Simon a Vontroulez/Chabistr XXXI

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 128-135)






CHABISTR XXXI.


Simon a Vontroulez a ro conseillou evit douguen sicour d’an dud beuzet, d’an dud asphixiet, d’an dud scornet, d’an dud croguet gant chaç clàn, d’an dud ampoesonet, ha d’ar re a vez cazi maro gant corfadou güin-ardant.


Goude se en em rentjomp en hon hostaliri, e pelec’h e voa calz a dud. Qerqent ha m’hor boe coanniet, e tostajomp d’an tân. Simon a Vontroulez a remerqas un ozac’h guisqet en du, hac e c’houlennas ountàn : Petra, va mignon, unan benac eus ho tud oc’h eus-hu bet ar maleur da goll ? — Allas ! ia, va Doue ! Eiz dez so e voa va breur paour o tistrei deus ar foar, hac e coezas er rivier, elec’h ma voe beuzet ; gouscoude ne voa qet chommet pell ebars en dour, rac o veza clêvet se, e redis buan var ar plaç, hac e voe douguet d’ar guêr. Clêvet hor boa lavarat ec’h ellet laqat an dud beuzet da zont en buez en eur laqat o fenn d’an traon, a ispill o zreid, hac o teurel dour clouar en o guinou, evit laqat dislounca an dour a voa antreet er c’horf ; Mes allas ! se na ras netra, rac ar c’hèz-Doue a voa maro aoüalc’h.

Selaouit, va mignon, ha c’houi oll ive, rac qement den a so a ell renta ur servich mad, pa en em gav an occasion, ha dreist oll pa ouzer ar fêçon d’en em guemer.

Gallout a rêr renta d’ar vuez un den beuzet, meur a heur goude ma ve bet chommet en dour. Mar cavit un den beuzet, hastit a fo da glasq ur medecin ; cetu amàn, da c’hortos, ar pez a eller ober etretant :

Arabat eo laqat an den beuzet a ispill ous e dreid, na laqat antren na dour na güin en e c’hinou, arauc ma ello eva. Ret e vezo pellât ar foul deus an ty, ha beza pemp pe c’hoec’h den evit douguen sicour ; neuze e vezo divisqet, torchet mad, ha destumet en un tapis gloan. Mar deo ebars en amzer dom, ec’h eller en exposi en eol, en ur c’holo dezàn e benn ; mar deo ebars er gouân, e vezo placet a gostez da un tan flam, goude er beza frottet mad, bete ma vezo deut e vemprou da veza soubl. Ret eo caout un tam mezer, var behini e vezo taulet güin-ardant, ha frotta mad e gôf hac e ziou groazel gant an tam mezer-se. Digueri a rêr e zivrac’h en bras, en ur laqat anezo da zont ha da vont, var zu e gorf, buanna ma eller, epad ma vezo unan oc’h hija e gôf gant an dorn. E qeit ha ma vezer ous e frotta, e zeo ret dêvi dindan e fri, mes gant attantion, allumettes souffret, pe autramant hirliqa e frounellou gant bleo ur bluen trempet er güinêgr, hac e tioüaller da c’hoeza en e c’hinou, anes cavet un anaoudeguez vad eus ar vedicinerez.

Epad an oll operationou-se, ur re benac a dolo un dram sene en ur scudellad dour berv, hac a dremeno an dra-se dre ul lien, evit rei ul lavamant ; ur c’hart-heur goude ec’h ell rei c’hoas un all, e pehini e vez mad laqat pemp greunen emetiq. Ma na ve qet a sene, e vezo distrempet un onç butun da fumi. Pa gommanço an den beuzet rei ur sin benac a vuez, e vezo ellet rei dezàn ul loyad benac a vïn-tom. Arabat eo e nep tra en em digouragi : guelet a so a na deue d’ar vuez, nemet goude meur a heur eus ar brassa soignou roet dezo evelse.

Arça, arça, eme unan eus an auditoret, cede aze avad hac a so mad da c’houzout ! Mes, autrou Simon, lavarit dìn un dra : va merc’h so bet o chom e Montroulez, elec’h m’e deus disqet ampesi, hac e fer bremâ coeffou ar merc’het er guêr ; mes alies en em glêm demeus ar boan benn ha demeus ar boan galon : petra eo eta a ranqer da ober evit miret dious se ?

Un dra dangerus bras eo, eme Simon a Vontroulez, en em laqat da ferra en un andret re glôs ; ret e vez caout un nebeut ear. Guelet e zeus tud asphixiet gant ar glaou tân, da lavaret eo, privet subitamant eus ar pouls hac eus a bep sin a vuez.

Pa vezo eure benac asphixiet, eme Simon, dre ar glaou ardant, cassit-én buan en ear vras ; divisqit anezàn, laqit-èn var e guein, ar penn un nebeut huelloc’h eguet ar c’horf ; dioüallit d’en laqât en ur güele tom, na da rêi lavamanchou sene na butun dezàn ; mes stlapit dour yen var e gorf ; frottit anezàn gant dour cologn, pe güin-ardant camphr, a amzer da amzer, ha torchit anezàn gant ur serviet tom. Frottit an treid, an daouarn, ha liven ar c’hein gant ur bross reun ; roit ul lavamant dour yen, ebars pehini e laqot tri onç holen gros hac un onç holen magnesi ; a amzer da amzer e vezo ret dêvi allumettes dindan e fri, evel evit ar re veuzet, epad ma vezo unan o hija e gôf gant an dorn, mes buan. Ma na gafet qet ar soign-se suffisant aoüalc’h, mar mir an den clàn tomder, ha mar bez rus, e vezo ret e voada. Pa vezo deut d’ar vuez, e vezo laqet en ur güele tom, hac e vezo roet dezàn güin tom. A hend all, arabat eo rei dezàn ur vomitif.

An oll sicouriou-se a dleer da rei prontamant ba gant perseveranç.

Ar memes sicouriou a eller ivez da rei, pa diguezer caout un den crouguet. Ret eo, qent tout, en em hasta da denna deus e c’houg ar pez er moug. Ar medicin a lavaro hac én so ret e voada.

Lavarit deomp ivez, eme un all, tad Simon, ha ne zeus nep moyen da rei sicour da un den a vez cavet scornet ?

Eo, eme Simon : ar c’henta tra da ober da un den scornet ; e zeo d’en divisqa ha d’e frotta gant erc’h pe gant scorn ; goude se gant dour cazi scornet, a nebeut a nebeut evelse betec an dour tom. M’en deus an den scornet collet e respiration, e vezo grêt dezàn evel d’an hini beuzet, o qemer soign hepqen d’en frotta gant dour yen mad da guenta, betec aruout gant an dour clouar. Ma n’en deus nemet ur mempr scornet, na dleer frotta nemet ar mempr-se, er fêçon m’hon eus lavaret : Dangerus bras e vez tostât ur mempr scornet d’an tân, arauc er beza rentet soupl ha clouar.

Mes, tad Simon, eme un den yaouanq, estonapl bras eo na vez qet cavet ivez nep remed evit ar re o deus ar maleur da veza bet croguet gant ar chass clàn !

Pa vez bet ur re benac croguet gant ur c’hy clàn, eme Simon, e renqer clasq ractal ur medecin, ha dre brecaution, evit e c'hortos, hasta pront da ober ar pez e zàn da lavarat dêc’h :

Amarit ar mempr croguet etre ar galon hac ar blesseur, laqit ar gouli da zivoada, goüalc’hit-àn neuze gant dour fresq ; pa vezo peur-nettêt, goualc’hit-an a nevez en un dissolvanç chlorur-raz, neuze dêvit ar gouli gant ur bluen trempet ebars en heaul vitriol, amann antimoan, pe autramant un houarn tommet bete beza guenn. Ur vech an dêvaden grêt, pansit ar gouli gant ur bluen goarnisset a chalpis induet a cerat ; laqit an den clàn en e vele, ha goloit-àn calz. Clasq a reot d’en laqat da c’hoezi, en eur rei dezàn da eva un anter-taçad dour-sco, tom, bep anter-heur, ebars pehini e vezo laqet eiz pe zeg taqen amoniac. Mar deo ar blesseur er visach, pe er c’horf, e zeo impossubl laqat ur banden lien ; mes, er c’hâs-se, e voalc’her ar gouli, ar c’henta possubl, gant chlorur raz, hac en laqer da zivoada, en eur applica varnezàn ar ventouz, ma ouzer en ober. Neuze e voalc’her a nevez ar gouli gant chlorur raz. Goude e vez dêvet, evel ameus en lavaret dija.

Ar memes soignou a gonven ivez e câs ma vet bet flemmet gant ul loen binimus benac, evel a c’hoarvez an aer-viber, etc.

Cetu ama ivez ur remed, eus a behini na vez ezom maleurusamant nemet re alies da laqat en implich :

An abus a rêr eus ar güin-ardant a brodu dabord ar vezventi ; mes mar deo douguet an abus-se d’an exces, e tremener qerqent da ur stat a c’hourdadur hac a insansibilite, pehini a so hanvet maro apparant.

N’eo qet rar rancontri var an hentchou tud cazi maro gant re gorfad, da lavaret eo, privet eus o oll sqiantchou, dre an exces eus ar boesson, hac a c’houlen sicour an humanite. Ret eo dabord transporti an den a vez er stat-se ebars en ty qenta, en divisca, hac e asten var ar c’holo.

Rei dezàn ul lavamant dour yen ebars pehini e vezo laqet peder loyad güinêgr ha qement all a haulen gros, pehini a vezo laqet da deuzi mad ; al lavamant-se a vezo repetet eus an eil anter-heur d’eben.

Frotta tout corf an dén clàn gant un tam mezer gloan, trempet ebars er güinêgr.

Qerqent ha ma ello lounca, e vezo grêt dezàn qemer ur bannac’hic the scàn ; ebars peb tassad e vezo laqet un tamic sucr hac ul loyad güinêgr, pe ar ju demeus un anter citroncen. E defaut a d’he, ec’h eller ober limonad, en ur laqat güinêgr gant dour yen bete ma teuyo da veza treinq agreabl, hac oc’h ajouti sucr pe mel.

Ar c’hlànvour o veza deut ennàn e-unan, a vezo laqet ebars en ur güele, had e vezo soign da lezel e benn dizolo, ha d’en delc’hel huel.

Ur medecin benac so hac a gommanç dre rei un emetiq d’an den meo-maro ; mes ar remed-se a seblant dangerus, rac istre an difficulte da laqat e guemer, ec’h eller cresqi stàncadur an empen, hac an anflamation dija re vras eus an estomac.

Commanç a ra beza divezat ; mes qent eguet en em guittât, eme Simon, e zàn c’hoas da lavarat dêc’h ur remed var an ampoesonamant occasionet gant ar verdegri. Var ar meaz oc’h eus bassinou coëvr ; laqit eves mad ha selaouit :

Pa en em ampoesoner gant verdegri, e zeo ret qemer tri pe bêvar vî, terri anezo, dastum ar guenn, o mesqa hac o laqat en ur banne mad a zour, en eur vesqa tout assambles ; neuze lounqa an dra-se ; goude se e zeo ret ober ar possubl evit dislounqa, ha ma na eller qet, e vezo qemeret diou c’hreunen emetiq, mesqet en ur verennad dour, goude petra e vezo ellet qemer a nevez guenn viou mesqet gant dour ; neuze an emetiq, goude anfin daou onç heaul ricin hac eul lavamant benac, ebars pere e vezo soign da laqat ul loyad benac a heaul olives. Anfin, mad e vezo, ma en em disqeuz ur merq benac a irritation, laqat qemer ur beign, ur botion calmant, mar d’oar tost d’an apotiqerez, hac ur boesson rafrêchissant, pehini a vezo sicouret demeus a ur voaderez dour benac, pere a vezo placet e creiz an estomac.

An oll remejou-se so mad, en defaut a vedecin ; mes netra na ell ramplaci e bresanç.

Plijet gant Doue n’ho pefe biqen ezom da implija ar remejou-se evidoc’h : se a reqetàn dêc’h oll, va mignonet, ha nosvez vad da bep-hini.