Simon a Vontroulez/Chabistr VI
A. Ledan, 1834 (p. 27-29)
Simon a Vontroulez a gundu d’ar scol ar vugale a golle o amzer.
An deiz varlerc’h vintin, Simon a Vontroulez ha me e qemerjomp peb-hini ur pautric dre an dorn, evit en em renta ganto d’ar scôl mutuel. Fanchon a deuas ivez ganeomp gant e fautrez, rac curius e voa da velet ar pez e devoa clêvet gant Simon. Ur pautric a deuas da zigueri an nôr deomp, hac ar mestr en em hastas da receo an daou scolaer nevez a bresantjomp dezàn.
Evel ma errujomp, e commance ar scôl. Eno e veljomp vardro daou-c’hant buguel, pere a oboisse da gestou unan eus o c’hamaradet, placet var strad ar mestr, e qalite a Vonitor-General, ha peb banqat bugale a oboisse goude d’ar Monitor particulier. Oll e labourent assambles. Ar re yaouanqa a verqe lizerennou var sabl ; re all a sqrive var mein tô, dindan dicte ar Monitor ; anfin, ar re habilla a scrife var paper en ur fêçon surprenus. Remercout a rejomp var bisach an oll vugale-se un ær a laouennidiguez hac a gontantamant, pehini a rê plijadur da velet, hac a brouve penaus ar studi ne devoa evito nep dic’hout na netra a repoussant. Fanchon a voa ravisset oll, hac a drugarecae Simon. An daou bautric a voa dija presset da vont var ar banq evit labourat evel ar re all. Mes pa gommançjont gant al lectur ha m’en em rentas Peb-hini d’e anter-qelc’h dirac an daulennou, an daou vuguel-mâ na eljont qet miret da sailla gent ar joa o devoa da velet qementse.
Eb bien, eme Simon a Vontroulez da Fanchon, ha sonjal a rit-hu bremàn penaus ho mab, pehini na zisqe netra, na zisco qet amàn un dra benac ? - Biscoas, eme Fanchon, pa velis gement a volontez vad ennàn. — Pardie, eme Simon, er c’hredi a ràn ; mes gouzout a rit-hu perac ? Eleal, dre na vezo amàn james genet, ha m’en devezo al liberte necesser. Clêvit, Fanchon, hon bugale so eurussoc’h eguet ne domp-ni bet. An traou-mâ oll ne voant qet eus hon amzer. Neo qet en eur c’hoari e tisqemp-ni lenn, hac e credàn mad e conservàn c’hoas en un tu benac, merqou patant eus a zisciplin va mestr foet-lost. Anzavit e vez fall deomp lêzel hon bugale en ignoranç, hac er feneantis, ha dont da neglija an oll voyenou a offrer deomp evit o zenna eus ar viçou-se. Peguen noazus eo an ignoranç hac ar feneantis ! Un douar fall eo, e pehini e sav hac e cresq an oll viçou. Ma anavezit eur re benac, Fanchon, hac a neglich rei education d’o bugale, lavarit dezo penaus un deiz da zont o devezo qeuz, hac e rentot dezo ur servich bras meurbet.
Convenet e voe eno ec’h antreje an daou bautric er scol, goude lein, hac e sortiemp, pa deuas ivez ar bautrezic, pehini ne devoa c’hoas lavaret netra, mes pehini gouscoude e devoa guelet ha clêvet oll epad ar scol, da c’houlen digant he mam hac hi na elje qet ivez dont d’ar scol gant he breudeur.
Ar merc’hedigou-vian, eme Simon, ne zeont qet da scôl ar bautret ; mes beza so ur scôl all evito, e pehini e tisqont lenn, scrifa ha counta, hac ouspen se, ober stam, griad, ha calz a draou all. Goulen ous da vam ma zi d’ar scol-se.
Ar Bautres. — Oh, va mam ! c’houi am c'haço d’ar scôl-se, neo qet guir ?
Fanchon. — Ia, qèz. Eleal, tad Simon, un obligation veritabl ameus dêc’h.