ar bourg a zo c’hoaz eur min lec’h n’em lake ar person zantel war he daoulin da laret he vreurial ha da len ar Skritur-Zakr ; hag ouz ar vered a zo eur min hag a vije dindan he ben enpad he gousk. Ar presbitoar a zo enon a zo bepred, herve lerer, an hini oa Zant Ervoan o chom ebarz. Keit a oa person enon a reaz anoudegez gant eun tiegez tudjentil a oa o chom en kastel Koatredrez (an ti-ze zo hirie en parouz Lomikel). An otro oa enon o chom a oa an otro Keranraiz, hag he itron a oa Theophana Pestien. An dud-se a oa mignonet vraz d’ar zant, ha dre ma oaint pinvik, a reint kals aluzenno evit heuill he alio mad. Gant an dud-se eo a iez Zant Ervoan d’ober pelerinaj zant Ronan, enon ve kals a belerined de ar gouel, ha bep seiz vla a ve gret eur prosision endro d’ar mene zo en kichen, rag dre enon a dremenaz relego ar zant-se pa oaint digaset deuz Hillion, lec’h ma oa marvet, beteg lec’h a man breman be zant Ronan. Dom Ervoan hag ar belerined a oa gant-han a bede aliez hed an hent, ha pa vije achu ar beden, ar zant a lare d’he eur gomz vad benag ; chom a rejont eur pennad d’ober eur diskuiz n’eur c’hroazhent, ha keit a oaint enon a oa ar person o komz d’he deuz aviel an de-se, en keit-se a dremenaz an Otro a Goatpont hag eun denjentil all war varc’h ; an den didoue-man, o klevet ar zant, en em lakaz da c’hoarzin ha d’ober goab diont-he. — « Gwelet a ret, eme Dom Ervoan, an den-ze a dremen aze c’houeet gant an ourgouil, na briz ket chom da chilaou komjo Doue ; mar vije bet aman n’em flas pemp pe c’houec’h plac’h o tansal gant taboulin an diaoul, a vije chomet gant-he ; me garfe ve skoet gant ar c’hlenvet vit ma rei pinijen enpad he vue. » Neubet amzer goude, an den-ze goueaz paralizet.

An Otro Doue na blij ket d’ean a ve goapeet ar re dalc’h he blas war an douar. Goude maro Zant Ervoan a deuaz an den-ze war ve ar zant da c’houlen pardon ha iec’het digant-han, hag a oe gwellaet, hag adaleg neuze a deuaz da vean eur c’hristen mad.

O tistrein deuz Zant-Ronan, Dom Ervoan a dremenaz dre Gemper, hag enon oe pedet da brezek barz an iliz vraz. Prezeg a rae en gwirione vel eur zant, bet a nevoa digant Doue ar pez zo eom vit ober eur zarmoner mad, braz a oa, ha kasti, eur vouez krenv, eun aer zantel, eur galon hag a zante pez a lere, he daoulagad o virvi a roe da c’hout penoz a oa leun he galon hag e speret deuz pez a lare. Komz a rae evelse en brezonek, en gallek hag en latin, deuz a re vije o chilaou. En Kemper a gomze an dud brezonek, hag en amani da ze, a gomzaz en brezonek, ha da bell goude a gomze c’hoaz an dud deuz ar c’homjo kaer a nevoa laret ar zant d’he.

Goude bean pedet dirag relego zant Kaourintin, ec’h eaz Ervoan da welet menec’h zant Fransez, rag ar venec’h ze a gare kals ; ha goude a iez da c’houlen he venoz gant an Eskob a oa neuze Alan Morel. Pa oa achu he droio en Kemper, Dom Ervoan a iez gant famil Pestien d’eur c’hastel kichen bourg Landeleo, lec’h ma oa Moris ar Mene o chom ; enon govesaaz Theophana Pestien hag he merc’hed, ar re-man, dre ali ar zant a reaz voeu a virjinite. Keit a chomaz en ti Moris ar Mene a rene he vue ordinal, neubet a debre, ha na eve nemet banac’ho dour hag eun daken win benag ebarz kement ha livan an dour. Moris hag hen a vije o kousket er memez kamb, hag eun nozvez an otro-ze a glevaz enpad he gousk eur vouez krenv hag a lare : « C’houi zo aze kousket n’eur gwele mad, ha jervijer Doue a zo duont kousket war eur min dindan an amzer. » Moris, nec’het o klevet ar vouez-ze, a glask he vignon, med na gavaz ket anean, neuze deuaz da jonj d’ean penoz a nevoa klevet Dom Ervoan o laret ec’h aje da welet be zant Eleo ; mont a rez an otro beteg enon, hag a gavaz ar person zantel kousket war ar min a oa bet gwejal gwele ar zant-se. E man bepred enon ar min-ze a hanver Ti zant Eleo. Ahane greder a iez Dom Ervoan beteg Naonet da welet be zant Klair, hag a distroaz d’ar ger dre Wened, Gwengamp, ha Louargat ; herve lavar tud ar barouz-ze, Zant Ervoan a laraz enon an oferen en chapel ar C’hleuziou a zo breman en parouz Zant-Eler.

D’an amzer-ze ar person zantel a chome hir-amzer da bidi arog laret an oferen, daoulinet d’an douar, he ben-kap war he ben, ha pa zave ahane a vije an daero o ruillal gant he diou jod ; skuill a rae daero c’hoaz enpad an oferen, dreist oll enpad ar goureo.

O welet eun devosion ken braz, an dud a vije n’he oferen n’elleint ket hars da bidi ive a greiz kalon. Goude he oferen a rae he beden vit trugarekat an Otro Doue, hag enpad an de kement a rae a vije vit-ze. Eur voest arhant a vije dalc’hmad ganthan en he gerc’hen vit kas an Otro Doue d’an dud klanv, evelse vije dalc’hmad en kichen he Doue ; mont a rae gant an hent n’eur bidi, he ben-kap war he ben, he daoulagad ganthan war draou.

Vad a rae da Dredeziz n’em gad gant ho ferson, ha chom a rae ganthe da gozeal pa gave anhe war an hencho pe er parko, hag aliez a gomze d’he deuz an Otro Doue ha deuz zilvidigez ho ine ; kement a blijadur ho dije o klevet anean, ken na skouizeint ket o chilaou. Ha neuze ar zant a vije gant-han komjo ken dous, ken mad, ken karantezuz ken en em zante douget an oll d’hen karet.

He oll leuve a roe d’ar bevien ; bean nevoa ar zant endro da hanter-kant skoet leuve, ha ze rafe hirie pemp mil livr leuve ; evel person a nevoa c’hoaz eun dra benag, med na vane netra gant-han, d’ar bevien a roe anhe. Ar re na dije ket a goat d’ober tan a ie da gerc’hat d’he barko ; al lugumaj a vije enhe a vije oll d’ar bevien ; an ed, goude vijeint dornet na vije ket kals eom da gas anhe d’an arc’h, diwar al leur a vije roet kals anhe. D’an amzer-ze a vije kernez aliez er vro, hag eur bla benag a oa ken paour an oll, ken a oa poan o kad bara, dibri rae an dud beteg douar vit torri ho naon. — War-dro gouel zantez Mari Madelen a deuaz eun toullad mat a bevien da glask eun dra benag da Gervarzin vel ma devoa ar gustumanz da dont, hag eun devez Zant Ervoan na vane netra gant-han, hag a laraz d’he : « Na meuz-ket aman breman netra da rein d’ac’h, med et aze d’al liorz ha zellet hag hen eo mad da dibri ar fao a zo en-hi, mar int mad, ha mar blijont d’ac’h, kemeret diont-he pez a garfet, ha digaset anhe aman ganac’h da boac’hat ; ar re zo o chom en kichen a gasso pez ho deuz eom gant-he d’ar ger. » An de warlerc’h pevien Landreger a deuaz ive da gerc’hat fao, ha kals a re-all deuz ar bilajeno wardro ; kement a deuaz da gerc’hat, ken, ben tri pe bevar de goude, na vane ken a fao.

Eur blavez all a deuaz eur gouan braz endro da Ouel an Nedelek hag a badaz beteg ar c’hoaraiz, hag a oa bet amzer da gad mizer ; dont a rae ar bevien da gad Dom Ervoan, ha ken ien a oa ken a greneint gant ar riou : « Paourante memp, em-he, ha na memp netra d’ober tan da doman, na peardra da gad, nemet rein a rafec’h d’imp. » — « Me na meuz ket a goat da rein d’ac’h, eme ar zant, med, et d’ar park ma park ha troc’het baelan da gas ganac’h, med na gasset ganac’h nemet pez a peuz eom, vit ma vo kad pez a vano da rein d’ar re a deuio c’hoaz da glask. »

Eur blavez a oa ker an treo da gouls an est, Dom Ervoan o welet na nevoa ken netra d’ober arc’hant, a jonjaz gwerzan eul loen-kezek a nevoa vit labourat he douar ; mont a rez da Landreger da gad Riwalan Trakin, he vreur kaer, hag a laraz d’ean prenan he loen-kezek diganthan ; med Riwalan en em lakaz da grozal d’ar zant : « C’houi, eme-han, zo eur zot ahanoc’h hag a peuz c’hoant da werzan ho marc’h vit rei treo d’ar bevien. » Dom Ervoan na reaz van ebet deuz ar c’homjo-ze, kement a reaz war he vreur kaer ken a brenaz he loen. Gret a oe ar briz raktal, ha touchet an arc’hant, ha neuze ar zant a laraz d’he c’hoar mont da brenan bara d’ean da rein d’ar bevien, rag ar re-man vije ordinal war he lerc’h.

Enpad ar gernez c’hoaz, a gever d’ar zun wen, a deuaz tremen daou-c’hant paour da di Zant Ervoan da grial gant an naon, ha na oa en ti nemet seiz pe eiz kwennegad vara, rag ker a oa ; ar zant a dalc’haz da droc’han deuz ar bara-ze ken a nevoa bet pep hini he dam, hag oll ho devoa bet peb a dam.

Eur wej all en Kervarzin a roaz an aluzen da bevar baour war-n’ugent gant eun tam bian a vara, talvoudegez daou diner marteze : « Rein a rin, eme ar zant, keit a pado, ha Doue rei ar peur-rest. » Nag a vije bet mil ouspen, da laraz an test a gonte-ze, a vije padet ar bara beteg ken a nije bet pep hini he dam.

Eun devez a laraz ar person zantel da Javre Riou, he gure, ha d’eur beleg all hanvet Herve Jakob, mont da gerc’hat d’ean eun tam ed diouz an arc’h a oa en ti Thomaz Guillou a oa o chom en bourg Tredrez kichen an iliz. Mont a rejont, med kad a rejont an arc’h digrogennet ha kazi goullou ; hag hi da retorn da laret d’ar person penoz a oa kont. — « Na vet ket nec’het, emehan, traoalc’h a vo bepred, da c’hraz Doue, med ret eo d’in mont da welet hag hen eo gwir ze. » — Mont a rez gant-he raktal, ha ben neuze oa leun an arc’h a ed. Na oa kap den da vean gret kement all n’eur ober ken neubet amzer, Doue hepken a helle bean gret ar burzud-ze. — An tol-ze a zo dalc’het beteg breman jonj diont-han ; kridi rer penoz ec’h eo abalamour da ze a digas ar belerined eun dornad pe eur vozad ed gant-he da rein d’ar zant de ar pardon.


————