Simon a Vontroulez/Chabistr XXV
A. Ledan, 1834 (p. 106-110)
Simon a Vontroulez a brezec d’ar bobl var an nesessite da baea gant soign an impodou.
Ar c’henta andret e pehini en em arretjomp en eur guitât Landreguer, a voe en ur guêric pehini na fell qet din henvel, rac profita ràn eus ar guentel en deus roet deomp Fanch-Côs, er chabistr arauc. O tremen ar ru vras e voamp pa veljomp calz a dud o lenn un affich a voat o paoues staga ous ar vuraill. Dre na elle qet an oll dud-se tostat assambles, hac e voa peb-hini impaciant da c’houzout petra a annonce, e pedjot an hini a voa an tosta d’en lenn a vouez huel. Arrêti a rejomp ivez da zelaou, hac e clêvjomp ar c’homzou-mâ : — Ar mêr eus a gommun… a breven an habitantet e zeus meur a hini en o zoues o deveus negliget da acquitta o c’hontributionou, hac e zeus accorded dezo eiz dez evit echui ar baeamant ; passed an termen-se, ar re na vezint qet en em laqet en regl, vezo poursuet, e conformite d’al lezen.
Ractal e savas un tamic murmur en assamble, hac e voe facil guelet an humor fall merqet var bisach an oll. Gallout a rejot memes clêvet ur vouez benac o lavarat : Qêa gant an diaoul ! na baeìn qet. Na meus nemet ar pez ameus ezom. Ar bara so re guer. Simon a Vontroules na elle qet en em delc’hel, ha goude beza grêt sin en devoa c’hoant da gomz, e talc’has an discours-mâ d’ar bobl :
Oh ! oh ! va mignonet, cetu aze un dra drol, ha n’am boa qet guelet c’hoas e nep lec’h. Ne fell qet dêc’h-hu paea ho contributionou ? Eh bien ! neus nemet ober qement all dre-oll, hac e vimp pautret brao ! Mar oc’h eus c’hoant da laqat da c’hoarzin ar re a zezir drouc deomp, en em guemerit mad evit se. Ne zeus nemet tud fall, tud dishonest a ell refusi paea o c’hontributionou ; ia, tud fall, en repeti a ràn, pa ne sonjont qel en ezomou o brô ; ia, c’hoas ur vech, tud disonest, pa zeo güir e vanqont d’ar bromessa o deus grêt. Ar pez a lavaràn, a seblant oc’h estoni ; qementse so güir gouscoude. N’oc’h eus-hu qet hanvet ho teputeet, da bere oc’h eus roet ho confianç, evit difen hoc’h interest ? Noc’h eus-hu qet qemeret an angajamant da gavet mad ha da avoui qement a rajent en hoc’h hano ? Eh bien ! piou en deveus consantet an impodou ? Ho teputeet eo, rac guelet o deveus e zeo se necesser, hac en devoa ar gouarnamant absolumant ezom a se. Ha bremâ e refusit paea ! Disoboissa a rit d’al lezen a so bet grêt gant ar re memes oc’h eus choaset evit se ! Guelet a rit ervad n’en deo na fur nac honest, na rêsonabl ar pez a lavarit. Oh ! ma teufe ar gouarnamant d’ho taxi injustamant, me bardonfe dêc’h da vurmuri ; mes ar gouarnamant n’er gra qet ha na elfe qet en ober. Ar chart a so aze, hac a assur ho troajou hac ho madou. Mes evit ma ello o assuri bepret, e zeo ret dêc’h commanç da oboissa dezi oc’h-unan.
C’hoant oc’h eus-hu da laqat an estranjourien da lavarat n’en doc’h qet dign da gaout ur gonstitution libr ha lezennou mad, dre na fell qet dêc’h en em soumetti d’ar pez a gommandont dêc’h ? Allon ta ! na ellit qet ancouat d’ar poent-se e zoc’h Bretonet. Lavarat a reot dìn e zeo an amzer calet, oc’h eus souffret calz. Gouzout a ran se ; mes evit arruout en ur stat guelloc’h, e zeo ret en em resina da souffr un nebeut c’hoas gant courach. Pa ho pezo murmuret hac e vezot en em chagrinet, da betra e cunduo se ac’hanoc’h ? Da veza collet calz eus a amzer ; ha na vezoc’h qet nebeutoc’h obliget da baea erfin ; rac, an hini a gomz en hano al lezen, a so bepret crénvoc’h eguet an hini e dishanav. An amzer gollet-se a gousto dêc’h qerroc’h eguet ar gontributionou ; rac an arc’hant a eller gounit a nevez, mes an amzer achapet na baqer birviqen. Al labour hac an ingin a so ar güir remed d’ar viser ; ha piou benac a so inginus hac a gar labourat, n’en deus qet da gaont aoun rac an dienez. N’eo qet ous en em disesperi en em dennot eus a ambaras ; rac an disesper a gresq an dle, hac al labour er pae. An hini a sav da guenta, en devezo achuet da guenta. Bezit confianç en Doue, ha Doue ho sicouro, va mignonet. Bezit soumettet d’al lezen ha d’ar roue ; labourit gant courach ha bevit gant furnes. Guelet a reot hep dale penaus ho cargou n’en dint qet qen pounner evel a sonjit, hac oc’h eus muioc’h a nerz eguet so ret evit o douguen. Pa ho pezo paeet ho tle, e vezoc’h pinvidic. Ar güir baour eo an hini a lavar : « Qement ameus n’eo qet din. » An hini na dle netra, a vale huel e benn, a ya dre oll, hac a sell ous an oll hep stoui e zaoulagad. Neo qet ret nemeur a dra evit se ; rac an hini a ro ur guennec deus e arc’hant, a so pinvidicoc’h eguet an hini a amprest tri vil scoet. Na suffis qet gouzout penaus e c’honezer, ret eo ivez gouzout penaus e venager ; rac ne zeus qet a zispignou bian, pa na dint qet necesser. Lavaret a rêr : n’en deo cazi netra ; gallout a ràn dispign an dra-mâ. Nan ; rac na sonjit qet penaus un nebeudic repetet alies a ra calz. An toul en deus caer beza bian, mar tremen ar gist, ar variqen en em c’houlonter. Cetu aze petra eo : m’ho pije sonjet en dra-se tout, ho pije ar som prest clos evit ho taouzecvet, ha ne c’hrosmolfec’h qet evit rei d’ho a prô ar pez a c’houlen.
Breiz eo ho mam : bevet ha magnet e deus ac’hanoc’h ; ho protegi hac ho tifen a ra ; rêson e deus da c’houlen sicour diganec’h, hac ar re a refus dezi, a so bugale ingrat, na veritont qet beza eurus, ha na vezint qet beniguet gant Doue.
Cetu aze, va mignonet, ar pez am boa da lavaret dêc’h : credit ac’hanon ; me meus guelet nombr broyou ha meur a amzer, ha ne meus biscoas cavet e vez gounezet un dra benac o veza rebel d’al lezen.
An discours-se en devoa prononcet Simon a Vontroulez gant fermder, ha gouscoude gant e simplicite ordinal, a seblantas ober un effet goall vad var ar bobl, pehini en em separas tranqilamant, ha na c’hrosmolas mui. Evelse eo en deus, e peb amzer, ar superiolach an hini a gomz en hano al lezen.