Simon a Vontroulez/Histor Fanch-Côs

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 103-106)



HISTOR FANCH-COS.


Beza voa em brô, eme Simon a Vontroulez, un den venerabl, a hanvet Fanch-côs. An den ancien-se, pehini a voa meurbet charitabl, na elle qet souffr e vije lavaret drouc ous den, hac epad ur pennad mad a amzer en devoa grêt e bossubl evit qemer difen ar re absant, deus a bere e clêve drouc-comz. Caout a rê dezàn e voa ar vedisanç un dra vil ha dangerus, hac e lavaras : Ha gouzout a ràn-me hac ar re a gomz evelse ous ar re-all, dirazòn, na gomzint qet ive diouzòn-me, dirac ar re all ? Na eller james en em fia en un drouc-prezeguer ; rac un den eo evit pehini ne zeus netra a sacr, ha n’en deo mignon da zen. Dommach bras eo o deus ar seurt tud-se re all d’o selaou, hac a gav memes agreabl ar pez a lavaront. Mes, Fanch-Côs en devoa caer sonjal ha lavarat se, ne voa qet nebeutoc’h a deodou fall pere a gave auditoret. Hoguen, evel ma voa trist en deiz-se, hac o velet penaus qement a lavare a yê gant an avel, e qemeras varnezàn da devel ha da stoua e benn evel pa vije cousqet, bevech ma trouc-comzet. Abars ur pennad amzer, ec’h echuas ar memes câs da gousqet evit mad. An dra-se voa anavezet partout, ha cousqet Fanch-Côs a dremenas en proverb, en hevelep fêçon, ma lavaret, bevech ma vije clêvet o trouc-comz : cetu aze peadra da laqat Fanch-Côs da gousqet.

Un devez eta ec’h erruas ma eure person ar barres ur sermon var an Aviel e pehini e zeo lavaret e falvezas d’an diaoul tenti hor Zalver, en ur offr dezan qement tra a vele divar lein ar menez, mar carje stoua e zaoulin dirac an tentatour. En eur sortial eus an ilis, e zoa en em rassamblet calz a dud dindan ur vezen ivin, evit cozeal, ha Fanch-Côs a voa en o zoues. Comz a rêt eus ar sermon e voa an A. person o paouez ober ; ha cetu un ozac’h o lavarat : « Ret e vije Satan diot aoüalc’h evit clasq tend hon Zalver ! Qement tra a offre Satan a apparchante d’hon Zalver, ha nonpas dezàn ; sonjal mad a dleye n’en devije qet an dra-se tentet an Autrou-Doue, ha penaus an Autrou-Doue na lèz qet en em drompla. » An oll a gavas ar rêsoniou caer-se just, ha peb-hini a repete, en ur c’hoarzin dindan beg e fri : « Oh feiz ia ! ret sur e vije Satan imbecil dall. » Fanch-Côs na lavare netra ; stoua rê e zaoulagad, hac e voa casi prest da gousqet. An hini en devoa parlantet da guenta, a chassaç var e vanch, hac a c’houlennas outàn : Ha c’houi, Fanch-Côs, petra a sonjit-hu a guementse ? Neo qet güir eta e voa Satan un diot naïc ? — Ah ! dam ! eme Fanch-Côs , en eur frotta e zaoulagad, piou en deus lavaret se dêc’h ? Na vouie qet marteze en em adresse da Zoue. — Allon, allon, eme an assamble, cetu Fanch-Côs bremâ o tifen parti an diaoul ! — Mes ivez, eme Fanch-Côs, perac drouc-comz eus anezàn ? Qement all a lavarfec’h deus un eal, m’en em bresantfe an occasion, rac lanchennou oc’h eus ha na respetont netra.

Simon a Vontroulez a davas, hac a guemeras fêçon un eil Fanch-Côs. Ar re a voa eno ouc’h taul, o devoa comprenet mad petra sinifie an histor, hac en em selle an eil ous eguile, hep lavarat guer, evel pa vijent bet dalc’het dre ur seurt confusion. Ar gonversation a gommanças goude, mes var sujedou all. En em absteni a rejot da zrouc-comz, quit ha ma voemp eno ; mes sonjal a ra dìn e vezint bet en em didomaget eus ar silanç-se, goude ma voemp sortiet, rac ar vedisanç a so un dra ar gouassa da ampech.