Sketla Segobrani vol1/Rann 08

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 41-46)


Karantez ha dimezi Manos ha Bena.


Evit Manos ha Bena, e oar an holl petra a c’hoarvezas ganto. Kriski a rejont ha, dre ma kreskent, e teue dishenvel neuz d’o c’hengarantez. Ne wele Manos maouez ebet nemet Bena, na Bena gwaz ebet nemet Manos. Hag int kaer kenan, ha yaouank ha karadek o-daou ! Adaqi, mamm Bena, a oa anezi eur gaer a vaouez, ha d’ezi bout diwar gouenn ramzed an Noz. Hervez kanenn Vopiskos e oa he bleo gell-ruz, he daoulagad glas-louet ha birvidik en he fenn, he dremm hir-gelc’hiek, ha gwenn-kann liou he c’hroc’hen. Mentek ez oa, krenv ha mistr ; aes ober ganti, digroz ha didabut, tra souezus evid eur ramzez. Dibaot e kleved ger ganti, nemet komzet e veze outi. Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro d’ezi ; eskuit e oa hag oberiad, o veza dalc’hmat gand eul labour bennak. Kanenn ar Garnuted he diskouez, a-vec’h ma ’z eo buoc’h Gobanniu en em gavet en he heolienn, o poelladi kerkent d’ober gand al laez anezi eur c’heuz bras. Dizaouzan e oa, ouspenn, ha kadarn ; war a lavar d’eomp kanenn Vopiakos, eur goaf hag eur vouc’hal ganti en he daouarn, e tifennas meur a wech ouz ar bleizi he daou vugel nevez-c’hanet

Henvel outi e oa Bena e pep feur, nemet he doa, war a lavarer, daoulagad glas-mor ha bleo melen-aour. Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerz an doue-ze, hon tad d’eomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet d’ezan al les-ano a « Belatukadros » [1]. Setu diwar-benn se eun danevell. Hervez hengouniou ar Goraleted, an Danuvios gwechall, e lec’h en em zinaoui evel hizio e mor ar Sav-heol, en dije en em daolet en eul lenn ec’hon-ec’hon [2] oc’h en em astenn war ar c’hompezennou ma vev enno hizio ar Goraleted hag ar Vastarned [3], hag ar poblou trec’het ganto, da lavarout eo ar C’heted, an Daked hag ar meuriadou all eus poblad an Draked. Taolennet eo doue ar brezel gand ar Goraleted o vagea al lenn-ze hag o tigouezout e-kenver ar voger rec’hier serz ha meneziou a oa ouz he bevenni diouz tu ar sav-heol. Bez’ e oa d’ezan, emezo, eur pennad bleo hir ha teo liou-aour ha rodellaouet-holl evel eur c’hreonvad maout-tourc’h, hag en e dro eur vantell varellet vras e lakae uheloc’h c’hoaz da welout. Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, henvel ouz eun dervenn yaouank, ha krenv, postek, skanv da redek evel an uros [4]. Pa welas an harz dirazan o virout outan da vont war-raok, e savas droug ennan. Gand eur roenvadenn hepken e reas d’e vag kila war-hed ugent leuga en a-drenv, beteg e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregi en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerz ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha meneziou ha ma ’z eas da goueza er pradou en tu-hont, en eur laza tri-ugent buoc’h a oa o peuri eno [5]. Marc’heien vrezelgar an Dhraked, o dremm livet ha roudennet [6], a ziwalle glannou al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogedi hag oc’h en em strinka gand eun trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennan doue ar Gelted o tremen ebiou ken herrek hag eur saez-wareg. Edo en e zav war e vag, hag e tiskouezas beza ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezan ha ken taer da welout ma kouezjont holl sebezet a-ziwar o jaoed, hep gallout finval biz ebet evit herzel outan da dremen. Neb en deus brezelekaet er Sav-heol, war glannou an Danuvios izela, dirak krenvlec’hiou Brigetio, Bononia, Ratiaria, Durosteron ha Noviodunon, a oar, dre anaoudegez-prenet, peger kadarn ha peger fero eo an Dhraked, pegen tenn eo o saouzani hag ober d’ezo kila. Meiza a raint e talv uhelbriz ar pez emaoun o tanevelli aman [7].

Taolennet e vez dudius, flourik ha tener gant kanenn Vopiskos ar garantez o sevel e Bena ouz Manos hag e Manos ouz Bena. Nemet n’hellan ket en em astenn war ze aman. Re hir en holl e ve va displegadenn hag, ouspenn, eur skrid-danevell ha neket eur marvailh a garantez a fell d’in ober. A-walc’h d’in, eta, lavarout e timezjont, o devoe lïes mab ha merc’h, e vevjont eun niver a vloaveziou, e teujont d’eun hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dourn-ouz-dourn, evel m’o doa bevet dalc’hmat. Hag an dibab eus ar vugale anezo eo a voe hadenn ha kenta gwrizienn poblad ar Gelted.

C’hoaz e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoaz an distera diemgleo, an distera dael, an distera breujadeg etre Manos ha Bena, hag en eun tu gant se eman ar c’hanennou all am eus klevet. E kement-se, eta, evel e pep tra, e voent melezour ar c’houbladou da zont. Ha war-dreuz e tigoueze gantan eun dra pe dra, e skôe Manos skanvik an douar gand e droad ; damstouï a rae e benn hag e vane war var eur predig-amzer en eur zanta e viz-meud [8]. Neuze e save e dal, e selle ouz Bena hag en em rôe da vousc’hoarzin. En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze d’ezi eun enebiez bennak, a heje kudennou he fennad-bleo melen, a rae eun huanadenn, a stoke he dourn ouz he zal, evel evid e beurzivorenni hag, o trei ouz Manos, a zelle outan hag a vousc’hoarze. Ne voe tra biskoaz evit strafilha o hegarated hag o sioulded-spered, nag an emgleo-mat, an unvan hag ar gengarantez o ren etrezo ; ha seul souezusoc’h eo ze ma tremen ar peurliesa ar ouenn ma ’z oant diwarni, ken a-berz tad, ken a-berz mamm, evit beza taer, feuls ha brouezus dreist ar re-all.

War a lavar darn, d’ar c’hanaouennou galloudus kanet gant Matugenos war ar c’havell anezo e voe dleour Manos ha Bena eus o c’hunvelez-spered, eus o divuanegez. Diskleriet eo end-eeun e kan ar Senoned e tigasas kanennou Matugenos ar peoc’h hag ar sioulded er c’hoad hag en doureier, en nenv ha war an douar ; arzao a voe da beb emgann, da bep garm, da bep kan. Ar c’haz-karvetaer, zoken, o skrimpa gand eur c’harenn-wez, a vanas a-zav hag, o tamgloza e zaoulagad, e lezas ar gunvded da zont e-barz e galon gwadsec’hedik hag ar peoc’h en e benn leun-barr a vennadou-brezel. Mar deo gwir, benniget ra vo Tad ar C’hanennou-hud ha ra zeuio da gana d’ar vibien ha d’ar merc’hed, evel m’en deus kanet d’an Tad ha d’ar Vamm ! Ra nesaio da bep kavell, war an douar-Bras hag en enezennou, er sav-heol evel er c’huz-heol, en hanternoz hag er c’hreisteiz, dre Geltia a-hed !

Hiniennou a lavar n’oa tra souezus ebet en unvaniez-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atao a-gevret adaleg o oad tenera, ha ma ’z oant unanet dre liammou nesa ar gwad. Nemet, pell eo kement-se diouz beza abeg a-walc’h, evel ma oar pe ma tlefe gouzout peb-unan.

Diwar-benn ar gerentiez-se a oa etre hon Tad kenta hag hor c’henta Mamm, setu aman eun drôad ez an da zanevelli. P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegez gand eun den desket-bras eus brôad ar C’hresianed a zeuas da geneil d’in hag am lakeas da ergerzout kêr ha da welout ar marziou anezi. E-kerz ar baleadennou-ze e rôe an eil d’egile diskleriaduriou war hor poblou, hor giziou, hor c’hredennou. Digouezet ganen komz d’ezan eus Manos ha Bena, e welis, dre ma tavas war ar mare, e oa souezet e timezje eur breur d’e c’hoar. Eur pennadig goude, e c’houlennas ouzin hag ar c’hiz e oa gand ar Gelted, evel gant Ejiptiz, ec’h eureudje ar breur gand e c’hoar. Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoaz ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak. E mare Manos ha Bena, n’oa gwaz na maouez all ebet, ha red-holl e oa e timezje ar gwaz n’oa nemetan d’ar vaouez n’oa nemeti da gaout bugale. Evel-se ivez, e rankas mibien ha merc’hed Manos ha Bena, ar c’henta rummad anezo, eureuji kenetrezo. Hogen, diwar ze, ne voe abeg mat ebet ken evid ober kemend-all. Hep mont daved eur ouenn dud all, hep terri an distera war glanded hor gouenn-ni, e veze kavet, er-maez eus an tiegez, paotred ha merc’hed yaouank gant kel lïes hini a garje kaout kefrisa ; hag, o veza m’oa deut ar bed dishenvel d’an dud, ne zeuas nepred war spered nikun adveva eur c’hiz bet digemeret hepken da heul enkderiou dibadus.


  1. « Kaer pa laz », les-ano doue ar brezel, e Breiz-Veur, er marevez kelt-ha-roman, D’Arbois, Cycle, p. 379, n. 1.
  2. Eur gwir vor e zour disall eo a c’holôe holl gompezennad bro Hongri. Goullonteret e voe da heul tarzidigez steudennad meneziou ar Sav-heol, el lec’h end-eeun m’oa-hi en he moana, da lavarout eo el lec’h ma sav an « Doriou-houarn » brudet (Reclus, Europe centrale, pp. 289, 322, 326). Pell-pell-zo e c’hoarvezas an darvoud-se, kent oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret. Gant-se, ne deus ket nemeur da gredi en dije an envor anezan tremenet a-rumm-da-rumm beteg an dud o veva en IIIvet kantved kent H. S. Koulskoude, bez’ ez eus d’ar gompezenn Limagne (Lemane er Vvet kantved), anezi ivez strad eul lenn aet da hesk, eun ano koz a greder a-walc’h e talvezfe kement ha « lenn » (Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 19, n. 2). Hogen, beza awalc’h e ve lenn al Limagne ha lenn vras an Hongri ker koz ha ker koz.
  3. Diwar-benn ar Goraleted (Koraletes), ar Vastarned (Bastarni) hag ar poblou keltiek-all eus an Danuvios izela, Koralli, Britolagoi, Kostoboki, lenn A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 196 ; Rev. celt., 1899, p. 127 ; ha dreist holl ar pennad a bouez bras embannet gant A.-J. Reinach war ar Bulletin de Correspondance hellénique, 1910, p. 249-330 : Delphes et les Bastarnes.
  4. Ano hen-geltiek an ejen-meur (bos primigenius) an hini eo. Arabat kamm-gemerout an doare ejen-ze evid an ejen-moueek (bos bison, bison europaeus) a oa, hanval eo, vison, visontos, an ano anezan e keltieg. Ac’hano e teu marteze an anoiou-kêriou Visontion, e Keltiberia, ha Vesontio, Visontio e Galia. E gallo-romaneg vison, visontos a zo aet da bison, bisontes (Martial, I, 104, 3) ha Visontio da Bisontii (breman Besançon).
  5. Diwar-benn ar vouc’hal-vann (kateia, teutona) gand ar Gelted, sellout ouz A. Bertrand ha S. Reinach, Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube (Paris, 1894, II, 191-199). Lakaat e kemm taol-kaer Tuirbe Tragmar (Whitley Stokes, the Edinburgh Dinshenchas, London, 1893 hag an hini a zo lakaet war an den-meur indezad Paraçurama (ibid., p. 71).
  6. Diwar-benn al liva hag ar brizella ar c'horf gand an Dhraked, sellout ouz Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, I, pp. 563-570 (gant skeudennou).
  7. Diwar-benn an Dhraked, kemer kelenn diouz D’Arbois, Premiers Habitants, I (eil mouladur), pp. 265-399 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 156-164. War ar c’hrenvlec’hiou keltiek meneget aman sellout ouz D’Arbois, Les Celtes depuis les temps les plus anciens, p. 2.
  8. Dottin, Contes irlandais, p. 174, 179 ; Waift and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series. n° III, p. 5, 58, 274.