Sketla Segobrani vol1/Rann 13

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 59-62)


Penaos e tigemere mibien Vanos Lugus ha Belisama.


Hervez an danevellourien-ze end-eeun e teue bep seiz vloaz reiz-mat Lugus ha Belisama da weladenni gouenn Vanos. Seiz-ugent a vije bet eus ar gweladennou-ze. Setu aman a zezreveller diwar o fenn. Dre ma nesae deiz donedigez an doue hag an doueez e save darbaradeg dre ar vro. Er c’hêriadennou hag en diabarz an tiez e veze pep tra netaet penn-da-benn, kempennet hag aozet a-nevez-flamm. Derc’hent an donedigez en em skigne ar baotred hag ar merc’hed yaouank dre ar c’hoadou da guntuilh barrou-glas ha da zastum bleuniou muia ma c’hallent. Goude-ze, e vanent en o sav a-hed an hent ma tlee an digemeridi a c’hortozed tremen drezan, e-keit ha ma ’z ae ar peb-all eus ar bobl, en o fenn ar renerien hag an henaourien anezo, beteg eul lec’h a raed anezan Gortozva « lec’h ar gortoz ». Ar wezeg, el lec’h-ze, trouc’het-krenn ma ’z oa diouz tu ar Sav-heol, a geje gand eur gompezenn digoad, golôet war-hed gwel a hir-c’heot. A-dal ma ’z ae an heol da guz edo pobl Vanos a-bez grounnet el lec’h-ze a-hed bevenn ar c’hoad. En hevelep pred e tigoueze dalc’hmat ar c’houblad doueel, hag ivez en hevelep doare. Bez’ e oa a-dreuz d’ar gompezenn war-du ar sav-heol-hanv eur wenodenn kalemarc’het-stank ha ledan a-walc’h da rei tremen da zaou zen skoaz-ha-skoaz. Kerkent ha ma teue kenta skleur an tarz-deiz da c’houlaoui an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spez ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedou bras. Seul ma nesaent e verrae ar vent hag al luc’h anezo, betek dont dizale, ouz sellou an dud, d’eur paotr yaouank ha d’eur plac’h yaouank mentet-uhel, dremmet-glas, eur marz ar gened anezo gant o bleo rodellek a sked gand an aour-teuz pe ar regez-tan.

Fromet war eun dro gand al levenez ha gand an doujans, e pennline mibien Vanos hag ec’h astennent o divrec’h, palv o daouarn savet-digor etrezeg an herberc’hidi-veur o tigouezout en o zouez. A-drenv d’ezo ar merc’hed en o sav, kroaziet o arzourniou en o askre hag o daouarn ouz o bronn-vrusk, a souble d’an douar o fennou melen-mell. Glanded, gouiziegez ha kened ar Breur hag ar C’hoar a veze merzet an nerz anezo, a-bell evel a-nes, betek gand an distera hag ar gouesa krouaduriou. An hir-c’heotennou, dre ma ’z aent ebiou, a stoue, ha, dambleget o c’horzennou, e trôe outo ar bleunvennou o c’hurunennou lorc’hek. Dre vouda o mouez e save laz-kana ar gwenan hag an evned eur vouskanadeg kompez-flour ha c’houek-dispar. E kement lec’h bennak ma vijent, loened gouez douar Manos, kirvi, kezeg, tirvi, a drôe diwar o c’harnou da sellout war-du an daou zen-doue. Pleget o diouhar-araok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzouga, e sellent ouz an nenv e-stumm azeulerien.

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigez-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laez ha bara. Damc’houde, e save ar Breur hag ar C’hoar en eur c’harr peder-rodek a brenn-kelen lufret-flamm kaeraet gand aour hag outan eur sterniad kezeg gwenn [1]. Azeza a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr. Heman a luske, hag ar bobl, o tibennlina, a gerze da heul en eur ober korollou-sakr e-mesk son telennad ha meulgan. Grounnet tu-ha-tu da hent ar c’harr, ar baotred, ar plac’hed yaouank hag ar vugale a fuilhe dibaouez dirag ar c’hezeg glazvez ha bleuniou.

En em gavet en o herberc’hva, e veze kinniget d’ezo gand ar renerien hag an henaourien ar buoc’henned a dleje i laeza, an heiz, an oc’hen, an denved a dalvezje d’o maga keit ha ma vijent e-touez an dud. An heiz a oa ar c’haera a c’halljed da gavout, medet ma ’z oa bet e parkou bet gounezet a-ratoz evid an doueed, ha dibabet hini-ha-hini an tanvouezennou anezan. Seiz gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re fura, ar re gaera, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezomm d’an doue ha d’an doueez. Evid ar chatal, loened eus an dibab a oa anezo holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig d’ezo, war gwella peurvanou ar vro.

Kerkent ha m’edo aet-tre en o zi an doue hag e geneilez, e lidlazed dirag an nor eun ejen, eur maout hag eur penn-moc’h. Dispennet e veze ar savadellou-beriou [2] hag enaouet an taniou ; pastellou kig a boazed er ber ouz an tan-flamm pe a verved e kaoteriou arem, e listri kouevr. Ar wazed, ganto skouedou, bouc’hili ha goafiou, a embrege gand ar c’horolladennou sakr war ar c’hlazenn en-dro d’an ti. Ar merc’hed bleo-melen, a c’hournijelle ganto o skerbou lin tano hag a stirlinke gwalennou o divrec’hiou gwenn hag o uferniou-treid [3], keit ha ma trôellent ha ma lamment, skanv evel yourc’hezed, war al leton ouz gwrimenn ar wezeg c’hlas.


  1. Ar c’harr-ze a zigas da goun eus an hini a zo bet kavet e Debjerg (Jutland) hag a denn da varevez an Ten (500-50 kent H. S.). Sellout Montellus Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, troidigez c’hallek gant S. Heinach (Paris, 1894, pp. 144-146 ha skeudenn 196 p. 146. Diwar-benn an ambrougadegou-sakr ha kerzadegou an doueed sellout ouz Orpheus, trede mouladur (1909), p. 190-192.
  2. War an hordennou beriou a zouged en ergerzadegou-sakr, sellout Déchelette, Manuel, Premier Age du Fer, pp. 796-804 (skeudennou).
  3. Diwar-benn ar gwalinier-gar gand ar Gelted e marevez an arem, sellout Déchelette, Manuel, Age du Bronze, pp. 310-316. Diwar-benn ar skerbou lin, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, seizet pennad (An Oriant, 1913), p. 38, notenn 1.