Selaou ma breur ker
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Selaou, ma breur ker, Tec’hel ra.
Selaou ma breur ker
Tec’hout ra an amzer
Tremen ’ra pep tra
Nerz madou yec’hed
Yaouankiz ha kened
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Skeudenn ar vuhez
Eo al lestr a welez.
Tremen ’ra pep tra.
E roudou er mor
’N em gloz a-vec’h digor.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Deiziou prizius
Grasou gwella Jezuz,
Tremen ’ra pep tra.
Eur wech tremenet
En-dro ne zeuont ket.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Tud skanv hag hep stur
A glask ar blijadur,
Tremen ’ra pep tra.
Fenoz o tansal,
Arc’hoaz er bez tenval.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Tud a zo temptet,
Stourmit, stourmit bepred.
Tremen ’ra pep tra.
Echu d’ar brezel,
Ho po ar peuc’h nenvel.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Berr eo pep devez ;
N’eo ket hir ar vuhez.
Tremen ’ra pep tra.
Klaskomp hepdale
Savetei hon ene.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
Kant mil bloaz amzer |